emglev.files.wordpress.com …  · web viewgant gwir abeg eo en deus he saludet an ael gabriel...

171
1 Arroudoù eus KATEKIZ AN ILIZ KATOLIK Troidigezh J. Lec’hvien, An Tour-Tan diwar “Catéchisme de l’Eglise Catholique, Mame/Plon, 1992” (…) hag e teu ar Spered Santel anezhañ.” Ar genglokausted-se, pa ne vez ket kaletaet, ne zispenn ket hevelepted ar feiz e gwirvoud ar memes mister embannet. III. An Dreinded Santel e kelennadurezh ar feiz Savidigezh ar gelennadurezh war an Dreinded 249 - Ar wirionez diskuliet war an Dreinded Santel a zo bet , adal an derou, ar wrizienn eus ar feiz bev en Iliz, dreist-holl dre ar Vadeziant. He diskleriadur a gav e reolenn ar feiz vadeziantel, displeget er prezegerezh, er c’hatekizadur hag e pedenn an Iliz. Diskleriadurioù a-seurt-se a gaver endeo e skridoù an ebestel, evel testeniet er salud-mañ, adkemeret e liderezh an Eukaristiezh :” Gras an Aotrou Jezuz Krist, karantez Doue hag unaniezh ar Spered Santel da vezo ganeoc’h-holl (2 Kor 13,13; 1 Kor12,4-6; Ef 4,4-6). 250 - E-kerz ar c’hantvedoù kentañ he deus klasket an Iliz displegañ reishoc’h he feiz en Dreinded, koulz evit donaat he meizerezh hec’h- unan eus ar feiz hag evit he difenn enep ar fazioù ouzh he distresañ. Setu pezh a reas ar Senedoù kozh, harpet gant labour teologel Tadoù an Iliz ha skoazellet gant santad ar feiz er bobl kristen. 251 - Evit diskleriañ dogmenn an Dreinded, he deus ranket an Iliz diorren un termenadur piaouel gant skoazell naouadurioù deuet eus ar brederouriezh : “solwez”, “nouez”, “gouzerez”( hupostasis) “darempred” h.a.. N’he deus ket evit-se sujet ar feiz d’ur furnez denel met roet ur ster nevez, dibar, d’ar gerioù-se galvet da dermeniñ hiviziken ur mister dilavarus,” en tu-hont da gement a c’hellomp meizañ gant muzul denel.” 252 - An Iliz a ra gant ar ger “solwez” (troet a-wechoù ivez dre “anien” pe dre “natur”) evit merkañ bezoud Doue en e unanded, an termen “nouez” pe “gouze-

Upload: others

Post on 11-May-2020

3 views

Category:

Documents


0 download

TRANSCRIPT

1

Arroudoù eus KATEKIZ AN ILIZ KATOLIK

Troidigezh J. Lec’hvien, An Tour-Tan diwar “Catéchisme de l’Eglise Catholique, Mame/Plon, 1992”

(…) hag e teu ar Spered Santel anezhañ.” Ar genglokausted-se, pa ne vez ket kaletaet,ne zispenn ket hevelepted ar feiz e gwirvoud ar memes mister embannet.

III. An Dreinded Santel e kelennadurezh ar feiz

Savidigezh ar gelennadurezh war an Dreinded

249 - Ar wirionez diskuliet war an Dreinded Santel a zo bet , adal an derou,ar wrizienn eus ar feiz bev en Iliz, dreist-holl dre ar Vadeziant. He diskleriadur a gave reolenn ar feiz vadeziantel, displeget er prezegerezh, er c’hatekizadur hag e pedennan Iliz. Diskleriadurioù a-seurt-se a gaver endeo e skridoù an ebestel, evel testenieter salud-mañ, adkemeret e liderezh an Eukaristiezh :” Gras an Aotrou Jezuz Krist,karantez Doue hag unaniezh ar Spered Santel da vezo ganeoc’h-holl (2 Kor 13,13;1 Kor12,4-6; Ef 4,4-6).

250 - E-kerz ar c’hantvedoù kentañ he deus klasket an Iliz displegañ reishoc’h he feiz en Dreinded, koulz evit donaat he meizerezh hec’h-unan eus ar feiz hag evit he difenn enep ar fazioù ouzh he distresañ. Setu pezh a reas ar Senedoù kozh, harpet gant labour teologel Tadoù an Iliz ha skoazellet gant santad ar feiz er bobl kristen.

251 - Evit diskleriañ dogmenn an Dreinded, he deus ranket an Iliz diorren un termenadurpiaouel gant skoazell naouadurioù deuet eus ar brederouriezh : “solwez”, “nouez”, “gouzerez”( hupostasis) “darempred” h.a.. N’he deus ket evit-se sujet ar feiz d’urfurnez denel met roet ur ster nevez, dibar, d’ar gerioù-se galvet da dermeniñ hivizikenur mister dilavarus,” en tu-hont da gement a c’hellomp meizañ gant muzul denel.”

252 - An Iliz a ra gant ar ger “solwez” (troet a-wechoù ivez dre “anien” pe

dre “natur”) evit merkañ bezoud Doue en e unanded, an termen “nouez” pe “gouze-rezh” evit envel an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel en o diforc’h gwirion etrezo, ar ger “darempred”evit spisaat ar pezh a ra an diforc’h an eil e-keñver egile.

Dogmenn an Dreinded Santel

253 - An Dreinded a zo Unan.Ne anzavomp ket tri doue, met un Douehepken en teir nouez (person) : an “Dreinded kennatur” (Sened Kêrgustentin). Annouezoù en Doue ne genlodennont ket an douevelezh unel, met pep hini anezhoa zo Doue anterin :”An Tad a zo pezh ez eo ar Mab, ar Mab, ar pezh ez eo an Tad, an Tad hag ar Mab ar pezh ez eo ar Spered Santel, d.l.e. un Doue hepken dre natur” “Pep unan eus an teir nouez a zo ar gwirvoud-se, d.l.e. solwez, anien pe natur Doue”

254 - An nouezoù en Doue a zo disheñvel kenetrezo e gwirionez. Douea zo unel met nann digenvez” “ Tad”, Mab”, “Spered Santel”, n’int ket hepkengerioù o verkañ doareoù ar bezoud douevel, rak evit gwir ez int diforc’h an eildiouzh egile :” An hini a zo ar Mab n’eo ket an Tad, hag an hini a zo Tad n’eo ketar Mab, nag ar Spered Santel n’eo ket an hini a zo an Tad pe ar Mab”. Disheñvelint an eil diouzh egile dre o darempredoù orinel :”An Tad eo a c’han, ar Mab eoa zo ganet, ar Spered Santel eo an hini a zeu anezho”. Unanded Doue a zo triat

255 - An nouezoù douevel a zo e darempred kenetrezo. Peogwir ne rannont ket an unanded douevel, an diforc’h gwirion etre an nouezoù a zalc’h hepken en darem-predoù e-keñver ar re all :” En anvioù an nouezoù, an Tad a zo e-keñver ar Mab, ar Mabe-keñver an Tad, ar Spered Santel e-keñver o-daou; pa gomzer eus an teir nouez-se

2

en ur sellout o c’heñveriadurioù, e kreder koulskoude en un natur hepken pe solwez.“ Pep tra end-eeun a zo unan (enno) e-lec’h n’eus ket enebiezh a geñveriadur”. “ Enarbenn d’an unanded-se, an Tad a zo anterin er Mab; anterin er Spered Santel; ar Maba zo anterin en Tad, anterin er Spered Santel; ar Spered Santel a zo anterin en Tad, anterin er Mab “(Sened Firenza 1442)

256 - Da Gatekizidi Kêrgustentin, S. Gregor a Nazianza, anvet ivez an “Teologour”

a ro ar berradur-mañ eus ar feiz en Dreinded :

A-raok pep tra, mirit din an endod mat-se a vevan hag a stourman evitañ, hag a fell din mervelgantañ, a ra din gouzañv an holl drougoù ha disprizout an holl blijadurioù : fellout a ra din la-varout : an diskleriadur a feiz en Tad hag er Mab hag er Spered Santel. He fiziout a ran deoc’hhiziv. Dre ar feiz-se emaon o vont bremaik d’ho splujañ en dour ha d’ho sevel dioutañ. Hereiñ a ran deoc’h da geneilez ha da batronez ho puhez a-bezh. Reiñ a ran deoc’h un Douevelezhhag ur C’halloudegezh hepken, o vezañ Unan en Tri hag o terc’hel an Tri e doare diforc’h. Douevelezh hep disparelezh a solwez pe a natur, hep derez uheloc’h pe izeloc’h da lakaat a-uspe a-is....gant tri divevenn an natur divevenn. Doue anterin pep unan sellet ennañ e-unan...Doue o zri sellet a-gevret...N’em eus ket kroget da soñjal en Unanded maz on soubet e splann-der an Dreinded. N’em eus ket kroget da soñjal en Dreinded maz on adkroget gant an Unanded....

