524 d’an deiz 11 a viz genver · web viewan droug hon eus graet, distennit, laxa malum quod...

3240
1

Upload: others

Post on 19-Mar-2020

1 views

Category:

Documents


0 download

TRANSCRIPT

524 D’an deiz 11 a viz genver

1

2

3

LIDEREZH AN EURIOU

4

C Copyright Ti-embann

ISBN

Ti-moullañ

5

E U R L I D D O U E E L

SAVET HERVEZ DEVED AN EIL HOLLESKEBBOD SAKR

ER VATIKAN

GOUREMBANNET DRE AOTROUNIEZH PAOL VI PAB

L I D E R E Z H A N E U R I O U

HERVEZ AN DOARE-LIDAÑ ROMAN

EIL EMBANNDUR SKOUER

II

LIDAMZERVEZH 40 DEVEZH AR RAKPASK

TRIDEVEZH AR PASK

LIDAMZERVEZH 50 DEVEZH AR PASK

LAKAET E BREZHONEG

HERVEZ TROIDIGEZHIOU AN AOTROUNEZ BELEION

LOEIZ AR FLOC’H, MARSEL KLERG,

PER AR GALL, JOB LEC’HVIEN,

BET DEZHO AOTREADUR-EMBANN

DIGANT AOTROU 'N ESKOB SANT-BRIEG,

Testamant Nevez : Nihil obstat . Gwengamp, J. Peron, person.

Imprimatur : Sant-Brieg, 2-2-69, H. Gloagen, vikel-vras.

Salmoù : Imprimatur Landreger 26-7-73, J Peron, vikel-vras

Testamant Kozh : Nihil obstat : Pont-Melvez 19-05-80, J. Peron, person.

Imprimatur ; Sant-Brieg 26-07-80, Y. Le Breton, vikel-vras.

Antonennoù, Gwerzadoù, Pedennoù diwar al Leksionaloù : Imprimatur:

Sant-Brieg 1969,70,71 H Gloagen, Vikel-vras.

HA SKRIDAOZET A-DOST

HERVEZ UR SKOUERENN E LATINEG EMBANNET GANT

LIBRERIA EDITRICE VATICANA

MM

6

Deved Kenguzul ar Pab war ar C’hehelerezh doueel,

11 a viz ebrel 1971 7

Deved Kenguzul ar Pab war ar C’hehelerezh doueel,

7 a viz ebrel 1985 8

Deiziadur Roman hollek 17

Darnlevr al Lidamzervezh 29

Darn voutin 857

Songanaoueg dre IV sizhunvezhiad dasparzhet 881

Klozlid 1277

Songanadenn klokaat 1298

Darnlevr Gouelioù ar Sent 1305

Rummeurlidoù arbennik 1491

Eurlid an Anaon 1769

Stagadenn 1803

7

KENGUZUL AR PAB EVIT AR C’HEHELEREZH DOUEEL

(CONGREGATIO PRO CULTU DIVINO)

Prot. N. 100/71

DEVED

(Decretum)

Liderezh an Eurioù, ez eo bet akourset hervez un henvoaz da lidañ e-kerzh an devezh, an Iliz a beurseven gourc’hemenn an Aotrou diwar-benn ar bedenn da vezañ morse paouezet ganti, ha war un dro e rent meuleudioù da Zoue an Tad, hag ez erbed evit silvidigezh ar bed.

Rak-se, an Eil Holleskebbod er Vatikan, oc’h ober ar brasañ stad ouzh urzhiadur dazroet an Iliz, hag o c’hoantaat adnevesaat anezhañ, a brederias gant evezh, evit ma vefe graet un adaozadur dereat d’an obererezh-se a bedenn, en doare ma c’hellfe bezañ kaset da benn gwelloc’h ha peurglokoc’h, pe e ve a-berzh ar veleion pe e ve a-berzh izili all an Iliz. (Kv. Kenreizhadur war al Liderezh Santel, Const. De sacra Liturgia, Sacrosanctum Concilium, n. 84).

Bremañ, al labour adaozañ o vezañ kaset da benn hag aprouet gant ar Pab Paol VI dre ar C’henreizhadur abostolek Laudis canticum sinet d’an deiz 1-añ a viz du 1970, ar C’henguzul-mañ evit ar C’hehelerezh doueel en deus graet war-dro al levr da vezañ embannet, skridaozet e Latineg evit lidañ Liderezh an Eurioù hervez an doare-lidañ roman, hag e tiskleir ez eo an embannadur-mañ, bremañ diskouezet, an embannadur-skouer nemetañ.

Tra kontrol ebet o tizarbenn.

Eus Burevioù Kenguzul ar Pab evit ar C’hehelerezh doueel, d’an deiz 11 a viz ebrel er bloaz 1971, Deiz-an-Aotrou, Pask ha Dasorc’h an Aotrou.

ARTURUS Kard. TABERA

Prefed

A. BUGNINI

Sekretour

8

KENGUZUL AR PAB EVIT AR C’HEHELEREZH DOUEEL

(CONGREGATIO PRO CULTO DIVINO)

Prot. N. 1814/84

DEVED

(Decretum)

Liderezh an Eurioù, adaozet diwar deved an Eil Holleskebbod er Vatikan er bloaz 1971, e kement hag ez eo Pedenn an Iliz, e-lec’h ma vez, dre veulganoù, trugarekadennoù hag aspedennoù, santelaet holl red eurioù an devezh koulz hag holl drevelloù an den (Kv. Kenreizhadur hollek (Institutio generalis) Liderezh an Eurioù, nn. 2 hag 11), a c’houlenn ma vezo sanket donoc’h ar pinvidigezhioù speredel a zo goubarzhek dezhañ e-unan, dre veizerezh diabarzh an testennoù, a vez arveret e Pedenn voutin Doare-lidañ Roman dazroet dre voaz.

Evit tizhout aesoc’h ar pal-se, eil embannadur-skouer Liderezh an Eurioù, a zo goude daou-ugent vloaz lakaet e gouloù, a ziskouez, evel perzh arbennik dezhañ, testenn embannadur Levrioù Sakr ar Vulgata Nevez, a zo erlec’hiet bremañ dre ret ouzh testenn ar Vulgata (troidigezh e latin poblek ar 4-re kantved) arveret en a-raok, hervez reolenn Kenreizhadur (Constitutio) Abostolek an Tad Santel ar Pab Yann Baol II Teñzor ar Skriturioù (Scripturarum Thesaurus) d’an deiz 25 a viz ebrel 1979.

Ar pezh avat a zo dioutañ e-unan en embannadur-mañ a zo deskrivet resisoc’h evel-henn amañ da heul.

1) Troidigezh ar Vulgata Nevez a zo degemeret evit lennadennoù biblek Eurlid al lennadenn, hag an Nozveilhioù (vigilia), koulz hag evit lennadennoù berr ar Meullidoù (laudes), ar Pardaezlid (vespera), an Trede, C’hwec’hvet, Navet Eur hag ar C’hlozlid (completorii), ha kenkoulz all evit an holl lidkanoù (canticis) eus an Testamantoù Kozh ha Nevez.

Deved 9

2) Testennoù biblek ‘zo, lakaet er c’hentañ embannadur, hag a vank e troidigezh ar Vulgata Nevez, pe a wisk en hemañ ur ster all, en doare ma c’hwitont dre vihanoc’h azasted war ar pal ez int bet dibabet evitañ, ne vezont ket kavet ken, hag en o lec’h eo testennoù azasoc’h a vez kinniget.

3) Testenn ar Songanoù (Psalmorum), adreizhet a-c’houdevezh en embannadur ar Vulgata Nevez, a zo kemeret en embannadur-mañ Liderezh an Eurioù.

4) Pebeilganennoù (Responsoria) Eurlid al lennadenn, eo hervez testenn ar Vulgata Nevez ez int reizhet, nemet e c’hoarvezfe d’un abeg arbennik bennak a skridaozadur, pe a zazroadur, pe a gerzenn sonerezh pe notenn liderezh a virfe ouzh kemm an destenn.

5) An Antonennoù (Antiphonenae) nevez da Lidkan Zakaria Benedictus ha da Lidkan Mari Magnificat a zo lakaet er stumm m’emaint en Aviel Deizioù-an-Aotrou ha gouelioù, e vezont tennet anezho peurliesañ.

6) Skridaozadur ar Meulganoù (Hymnorum) a zo adtaolet kempenn, aketus, rimiet mat.

7) El lennadennoù biblek hiroc’h, er songanoù (Psalmis) ha lidkanoù (canticis) eus an Testamant Kozh koulz hag eus an hini Nevez, pep gwerzad a zo gantañ e niverenn e-giz m’emañ ez-voutin e levrioù ar Bibloù.

8) En embannadur-mañ eo rakniverennet songanoù’zo (Psalmi) gant div niverenn. Da gentañ eo merket an niverenn o deus atav douget en droidigezh c’hresianek, anvet ar Seikont (Septuaginta), e troidigezh kozh ar Vulgata, hag a vez dazroet gant an Tadoù hag al liderezh. An niverenn perzhiek d’an destenn hebraek koulskoude, hag alies arveret en hon amzer en embannadurioù hag en addisplegadurioù, a vez roet da eil etre krommelloù.

9) Er stagadenn e roer testennoù all, anezho bommoù-bennigañ gourlidek, ha greadoù a binijenn tennet eus al Levr-Oferenn Roman.

An evezhiadennoù merket a-us, koulz hag ar c’hemmoù all degaset, hag a zo a nebeut a bouez, o deus da bal pelloc’h harpañ ar c’hwek ha frouezhus heuliad speredel a zegouezh

10 Deved

etre Liderezh an Eurioù ha lidadenn Sakramant an Aoter, kenkoulz hag etre ar re-hont hag ar bloavezh liderezhel, “ hag en deus galloud dre nerzh hag efedusted sakramantel perzhiek peogwir ez eo ar C’hrist e-unan, en e visterioù, pe e kounlid ar Sent, ha pergen e hini e Vamm, a gendalc’h gant hent e drugarez divent, en doare ma c’hell ar Gristenion feal, n’eo ket hepken eñvoriñ ha pleustriñ misterioù an Dasprenadur, met stekiñ outo dre m’en em genunanont ganto ha dre ma vevont drezo “ (Lidreol an Eskibion, n. 231).

An embannadur all-mañ da Liderezh an Eurioù a zo bet aotreet gant Hon Tad Santel ar Pab Yann Baol II dre e Aotrouniezh Abostolek ; hag ar C’henguzul evit ar C’hehelerezh Doueel hen embann bremañ hag hen diskler embannadur-skouer nemetañ. Dre-se, an embannadur-mañ, skridaozet e latineg, eo, kerkent ha ma vo deuet er-maez, a grogo da vezañ lakaet da dalvezout ; an embannadurioù e yezhoù pep pobl, adkempennet hervez patrom reol an eil embannadurr-skouer-mañ, eo adalek an deiz a vezo termenet gant pep Kenvodad Eskibion.

Tra ebet kontrol o tizarbenn.

Eus burevioù ar C’henguzul evit ar C’hehelerezh Doueel, d’an deiz 7 a viz ebrel, Deiz-an-Aotrou, gouel Pask ha Dasorc’h an Aotrou. Jezuz Krist.

+ AUGUSTINUS MAYER

Arc’heskob tit. Satrianensis

Pro Praefectus

+ VERGILIUS NOE

Arc’heskob. Tit. Voncariensis

a Secretis

11

TAOLENN AN DEIZIOU LIDEREZH

Diouzh ar Reoladoù hollvedel war ar bloavezhiad liderezh

hag eztennet diouzh an Deiziadur, nn. 59-61

Ar brilec’hiadur (praecedentia) etre an Deizioù liderezh, evit pezh a sell al lidadur anezho, a zo kevreizhet diouzh an daolenn-mañ nemeti.

I

1. Tridevezh paskel Pasïon ha Dasorc’h an Aotrou Jezuz Krist.

2. Gouelioù Jezuz Ganet (Nativitas), Jezuz Diskouezet (Epiphania), Jezuz Savet d’an Neñv (Ascensio), hag ar Spered Santel o tiskenn d’ar 50-vet Deiz goude ar Pask (Pentecostes).

Deizioù-an-Aotrou (Dominicae) e Lidamzervezh an Donedigezh (Adventus), 40 Devezh ar Rakpask (Quadragesimae), hag ar Pask.

Deiz-lid IV, al Ludu.

Deizioù-lid ar Sizhun santel, adalek an Deiz-lid II betek dibenn an deiz-lid V.

An Deizioù-lid e-barzh eizhvedad ar Pask.

3 Gouelioù-meur an Aotrou, ar Werc’hez glorius Vari hag ar Sent enskrivet en Deiziadur hollek.

Gouel an Anaon.

4. Gouelioù-meur goubarek (propriae), eleze :

a ) Gouel-meur Sant-paeron pennañ al lec’h, ar gêr pe ar vro.

b ) Gouel-meur Dedi ha deiz-ha-bloaz Dedi an iliz c’houbarek (propriae).

ch ) Gouel-meur Enhaoliad (Tituli) un iliz c’houbarek.

d ) Gouel-meur pe an Enhaoliad (Tituli), pe an Diazezer, pe ar Paeron pennañ d’an Urzh pe d’ar Vreuriezh leaned.

12 Taolenn an Deizioù liderezh

II

5. Gouelioù an Aotrou enskrivet en Deiziadur hollek.

6. Deizioù-an-Aotrou e Ldamzervezh an Nedeleg, ha Deizioù-an-Aotrou en Amzer blaen (per annum, war ar bloaz).

7. Gouelioù ar Werc’hez glorius Vari hag ar Sent enskrivet en Deiziadur hollek.

8. Gouelioù goubarek (propria), eleze :

a) Gouel Sant-paeron pennañ an eskobrann (diocesis).

b) Gouel deiz-ha-bloaz Dedi an iliz-kador (cathedralis).

ch) Gouel Sant-paeron pennañ ar rannvro pe rannbarzh, ar vroad pe un diriegezh ledanoc’h.

d) Gouel Enhaoliad (tituli), Diazezer, Paeron pennañ un Urzh pe Breuriezh pe rannbarzh leaned, salv ar c’hemennadurioù dindan an n. 4.

e) Gouelioù all goubarek d’un iliz bennak.

f) Gouelioù all enskrivet e Deiziadur un eskobrann, pe c’hoazh un Urzh pe Breuriezh leaned.

9. Deizioù-lid amzer Donedigezh Jezuz, adalek ar 17 betek dibenn ar 24 a viz kerzu.

An Deizioù-lid e-barzh Eizhvedad an Nedeleg.

Deizioù-lid 40 devezh ar Rakpask (Quadragesimae).

III

10. Deizioù-kounlid (memoriae) rediek enskrivet en Deiziadur hollek.

11. Deizioù-kounlid rediek goubarek (propriae), eleze :

a) Kounlid eil Sant-paeron lec’h, eskobrann, rannvro, pe rannbarzh relijiel.

Taolenn an Deizioù liderezh 13

b) An Deizioù-kounlid rediek all enskrivet e Deiziadur un eskobrann bennak, pe c’hoazh un Urzh pe Breuriezh leaned.

12 An Deizioù-kounlid diredi, deskrivet m’emaint en un doare arbennik e Sturgemennadurioù Hollek al Levr Oferenn roman (en Institutionibus generalibus Missalis Romani) pe e Liderezh an Eurioù (Liturgia Horarum), a c’hell koulskoude bezañ graet ivez en deizioù ez eus anv anezho en n. 9.

En hevelep doare, an Deizioù-kounlid rediek, a c’hoarvez dre zegouezh e Deizioù-lid 40 Devezh ar Rakpask, a c’hell bezañ lidet evel Kounlidoù diredi.

13 An Deizioù-lid e Lidamzervezh Donedigezh Jezuz betek dibenn ar 16 a viz kerzu.

An Deizioù-lid en amzer an Nedeleg adalek an 2 a viz genver betek ar Seizhvet-Deiz goude Gouel Jezuz Diskouezet.

An Deizioù-lid e Lidamzervezh 50 devezh ar Pask adalek an Eil Deiz-lid goude eizhvedad ar Pask betek dibenn ar Seizhvet-Deiz (Sabatum) a-raok ar 50vet-deiz goude ar Pask (Pentecostes).

An Deizioù-lid en amzer blaen (per annum, war ar bloaz)

A-ZIVOUT KEVEZEREZH ETRE LIDADURIOU ER MEMES DEIZ

Mar c’hoarvez meur a lidadur er memes deiziad, e vez graet Liderezh an hini a zalc’h ul lec’h uheloc’h e Taolenn an Deizioù Liderezh. Koulskoude, ur Gouel-meur na c’hellfe ket bezañ lidet en Deiz liderezh-se dre ma kerz hemañ ar brilec’h warnañ, a vefe treuzdouget d’an deiz nesañ a vefe dieub a-douez an Deizioù liderezh renket dindan an nn. 1-8 e Taolenn ar gevriegezh, salv ar Reoladoù war ar bloavezhiad liderezh a zo divizet en n. 5. An Deizioù liderezh a chomfe ouzhpenn a vez lamet evit ar bloaz-se.

Ouzhpenn-se, mar befe da lidañ er memes deiz Pardaezlid an Eurlid o c’hoarvezout, ha Kentañ Pardaezlid an deiz da heul, e talvez da gentañ Pardaezlid al lidadur a zalc’h ul lec’h uheloc’h e Taolenn an Deizioù Liderezh ; en degouezh avat a gevatalder briegezh, eo Pardaezlid an deiz o c’hoarvezout, ha n’eo ket hini an deiz war-lerc’h.

14

TAOLENN AMZERIAT

Bloaz

an Aotrou

Lizher-

ennoù

Deiz-an-

Aotrou

Lizher-

-ennoù amdro al

lenn-adennoù

Deiz al Ludu

Deiz ar Pask

Jezuz savet d’an Neñv

1998

1999

2000

2001

D

c

b A

g

C – A

A – B

B – C

C – A

25 c'h

17 c’h

8 meu

28 c’h

12 ebr

4 ebr

23 ebr

15 ebr

24 mae

13 mae

1 mez

24 mae

2002

2003

2004

2005

F

e

d c

b

A – B

B – C

C – A

A – B

13 c’h

5 meu

25 c’h

9 c’h

31 meu

20 ebr

11 ebr

27 meu

9 mae

29 mae

20 mae

5 mae

2006

2007

2008

2009

A

E

f e

d

B – C

C – A

A – B

B - C

1 meu

21 c’h

6c’h

25 c’h

16 ebr

8 ebr

23meu12 ebr

25 mae

17 mae

1 mae

21 mae

2010

2011

2012

2013

c

b

A – g

f

C - A

A - B

B - C

C - A

17c’h9 meu

22 c'h

13 c'h

24 ebr

4 ebr

8 ebr

31 meu

13 mae

2 mez

17 mae

9 mae

2014

2015

2016

2017

C

d

c b

A

A - B

B - C

C - A

A - B

5 meu

18 c'h

10 ebr

1meu

20 ebr

5 ebr

27 meu

16 ebr

29 mae

14 mae

5 mae

25 mae

2018

2019

2020

2021

g

f

e d

c

B - C

C - A

A - B

B - C

14 c'h

6 meu

26 c'h

17 c'h

1 ebr

21 ebr

12 ebr

4 ebr

10 mae

30 mae

21 mae

13 mae

2022

b

C - A

2 meu

17 ebr

26 mae

15

AR GOUELIOU HELOC’H

50-vet deiz goude

ar Pask

Sizhunioù an amzer blaen

1-añ Deiz-

an-Aotrou en amzer e zonedigezh

Kent 40 devezh ar rakpask

Goude Pask

Betek an deiz

sizhun

Adalek an deiz

sizhun

31mae23mae11mez3 mez

24 c’hw

16c’hw

7 meu

27 c’hw

7

6

9

8

1 mez

24 mae

12 mez

4 mez

9

8

10

9

29 du

28 du

3 kerzu

2 kerzu

19 mae 8 mez

30 mae

15 mae

12c’hw

4 meu

24 c’hw 8 c'hw

5

8

7

5

20 mae

9 mez

31 mae

16 mae

7

10

9

7

1 kerzu

30 du

28 du

27 du

4 mez

27 mae

11 mae

31 mae

28 c’hw

20 c’hw

5 c’hw

24 c’hw

8

7

4

7

5 mez

28 mae

12 mae

1 mez

9

8

6

9

3 kerzu

2 kerzu

30 du

29 du

23 mae

12 mez

27 mae

19 mae

16 c’hw

9 meu

21 c'hw

12 c'hw

6

9

7

5

24 mae

13 mez

28 mae

20 mae

8

11

8

7

28 du

27 du

2 kerzu

1 kerzu

8 mez

24 mae

15 mae

4 mez

4 meu

17 c'hw

9 c'hw

28 c'hw

8

6

5

8

9 mez

25 mae

16 mae

5 mez

10

8

7

9

30 du

29 du

27 du

3 kerzu

20 mae

9 mez

31 mae

23 mae

5 mez

13 c'hw

5 meu

25 c'hw

16 c'hw

1 meu

6

8

7

6

8

21 mae

10 mez

1 mez

24 mae

6 mez

7

10

9

8

10

2 kerzu

1 kerzu

29 du

28 du

27 du

16 Taolenn an deizioù liderezh

A-ZIVOUT LIZHERENN DEIZ-AN-AOTROU

Da bep hini eus deizioù ar bloaz e vez lakaet unan eus al lizherennoù-mañ : A, b, c, d, e, f, g, a arouez seizh deiz ar sizhun (kv. Deiziadur Roman hollek, 17-28, col. I). Eus al lizherennoù-se, eo anvet lizherenn Deiz-an-Aotrou an hini a ziskouez Deiz-an-Aotrou a-hed ar bloaz.

Da skouer, er bloaz 1985 emañ lakaet lizherenn Deiz-an-Aotrou f (kv. Taolenn amzeriat, 14, col. II); an holl deizioù, a zo diskouezet gant al lizherenn-se, a zo Deizioù-an-Aotrou; 13, 20, 27 a viz genver, h.a.

Er bloazioù bizeost avat eo aroueziet dre ziv lizherenn Deiz-an-Aotrou, an hini gentañ anezho a ziskouez Deizioù-an-Aotrou adalek deroù ar bloaz betek an deiz 24 a viz c’hwevrer, an hini all adalek an deiz 25 betek dibenn ar bloaz: addeiz e vez lavaret eus ar c’hwec’hvet eus kala meurzh, eleze d’an deizioù 24 ha 25 a viz c’hwevrer, hag ez adkemerer al lizherenn f, a servij div wezh evit an deizioù 24 ha 25.