IV. An oberoù douevel hag ar c’hefridioù treindedour

257 - “ O Treinded sklerijenn wenvidik, O Unanded kezivik !” (Meulgan). Douea zo evurusted peurbadel, buhez divarvel, sklerijenn diziwezh. Doue a zo Karantez : Tad,Mab ha Spered Santel. A-youl-gaer e fell da Zoue kenlodennañ gloar e vuhez wenvidik. Hennezh eo “ e vennad madelezhus (Ef 1,9), “en deus empennet a-ziaraok krouidigezhar bed, en e Vab muiañ-karet, “en ur rakdivizout e vefemp advibien dezhañ dre JezuzKrist” (Ef 1,4-5) d.l.e. “da vezañ heñvel ouzh patrom e Vab (Rm 8,29), a drugarez da“ Spered a advibien” (Rm 8,15). Ar mennad-se a zo “ ur c’hras roet a-raok an holl amzer( 2 Tm 1,9-10) , deuet war-eeun eus karantez an Dreinded. En em zisplegañ a ra enoberenn ar grouidigezh, en holl istor ar silvidigezh goude ar pec’hed, e kefridioù ar Mabhag ar Spered, astennet gant hini an Iliz.

258 - An ekonomiezh douevel a-bezh a zo oberenn gumun an teir nouez douevel.Rak evel n’he deus nemet un hevelep natur hepken, an Dreinded n’he deus nemet unhevelep obererezh hepken :”An Tad, ar Mab hag ar Spered Santel n’int ket teir bennaennar c’hrouadurioù, met ur bennaenn hepken” (Sened Firenza e 1442). Pep unan avat eus an nouezoù douevel a ra an oberenn gumun hervez he ferzh personel. Evel-se ec’h embannan Iliz, da heul an Testamant Nevez (1 Kor 8,6) “un Doue ha Tad e teu pep tra dioutañ, un Aotrou Jezuz Krist a zo pep tra evitañ, ur Spered Santel a zo pep tra ennañ” (SenedKêrgustentin). Kefridioù douevel an Enkorfidigezh dreist-holl ha donezon ar SperedSantel eo ar re a laka anat perzhioù an nouezoù douevel.

(…)

en un doare kevrinus-tre en izelidigezh youlek hag en Dasorc’hidigezh e Vab, en deusbet drezo an trec’h war an droug. E-se, ar C’hrist kroazstaget a zo “galloudegezh Doue ha furnez Doue. Rak ar pezh a zo follentez Doue a zo furoc’h eget an dud,hag ar pezh a zo

gwander Doue a zo kreñvoc’h eget an dud (1 Kor 1, 24-25) En Dasor-c’hidigezh hag en uhelidigezh ar C’hrist eo en deus an Tad “displeget kreñvder enerzh” ha diskouezet “ pebezh braster dispar he deus e c’halloudegezh evidomp-ni ar grederien” ( Ef 1,19-22)

273 - Ar feiz hepken a c’hell asantiñ da hentoù kevrinus Hollc’halloudegezhDoue. Ar feiz-se a denn gloar eus he gwanderioù en doare da dennañ warni galloudar C’hrist. (2 Kor 12,9; Fil 4,13). Ar Werc’hez Vari a zo ar skouer uhelañ eus arfeiz-se, hi hag he deus kredet “ n’eus tra ebet dic’hallus da Zoue” (Lk 1,37) hag he

3

deus gallet uhelveuliñ an Aotrou :”An Hollc’halloudeg en deus graet evidon traoùburzhudus, santel eo e anv”( Lk 1,49)

274 - “Netra n’eo eta barrekoc’h da gennerzhañ hor feiz hag hon esperañs

eget ar gredenn wriziennet start en hon eneoù n’eus netra dreist da c’halloud Doue.Rak kement tra a ginnigo deomp ‘ar Gredo’ da grediñ, an traoù brasañ, ar re divei-zusañ, evel ar re uhelañ a-us da lezennoù boutin an natur, adal m’he devo hor skiantar soñj hepken eus Hollc’halloudegezh Doue, e tegemero an traoù-se aezet ha diarvar.”

BERR-HA-BERR

275 - Gant Job, an den reizh, ec’h anzavomp : “Hen gouzout a ran :hollc’halloudek out, n’eus dic’hallus evidout menoz ebet” ( Jb 42,2)

276 - Feal da desteni ar Skritur, e kas alies an Iliz he fedenn d’an“Doue Hollc’halloudek ha peurbadel”. (omnipotens sempiterne Deus...)en ur grediñ start “n’eus netra dic’hallus da Zoue” (Gn 18,14; Lk 1,37; Mazh 19,26)

277 - Doue a ziskouez mat e Hollc’halloudegezh ouzh hor c’hanttreiñdiouzh hor pec’hedoù hag ouzh hon adlakaat en e vignoniezh dre arc’hras :”Doue, c’hwi hag a ziskouez ho kalloud bras dreist-holl dre gemertruez ha pardoniñ....(25-vet sul ordinal)

278 - Anez krediñ ez eo Hollc’halloudek karantez Doue, penaos krediñen deus gallet an Tad hor c’hrouiñ, ar Mab hon dasprenañ, ar SperedSantel hor santelaat ?

RANNBENNAD 4. Ar C’hrouer

279 - “ Da gentañ e krouas Doue an neñv hag an douar” (Gn 1,1). Ar c’hom-zoù lidus-mañ a zo e penn-kentañ ar Skritur Sakr. Simbol ar feiz a gemer a-nevezar c’homzoù-se en ur ziskleriañ Doue an Tad Hollc’halloudek evel “ Krouer an neñvhag an douar”, “ar pezh a weler hag ar pezh na weler ket”. Komzet e vo eta da

(…) 367 -A-wechoù e vez diforc’het an ene diouzh ar spered. Evel-se e ped S. Paol

evit ma vo miret hor boud a-bezh ‘”ar spered, an ene hag ar c’horf “ didamall a-bennDonedigezh hon Aotrou Jezuz Krist” (1 Tes 5,23). An Iliz a gelenn ne zegas ket an diforc’h-se un daouelezh en ene. (Sened Kêrgustentin). “Spered” a dalvez ez eo urzhiet an den adale grouidigezh d’e finvez dreist-naturel (Vat. I) hag ez eo barrek e ene da vezañ uhelsavetgradus d’ar gumuniezh gant Doue. (Pius XII)

368 - Hengoun speredel an Iliz a bouez ivez war ar galon, e ster biblek “goueled ar boud” (Yr 31,33), e-lec’h ma tiviz an den bezañ evit Doue pe nann.

III. “Gwaz ha maouez e krouas anezho”

Kevatalded ha diforc’hidigezh mennet gant Doue

369 - Ar gwaz hag ar vaouez a zo krouet, d.l.e. mennet gant Doue; en ur gevatal-ded parfet evel nouezoù denel, eus un tu, hag en o boud personel a waz hag a vaouez a-hend-all. “Bezañ gwaz”, “bezañ maouez” a zo ur gwirvoud mat ha mennet gant Doue : ar gwaz hag ar vaouez o deus un dellezegezh digollus o tont dezho war-eeun eus Doue o C’hrouer (Gn 2,7.22). Ar gwaz hag ar vaouez a zo, gant un hevelep dellezegezh, “diouzh

4

skeudenn Doue”. En o “ bezoud gwaz”, “bezoud maouez”, e tasskedont furnez ha madelezh ar C’hrouer.