² Da skouer : er bloaz 1988, eo div lizherenn Deiz-an-Aotrou a zo merket : c ha b. Al lizherenn c a ziskouez Deizioù-an-Aotrou brtek an deiz 24 a viz c’hwevrer : 3, 10, 17, ... 21 a viz c’hwevrer. Goude-se al lizherenn c a zo kemmet en he diagentadez b , a ziskouez Deizioù-an-Aotrou adalek an deiz 24 : 28 a viz c’hwevrer, 13 a viz meurzh, h.a.

A-ZIVOUT LIZHERENNOU AMDRO DEIZIOU-AN-AOTROU:

E Taolenn amzeriat al lidadurioù heloc’h (kv. Bann III) lizherenn amdroiad al lennadennoù biblek evit Deizioù-an-Aotrou hag ar gouelioù a zo lakaet evit diskouez zoken an antonenn a vez arveret gant lidkan Zakaria “Benedictus” ha likan Mari “Magnificat”.

Al lizherenn gentañ a ra dave d’ar bloaz lik (raknevet), da skouer 1985, bloaz B ; an eil avat d’ar bloaz liderezhel, a grog gant Deiz-an-Aotrou kentañ deiz lidamzervezh donedigezh Jezuz, da skouer 1-añ a viz kerzu 1985 d’ar bloaz C.

17

DEIZIADUR ROMAN HOLLEK

MIZ GENVER

A Kala. 1 En eizhvedad Ganedigezh Jezuz :

GOUELL-MEUR MARI

MAMM SANTEL DOUE Gouel-meur

b IV 2 Sent Basilios Meur ha Gregorios

Naziañza, esk. ha doct. a’n Iliz Kounlid

c III 3

d Derc’hent 4

e 5-vet deiz 5

f VIII 6 JEZUZ DISKOUEZET Gouel-meur

g VII 7 St Ramon Penyaford, beleg

A VI 8

b V 9

c IV 10

d III 11

e Derc’hent 12

f Kreiz-miz 13 St Hilarius, esk. ha dokt. a’n Iliz

g XIX 14

A XVIII 15

b XVII 16

c XVI 17 St Anton, abad Kounlid

d XV 18

e XIV 19

f XIII 20 St Fabianus, pab ha merzher

St Sebastian, merzher

g XII 21 Stez Agnez, gwerc’hez ha merzherez Kounlid

A XI 22 Sant Visant, diagon ha merzher

b X 23

c IX 24 St Frañsez a Sal, esk. ha dokt. a’n Iliz Kounlid

d VIII 25 St PAOL ABOSTOL TROET D’AR C’HRIST Gouel

c VII 26 Sent Timozeos ha Titos, esk. Kounlid

f VI 27 Stez Angela Merisi, gwerc’hez

g V 28 St Tomaz Akuino, beleg ha dokt. a’n Iliz Kounlid

A IV 29

b III 30

c Derc’hent 31 St Yann Bosko, beleg Kounlid

Deiz-an-Ao goude ar 6 genver : BADEZIANT AN AOTROU Gouel

* Pa n’eo ket spizet derez al lidadur eo Kounlid diredi.

18 Deiziadur Roman hollek

MIZ C’HWEVRER

d Kala 1

e IV 2 JEZUZ KINNIGET EN TEMPL Gouel

f III 3 St Bleaz, esk. ha merzher

St Ansgar, esk.

g Derc’hent 4

A 5vet deiz 5 Stez Agata, gwerc’hez ha merzherez Kounlid

b VIII 6 St Paol Miki hag e gileed, merzherion Kounlid

c VII 7

d VI 8 St Jerom Emilian

e V 9

f IV 10 Stez Skolastika, gwerc’hez Kounlid

g III 11 Itron Varia Lourda

A Derc’hent 12

b Kreiz miz 13

c XVI 14 Ar sent Kurillos ha Metodios, esk. Kounlid

d XV 15

e XIV 16

f XIII 17 Seizh Diazezer Urzh Servijerion

ar Werc’hez glorius Vari

g XII 18

A XI 19

B X 20

c IX 21 St Pêr Damian, esk. ha dokt. a’n Iliz

d VIII 22 KADOR SANT PER, ABOSTOL Gouel

e VII 23 St Polikarpos, esk. ha merzher Kounlid

f VI 24

g V 25

A IV 26

b III 27

c Derc’hent 28

Deiziadur Roman hollek 19

MIZ MEURZH

d Kala 1

e VI 2

f V 3

g IV 4 St Kazimir Kounlid

A III 5

b Derc’hent 6

c 5vet deiz 7 Ar stezed Perpetua ha Felisite, merzherezed Kounlid

d VIII 8 Sant Yann Doue, lean

e VII 9 Stez Frañseza Romana, leanez

f VI 10

g V 11

A IV 12

b III 13

c Derc’hent 14

d Kreiz miz 15

e XVII 16

f XVI 17 St Padrig, esk.

g XV 18 St Kurillos Jerusalem, esk. ha dokt. a’n Iliz

A XIV 19 SANT JOZEF,

PRIED AR WERC’HEZ VARI Gouel-meur

b XIII 20

c XII 21

d XI 22

e X 23 St Turibi Mongrovejo, esk.

f IX 24

g VIII 25 EMZENADUR AN AOTROU

KEMENNET DA VARI Gouel-meur

A VII 26

b VI 27

c V 28

d IV 29

e III 30

f Derc’hent 31

20 Deiziadur Roman hollek

MIZ EBREL

g Kala 1

A IV 2 St Frañsez a bPaola, penitiour

b III 3

c Derc’hent 4 St Isidor, esk. ha dokt. a’n Iliz

d 5vet deiz 5 St Visant Ferrer, beleg

e VIII 6

f VII 7 St Yann-Vadezour ar Sal, beleg Kounlid

g VI 8

A V 9

b IV 10

c III 11 St Stanislas, esk. ha merzher Kounlid

d Derc’hent 12

e Kreiz miz 13 St Martin 1-añ, pab ha merzher

f XVIII 14

g XVII 15

A XVI 16

b XV 17

c XIV 18

d XIII 19

e XII 20

f XI 21 St Anselm, esk. ha dokt. a’n Iliz

g X 22

A IX 23 St Jord, merzher

St Adalbert, esk. a merzher

b VIII 24 St Fidel a Singmaringen, beleg ha merzher

c VII 25 SANT MARK, AVIELOUR Gouel

d VI 26

e V 27

f IV 28 St Pêr Chanel, beleg ha merzher

St Louis-Marie Grignion de Montfort, beleg

g III 29 Stez Katell a Sienna, gwerc’hez ha dokt. a’n Iliz Kounlid

A Derc’hent 30 St Pius V, pab

Deiziadur Romn hollek 21

MIZ MAE

b Kala 1 Sant Josef micherour

c VI 2 St Atanazios, esk. ha dokt. a’n Iliz Kounlid

d V 3 AR SENT FILIP HA JAKEZ, EBESTEL Gouel

e IV 4

f III 5

g Derc’hent 6

A 5vet deiz 7

b VIII 8

c VII 9

d VI 10

e V 11

IV 12 Ar sent Nere hag Akile, merzherion

f St Pankras, merzher

g III 13

A Derc’hent 14 SANT MAZHEAZ, ABOSTOL Gouel

b Kreiz miz 15

c XVII 16

d XVI 17

e XV 18 St Yann 1-añ, pab ha merzher

f XIV 19

g XIII 20 St Bernardino Sienna, beleg

A XII 21

b XI 22

c X 23

d IX 24

e CIII 25 St Beda Enorus, beleg ha dokt. a’n Iliz

St Gregor VII, pab

Stez Mari Madalen a Bazzi, gwerc’hez

f VII 26 St Filip Neri, beleg Kounlid

g VI 27 St Aogustin Kêrgent, esk.

A V 28

b IV 29

c III 30

d Derc’hent 31 GWELADENN AR WERC’HEZ VARI Gouel

1-añ Deiz-an-Ao. goude 50-vet deiz ar Pask

AN DREINDED SANTEL-MEURBET Gouel-meur

Deiz-lid V goude An Dreinded santel-meurbet :

KORF HA GWAD SANTEL-MEURBET AR C’HRIST Gouel-meur

22 Deiziadur Roman hollek

MIZ MEZHEVEN

e Kala 1 St Justinus, merzher Kounlid

f IV 2 Sent Markellinus ha Petrus, merzherion

g III 3 St Charlez Lwanga hag e gileed, merzherion Kounlid

A Derc’hent 4

b 5vet deiz 5 St Bonifas, esk. ha merzher Kounlid

c VIII 6 St Norbert, esk.

d VII 7

e VI 8

f V 9 St Efrem, diagon ha dokt. a’n Iliz

g IV 10

A III 11 St Barnabaz, abostol Kounlid

b Derc’hent 12

c Kreiz miz 13 St Anton a Badova, beleg ha dokt. a’n Iliz Kounlid

d XVIII 14

e XVII 15

f XVI 16

g XV 17

A XIV 18

b XIII 19 St Romuald, abad

c XII 20

d XI 21 St Loeiz Gonzaga, lean Kounlid

e X 22 St Paolinus Nola, esk.

Ar Sent John Fisher, esk. ha Tomaz Morus,

merzherion

f IX 23

g VIII 24 GANEDIGEZH SANT YANN

VADEZOUR Gouel-meur

A VII 25

b VI 26

c V 27 St Kurillos Aleksandria, esk. ha dokt a’n Iliz

d IV 28 St Irenaios, esk ha merzher Kounlid

e III 29 AR SENT PER HA PAOL,

EBESTEL Gouel-meur

f Derc'hent 30 Sent Merzherion gentañ Iliz santel Roma

Deiz-lid VI goude Eil Deiz-an-Ao. goude 50-vet deiz ar Pask :

KALON SAKR-MEURBET JEZUZ Gouel-meur

Ar Seizhvet-Deiz goude 50-vet deiz ar Pask :

Kalon Dinamm ar Werc’hez glorius Vari

Deiziadur Roman hollek 23

MIZ GOUHERE

g Kala 1

A VI 2

b V 3 SANT TOMAZ ABOSTOL Gouel

c IV 4 Stez Elizabed Portugal

d III 5 St Anton Mari Zakaria, beleg

e Derc’hent 6 Stez Maria Goretti, gwerc’hez ha merzherez

f 5-vet deiz 7

g VIII 8

A VII 9

b VI 10

c V 11 St Benead, abad Kounlid

d IV 12

e III 13 St Herri

f Derc’hent 14 St Kamilh Lellis, beleg

g Kreiz miz 15 St Bonaventura, esk. ha dokt. a’n Iliz Kounlid

A XVII 16 Itron Varia Menez Karmez

b XVI 17

c XV 18

d XIV 19

e XIII 20

f XII 21 St Laorañs Brindisi, beleg ha dokt. a’n Iliz

g XI 22 Stez Mari Madalen Kounlid

A X 23 Stez Brijida, leanez

b IX 24

c VIII 25 SANT JAKEZ, ABOSTOL Gouel

d VII 26 St Yoakim ha santez Anna, tad ha mamm

ar Werc’hez Vari Kounlid

e VI 27

f V 28

g IV 29 Stez Marta Kounlid

A III 30 St Pêr Krizologos, esk. ha dokt. a’n Iliz

b Derc’hent 31 St Ignas a Loiola, beleg Kounlid

24 Deiziadur Roman hollek

MIZ EOST

c Kala 1 St Alfoñs Mari Ligori, esk. ha dokt.

a’n Iliz Kounlid

d IV 2 St Euzeb Verkelle, esk.

e III 3

f Derc’hent 4 St Yann Vari Vianney, beleg Kounlid

g 5-vet deiz 5 Dedi iliz-veur Santez Mari e Roma

A VIII 6 TREUZNEUZIADUR AN AOTROU KRIST Gouel

b VII 7 St Sikstus II pab, hag e ziagoned merzherion

St Gaetan, beleg

c VI 8 St Dominig, beleg Kounlid

d V 9

e IV 10 ST LAORAÑS, DIAGON HA MERZHER Gouel

f III 11 Stez Klara, gwerc’hez Kounlid

g Derc’hent 12

A Kreiz miz 13 St Pontianus, pab, ha st Hippolitos, beleg

merzherion,

b XIX 14 St Maksimilian Mari Kolbe, beleg,

merzher Kounlid

c XVIII 15 AR WERC’HEZ GLORIUS VARI

SAVET D’AN NEÑV Gouel-meur

d XVII 16 St Stefan Hungaria

e XVI 17

f XV 18

g XIV 19 St Yann Eudes, beleg

A XIII 20 St Bernez, abad ha dokt a’n Iliz Kounlid

b XII 21 St Pius X, pab Kounlid

c XI 22 Ar Werc’hez glorius Vari, Rouanez Kounlid

d X 23 Stez Rozenn a Lima, gwerc’hez

e IX 24 SANT BARTOLOME, ABOSTOL Gouel

f VIII 25 St Loeiz

St Josef Kalasañz, beleg

g VII 26

A VI 27 Stez Monika Kounlid

b V 28 St Aogustin, esk. ha dokt. a’n Iliz Kounlid

c IV 29 Pasîon sant Yann Vadezour, merzher Kounlid

d III 30

e Derc’hent 31

Deiziadur Roman hollek 25

MIZ GWENGOLO

f Kala 1

g IV 2

A III 3 St Gregor Meur, pab ha dokt. a’n Iliz Kounlid

b Derc’hent 4

c 5-vet deiz 5

d VIII 6

e VII 7

f VI 8 GANEDIGEZH AR WERC’HEZ VARI Gouel

g V 9

A IV 10

b III 11

c Derc’hent 12

d Kreiz miz 13 St Yann Krizostomos, esk. ha dokt. a’n Iliz Kounlid

e XVIII 14 EN ENOR D’AR GROAZ SANTEL Gouel

f XVII 15 Itron Varia ar Seizh glac’har Kounlid

g XVI 16 Ar Sent Korneli, pab, ha Kiprian, esk.

merzherion Kounlid

A XV 17 St Roparzh Bellarmino, esk. ha dokt. a’n Iliz

b XIV 18

c XIII 19 St Genver, esk. ha merzher

d XII 20 Ar Sent Andrev Kim Taegon, beleg, ha Paol

Chong Hasang, hag o c’hileed merzherion Kounlid

e XI 21 ST MAZHEV ABOSTOL HAG AVIELOUR Gouel

f X 22

g IX 23

A VIII 24

b VII 25

c VI 26 Ar Sent Kosma ha Damian, merzherion

d V 27 St Visant a Baol, beleg Kounlid

e IV 28 St Wenseslaz, merzher

f III 29 AR SENT MIKAEL, GABRIEL

HA RAFAEL, ARC’HAELED Gouel

g Derc’hent 30 St Jerom, beleg ha dokt. a’n Iliz Kounlid

26 Deiziadur Roman hollek

MIZ HERE

A Kala I Stez Tereza ar Mabig Jezuz, gwerc’hez Kounlid

b VI 2 An Aelez santel diwallerion Kounlid

c V 3

d IV 4 St Frañsez Asizi, diagon Kounlid

e III 5

f Derc’hent 6 St Bruno, beleg

g 5-vet deiz 7 Itron Varia ar Rozera Kounlid

A VIII 8

b VII 9 St Denez, esk. hag e gloer, merzherion

St Yann Leonardi, beleg

c VI 10

d V 11

e IV 12

f III 13

g Derc’hent 14 St Kallist 1-añ, pab ha merzhet

A Kreiz miz 15 Stez Tereza a Jezuz,

gwerc’hez ha dokt. a’n Iliz Kounlid

b XVII 16 Stez Hedwija, leanez

Stez Marc’harid Mari Alakok, gwerc’hez

c XVI 17 St Ignas Antiokeia, esk. ha merzher Kounlid

d XV 18 SANT LUKAZ, AVIELOUR Gouel

e XIV 19 Ar Sent Yann Brebeuf hag Izaag Jogues

beleion, hag o c’hileed, merzherion

f XIII 20 St Paol ar Groaz, beleg

g XII 21

A XI 22

b X 23 St Yann Gapestran, beleg

c IX 24 St Anton Mari Klaret, esk.

d VIII 25

e VII 26

f VI 27

g V 28 AR SENT SIMON HA JUD, EBESTEL Gouel

A IV 29

b III 30

c Derc’hent 31

Deiziadur Roman hollek 27

MIZ DU

d Kala 1 AN HOLL SENT Gouel-meur

e IV 2 GOUEL AN HOLL

FIDELED AET DA ANAON

f III 3 St Marzhin Porres, lean

g Derc’hent 4 St Charlez Borromeo, esk. Kounlid

A 5-vet deiz 5

b VIII 6

c VII 7

d VI 8

e V 9 DEDI PENN-ILIZ AL LATERANO Gouel

f IV 10 St Leon Meur, pab ha dokt. a’n Iliz Kounlid

g III 11 St Marzhin Tours, esk. Kounlid

A Derc’hent 12 St Yozafad, esk. ha merzher Kounlid

b Kreiz miz 13

c XVIII 14

d XVII 15 St Alberzh Meur, esk. ha dokr. a’n Iliz

e XVI 16 Stez Marc’harid a Vro-Skos

Stez Jertruda, gwerc’hez

f XV 17 Stez Elizabed a Hungaria, leanez Kounlid

g XIV 18 Dedi penn-Iliz sant Pêr

ha penn-iliz sant Paol, ebestel

A XIII 19

b XII 20

c XI 21 Ar Werc’hez Vari kinniget en Templ Kounlid

d X 22 Stez Sesilia, gwerc’hez ha merzherez Kounlid

e IX 23 St Klement 1-añ, pab ha merzher

St Koulm, abad

f VIII 24

g VII 25

A VI 26

b V 27

c IV 28

d III 29

e Derc’hent 30 SANT ANDREV, ABOSTOL Gouel

Diwezhañ Deiz-an-Aotrou en amzer blaen :

HON AOTROU JEZUZ-KRIST, ROUE AN HOLLVED Gouel-meur

28 Deiziadur Roman hollek

MIZ KERZU

f Kala 1

g IV 2

A III 3 St Frañsez Zavier, beleg Kounlid

b Derc’hent 4 St Yann Damask, beleg ha dokt. a’n Iliz

c 5-vet deiz 5

d VIII 6 St Nikolaz, esk.

e VII 7 St Ambroaz, esk. ha dokt. a’n Iliz Kounlid

f VI 8 KROUEDIGEZH DINAMM

AR WERC’HEZ VARI Gouel-meur

g V 9

A IV 10

b III 11 St Damazius 1-añ, pab

c Derc4hent 12 Stez Janed Frañseza a Chantal, leanez

d Kreiz miz 13 Stez Lusia, gwerc’hez ha merzherez Kounlid

e XIX 14 St Yann ar Groaz, beleg ha dokt. a’n Iliz Kounlid

f XVIII 15

g XVII 16

A XVI 17

b XV 18

c XIV 19

d XIII 20

e XII 21 St Pêr Kanisius, beleg ha dokt. a’n Iliz

f XI 22

g X 23 St Yann Keti, beleg

A IX 24

b VIII 25 GANEDIGEZH JEZUZ HON AOTROU Gouel-meur

c VII 26 SANT STEFAN, Kentañ Merzher Gouel

d VI 27 SANT YANN, Abostol hag Avielour Gouel

e V 28 AN DIANTEGED SANTEL, merzherion Gouel

f IV 29

g III 30

A Derc4hent 31 St Silvestr 1-añ, pab

Deiz-an-Aotrou en eizhvedad an Nedeleg, pe, ma vank,

d’an deiz 30 a viz kerzu :

TIEGEZH SANTEL JEZUZ, MARI HA JOZEF Gouel

29

DARNLEVR AL LIDAMZERVEZH

30

31

LIDAMZERVEZH 40 DEVEZH AR RAKPASK

pe AR C’HORAIZ

Adalek deroù Eurlid an deiz-lid IV, Merc’her al Ludu, betek Beilhadenn ar Pask e vez dioueret. Allelouia.

I. BETEK AR SEIZHVET DEIZ ER SIZHUN PEMP

En Eurlidoù al Lidamzervezh, adalek deroù Eurlid an deiz-lid IV, Merc’her al Ludu, betek dibenn Eur kreiz-an-deiz ar seizhvet deiz, e sizhun V lidamzervezh ar C’horaiz :

D’ar Pardaezlid

MEULGAN (Audi benigne Conditor)

En Eurlid deiz-an-Aotrou :

Klevit, Krouer, ‘n ho madelezh, Audi, begnine Conditor,

hor pedennoù hag hon daeroù, nostras preces cum fletibus,

a-hed an daou-ugent devezh sacrata in abstinentia

kensakret gant hon yunioù. fusas quadragenaria.

C’hwi a wel hor sempladurezh, Scrutator alme cordium,

hag holl bec’hedoù hor buhez; infirma tu scis virium;

met roit dimp gras ho pardon ad re reversis exhibe

pa zistroomp deoc’h a galon. remissionis gratiam.

Kalz re alïes e pec’homp, Multum quidem peccavimus,

met pardonit pan anzavomp, sed parce confitentibus,

evit ma c’hellimp ho meuliñ tuique laude nominis

pareit ennomp pep gouli. confer medelam languidis.

Hon c’hoantegezh a gastizomp, Sic corpus extra conteri

ho kras nerzhus a c’houlennomp dona per abstinentiam,

ma yuno ivez hor spered ieiunet ut mens sobria

diouzh banvez hudur ar pec’hed. a labe prorsus criminum.

Ni hoc’h asped, o Treinded sakr, Praesta, beata Trinitas,

ni a gement a zo fallakr, concede, simplex Unitas,

da reiñ d’hon eneoù direizh ut fructuosa sint tuis

adsav ha nerzh dre ar c’horaiz. Amen. haec parcitatis munera.

32 Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask

En Eurlid ar pemdez :

Jezuz, daou-ugent deiz ‘lârer Iesu, quadragenariae

a bep boued hoc’h eus graet diouer, dicator abstinentiae,

c’hwi ‘vit yac’haat ar speredoù qui ob salutem mentium

a c’hourc’hemennas yunioù. praeceperas ieiunium,

Harpit bremañ ar gristenien, Adesto nunc Ecclesiae,

p’emaint oc’h ober pinijenn, adesto paenitentiae,

stouet d’an douar e pedomp qua supplicamus cernui

gwalc’hit hor pec’hedoù diouzhomp. peccata nostra dilui.

An torfedoù, c’hwi ’ziverkas, Tu retroacta crimina

o distaolit dimp dre ho kras, tua remitte gratia

hiviziken en o enep et a futuris adhibe

hon gwarezit gant tenerded. custodiam mitissime.

Ni a vez gwalc’het bep blizenn Ut, expiati annuis

dre oberoù a binijenn, compunctionis actibus,

em luskomp war-du gouelioù Pask tendamus ad paschalia

joa dereat emaomp o klask. digne colenda gaudia.