370 - Doue n’eo e netra diouzh skeudenn an den. N’eo na gwaz na maouez. Doue a zo speredglan ha n’eus netra ennañ evit diforc’h ar revoù. Met “peurvadelezhioù” ar gwaz hag ar vaoueza zassked un dra bennak eus peurvadelezh divent Doue :reoù ur vamm (Iz 49,14-15; 66,13;S 131,2-3) ha reoù un tad hag ur pried (Os 11,1-4; Yr 3,4-19)

“Unan evit egile” - un unanded e daou”

371 - Krouet a-gevret, ar gwaz hag ar vaouez a zo mennet gant Doue an eil evitegile. Komz Doue a ra deomp kompren kement-se gant doareoù liesseurt eus an destennsakr. “N’eo ket mat e vefe an den en e-unan. Ober a rin dezhañ ur skoazell a-ratozh evitañ(Gn 2,18). Nep hini eus al loened n’hell bezañ “a-geñver” gant an den (Gn 2,19-20). Arvaouez stummet gant Doue eus kostezenn ar gwaz ha degaset dezhañ, a ra dezhañ estlam-miñ ha youc’hal gant karantez hag unaniezh :” Ar wech-mañ, un askorn eus va eskern ! kigeus va c’hig ! “(Gn 2,23). Ar gwaz a wel ar vaouez evel ur “me” all, eus an hevelep denelezh

372 - Ar gwaz hag ar vaouez a zo graet “an eil evit egile”; n’eo ket en dije Doue ograet “a-hanter” pe “diechu”; o c’hrouet en deus evit ur gumuniezh a nouezioù, ma c’hellpep unan bezañ enni ur “skoazell” evit an hini all, dre maz int kevatal evel nouezioù (“askorn eus va

eskern”), ha kenglotaus evel gourel ha benel. Er briedelezh, Doue o unan en doare ma c’hellont, en ur ober “ur c’horf hepken”,(Gn 2,24) dasreiñ ar vuhez denel :” Frouezhit ha kreskit, ha leugnit an douar (Gn 1,28). O tasreiñ d’o diskennidi ar vuhez denel, e kenlabour ar gwaz hag ar vaouez, evel priedoù ha kerent, gant oberenn ar C’hrouer en un doare dibarek.

373 - E mennad Doue ez eo galvet ar gwaz hag ar vaouez da “vestroniañ an douar”(…)

galloudus dre maz eo ur spered digemmesk, met ur c’hrouadur bepred.: n’hell ket herzel ouzh savidigezh Rouantelezh Doue. Daoust da Satan oberiañ er bed dre gasoni ouzh Doue hag e Rouantelezh e Jezuz Krist, ha d’e obererezh bezañ abeg a zrougoù grevus, - a natursperedel ha zoken, dizeeun, a natur danvezel, evit pep den hag evit ar gevredigezh, an ob-ererezh-se a zo aotreet gant Ragevezh Doue, a ren gant nerzh ha douster istor mab-den hagar bed. Aotreadur Doue d’an obererezh diaoulek a zo ur mister bras, met “ gouzout a reompemañ Doue o kenlabourat e pep tra evit o mad gant ar re a gar anezhañ” (Rm 8,28).

III. Ar pec’hed orinel

Arnodenn ar frankiz

396 - Doue en deus krouet an den diouzh e skeudenn hag hen diazezet en e vigno-niezh. Krouadur speredel, n’hell ket an den bevañ er vignoniezh-se nemet e stumm ur suji-digezh dieub da Zoue. Setu pezh a ziskler an difenn graet d’an den da zebriñ eus gwezennanaoudegezh ar mad hag ar fall, “rak adal an deiz ma tebri diouti e varvi” (Gn 2,17). Gwezenn an anaoudegezh eus ar mad hag ar fall a ra galv ent-arouezel d’an harz didreizhusen deus an den, evel krouadur, da anzav ha da zoujañ gant frankiz ha fiziañs. An den a zoe dalc’h ar C’hrouer; sujet eo da lezennoù ar grouadelezh ha d’ar reizhennoù buhezel oc’hurzhiañ implij ar frankiz.

Pec’hed kentañ an den

397 - An den, temptet gant an diaoul, en deus lezet da vervel en e galon ar fiziañs e-keñver e Grouer (Gn 3,1-11), hag en ur gamm-ober gant e frankiz, en deus disentetouzh gourc’hemenn Doue. E kement-se emañ pec’hed kentañ an den (Rm 5,19). Pep

5

pec ‘hed, da c’houde, a vezo un disentidigezh ouzh Doue hag ur mank a fiziañs en e vade-lezh.

398 - Er pec’hed-se, en deus an den en em gavet e-unan gwelloc’h eget Doue, ha dre-se end-eeun en deus disprizet Doue : graet en deus an dibab anezhañ e-unan enep Doue,enep endalc’hioù e stad a grouadur hag a-neuze enep e vad dezhañ e-unan. Krouet en urstad a santelezh,e oa tonket an den da vezañ ‘douelaet’ a-grenn gant Doue er c’hloar. Drelubanerezh an diaoul en deus c’hoantaet “bezañ evel Doue” (Gn 3,5), met “hep Doue, haga-raok Doue, ha nann hervez Doue” (S. Maksim ar C’hovezour)

399 - Ar Skritur a ziskouez an heuliadoù drastus eus an disentidigezh kentañ-se.

Adam hag Eva a goll raktal gras ar santelezh orinel (Rm 3,23). Aon o deus rak an Doue-se(Gn 3,9-10), o deus meizet ur skeudenn faos anezhañ, hini un Doue avius eus e vrientoù(Gn 3,5).

400 - Ar gendoniezh m’en em gavent enni, staliet a-drugarez d’ar reizhded orinel, a zo distrujet : mestroniezh galloudezhioù speredel an ene war ar c’horf a zo torret (Gn 3,7)unaniezh ar gwaz hag ar vaouez a zo sujet da denderioù (Gn 2,11-13); o darempredoù a vomerket gant ar c’hoant hag an aotrouniezh (Gn 3,16). Ar gendoniezh gant ar grouadelezha zo freuzet : ar grouadelezh welus a zo deuet estren evit an den hag enebourez (Gn 3,17-19)

(…)

472 -An ene-den-se kemeret gant Mab Doue en deus ur gwir anaoudegezh denel.N’helle ket evit doare bezañ divent drezañ e-unan : embreget e oa en emplegadoù istorele vezoud en egor hag en amzer. Setu perak en deus gallet Mab Doue kavout mat en ur zont da vezañ den, “kreskiñ e furnez, e ment hag e gras” (Lk 2,52) ha zoken kaout da enklaskar pezh en doa da zeskiñ evel den dre arnodiñ( Mk 6,38; 8,27; Yn 11,34 h.a.) Kement-sea zeree ouzh gwirionded e izelidigezh youlek er “stad a sklav” ( Fil 2,7)

473 - Met en hevelep tro, an anaoudegezh denel wirion e Mab Doue, nann drezihec’h-unan met dre hec’h unaniezh gant ar Verb, a anaveze hag a ziskoueze enni kementtra a zere ouzh Doue. Setu da gentañ pezh a c’hoarvez gant an anaoudegezh don ha dizaleen deus Mab Doue graet den eus e Dad (Mk 14,36; Mzh 11,27; Yn 1,18; 8,55 h.a.). ArMab a ziskoueze ivez en e anaoudegezh denel an treanterezh douevel en devoa eus menozioù kuzh kalon

an dud (Mk 2,8; Yn 2,25; 6,61 h.a.)

474 - Dre hec’h unaniezh ouzh Furnez Doue e nouez ar Verb enkorfet, anaoudegezhdenel ar C’hrist he devoa en he c’herz skiant leun eus ar mennadoù peurbad a oa deuet daziskuliañ (Mk 8,31; 9,31; 10,33-34; 14,18-20, 26-30). Ar pezh a anzav dic’houzout warar poent-se (Mk 13,32), lavarout a ra e-lec’h all n’en deus ket kefridi d’hen diskuliañ (Ob 1-7)

Youl denel ar C’hrist

475 - En ur stumm kevatal ec’h embann an Iliz er c’hwec’hvet Goursened ekumenek(Kergustentin) en deus ar C’hrist div youl ha div obererezh naturel, douevel ha denel, nannenebet met kenoberiant, en doare m’en deus ar Verb graet den mennet evel den en ur sentiñd’e Dad kement tra divizet a-unan gantañ ha gant ar Spered Santel evel Doue evit hor silvi-digezh. Youl-den ar C’hrist “ a heuilh e youl-Doue, hep bezañ oc’h herzel pe oc’h enebiñ outi met

kentoc’h en ur vezañ sujet d’ar vennantez hollc’halloudek-se”.

Korf gwirion ar C’hrist

476 - Peogwir en deus ar Verb en em c’hraet den, o kemer evitañ un deneliezhwirion, e oa bevennet korf ar C’hrist. En abeg da-se, e c’hell dremm-den Jezuz bezañskeudennet (Gal 3,2). Er c’hwec’hvet Goursened ekumenek (Nikaia II e 787) he deusan Iliz degemeret evel reizhwiriek e vefe taolennet e zremm war skeudennoù santel.