Ra vezo kement ‘zo er bed Te rerum universitas,

ouzh hoc’h azeuliñ ‘n ho Treinded, clemens, adoret, Trinitas,

ha ni nevezet dre bardon et nos novi per veniam

ur ganenn nevez a ganomp. Amen. novum canamus canticum.

D’ar C’hlozlid

Er sizhunioù I, III ha V : Meulgan A-raok ma teuio fin an deiz, 874. Er sizhunioù all : Meulgan Aotrou, c’hwi, splannder ha gwir deiz, 875.

D’al Lidgalvadenn

En Eurlid deiz-an-Aotrou ha deizioù-lid ; Ant. Ar C’hrist an Aotrou, evidomp bet temptet ha bet o c’houzañv, deuit, azeulomp anezhañ.

Pe : Ra vefec’h hiziv evit selaou mouezh an Aotrou : Na serrit ket ho kalonoù.

Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask 33

Songan al lidgalvadenn evel en Darn voutin, 860.

Pa vez graet gant an eil antonenn, pevare poz ar songan 94 (95) a zeraou gant ar gerioù : Evel e Meriba.

Da Eurlid al lennadenn

MEULGAN

En Eurlid deiz-an-Aotrou :

Diouzh boaz kevrinek desket dimp Ex more docti mystico

d’an diouer boued e kendalc’himp, servemus abstinentiam,

pevar a zegad devezhioù deno dierum circulo

renet hervez an hengounioù. ducto quater notissimo.

Al lezenn hag ar brofeded Lex et prophetae primitus

an dra-se o deus degaset, hanc praetulerunt, post modum

Jezuz da c’houde o sakras Christus sacravit, omnium

Eñ mestr an amzer a grouas. Rex atque factor temporum.

Implijomp ‘ta gant muioc’h erbed Utamur ergo parcius

ar gomz, an evaj hag ar boued, verbis, cibis et potibus,

ar c’housket, ar c’hoariellerezh ; somno, iocis et arctius

ha startoc’h chomomp war evezh. perstemus in custodia.

Argasomp mat ar pec’hed vil Vitemus autem pessima

a c’hronn ar spered distabil, quae subruunt mentes vagas,

ha lec’h ebet na ginnigomp nullumque demus callido

d’an enebour turant ennomp. hosti locum tyrannidis.

Ni hoc’h asped, o Treinded sakr, Praesta, beata Trinitas,

ni a gement a zo fallakr, concede, simplex Unitas,

da reiñ d’hon eneoù direizh ut fructuosa sint tuis

adsav ha nerzh dre ar c’horaiz. Amen. haec parcitatis munera.

En Eurlid ar pemdez :

Setu bremañ an amzer vat, Nunc tempus acceptabile

ur prof doueel ouzh hon sklaeraat, fulget datum divinitus,

evit yac’haat ar bed gwanaet, ut sanet orbem languidum

dre ’n emziouer, evel remed. medela parcimoniae.

34 Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask

Eus Jezuz Krist gant e sklaerded Christi decoro lumine

e tarzh an deiz maz omp salvet, dies salutis emicat,

en-dra ma reizh an emziouer dum corda culpis saucia

kalonoù gloazet pep pec’her. reformat abstinentia.

An dra-se ’n hon c’horf, ’n hon spered, Hanc mente nos et corpore, peurc’hrait, Doue, gant tenerded, Deus, tenere perfice,

ma c’hoantaimp ar Pask peurbad ut appetamus prospero

e-kerzh un tremen a eurvad. perenne pasha transitu.

Ra vezo kement ‘zo er bed Te rerum universitas,canticum.

ouzh hoc'h azeuliñ 'n ho Treinded; clemens, adoret, Trinitas,

ha ni nevezet dre bardon, et nos novi per veniam

ur ganenn nevez a ganomp. Amen. novum canamus canticum.

D’ar Meullidoù-beure

MEULGAN

En Eurlid deiz-an-Aotrou :

Aspedomp holl war hon daoulin, Precemur omnes cernui,

ha garmomp ivez pep hini, clamemus atque singuli,

ha leñvomp dirak ar barner, plotemus ante iudicem,

sioulaomp ar brouez dic’haouer. flectamus iram vindicem:

Graet gaou hon eus dre wallober Notris malis offendimus

ouzh ho madelezh, c’hwi, Doue ; tuam, Deus, clementiam;

met skuilhit warnomp diouzh an Neñv, effunde nobis desuper,

ho pardon evel dasprener. Remissor, indulgentiam.

Ho pezet soñj ez omp deoc’h-c’hwi, Memento quod sumus tui,

ha ni kouezhidik, graet e pri, licet caduci, plasmatis;

koulskoude roit, war hor pedenn, ne des honorem nominis

gloar hoc’h anv dimp da viken. Tui, precamur, alteri.

An droug hon eus graet, distennit, Laxa malum quod fecimus,

ar mad a c’hoanta/omp, kreskit, auge bonum quod poscimus,

ra blijo deoc’h ma teuimp a-benn placere quo tandem tibi

d’henn gallout bremañ, da viken. poscimus hic et perpetim.

Ni hoc’h asped, o Treinded sakr, Praesta, beata Trinitas,

ni a gement a zo fallakr, concede, simplex Unitas,

da reiñ d’hon eneoù direizh ut fructuosa sint tuis

adsav ha nerzh dre ar c’horaiz. Amen. haec parcitatis munera.

Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask 35

En Eurlid ar pemdez :

Dija, o Krist, heol a reizhded, Iam, Christe, sol iustitiae;

‘n ‘em zigor koumoul ar spered, mentis dehiscant tenebrae,

da luc’h an nerzh da zont en-dro, virtutum ut lux redeat,

pa bar 'nevez an deiz er vro. terris diem cum reparas.

O reiñ ur prantad dereat Dans tempus acceptabile

roit ivez ur galon geuziat, et paenitens cor tribue,

‘vit ma kemmo ho madelezh convertat ut begninitas

ar re a zoug ho karantez ; quos longa suffert pietas;

hag un nebeut a binijenn Quiddamque paenitentiae

roit da zougen, 'vit an daspren, da ferre, quo fit demptio,

dre ho kras brasoc’h c’hoazh eget maiore tuo munere,

forzh pe vras e ve ar pec’hed. culparum quamvis grandium.

'mañ 'n deiz o tont, ho teiz deoc’h-c’hwi, Dies venit, dies tua,

ma vez pep tra oc’h adbleuñviñ ; per quam reflorent omnia;

’vit m’en em laouenaimp ennañ laetemur in hac ut tuae

degaset d’ho kras-c’hwi drezañ. per hanc reducti gratiae.

Ra vezo kement ‘zo er bed Te rerum universitas,

ouzh hoc’h azeuliñ ‘n ho Treinded, clemens, adoret, Trinitas,

ha ni nevezet dre bardon et nos novi per veniam

ur ganenn nevez a ganomp. Amen. novum canamus canticum.

Da Eur kreiz an deiz

En Eurlid deiz-an-Aotrou hag ar pemdez

:

D’an Trede Eur

MEULGAN

Dre feiz en Doue mar bevomp, Dei fide, qua vivimus,

gant spi peurbadel mar kredomp, qua spe perenni credimus

war-bouez ar c’hras a garantez per caritatis gratiam

da c’hloar ar C’hrist kanomp ivez. Christi canamus gloriam.

D’an trede eur eo bet kaset Qui ductus hora tertia

aberzhad en deus gouzañvet, ad passionis hostiam,

o tougen pouez e gorf ouzh kroaz crucis ferens suspendia

an dañvad koll a zistroas. ovem reduxit perditam.

36 Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask

Aspedomp enta sujidi, Precemur ergo subditi,

dieubet ’vel dasprenidi, redemptione liberi,

ma savo dreist da stuz ar bed ut eruat a saeculo

ar varnidi didamallet. quos solvit a chirographo.

Ar C’hrist a bedomp hag an Tad, Christum rogamus et Patrem,

Spered an Tad, Spered ar Mab ; Christi Patrisque Spiritum;

o c’hallout pep tra unanet, unum potens per omnia,

Ho Tri ! Gwarezit ‘r re ho ped. Amen. fove precantes, Trinitas.

Ant. Degouezhet eo ganimp an deizioù a binijenn da zasprenañ ar pec’hedoù, evit salviñ an eneoù.

D’ar C’hwec’hvet

MEULGAN

D’an eur m’en doe ar C’hrist sec’hed Qua Christus hora sitiit

ha poan ar groaz hirgouzañvet, crucem vel in qua subiit,

ar re ma ro songan enni quos praestat in hac psallere

da roy a justis sec’hediñ. ditet sitit iustitiae.

Ra vezo ganto ar c’hoant-mañ Simul sit his esuries

o reiñ e walc’h d’e c’hoant dezhañ : quam ipse de se satiet,

a bec’hed bezent holl heuget crimen sit ut fastidium

a vertuz bezent holl c’hoantaet. virtusque desiderium.

Ar c’hras digant ar Spered Glan Charisma Sancti Spiritus

da redo ennomp o songan, sic influat psallentibus,

ma vo distanet d’an taerded ut carnis aestus frigeat

ha tommet yended ar spered. et mentis algor ferveat.

Ar C’hrist a bedomp hag an Tad, Christum rogamus et Patrem,

Spered an Tad, Spered ar Mab ; Christi Patrisque Spiritum;

o c’hellout pep tra unanet, unum potens per omnia,

Ho Tri ! Gwarezit ‘r re ho ped. Amen. fove precantes, Trinitas.

Ant. Bev ez on-me, eme an Aotrou Doue ; ne c’hoantaan ket marv ar pec’her, met kentoc’h ma tistroio ha ma vevo.

Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask 37

D’an Navet

MEULGAN

Dre deir gwezh teir a eurioù kreiz Ternis ter horis numerus

em astenn dimp ar Pergont Deiz, nobis sacratus panditur,

dre anv Jezuz Mesiaz sanctoque Iesu nomine

goulennomp.outañ ober gras. munus precemur veniae.

Ac’hanta, anzav mat al laer Latronis, en, confessio

a zellez pardon ar Salver ; Christi meretur gratiam;

hor meulgan, hon deolïezh, laus nostra vel devotio

ra dalvo dimp e drugarez. mercetur indulgentiam.

Ar groaz bremañ ‘lazh an ankoù, Mors per crucem nunc interit

war-lerc’h teñvalder ’teu ‘r gouloù ; et post tenebras lux redit;

an heug a faout ar pec’hedoù, horror dehiscat criminum

ar splannder ’lufr ar speredoù. splendor nitescat mentium.

Ar C’hrist a bedomp hag an Tad, Christum rogamus et Patrem,

Spered an Tad, Spered ar Mab ; Christi Patrisque Spiritum;

o c’hellout pep tra unanet, unum potens per omnia,

Ho Tri ! Gwarezit ‘r re ho ped. Amen. fove precantes, Trinitas.

Ant. Dre armoù reizhded nerzh Doue, en em erbedomp hon-unan gant kalz a basianted..

E deizioù-lid ar sizhun V, da Eurlid al lennadenn, ar Meullidoù-beure ha Pardaezlidoù, lavaret e c’hell bezañ Meulganoù ar Sizhun santel, 329-331.

38

PEVARE DEIZ-LID

AL LUDU

Sizhun IV ar Songanoù

Da Eurlid al lennadenn

MEULGAN Setu bremañ an amzer vat, 33.

Songanoù diouzh deiz-lid IV ar sizhun IV, 1228.

U/. Distroit ouzh Doue hag ho pet keuz.

R/. Grit deoc’h ur galon nevez hag ur spered nevez.

LENNADENN GENTAÑ

Diwar levr ar profed Yeshaia 58, 1-12

Ar seurt yun a blij da Zoue

Kement-mañ a lavar an Aotrou Doue ::

1 Huch a-bouez-penn, hep astaliñ ;

evel ur c’horn sav da vouezh,

diskler d’am fobl he zorfed,

da diegezh Yaakov e bec’hedoù.

2 Bemdez e vezont ouzh va c’hlask,

anavezout va hentoù a fell dezho

evel ur bobl e vije reizh hec’h oberoù,

ha n’he dije ket gwir he Doue dilezet.

Goulenn a reont diganin reolennoù a reizhded,

bezañ tost da Zoue a fell dezho.

3 ”Perak e yunomp ha ne sellez ket,

e poaniomp hon eneoù ha ne eveshaez ket ?”.

En deiz ma yunit e kavit aferioù da ober

hag hoc’h holl drevellerion a waskit.

4 Gant rendaeloù ha tabutoù e yunit

en ur skeiñ ha dornata gant drougiezh.

Ne yunit ket, en deiz-se,

En doare da lakaat klevout en nec’h ho mouezh.

Deiz-lid IV al ludu 39

5 Hag-eñ eo hennezh ar yun a blij din,

un deiz ma poania an den e ene ?

Plegañ evel ur vroenenn ar penn,

Ha mont war ar sac’h hag al ludu da c’hourvez ?

Daoust ha se eo a c’halvez ur yun,

Un deiz plijus d’an Aotrou ?

6 Hag-eñ n’eo ket kentoc’h ar yun-mat a blij din :

distagañ ar chadennoù direizh,

diskoulmañ liammoù ar yev,

daveiñ ar re wasket, dieub,

ha terriñ kement yev a zo ?

7 Daoust ha n’eo ket rannañ gant an naoneg da vara,

ar reuzeudion o kantreal o degemer ez ti ?

Pa weli un den en noazh e c’holoi anezhañ,

hag ouzh da nesañ n’en em guzhi ket.

8 Neuze e skedo evel ur goulou-deiz da sklerijenn,

da gleizenn buan a groc’henno ;

kerzhout a ray dirazout da reizhded,

ha gloar an Aotrou a vo ouzh da heul.

9 Neuze e c’halvi hag an Aotrou a responto,

pa huchi e lavaro : “Setu me”.

Ma lemez eus du-se ar yev,

ar flatrerezh

hag an droukprezeg,

10 ma kinnigez d’an naoneg da vevañs

ma roez d’ar gorzailhenn wasket he gwalc’h,

e skedo en deñvalded da sklerijenn

ha da deñvalijenn a vezo evel kreiz-an-deiz.

11 Da vleinañ a raio an Aotrou dalc’hmat,

hag e roio e walc’h, er sec’hor, d’az ene,

da eskern a zistenno,

hag e vi evel ul liorzh douraet

evel ur stivell dour,

ha na vezer ket touellet gant he doureier.

12 Adsavet e vo ganit ar rivinoù kozh ;

war fondezonoù kantvedek ha kantvedek o adsavi :

ha galvet e vi klozer-freuzoù,

adaozer hentoù evit an annezidi.

40 Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask

PEBEILGANENN Kv.Ysh 58, 6. 7. 9; Mzh 25,31. 34. 35

P/. Kement-mañ eo ar yun a blij din, eme an Aotrou : rannañ gant an naoneg da vara, hag ar reuzeudion o kantreal degemer ez ti. * Neuze e c’halvi hag an Aotrou a responto ; pa huchi e lavaro : Setu me.

U/. Pa zeuio Mab an Den, e lavaro d’ar re a vo en tu dehou dezhañ : Deuit, rak naon am eus bet ha roet hoc’h eus din da zebriñ. * Neuze ...

EIL LENNADENN

Eus Lizher ar pab sant Klemens Kentañ da Gorintiz

(Cap. 7, 4 –- 8, 3; 8, 5 -– 9, 1; 13, 1-4; 19, 2:

Funk 1, 71-73. 77-79. 87)

Hor bezet keuz

Troomp hor selloù ouzh gwad an Aotrou Krist, ha komprenomp pegen talvoudus eo evit e Dad, rak paz eo bet skuilhet evit hor silvidigezh, en deus degaset d’ar bed-holl gras an distro ouzh Doue.

Tremenomp war an holl remziadoù hag e teskomp en deus ar Mab aozet, a rumm da rumm, tro d’en em dreiñ war-zu Doue d’an holl re o devoa c’hoant da vont davetañ. Noha a brezegas an distro, hag ar re a selaouas outañ a voe salvet. Yonaz a gemennas da Niniveiz an distruj o gourdrouze. Keuz o devoe eus o fec’hedoù, distanañ a rejont Doue gant o aspedennoù hag e voent salvet, daoust dezho bezañ estrenien da Zoue.

Ministred gras Doue o deus komzet, dindan lusk ar Spered Santel, eus an distro da Zoue. Mestr an hollved e-unan en deus komzet anezhañ gant ledoued : ken gwir hag ez on bev, diougan an Aotrou, n’houlan ket marv ar pec’her, met e zistro. Hag ec’h ouzhpenn ar setañs-mañ, leun a vadelezh : Distroit diouzh ho fallagriezh, tiegezh Isr ael. Lavar da vibien va fobl : na pa vije ho

Deiz-lid IV al ludu 41

pec’hedoù o sevel betek an neñv, na pa vijent ruz evel limestra ha duoc’h eget un dilhad kañv, mar distroit davedon a holl galon ha mar lavarit din “Tad”, me ho selaouo evel ur bobl santel..

Setu pezh en deus divizet gant e youl hollc’halloudek, rak fellout a ra dezhañ lakaat an holl re hen kar da gemer perzh en distro davetañ.

Setu perak e tleomp sentiñ ouzh e youl dispar ha glorius. Aspedomp a galon izel e drugarez hag e vadelezh, stouomp ha troomp ouzh e druez en ur zilezel ar prederioù dibouez, an droukrañs hag ar warizi a gas d’ar marv.

Gant santadoù izel, va breudeur, distaolomp an holl vennozhioù fougeüs, lorc’hus, diskiant ha kounnarus, hag oberiomp hervez ar Skritur. Ar Spered Santel a lavar end-eeun : An den fur na fougeo gant e furnez, nag ar pinvidig gant e binvidigezh, met an neb a fell dezhañ fougeal, ra vezo en Aotrou, ouzh e glask hag en ur seveniñ ar pezh a zo reizh hag eeun. Hor bezet soñj dreist-holl eus komzoù hor Salver Jezuz pa gelenn dimp ar garantez hag an habaskted.

Rak evel-henn e komze : Bezit trugarezus, ma vo graet trugarez deoc’h, pardonit, ma vo pardonet deoc’h ; evel ma rit, evel-se e vo graet evidoc’h ; evel ma roit e vo roet deoc’h; evel ma varnit e vo graet barn deoc’h ; evel ma rit gant madelezh, evel-se e vo graet en ho keñver ; ar muzul implijet ganeoc’h evit ar re all a servijo evidoc’h ivez.

Chomomp stag-mat ouzh ar c’hemenn hag ouzh ar gourc’hemennoù-se, evit en em ren en ur sentiñ ouzh ar c’homzoù sakr-se, gant santimantoù uvel. Rak setu pezh a lavar ar gomz santel : War-du piv e troin va selloù, mar n’eo ket war-du an den kuñv, peoc’hus, a gren ouzh va c’homzoù?

Peogwir hon eus perzh en oberoù ken niverus, bras ha skedus, bet roet dimp da skouer, troomp a-nevez hor redadenn etrezek ar pal bet kinniget dimp abaoe an deroù, war-du ar peoc’h. Sellomp gant evezh ouzh an Tad ha krouer ar bed-holl, ha chomomp stag ouzh e vadoberoù dreistpar ha dreist diraezus, a ro dimp ar peoc’h.

42 Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask

PEBEILGANENN Ysh 55, 7; Yol 2, 13; kv. Yzk 33, 11

P/. Ra zilezo ar fallakr e hent, hag an den direizh e soñjoù, ra zistroio d’an Aotrou en devo truez outañ; * Rak truezus ha trugarezus ez eo, gorrek da gounnariñ, an Aotrou hon Doue.

U/. Ne blij ket d’an Aotrou e varvfe ar fallakr, met ma tistrofe diwar e hent ha ma vevfe. * Rak ...

Pedenn, evel d’ar Meullidoù-beure.

D’ar Meullidoù-beure

Songanoù ha lidkan, gant o antonennoù, a c’hell bezañ kemeret diouzh deiz-lid VI ar sizhun III, 1162.

LENNADENN VERR Adl 7, 6b. 8-9

Da zibabet en deus an Aotrou, da Zoue, evit kaout ur bobl dispar a-douez an holl bobloù a zo war c’horre an douar, dre ma kare an Aotrou ac’hanoc’h hag evit mirout al le en devoa touet d’hoc’h hendadoù, e tennas an Aotrou ac’hanoc’h dre un dorn kreñv, e tasprenas ac’hanout eus an ti sklaved, eus dorn Faraon, roue an Egipt. Gouzout a rez ez eo an Aotrou, da Zoue, ur gwir Doue, un Doue feal, a zalc’h e emglev hag e vadelezh e-keñver ar re a gar anezhañ hag a vir e c’hourc’hemennoù, evit mil rumm.

PEBEILGANENN VERR

P/. Eñ am dieubo * Eus roued ar chaseer. Eñ …

U/. Ha diouzh ar c’homzoù gaouiat. * Eus roued ar chaseer. Klod d’an Tad … Eñ …

Gant Lidkan Zakaria, ant. Pa yunit, na vezit ket evel ar bilpoused, teñval ho penn.

ASPEDENNOU

Trugarekaomp Doue an Tad, eñ hag a rann ganimp hiziv donezon

deroù ar c’horaiz. Stouet izel pedomp anezhañ, en deizioù-

mañ a silvidigezh, ma vezo, dre intradur hag oberiadur ar

Spered Santel, glanaet hon c’halonoù hag hon c’hadarnaet

Deiz-lid IV al Ludu 43

er garantez. Dirazañ stouet er bedenn lavaromp :

Roit dimp, Aotrou, ho Spered Santel.

Grit m’hor bezo hor gwalc’h gant kement ger

--- a ya eus ho kenou.

Gratait dimp bezañ karantezus n’eo ket hepken en traoù bras,

--- met ivez kendec’hel e degouezhioù boas ar vuhez.

Debarzhit dimp an emzioueriñ diouzh an traoù dreistezhomm,

--- ma vezimp e stad da zougen skoazell d’ar vreudeur en dienez.

Roit dimp gwiskañ en-dro d’hor c’horfoù emziouerezh ho Mab, --- Eñ hag en deus roet dimp ar vuhez en e gorf.

Hon Tad …

Pedenn

Gratait dimp, Aotrou Doue, boulc’hañ ar brezel a zle ober armead ar gristenion dre yunioù santel o lak prest da stourm a-enep da ardoù ar gwallsperedoù, evit ma vezimp kreñvaet gant sikourioù an emzioueriñ. Dre hon Aotrou …

Da Eur kreiz an deiz

D’an Trede Eur

Ant. Degouezhet eo ganimp an deizioù a binijenn da zasprenañ ar pec’hedoù, evit salviñ an eneoù.