6

477 - En hevelep tro he deus an Iliz anzavet dalc’hmat “ Doue hag a zo diwelusdre natur a zo deuet da vezañ gwelus d’hon daoulagad” (Prefas Nedeleg). Azonoù gou-barzhel korf ar C’hrist end-eeun a ziskler nouez douevel Mab Doue. Hemañ en deuskemeret evitañ e-unan azonoù e gorf-den en doare ma c’hellont, livet war un daolennsantel, bezañ kehelet, rak ar c’hreder a gehel e skeudenn “eo an nouez livet warni a zokehelet gantañ” (Nikaia II)

Kalon ar Verb enkorfet

478 - Jezuz en deus hon anavezet ha karet holl ha pep unan e-kerz e vuhez, ezremenvan hag e basion, hag en em roet en deus evit pep hini ac’hanomp :” Mab Doue

(…) evel Tad nemet Doue (Lk 2,48-49). “ An natur-den kemeret gantañ n’he deus morse e bellaet diouzh an Tad...; ez-wirion Mab d’e Dad dre e zouevelezh, ez-wirion mab d’e vamm dre e zenelezh, met Mab Doue ez-eeun en e ziv natur.

504 - Jezuz a zo koñsevet eus ar Spered Santel en askre ar Werc’hez Vari dre maz eoan Adam nevez ( 1 Kor 15,45) a zigor ar grouidigezh nevez :”An den kentañ, deuet eusan douar, a zo douarel, an eil den, Eñ, a zeu eus an neñv (1 Kor 15,47). Deneliezh arC’hrist a zo, adal koñsevet, leun eus ar Spered Santel, rak Doue “ a ro dezhañ ar Speredhep muzul” (Yn 3,34) . “Eus e leunder-Eñ, penn an denelezh dasprenet, eo hon eus ni-holl resevet gras evit gras” (Yn 1,16)

505 -Jezuz, an Adam nevez, dre e grouidigezh werc’h, a gentrad ganedigezh nevez arvugale advabet er Spered Santel dre ar feiz :” Penaos e c’hoarvezo kement-se ?” (Lk 1,34). Ar perzhiadur er vuhez douevel ne zeu ket “eus ar gwad, nag eus youl ar c’horf,nag eus youl an den, met eus Doue (Yn 1,13). An degemer eus ar vuhez-se a zo gwerc’hrak roet a-grenn eo homañ d’an den gant ar Spered. Ster priedel ar c’halvedigezh denelhervez Doue (2 Kor 11,2) a zo sevenet a-grenn e mammelezh c’hlan eus ar Werc’hez Vari

506 - Mari a zo gwerc’hez peogwir he gwerc’hded a zo ar sin eus he feiz ha n’eo dis-treset gant nep arvar, hag eus hec’h emroidigezh hep rannerezh da youl Doue (1 Kor 7,34-35). He feiz eo a ra dezhi dont da vezañ mamm ar Salver :” Mari wenvidik, muioc’h c’hoazh dre m’he deus resevet ar feiz eus ar C’hrist eget dre m’he deus koñsevet korf arC’hrist”. ( S. Eosten)

507 - Mari a zo war un dro gwerc’hez ha mamm, rak ar skeudenn hag ar sevenadurparfetañ eus an Iliz (LG) : “ An Iliz, d’he zro, a zeu da vezañ ur Vamm, a-drugarezd’ar Gomz resevet gant feiz a-berzh Doue ; dre ar prezegerezh end-eeun ha dre arVadeziant e c’han d’ur vuhez nevez ha divarvel, mibien koñsevet eus ar Spered Santelha ganet eus Doue. Gwerc’hez eo ivez dre m’he deus roet d’he Fried he feiz, miretganti anterin ha glan”. (LG)

BERR-HA-BERR

508 -E diskennadur Eva en deus Doue dibabet ar Werc’hez Vari davezañ Mamm d’e Vab “Leun a c’hras”, ez eo “ ar frouezh ar gwellañ-holleus an Dasprenidigezh” :adal penn-kentañ he c’hrouidigezh ez eo diwalleta-grenn eus saotradur ar pec’hed orinel ha chomet eo glan a bep pec’hedpersonel a-hed he buhez.

509 - Mari a zo e gwirionez “Mamm da Zoue” peogwir ez eo mamm da Vab peurbadel Doue graet den, hag a zo Doue e-unan.

510 - Mari “ a zo chomet gwerc’hez en ur goñsev he Mab, gwerc’hez p’he

7

deus hen ganet, gwerc’hez ouzh hen dougen, gwerc’hez ouzh e vagañ, gwerc’hez bepred” ; dre he bezoud a-bezh ez eo “servijerez an Aotrou”

511 - Ar Werc’hez Vari he deus “kenoberiet da silvidigezh an dud gant hefeiz hag he sentidigezh dieub” (LG) Distaget he deus he “ya” en anv annatur-den a-bezh. Dre he sentidigezh eo deuet da vezañ an Eva nevez, mamm ar re vev.

(…)

Misterioù bugeliezh Jezus

527 - Amdroc’h Jezuz d’an eizhvet deiz goude e c’hanedigezh (Lk 2,21)a zo arouez e enklozadur e diskennadur Abraham, e pobl an emglev, e sujidigezhd’al Lezenn (Ga 4,4) hag e zilennadur da liderezh Israel ma kemero perzh ennaña-hed e vuhez. An arouez-se a rakskeudenn “amdroc’h ar C’hrist”, d.l.e. ar Va-deziant (Kol 2,11-13)

528 - An Epifaniezh eo emziskouezidigezh Jezuz evel Mesiaz Israel, MabDoue ha Salver ar bed. Gant Badeziant Jezuz er Yordan hag eured Kana e lid azeu-lidigezh Jezuz gant “majed” deuet eus ar Sav-heol (Mzh 2,1). Er “vajed”-se, Kannada ar c’hravezioù pagan a-ziwar-dro, e wel an Aviel preveudioù ar broadoù a zegemer Keloù-Mat ar silvidigezh dre an Enkorfidigezh. Donedigezh ar vajed e Jeruzalem evit “azaoueziñ roue ar Yuzevien” (Mzh 2,2) a ziskouez emaint o klask en Israel, diwar sklerijenn vesiazel steredenn David (Niv 24,17; Disk 22,16) an hini a vo roue arbroadoù (Nv 24,17-19). O donedigezh a verk ne c’hell ar baganed dizoleiñ Jezuz hag hen azeuliñ

evel Mab Doue ha Salver ar bed, nemet ouzh en em dreiñ etrezek ar Yuzevien (Yn 4,22) hag en ur resev diganto o fromesa vesiazel evel m’eo endalc’het en Testamant Kozh (Mzh 2,4-6). An Epifaniezh a ziskouez “ e teu leunder ar baganed e-barzh tiegezh ar Batriarked” hag o devez evel-se an dellezegezh israelat.

529 - Kinnigadenn Jezuz en Templ (Lk 2,22-39) a ziskouez ennañ arC’hentañ-ganet a zo d’an Aotrou (Erm 13,12-13). Gant Simeon hag Anna eo hollgortozerezh Israel a zeu war-arbenn d’ar Salver (an hengoun buzantat a c’halvevel-se an darvoud) . Jezuz a zo anavet evel ar Mesiaz kement gortozet, “sklerijennar broadoù” ha “gloar Israel” , met ivez “sin a enebiezh”. Ar c’hleze a boan diouganet da Vari a gemenn ar brofadenn all-se,peurvat hag unel, eus ar Groaz, a roio ar silvidigezh “prientet gant Doue dirak an holl bobloù”.

530 - An tec’hadenn d’an Ejipt ha lazhadeg an dianteged(Mzh 2,13-18)

a ziskouez an enebiezh etre ar sklerijenn hag an deñvalijenn : “Deuet eo en e dra, hag e re n’o deus ket e zegemeret (Yn 1,11). Buhez ar C’hrist a-bezh a vo dindan sin

an heskinerezh. E re o deus perzh gantañ en heskinerezh (Yn 15,20) . E zistro eus anEjipt ( Mzh 2,15) a gouna an Ermaeziadeg (Os 11,1) hag a ziskouez Jezuz evel an dieuber da vat.

Misterioù buhez kuzhet Jezuz

531 - E-pad brasañ lodenn e vuhez, en deus Jezuz renet stad an darn vrasañeus an dud :ur vuhez pemdeziek hep seblant a veurdez, buhez a labour-dorn, buhezrelijiel yuzev sujet da Lezenn Doue (Gn 4,4), buhez er gumuniezh. Eus an holl amzervezh-se

ez eo diskuliet deomp e oa Jezuz “sujet” d’e dud hag “ e kreske e furnez, e ment hag e gras dirak Doue ha dirak an dud (Lk 2,51-52).