LENNADENN VERR Yzk 18, 30 b-32

Addeuit ha distroit diwar hoc’h holl fazioù, ha ne vo ket evidoc’h a zigarez a bec’hed. Taolit diwarnoc’h an holl fazioù hoc’h eus faziet enno, ha grit deoc’h ur galon nevez hag ur spered nevez. Perak e varfec’h, tiegezh Israel ? Rak n’on ket plijet gant marv an hini a varv, diougan an Aotrou Doue. Distroit hag e vevot.

Gw/. Ur galon c’hlan krouit ennon, Aotrou Doue.

R/. Hag ur spered start nevezit em c’hreiz.

44 Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask

D’ar C’hwec’hvet

Ant. Bev ez on-me, eme an Aotrou Doue, n’on ket plijet gant marv ar pec’her, met kentoc’h ma tistroio ha ma vevo.

LENNADENN VERR Zak 1, 3 b-4 b

Distroit davedon, diougan Aotrou an Armeoù, hag e tistroin davedoc’h. Na vezit ket evel ho tadoù, a brezege dezho ar brofeded kentañ, en ur lavarout : Distroit diwar hoc’h hentoù fall ha diwar hoc’h oberoù fall ; ha ne selaouent ket.

U/. Distroit ho tremm diouzh va fec’hedoù.

R/ Ha va holl direizhderioù, o diverkit.

D’an Navet

Ant. Dre armoù reizhded nerzh Doue, en em erbedomp hon-unan gant kalz a basianted.

LENNADENN VERR Dan 4, 24 b

Da bec’hedoù, dre an aluzen daspren anezho, da zireizhderioù, dre an drugarez e-keñver ar geizh, ha marteze e vo hiraet da eurvad.

U/. Ar sakrifis a blij da Zoue, ur spered mantret.

R/. Ur galon, brevet ha glac’haret, Aotrou Doue, ne zisprizit ket.

Pedenn, evel d’ar Meullidoù-beure.

D’ar Pardaezlid

LENNADENN VERR Flp 2, 12 b-15 a

Labourit d’ho silvidigezh gant aon ha spouron ; rak Doue eo an hini a ra ennoc’h ar mennout hag an ober, hervez ma plij d’e drugarez. Grit pep tra hep grozmolat na tabutal, evit dont da vezañ direbech ha dinamm, evel bugale Doue.

Deiz-lid IV al Ludu 45

PEBEILGANENN VERR

P/. Me am eus lavaret : Aotrou Doue, * Ho pet truez ouzhin. Me …

U/. Pareit va ene, rak pec’het em eus ouzhoc’h. * Ho pet truez ouzhimp. Klod d’an Tad … Me …

Gant lidkan Mari, ant. Pa ri aluzon, na ouezo ket da zorn kleiz ar pezh a ra da zorn dehou.

ASPEDENNOU

Klod hag enor d’an Aotrou Doue, a siellas un emglev nevez ha peurbad gant e bobl e gwad ar C’hrist, hag en adnevesa e sakramant an aoter. Evel-se goulennomp outañ :

Bennigit, Aotrou Doue, ho Pobl.

Sturiit, Aotrou Doue, en ho mennantez-c’hwi, mennozhioù ar pobloù hag ar renerion,

--- evit ma labourint e gwirionez evit mad boutin an holl.

Kreskit deoliezh ar re hag o deus, dilezet pep tra ganto, heuliet ar C’hrist,

--- evit ma tiskouezfent un testeni diouzh santelezh an Iliz, hag ur skouer vat.

C’hwi hag hoc’h eus graet kement den ‘zo diouzh ho skeudenn, --- grit ma heugfent diwar un digevatalder direizh.

Degasit an holl re amgredik d’ho karout ha da grediñ en ho kwirionez,

--- ha deskit dimp pourchas dezho pep skoazell.

Roit d’an anaon mont-tre en ho kloar,

--- ha kenveuliñ deoc’h da virviken.

Hon Tad ...

Pedenn

Gratait dimp, Aotrou Doue, boulc’hañ ar brezel a zle ober armead ar gristenion, dre yunioù santel o lako prest da stourm a-enep da ardoù ar gwallsperedoù, evit ma vezimp kreñvaet gant sikourioù an emzioueriñ. Dre hon Aotrou ...

46 Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask

PEMPVET DEIZ-LID

ANTRONOZ MERC’HER AL LUDU

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. An hini a breder lezenn an Aotrou.

R/. A zougo e frouezh en e vare.

LENNADENN GENTAÑ

Deroù levr an Ermaeziadeg 1, 1-22

Israel gwasket

1 Hag amañ anvioù mibion Israel deuet d’an Egipt gant Yaakov: pep hini gant e diegezh a zeuas : 2 Reouven, Shimeon, Levi, Yehouda, 3 Isac’har, Zevouloun, Binyamin, 4 Dan, Naftali, Gad hag Asher. 5 Hag e oa an holl dud deuet eus morzhed Yaakov : dek ha tri-ugent a dud ; Yosef a oa en Egipt. 6 Hag e varvas Yosef hag e holl vreudeur hag an holl rumm-se. 7 Ha mibion Israel a frouezhas, a builhas, a greskas, a greñvaas mui-oc’h-mui, hag e voe leun ar vro ganto.

8 Hag e savas ur roue nevez war an Egipt, hemañ n’en doa ket anavezet Yosef. 9 Hag e lavaras d’e bobl : “Setu pobl mibion Israel niverusoc’h ha kreñvoc’h egedomp. 10 Arsa ! bezomp evezhiek ganto, gant aon na greskfent, ha pa c’hoarvezfe ur brezel, en em unanfent gant hon enebourion hag e rafent brezel ouzhimp hag e kuitafent ar vro “. 11 Hag e lakjont warno mistri-anerioù evit o gwallvec’hiañ, hag e savjont kêrioù-daspugn evit Faraon : Pitom ha Ramses. 12 Met seul-vui o gwallgasent, seul-vui e kreskent hag e puilhent, hag o doe heug ouzh mibion Israel.

13 Hag e sklavaas an Egiptianed mibion Israel en garv. 14 en ur ober c’hwerv o buhez dre labourioù rust gant peg ha brikennoù, hag holl labourioù ar maezioù : kement labour o lakent da ober a veze garv.

Deiz-lid V antronoz al Ludu 47

15 Hag e komzas roue an Egipt d’an amiegezed hebreat, a oa anv unan Shifra hag anv eben Poue, 16 en ur lavarout : “Pa wilioudit an Hebreadezed hag e welit war an daou vaen ez eo ur paotr, e lakot hemañ da vervel, ha mar d-eo ur plac’h e vevo”. 17 Met doujañs o devoa an amiegezed ouzh Doue ha ne rejont ket evel ma lavare dezho roue an Egipt, hag e lezjont bev ar vugale. 18 Hag e c’halvas roue an Egipt an amiegezed hag e lavaras dezho : “Perak e rit an dra-se : lezel bev ar vugale ?”. 19 Hag e lavaras an amiegezed da Faraon : “N’eo ket gwragez an Egiptianed evel an Hebreadezed : bividikoc’h eo ar re-mañ, hag a-raok m’eo erruet ganto an amiegez, o deus gwilioudet”. 20 Hag e reas vad Doue d’an amiegezed, hag e kreskas ar bobl, hag e kreñvaas meurbet. 21 Ha dre m’o doa bet doujañs an amiegezed ouzh Doue, e reas dezho tiegezhioù.

22 Hag e kemennas Faraon d’e holl bobl en ur lavarout : “Kement paotr a vo ganet, d’ar stêr a vo taolet, met an holl blac’hed a lezot da vevañ”.

PEBEILGANENN Gen 15, 13-14 a; Ysh 49, 26 c

P/. Lavarout a reas an Aotrou Doue da Avram : Gouzout a ouezi e vo estrañjourion da vugale en ur vro na vo ket dezho, hag e vo sklavaet ha poaniet anezho pevar c’hant vloaz : * Met ar bobl o devo servijet a vo barnet ganin.

U/. Me an Aotrou da salver ha da zasprener. * Met ar bobl …

EIL LENNADENN

Diwar Prezegadurioù sant Leon Meur pab

(Sermo 6 de Quadragesima, 1-2: PL 54, 285-287)

Glanaidigezh relijiel dre ar yun hag an drugarez

Gwir eo e pep amzer, va breudeur, ez eo leun-barr an douar gant an drugarez a-berzh an Aotrou Doue. An natur hec’h-unan a gelenn da bep unan eus ar grederion e tle azeuliñ Doue, peogwir emañ an neñv, an douar hag ar mor, gant kement tra a zo enno, o reiñ testeni da vadelezh ha da hollc’halloudegezh o C’hrouer,

48 Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask

rak kened estlammus an elfennoù lakaet d’hor servijañ a c’houlenn a-berzh ar c’hrouadur speredek un drugarekadenn reizh.

Setu deuet en-dro an deizioù merket a-ratozh gant ar misterioù o deus nevesaet an dud, an deizioù a-raok gouelioù Pask. Pedet omp enta da ’n em aozañ gant muioc’h a aket dre ur c’hlanidigezh relijiel.

Gouel-meur Pask en deus kement-mañ a ispisial : an Iliz a-bezh a vez laouen gant distaol ar pec’hedoù. An distaol-se a c’hoarvez, n’eo ket hepken er re a vez ganet a-nevez dre ar vadeziant, met ivez er re a zo endeo er gumuniezh kemeret da vibion gant Doue.

Rak petra bennak m’he deus kibelladenn ar c’hanedigezh nevez da efed pennañ ober tud nevez, e chom koulskoude da bep unan en em nevesaat bemdez evit stourm ouzh brizh-boazamant hon natur varvel, hag e-kerzh tennadoù-hent hon araokaat e tle pep hini dont war wellaat bepred ; an holl o deus da strivañ evit na vano den ebet, da zeiz an dasprenidigezh e sioù e vuhez a-gent.

An dra-se enta, va re vuiañ-karet, hag a zo dereat da gement kristen ‘zo ober e pep amzer, eo ar pezh a zle bezañ klasket bremañ gant brasoc’h mall ha kalonegezh. Evel-se eo e sevenimp yun an daou-ugent devezh diazezet gant an Ebestel. N’eo ket a-walc’h dimp dioueriñ boued, hogen en em virout a-grenn diouzh ar pec’hed.

Netra spletusoc’h eget lakaat en tu-hont d’ar yun speredel ha relijiel, oberenn an aluzen ; dindan an anv a drugarez ez eus enni kalz oberoù a vadelezh dellezek a veuleudi, hag evel-se e c’hell eneoù an holl grederion en em gavout er memes dellid, daoust d’o madoù dizingal.

Ar garantez, end-eeun, hag a zo dleet war-un-dro da Zoue ha d’an den, ne vez morse hualet gant skoilhoù ken bras seurt ma ne vije nepred en he c’herz ar c’hoant-se d’ar mad. Rak gouez d’an Aeled o lavarout : Klod da Zoue en uhelderioù ha peoc’h war an douar d’an dud leun a vadelezh, e vez rentet evurus n’eo ket hepken dre ar vertuz a vadelezh, met ivez dre vad ar peoc’h, an nep piv bennak a gendruez, gant e garantez evit an holl, ouzh an dienez a bep seurt a vez o waskañ ar re all.

Deiz-lid V antronoz al Ludu 49

Rak niverus-tre eo an oberoù a vadelezh, hag o liesdoare a ro tu d’ar gristenion wirion da gemer perzh e rannidigezh an aluzenoù, mar dint pinvidik hag er builhentez, ha zoken mar demaint gant nebeut a vadoù pe en dienez, hag ar re a zo dizingal a vadoù evit obet largentezioù a vo heñvel koulskoude dre o santimantoù.

PEBEILGANENN Kv. 2 Kor 6, 4

P/. Dorioù ar baradoz en deus digoret dimp amzervezh ar yun ; degemeromp anezhañ, gant garm hag aspedennoù ; * Evit ma vimp da zeiz an dasorc’h, gant an Aotrou, gloarekaet.

U/. En em ziskouezomp e pep tra evel gwir servijerion da Zoue. * Evit ma vimp da zeiz ...

Pedenn, evel d’ar Meullidoù-beure.

D’ar Meullidoù-beure

LENNADENN VERR Kv. 1 R 8, 51-53 a

Ho pobl, Aotrou Doue, hag hoc’h hêrezh ez omp. Ra vo ho taoulagad digor ouzh aspedenn ho servijer hag ho pobl Israel, o selaou outo a-grenn, pa bedomp ac’hanoc’h. Rak c’hwi eo hoc’h eus o dibabet evidoc’h da hêrezh a-douez holl bobloù an douar.

PEBEILGANENN VERR

P/. Eñ am dieubo * Eus roued ar chaseer. Eñ …

U/. Ha diouzh ar c’homzoù gaouiat. * Eus roued ar chaseer. Klod d’an Tad … Eñ …

Gant lidkan Zakaria, ant. Ma venn unan bennak dont war va lerc’h, eme an Aotrou, ra ’n em zinac’ho e-unan, ra sammo e groaz ha ra zeuio d’am heul.

ASPEDENNOU

Lidomp holl hon deoliezh e-keñver Doue hon Tad, en deus en em ziskouezet er C’hrist e-unan. A galon izel aspedomp anezhañ :

Ho pet soñj ac’hanomp, Aotrou Doue, rak ho pugale ez omp.

50 Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask

Roit dimp kompren donoc’h kevrin an Iliz,

--- evit ma vezo-hi evidomp hag evit an holl dud un efedusoc’h

sakramant a silvidigezh.

(Ho pet soñj ac’hanomp, Aotrou Doue, rak ho pugale ez omp.) Hon lakait, c’hwi a gar mab-den, da skoaziañ diorren ur geoded

denel,

--- hag e pep tra astenn ho rouantelezh-c’hwi.

Grit dimp, redek sec’hedik davet ar C’hrist,

--- eñ hag en deus em ginniget e-unan evel feuteun an dour bev.

Distaolit dimp hor pec’hedoù,

--- ha kasit hon c’hammedoù war hent ar reizhded hag ar wirionded.

Hon Tad ...

Pedenn

Ra zeuio ho kras, ni ho ped, Aotrou Doue, da awenañ hon labourioù ha d’o harpañ betek ar penn, evit ma kemero hon holl oberoù ennoc’h bepred o mammenn, ha ma resevint diganeoc’h o feuroberiadur. Dre hon Aotrou ...

Da Eur kreiz an deiz

D’an Trede Eur

Ant. Degouezhet eo ganimp an deizioù a binijenn da zasprenañ ar pec’hedoù, evit salviñ an eneoù.

LENNADENN VERR Ysh 55, 6-7

Klaskit an Aotrou tra m’en em lez da gavout ; galvit anezhañ tra m’emañ tost . Ra zilezo ar fallakr e hent, hag an den direizh e soñjoù ; ra zistroio d’an Aotrou en devo truez outañ, d’hon Doue a zo largentezus e bardon.

Gw/. Ur galon c’hlan krouit ennon, Aotrou Doue.

R/. Hag ur spered start nevezit em c’hreiz.

D’ar C’hwec’hvet

Ant. Bev ez on-me, eme an Aotrou Doue, n’on ket plijet gant marv ar pec’her, met kentoc’h ma tistroio ha ma vevo.

Deiz-lid V antronoz al Ludu 51

LENNADENN VERR Adl 30, 2-3 a

Pa vi addeuet war-zu an Aotrou da Zoue, ha pa ’z po selaouet ouzh e vouezh, ouzh kement tra a c’hourc’hemennan dit hiziv, te ha da vibion, a holl galon, a holl ene, e tistroio an Aotrou da Zoue da brizonidi hag en devo truez ouzhit.

Gw/. Distroit ho tremm diouzh va fec’hedoù.

R/. Ha va holl direizhderioù, o diverkit.

D’an Navet

Ant. Dre armoù reizhded nerzh Doue, en em erbedomp hon-unan gant kalz a basianted.

LENNADENN VERR Heb 10, 35-36

Na zistaolit ket ho fiziañs, digoll bras a zo miret dezhi ; Dalc’hegezh a zo ret deoc’h evit ober youl Doue ha gounit gant se ar pezh en deus prometet.

Gw/. Ar sakrifis a blij da Zoue : ur spered mantret.

R/. Ur galon brevet ha glac’haret, Aotrou Doue, ne zisprizit ket.

Pedenn, evel d’ar Meullidoù-beure.

D’ar Pardaezlid

LENNADENN VERR Jak 4, 7-8. 10

Plegit enta da Zoue ; enebit ouzh an Diaoul, hag e tec’ho diwar ho tro. Tostait ouzh Doue, hag eñ a dostaio ouzhoc’h. Gwelc’hit ho taouarn, pec’herion, ha naetait ho kalonoù, tud daouek. En em izelait dirak an Aotrou, hag eñ hoc’h uhelaio.

PEBEILGANENN VERR

P/. Me am eus lavaret : Aotrou Doue, * Ho pet truez ouzhin. Me ...

U/. Pareit va ene, rak pec’het em eus ouzhoc’h. * Ho pet truez ouzhin. Klod d’an Tad … Me …

52 Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask

Gant lidkan Mari, ant. An neb en devo kollet e vuhez en abeg din-me, eme an Aotrou, hennezh he c’havo da viken.

ASPEDENNOU

Lidomp madelezh an Aotrou Doue, eñ a ro sklerijenn dimp dre c’hras ar Spered Santel, evit ma lugernimp gant oberoù a reizhded hag a feiz. Garmomp, en ur lavarout :

Roit buhez, Aotrou Doue, d’ar Bobl dasprenet gant ar C’hrist.

Aotrou Doue, mammenn ha krouer pep santelezh, unanit a- dostoc’h gant ar C’hrist, an eskibion, ar veleion hag an diagoned dre sakramant an aoter,

--- evit maz advuhezfent muioc’h bemdeiz ar c’hras degemeret dre astennadur an daouarn.

Kelennit ho fideled da zaremprediñ alies taoliad komz ha korf ar C’hrist.

--- evit ma virint en o buhez hag en o buhezegezh, ar pezh o devo resevet dre ar feiz hag ar sakramant.

Anzavomp dellezegezh pep den, dasprenet dre ho kras, gant gwad ho Mab,

--- ma lakaimp evezh ouzh rezid ha koustiañs hor breudeur.

Roit ar c’hras, ma krenno an dud war o c’hoant diroll d’ar madoù douarel,

--- ha ma raint war-dro dienez ar re all.

Ho pet truez ouzh ar fideled, hoc’h eus hiziv galvet davedoc’h,

--- ha gratait dezho profadenn an evurusted peurbadel.

Hon Tad …

Pedenn

Ra zeuio ho kras, ni ho ped, Aotrou Doue, da awenañ hon labourioù ha d’o harpañ betek ar penn, evit ma kemero hon holl oberoù ennoc’h bepred o mammenn, ha ma resevint diganeoc’h o feuroberiadur. Dre hon Aotrou …

Deiz-lid VI eilantronoz al Ludu 53

C’HWEC’HVET DEIZ-LID

EILANTRONOZ AL LUDU

Da Eurlid al lennadenn

Gw/. Distroit davet an Aotrou ho Toue.

R/. Rak truezek ha trugarezus eo.

LENNADENN GENTAÑ

Diwar levr an Ermaeziadeg 2, 1-22

Ganedigezh ha tec’hadenn vMoizez

En deizioù-hont :1 ez eas un den eus ti Levi da zimeziñ gant ur verc’h da Levi ; 2 hag e koñsevas ar wreg, hag e c’hanas ur mab, hag e welas e oa koant, hag e kuzhas anezhañ teir loariad.3 Ha pa ne c’helle ken kuzhat anezhañ, e kemeras evitañ ur baner bapiros, hec’h induas a vitum hag a rousin, hag e lakas enni ar bugel, hag hen lec’hias e-mesk an elestr war ribl an Nil, 4 hag en em zalc’has e c’hoar nepell, evit gouzout petra a vefe graet dezhañ.

5 Hag e tiskennas merc’h Faraon da gouronkañ en Nil gant he mitizhion, a valee war ribl an Nil. Hag e welas ar baner e-mesk an elestr hag e kasas he matezh d’he c’herc’hat ; 6 hag e tigoras hag e welas ar bugel : ur paotr bihan o ouelañ, hag he devoe truez outañ, hag e lavaras : “ Eus bugale an Hebreed ez eo “. 7 Hag e lavaras e c’hoar da verc’h Faraon : “ Ha mont a rin da gerc’hat evitañ ur vamm vagerez a-douez an Hebreezed, a vago dit ar bugel-se ? “. 8 Hag e lavaras dezhi merc’h Faraon : “ Kae ! “ Hag ez eas ar plac’h yaouank da gerc’hat mamm ar bugel. 9 Hag e lavaras dezhi merc’h Faraon : “Kas ar bugel-se ha mag anezhañ evidon, ha me a roio ur gopr dit“. Hag e kemeras ar wreg ar bugel hag e vagas anezhañ. 10 Hag e teuas bras ar bugel, hag e kasas anezhañ da verc’h Faraon, hag e voe eviti ur mab, hag e c’halvas e anv Moshe, en ur lavarout : “Eus an dour em eus tennet anezhañ“.

11 D’ar mare ma oa deuet bras Moshe ez eas da gaout e vreudeur, hag e welas anezho dindan o bec’hioù, hag e welas un den egiptat o skeiñ gant un den hebreat eus e vreudeur.

54 Lidamzervezh 40 devezh ar Rakpask

12 Hag e troas amañ hag ahont, hag e welas ne oa den, hag e lazhas an Egiptad, hag e kuzhas anezhañ en draezhenn. 13 Hag ez eas an deiz war-lerc’h, hag e oa daou zen hebreat ouzh en em gannañ. Hag e lavaras d’an hini droukañ : “ Perak e skoez war da geneil ?“ 14 Hag e lavaras hemañ : “ Piv en deus lakaet ac’hanout da vestr ha da varner warnomp ? Evit va lazhañ emaout o komz, evel m’ec’h eus lazhet an Egiptad ? ”. Hag en devoe aon Moshe. Hag e lavaras : ” Sur eo bet anavezet an dra “.

15 Hag e klevas Faraon an dra-se, hag e klaskas lazhañ Moshe, hag e tec’has Moshe a-zirak Faraon, hag e chomas e bro vMidyan, hag e koazezas e-kichen ur puñs. 16 Ha beleg Midyan en devoa seizh merc’h, a zeuas da buñsañ ha da gargañ al laouerioù evit dourañ deñved o zad. 17 Hag e teuas mêsaerion d’o argas ; hag e savas Moshe, hag e sikouras anezho da zo