532 - Sentidigezh Jezuz ouzh e vamm hag e dad hervez lezenn a gas da benn

8

ar pevare gourc’hemenn. Ar skeudenn amzeriat eo eus e sentidigezh a Vab d’e Dad

(…)

bev” (1 O 2,4), a warant d’e Iliz, savet war Bêr, an trec’h war galloudoù ar marv. Pêr,en abeg d’ar feiz diskleriet gantañ, a chomo ar roc’h divrallus eus an Iliz. Ar garg en devo da ziwall ar feiz-se diouzh pep fallaenn ha da startaat enni e vreudeur (Lk 22,32)

553 - Jezuz en deus fiziet da Bêr un aotrouniezh dibar :”Reiñ a rin dit alc’hwezioùRouantelezh an neñvoù, ha kement a liammi war an douar a vo ivez liammet en neñvoù, hakement a ziliammi war an douar a vo ivez diliammet en neñvoù” (Mzh 16,19). Galloud analc’hwezioù a verk an aotrouniezh evit gouarn ti Doue, a zo an Iliz. Jezuz, ar “Pastor Mat” (Yn 10,11) en deus kadarnaet ar garg-se goude e Zasorc’hidigezh :”Mesa va oaned (Yn 21,15-17). Ar galloud da liammañ ha da ziliammañ a verk ar veli da absolviñ ar pec’hedoù, daziskleriañ barnedigezhioù a gelennadurezh ha da gemer disentezioù a genurzh en Iliz. Jezuz en deus fiziet an aotrouniezh-se d’an Iliz dre vinistrerezh an ebestel (Mzh 18,18), ha pergenda Bêr, an hini nemetañ bet fiziet ispisial ennañ alc’hwezioù ar Rouantelezh.

Un tañva eusar Rouantelezh : an Treuzneuziadur

554 - Adalek an deiz m’en deus Pêr diskleriet e oa Jezuz ar Mesiaz, Mab an Douebev, ar Mestr a “ stagas da ziskouez d’e ziskibled e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gou-zañv kalz eno, bezañ lakaet d’ar marv ha d’an trede deiz dihuniñ a varv da vev” (Mzh 16,21) : Pêr a nac’h ar

c’hemenn-se (Mzh 16,22-23), ar re all ne gomprenont ket muioc’h (Mzh 17,23; Lk 9,45). En arroudenn-se en em gav danevell kevrinus Treuzneuziadur Jezuz (Mzh 17,3-8; 2 P 1,16-18), war ur menez uhel, dirak tri dest dibabet gantañ : Pêr, Jakez ha Yann. Dremm ha dilhad Jezuz a zeu da vezañ gwenn-kann, Moizez hag Elia a zeu a-wel. Eñ, “ okomz eus e “ermaeziadenn” a oa da vezañ kaset gantañ da benn e Jeruzalem” (Lk 9,31),Ur goabrenn a c’holo anezho hag ur vouezh eus an neñv a lavar :” Hemañ eo va Mab, vahini dibabet : selaouit-Eñ” (Lk 9,35)

555 - Evit ur predig e tiskouez Jezuz e c’hloar douevel, o warantiñ evel-se diskler-iadur Pêr. Diskouez a ra ivez “e tle, evit mont en e c’hloar, (Lk 24,26) tremen dre ar Groaze Jeruzalem. Moizez hag Elia o devoa gwelet Gloar Doue war ar Menez; al Lezenn hag arBrofeded o devoa kemennet poanioù ar Mesiaz (Lk 24,27). Pasion Jezuz a zo youl wirionan Tad : ar Mab a oberia evel Servijer Doue (Iz 42,1). Ar goabrenn a verk bezañs ar Spered Santel :” An Dreinded a-bezh a voe diskouezet : an Tad er vouezh, ar Mab en den, ar Spered er goabrenn lugernus” (S.Tomaz Akw.) :

Treuzneuziet out bet war ar menez, ha da ziskibled, kement ha ma c’hallent, o deus arvestetouzh da C’hloar, Krist Doue, en doare, p’az kwelint kroazstaget, ma komprenint e oa mennetda basion ha ma kemennint d’ar bed ez out evit gwir skinadur an Tad (Liderezh buzantat)

556 - E derou ar vuhez foran : ar Vadeziant; e derou ar Pask : an Treuzneuziadur.Dre Vadeziant Jezuz “ e voe diskouezet mister hon adbuhezekadur kentañ : hor Badeziant;an Treuzneuziadur eo “sakramant hon eil adbuhezekadur” : hon dasorc’hidigezh-ni. Adalekbremañ hon eus perzh e Dasorc’hidigezh an Aotrou dre ar Spered Santel oc’h oberiañ esakramantoù Korf ar C’hrist. An Treuzneuziadur a ro deomp un tañva eus distro gloriusar C’hrist, a “dreuzneuzio hor c’horf reuzeudik d’e lakaat kenstumm gant e gorf a c’hloar”(Fil 3,21). Degas a ra soñj ivez deomp “ e tleomp tremen a-dreuz da galz a drubuilhoù evitmont e-barzh Rouantelezh Doue” (Ob 14,22)

Kement-se n’en doa ket c’hoazh komprenet Pêr pa c’hoantae bevañ gant ar C’hrist warar menez (Lk 9,33). Miret en deus se evidout, Pêr, evit goude ar marv. Met bremañ elavar e-unan : diskenn da boaniañ war an douar, da servijañ war an douar , da vezañdisprizet, kroazstaget war an douar. Ar Vuhez a ziskenn evit bezañ lazhet; ar Bara a zisk-enn evit kaout naon; an Hent a ziskenn evit skuizhañ o kerzhout; an Eienenn a ziskenn

9

evit kaout sec’hed; hag e nac’hez poaniañ ? (S. Eosten)

Jezuz o c’hraviañ da Jeruzalem

557 - “Neuze pa zeue da benn an deizioù ma tlee bezañ savet d’an neñv, Jezuz a lakas start en e soñj mont da Jeruzalem (Lk 9,51; Yn 13,1). Dre an disentez-see tisklerie sevel da Jeruzalem, prest da vervel eno. Dre deir gwech en devoa kemennet e basion hag e Zasorc’hidigezh (Mk 8,31-33; 9,31-32; 10, 32-34). En ur vont etrezekJeruzalem e lavar :” N’eo ket lakaet d’ur profed bezañ lazhet er-maez eus Jeruzalem”(Lk 13,33).

558 - Jezuz a gouna merzherenti ar brofeded bet lakaet d’ar marv e Jeruzalem(Mzh 23,37a).Koulskoude e kendalc’h da c’hervel Jeruzalem da ‘n em vodañ en-drodezhañ :” Pet gwech eo bet fellet din dastum da vugale evel ma ra ar vamm-yar he revihan dindan he divaskell....ha n’eo ket bet fellet deoc’h” (Mzh 23,37b). Pa zeu a-wel Jeruzalem, e leñv warni hag e tiskler ur wech c’hoazh mennad e galon :”Ma kompren-jes en deiz-mañ, te ivez, ar pezh a rofe dit ar peoc’h ! Bremañ siwazh ! emañ kuzhetouzh da zaoulagad” (Lk 19,41-42)

Jezuz-Mesiaz oc’h antren e Jeruzalem

559 - Penaos emañ Jeruzalem o vont da zegemer he Mesiaz ? Goude m’endevoa dalc’hmat en em laeret diouzh taolioù-esa ar bobl d’ober anezhañ roue (Yn 6,15), Jezuz a zibab ar mare hag a brient munudoù e antre mesiazel e kêr “David, e dad” (Lk 1,32). Kenyouc’het eo evel mab David, an hini a zegas ar silvidigezh (Hoz-anna a dalvez “salv eta !, “ro ar silvidigezh !”). Ha setu ar “Roue a c’hloar” (S 24,7-10) oc’h antren en e Gêr “pignet war un azenig” (Za 9,9) : Ne glask ket gounitMerc’h Sion, skeudenn e Iliz, dre finesa pe dre nerzh, met dre an izelegezh a rotesteni d’ar wirionez (Yn 18,37). Setu perak, sujidi e Rouantelezh, en deiz-se, eoar vugale (Mzh 21,15-16; S 8,5), ha”peorien Doue”, a genyouc’h dezhañ evel maoa bet kemennet d’ar vesaerien gant an aeled ( Lk 19, 38; 2,14). O youc’hadeg” Benniget an Hini a zeu en anv an Aotrou” ( S118,26), a zo adkemeret gant an Iliz er “Sanctus” al liderezh eukaristiel evit digeriñ an eñvoradur eus Pask an Aotrou.

560 - Antre Jezuz e Jeruzalem a ziskouez Donedigezh ar Rouantelezhemañ ar Roue-Mesiaz o vont da seveniñ dre Bask e Varv hag e Zasorc’hidigezh. Dre e lidañ d’ar Sul ar Bleunioù, eo e tigor liturgiezh an Iliz ar Sizhunvezh Santel.

BERR-HA-BERR

561 - Buhez ar C’hrist a-bezh a voe ur gelennadurezh dibaouez : edavioù, e vurzhudoù, e jestroù, e bedenn, e garantez evit an den, egarantez-dreist evit ar re vihan hag ar re baour, an asant d’an aberzhanterin war ar Groaz evit dasprenidigezh ar bed, e Zasorc’hidigezh a zolakaat e gomz da dalvezout hag an Diskuliadur da vezañ kaset da benn.

562 - Diskibled ar C’hrist o deus da vezañ kenstumm outañ, betek ma voEñ stummet enno (Ga 4,19) “ Setu perak ez omp ensammet e misterioù evuhez, kenstummet outañ, kevredet ouzh e varv hag e Zasorc’hidigezh, oc’hortoz bezañ gantañ en e Ren” (LG).

563 - Mesaer pe Vaj, n’hellomp ket tizhout Doue war an douar nemet enur zaoulinañ dirak kraou Betleem hag ouzh hen azeuliñ kuzhet e gwanderur bugel.

564 - Dre e sujidigezh da Vari ha da Jozef, evel dre e labour uvel e-padbloavezhioù hir e Nazared, e ro Jezuz deomp skouer ar santelezh e buhez

10

pemdeziek an tiegezh hag al labour.

565 - Adal derou e vuhez foran gant e Vadeziant ez eo Jezuz ar “Servijer”gouestlet a-grenn da oberenn an dasprenidigezh a vo kaset da benn dre“vadeziant” e basion.

566 - An temptadur er gouelec’h a ziskouez Jezuz, Mesiaz uvel, o trec’hiñwar Satan, en ur asantiñ a-grenn da vennad ar silvidigezh mennet gant an Tad.

567 - Rouantelezh an neñvoù a zo bet kentradet war an douar gant ar C’hrist.“ Skediñ a ra ouzh daoulagad an dud e komz, en oberoù hag e bezañs arC’hrist” (LG). An Iliz eo an egin hag an derou eus ar Rouantelezh-se. Hec’halc’hwezioù a zo fiziet da Bêr.

568 - Treuzneuziadur ar C’hrist en deus da bal startaat feiz an ebestel a-weld’ar basion : ar pignadur war ar menez uhel a ragaoz ar pignadur war arC’halvar. Ar C’hrist, Penn an Iliz, a ziskouez ar pezh a endalc’h e Gorf haga splann er sakramantoù : “ esperañs ar C’hloar” ( Kol 1,27)

569 - Jezuz a zo savet a-youl-gaer da Jeruzalem en ur c’houzout e varvfe enogant ur marv kriz en abeg da enebiezh ar bec’herien (He 12,1).

570 - Antre Jezuz e Jeruzalem a ziskouez donedigezh ar Rouantelezh emañ arRoue-Mesiaz, degemeret en e gêr gant ar vugale hag ar re izel a galon, o vontda seveniñ dre Bask e Varv hag e Zasorc’hidigezh.

-------------------------------------------------------------------------------------------------

R A N N 4

Jezuz Krist en deus gouzañvet dindan Pons-Pilat, Bet eo kroazstaget, marvet eo,

ha bet eo sebeliet

571 - Mister Pask ar Groaz ha Dasorc’hidigezh ar C’hrist a zo e-kreiz arC’heloù-Mat o deus an ebestel hag an Iliz d’o heul da gemenn d’ar bed. Mennadsalver Doue a zo bet sevenet “ur wech evit mat” (He 9,26) dre varv dasprener eVab Jezuz Krist.

572 - An Iliz a chom fidel da “zesteriadur an holl Skriturioù” roet gant Jezuz

e-unan a-raok evel goude e Bask :”Daoust ha ne oa ket ret d’ar C’hrist gouzañv arpoanioù-se ha mont evel-se en e c’hloar ?” (Lk 24,26-27; 44-45). Poanioù Jezuzo deus kemeret o stumm istorel fetis dre maz eo bet “distaolet gant an henaourien, ar veleien veur hag ar skribed” (Mk 8,31), hag o deus e deroet “d’ar baganed evitbezañ goapaet,skourjezet ha staget ouzh ar Groaz” ( Mzh 20,19).

573 -Ar feiz a c’hell eta klask imbourc’h an amplegadoù eus marv Jezuz,

dasroet gant fealded dre an Avieloù ha sklaeraet dre mammennoù istorel all, evitkompren gwelloc’h talvoudegezh an DasprenidigezhRANNBENNAD I. Jezuz hag Israel

574 - Adalek penn-kentañ ministrerezh foran Jezuz, o deus Farizianed hatud Herodez, en em glevet gant beleien ha skribed evit e gas da goll (Mk 3,6). Dre darn eus e oberoù (kas kuit an drouksperedoù -Mzh 12,24 - pardoniñ ar pec’hedoù-Mk 2,7 - pareañsoù d’an deiz-shabad -Mk 3,1-6 - desteriadur divoutin eus gour-c’hemennoù ar c’hlanded el Lezenn -Mk 7,14-23 - mignoniezh gant ar bublikaned

11

hag ar bec’herien voutin - Mk 2, 14-17 -), dre-se en deus seblantet Jezuz, evit darn, bezañ droukmennet ha drouksperedet (Mk 3,22; Yn 8,48; 10,20). Tamallet eo bet davlasfemiñ (Mk 2,7; Yn 5,18; 10,33), da falsprofediñ (Yn 7,12; 7,52), torfedoù relijielkastizet gant al Lezenn dre boan a varv dindan stumm a veinaterezh ( Yn 8,59;10,31)

575 - Kalz oberoù ha komzoù Jezuz a zo bet eta “ur sin a enebiezh” (Lk 2,34) evit an aotrouni-ezhoù relijiel Jeruzalem, ar re galvet alies gant S.Yann “ar Yuzevien”,muioc’h c’hoazh eget evitar re vunut eus Pobl Doue ( Yn 7,48-49). A dra sur e zarempredoù gant ar Farizianed ne voentket bepred daelerezh : Farizianed eo o deus rakkemennet dezhañ an dañjer ouzh e c’hortoz; haJezuz e-unan a veul darn anezho evel ar skrib e Mk 12,34, ha debriñ a ra a-wechoù e ti ar Farizia-ned. Kadarnaat a ra Jezuz kelennadurezhioù difennet gant ar pep gwellañ eus Pobl Doue :dasorc’hidigezh ar re varv,doareoù an deoliezh evel an aluzen, ar yun hag ar bedenn, hag ar boazda gomz ouzh Doue evel Tad, an azon kreizel eus gourc’hemenn ar garantez e-keñver Doue hag an nesañ.

576 -Ouzh daoulagad kalz en Israel e seblant Jezuz oberiañ enep ensavadurioùpennañ ar Bobl dibabet :

- ar sujidigezh d’al Lezenn en anterinded he c’hourc’hemennoù skrivet hag, evit arFarizianed, en desteriadur an hengoun dre gomz;- an azon kreizel eus Templ Jeruzalem evel al lec’h santel emañ Doue o chom ennañen un doare brientek;- ar feiz en un Doue unel ma n’hell den ebet kaout e c’hloar.

I. Jezuz hag al Lezenn

577 - E penn-kentañ ar Brezegenn war ar Menez, e-lec’h m’en deus lakaet a-wel al Lezenn roet gant Doue er Sinai da-geñver an Emglev kentañ, Jezuz en deusgraet teurel evezh ouzh sklerijenn ar c’hras en Emglev Nevez :

Arabat deoc’h krediñ e vefen deuet da lemel kuit al Lezenn pe ar Brofeded; n’on ket deuetda raskañ, met da gas da benn; e gwirionez, me lavar deoc’h : a-raok ma tremeno an neñvhag an douar, ne dremeno ket eus al Lezenn ,nag un i nag un tired,a-raok ma c’hoarvezo peptra. An neb eta en devo torret an disterañ eus ar gourc’hemennoù-se ha desket d’an dud oberkemend-all, hennezh a vo graet anezhañ ar bihanañ e Rouantelezh an Neñvoù; an neb avaten devo miret anezho ha desket se d’ar re all, hennezh a vo graet bras anezhañ e Rouantekezhan Neñvoù (Mzh 5,17-19) 578 - Jezuz, Mesiaz Israel, ar brasañ eta e Rouantelezh an neñvoù, a oa dleet dezhañ

seveniñ al Lezenn ouzh he heuilh en hec’h anterinded betek an disterañ gourc’hemenn, Hervez e gomzoù dezhañ e-unan. Eñ eo zoken an hini nemetañ en deus gallet hen ober a-Grenn. Ar Yuzevien, gouez dezho o-unan, n’o deus morse gallet seveniñ al Lezenn en he bezh, hep terriñ ar bihanañ gourc’hemenn. Setu perak, da bep gouel bloavezhiek anDic’haou, e c’houlenn bugale Israel pardon digant Doue evit bezañ freuzet al Lezenn. Al Lezenn end-eeun a ra un hollad, hag, evel ma kouna S. Jakez “ goude mirout al Lezenn penn-da-benn, ma teuer da bec’hiñ war ur poent hepken, e vezer kablus e-keñver al Lezenn a-bezh “(Jk2, 10)

579 - Ar bennaenn-se - anterinded sevenidigezh al Lezenn, n’eo ket hepken en he lizherennmet en he spered, - a oa prizius ouzh daoulagad ar Farizianed. Ouzh hen dirouestlañ evitIsrael, o deus sturiet kalz Yuzevien eus amzer ar C’hrist war-zu ur gred relijiel bras-meurbet. Hemañ, mar ne felle ket dezhañ treiñ d’ur genouiziegezh pilpous, n’helle nemet prientiñ arBobl d’an donedigezh dic’hortoz-se eus Doue ma vo sevenidigezh parfet al Lezenn gant arJust nemetañ e-lec’h an holl bec’herien.

580 - Sevenidigezh peurvat al Lezenn n’helle bezañ nemet oberenn al Lezennourdouevel, ganet dindan al Lezenn e nouez ar Mab (Ga 4,4). E Jezuz n’eo ken engravet alLezenn war daolennoù mein, met “ e goueled ar galon” (Yr 31,33) er Servijer hag a zo

12

deuet da vezañ “emglev ar bobl” (Iz 42,6) dre ma “tiskler ar gwir gant lealded” (Iz 42,3).Jezuz a gas da benn al Lezenn betek kemer warnañ “mallozh al Lezenn” (Ga 3,13) kouezhetwar ar re” na viront ket holl gourc’hemennoù al Lezenn” (Ga 3,10), rak “marv ar C’hrista zo c’hoarvezet evit paeañ pec’hedoù an Emglev kentañ” (He 9,15).

581 -Jezuz a zo bet gwelet gant daoulagad ar Yuzevien hag o mistri speredel evel ur “rabbi”(Yn 11,28; 3,2; Mzh 22,23-24; 34-36). Arguzet en deus alies e stern an deveizadur rabbinekeus al Lezenn (Mzh 12,5; 9,12; Mk 2,23). Hogen war an hevelep tro n’helle Jezuz nemet monta-benn e doktored al Lezenn, rak ne gave ket a-walc’h reiñ e zeveizadur e-touez o hini, “kelenna rae evel un den o kaout beli ha n’eo ket evel ar skribed” (Mzh 7,28-29). Ennañ-Eñ eo an hevelep komz Doue hag he devoa tregernet er Sinai evit reiñ da Voizez al Lezenn skrivet, evelan hini en em ro da glevout a-nevez war Venez an evurustedoù (Mzh 5,1). Ne ziverk ket al Lezenn met he seveniñ a ra ouzh he deveizañ en ur stumm douevel :” Klevet hoc’h eus eo betlavaret d’hon tud kozh (......), ha me a lavar “ (Mzh 5,33-34). Gant an hevelep beli douevel-see tislavar darn eus “ hengounioù denel” (Mk 7,8) ar Farizianed, a “zispenn Komz Doue(Mk 7,13)

582 - En ur vont pelloc’h e seven Jezuz al Lezenn war c’hlanded ar boued, ken pouezus er vuhez pemdeziek yuzev, hag e tiskler he ster “kelennadurezhel” (Ga 3,24)dre un diveizadur douevel : “Netra a gement a ya en den eus an diavaez n’hell kete lakaat dic’hlan....- evel-se e tisklerie glan an holl veuzioù -. Ar pezh a zeu eus an den eo hen laka dic’hlan, rak eus an diabarzh, eus kalon an dud e teu ar mennadoù fall”.(Mk 7,18-21) En ur reiñ gant beli an diveizadur diwezhel eus al Lezenn, en em gav Jezuzenebet ouzh darn eus doktored al Lezenn ha na zegemerent ket e savboent war alLezenn, gwarantet koulskoude gant ar sinoù douevel a veze gantañ (Yn 5,36; 10,25. 37-3812,37). Kement-mañ a dalvez dreist-holl evit kudenn ar shabat : Jezuz a zegas soñj aliesgant arguzennoù rabbinek (Mk 2,25-27; Yn 7,22-24) ez eo graet diskuizh ar shabatevit servijiñ Doue (Mzh 12,5; Nv 28,9) pe an nesañ (Lk 13,15-16; 14,3-4) : pezh a rae bareañsoù.

II. Jezuz hag an Templ

583 - Jezuz, evel ar brofeded en e raog, en deus douget bri espar da DemplJeruzalem. Kinniget eo bet ennañ gant Jozef ha Mari daou-ugent deiz goude bezañganet (Lk 2,22-39). D’an oad a zaouzek vloaz e tiviz chom en Templ evit kounañd’e gerent en deus da ober gant traoù e Dad (Lk 2,46-49). Pignet eo bet di bep bloazda nebeutañ evit ar Pask e-pad e vuhez kuzhet (Lk 2,41); e vinistrerezh foran e-unana zo bet merket gant e birc’hirindedoù da Jeruzalem evit ar gouelioù bras yuzev ( Yn 2,13-14; 5, 1-14; 7, 1-10. 14; 8,2; 10, 22-23

584 - Jezuz a zo pignet d’an Templ evel d’al lec’h dibar evit kejañ gant Doue. An Templ a zo evitañ annez e Dad, un ti a bedenn, ha sevel a ra droug ennañpa zeu e leurenn -ziavaez da vezañ ul lec’h-kenwerzh (Mzh 21,13). Ma kas kuit arvarc’hadourien eus an Templ, ez eo dre garantez warizius evit e Dad :” Na rit keteus Ti va Zad un ti-kenwerzh”. E ziskibien o devo soñj ez eo skrivet :” Ar gred evitho Ti a zo ouzh va debriñ “ ( S 69,10; Yn 2,16-17). Goude e Zasorc’hidigezh o deusan ebestel miret un doujañs relijiel evit an Templ “ (Ob 2,46; 3,1; 5,20.21 h.a.)

585 - A-raok e basion en deus Jezuz kemennet koulskoude rivin ar savadurkaer-meurbet-se ma ne vano anezhañ maen war vaen (Mzh 24,1-2) Amañ ez euskemennadenn ur sin eus an amzerioù diwezhañ a ya da vezañ digoret gant e Baske-unan (Mzh 24,3; Lk 13,35) Met an diougan-se a c’hell bezañ bet distreset ganttestoù faos e-pad e c’houlennatadenn e ti ar beleg-meur (Mk 14,57-58), hag ad-kaset dezhañ evel kunujenn pa oa stag ouzh ar Groaz (Mzh 27,39-40)

586 - Pell a vezañ bet enebour d’an Templ (Mzh 8,4; 23,21; Lk 17,14; Yn 4,22), e-lec’h m’en deus roet ar pep pouezusañ eus e gelennadurezh ( Yn 18,20),

13

Jezuz en deus fellet dezhañ paeañ taos an Templ a-unan gant Pêr ( Mzh 17,24-27)a oa o paouez staliañ da ziazez evit e Iliz da zont (Mzh 16,18). Muioc’h c’hoazhen deus en em lakaet heñvel ouzh an Templ ouzh en em ginnig evel annez diwezhelDoue e-touez an dud ( Yn 2,21; Mzh 12,6). Setu perak paz eo kaset e gorf d’ar marv e kemenn se distruj an Templ hag a ziskouezo antre istor ar silvidigezh en unoadvezh nevez :”Dont a ra an eur na vo ken na war ar menez-mañ nag e Jeruzalemho po da azeuliñ an Tad” (Yn 4,21 h.a.)

III. Jezuz ha feiz Israel d’an Doue nemetañ ha Salver

587 - Mar o deus gallet al Lezenn ha Templ Jeruzalem bezañ abeg a “enebiezh”a-berzh Jezuz evit aotrouniezhoù relijiel Israel, ez eo e roll e dasprenidigezh ar pec’hedoùoberenn douevel dreist pep tra, a zo bet evito ar maen-skoilh gwirion ( Lk 20, 17-18;S 118,22).

588 - Jezuz en deus droukskoueriet ar Farizianed p’en deus debret gant ar bubli-kaned hag ar bec’herien (Lk 5,30) ken dilorc’h ha ganto o-unan (Lk 7,36; 11,37; 14,1).Ar re en o zouez a rae stad da vezañ tud just ha n’o devoa nemet dispriz evit ar re all, (Lk18,1; Yn 7,49; 9,34), Jezuz a lavar enep dezho ‘” N’on ket deuet da c’hervel an dud justmet ar bec’herien d’ar binijenn (Lk 5,32). Aet eo pelloc’h en ur embann dirak ar Farizianed,ar pec’hed o vezañ tra an holl, (Yn 8, 33-36) ar re a lavar n’o deus ket ezhomm a silvidi-gezh, a zo dall warno o-unan (Yn 9,40-41).

589 - Jezuz en deus gwallskoueriet dreist-holl dre m’en deus lakaet e ersav truga-rezus e-keñver ar bec’herien heñvel ouzh ersav Doue e-unan en o c’heñver (Mzh 9,13; Os6, 6). Aet eo betek lezel da glevout, en ur vont ouzh taol gant ar bec’herien, (Lk 15,1-2)o degemere er banvez mesiazel (Lk 15, 23-32). Met dreist-holl en ur bardoniñ ar pec’hedoùeo en deus Jezuz lakaet aotrouniezhoù relijiel Israel en ur gwallgudenn. Ha ne lavarfent ketgant reizhder en o strafuilh :” Doue hepken en deus galloud da bardoniñ ar pec’hedoù ?” (Mk 2,7). O pardoniñ ar pec’hedoù, pe e ra Jezuz ul ledoued, rak un den eo hag en em ober a ra par da Zoue, pe ez eo gwir e lavar hag e nouez a ra bezant hag a ziskuilh anv Doue(Yn 17,6.26).

590 - An hevelepted douevel eus nouez Jezuz hepken a c’hell reishaat un darvennad

ken diharz evel hemañ :”An neb n’emañ ket ganin a zo enep din” (Mzh 12,30); heñveldrapa lavar ez eus ennañ “muioc’h eget Jonaz....muioc’h eget Salaun” (Mzh 12,41-42), muioc’h eget an Templ” (Mzh 12,6) ; pa zegas soñj diwar e benn en deus David galvet ar Mesiaz e Aotrou (Mzh 12,36-37), pa lavar :” Araok da Abraham bezout, Me a zo” (Yn 8,58); Ha zoken :” An Tad ha me a zo unan” (Yn 10,30).

591 - Jezuz en deus goulennet gant aotrouniezhoù relijiel Jeruzalem krediñ ennañen abeg da oberoù e Dad graet gantañ E-unan (Yn 10,36-38). Met un akt a feiz a seurt-seen devoa da dremen dre ur marv kevrinus dezhañ e-unan evit genel a-nevez “eus an nec’h”(Yn 3,7) gant dedennadur ar c’hras douevel (Yn 6,44). Ur rediezh-se a ganttro dirak ursevenidigezh ken souezhus eus ar promesaoù a ro tu da gompren fazi mantrus ar Sanedrinpa gav Jezuz dellezek a varv evel blasfemer (Mk 3,6; Mzh 26,64-66). . Kement-se a raee izili “ dre ziouiziegezh” (Lk 23,34; Ob 3, 17-18) ha war un dro dre “galedigezh” (Mk 3,5; Rm 11,25) an “diskredoni” (Rm 11,20).

BERR-HA-BERR

592 - Jezuz n’en deus ket torret Lezenn ar Sinai, met he c’haset da benn (Mzh5,17-19) gant kement a barfeted (Yn 8,46) m’en deus roet ar ster diwezhel anezhi (Mzh 5,33), ha ma taspren ar freuzadurioù enep dezhi (He 9,15)

593 -Jezuz en deus douget bri d’an Templ, o vont d’ar gouelioù yuzeva birc’hirinded ha karet en deus a garantez warizius an annez-Doue-se

14

e-touez an dud. An Templ a rakskeudenn e vister. Ma kemenn e zistrujez eo evel rakkemenn e varv dezhañ e-unan hag e antre en oadvezhnevez eus istor ar silvidigezh, e-lec’h ma vo e Gorf-eñ an Templ diwezhel

594 - Jezuz en deus diskouezet oberoù, evel pardon ar pec’hedoù, hag o deus roet d’e anaout evel an Doue Salver E-unan (Yn 5,16-18).Darn eusar Yuzevien, o vezañ ma n’anavezent ket un Doue graet den, (Yn 1,14), a wele ennañ “un den hag en em ra Doue” (Yn 10,33) hag o deus e varnet evel ur blasfemour.

RANNBENNAD 2 . Jezuz a zo marvet kroazstaget

I. Prosez Jezuz

Disrannoù etre an aotrouniezhoù yuzev a-zivout Jezuz

595 - E-touez pennadurezhioù relijiel Jeruzalem, en em gavet o deus n’eoket hepken ar Farizian Nikodem (Yn 7,50) pe ar brientin Jozef Arimatea evit bezañe kuzh diskibled da Jezuz (Yn 19,38-39), met bet ez eus e-pad pell, dizunvaniezh iwar

e benn (Yn 9,16-17; 10,19-21), ken e c’hell S. Yann lavarout derc’hent ebasion zoken, e oa “kalz anezho o krediñ ennañ”, met e doare dibarfet (Yn 12,42).Netra souezhus e kement-se ma vez dalc’het kont eus testeni an Oberoù o lavaroute “sente ur bern beleien ouzh ar feiz” (Ob 6,7) antronoz ar Pantekost, hag e oa darneus kostezenn ar Farizianed a oa deuet da vezañ krederien” (Ob 15,5), e doare mac’hell S. Jakez lavarout da S. Paol :”pet miliad a Yuzevien a zo eus ar re o deus kre-det, hag holl e talc’hont gant gred d’al Lezenn” (Ob 21,20)

596 - Pennoù-bras relijiel Jeruzalem n’int ket bet a-unvan evit an emzalc’h da gemera-zivout Jezuz (Yn 9,16; 10,19). Ar Farizianed o deus divizet teurel er-maez eus ar sina-gogenn ar re a yafe d’e heul (Yn 9,22). D’ar re a zouje “ e kredfe an holl e Jezuz, hag eteufe ar Romaned da ziskar hol Lec’h santel hag hor broad” (Yn 11,48), e kinnige arbeleg-meur Kaifaz en ur ziouganañ “Ne gomprenit ket ez eo gwelloc’h deoc’h evarvfe un den hepken evit ar bobl a-bezh, kentoc’h eget na dafe da goll ar vroad a-bezh ?” (Yn 11,49-50). Ar Sanedrin, o vezañ diskleriet Jezuz “dellezek a varv” (Mzh 26,66) evel blasfemour, met o vezañ kollet ar gwir da lakaat d’ar marv (Yn 18,31) , a ro Jezuz d’ar Romaned ouzh e damall a zispac’h politikel (Lk 23,2), ar pezh hen lakaioa-geñver da vBarabaz, tamallet a gabaduilh (Lk 23,19). Gourdrouzoù politikel ivez eo a ra ar veleien-veur pouezañ war bPilat evit ma kondaono Jezuz d’ar marv (Yn 19,12.15.21) .

Ar Yuzevien n’int ket holl a-gevret kablus eus marv Jezuz

597 - O terc’hel kont eus al luziadell istorel m’eo bet prosez Jezuz, lakaetanat dre zanevelloù an Avieloù,ha daoust pehini e c’hellfe bezañ pec’hed personeloberourien ar prosez ( Judas, ar Sanedrin, Pilat), anavezet gant Doue hepken, n’heller ket lakaat kablus an holl Yuzevien a Jeruzalem, daoust da youc’hadennoùan engroez gwalliset ha da rebechoù bloc’hel endalc’het er c’halvoù da ganttreiñwar-lerc’h ar Pantekost (Ob 2,23.36; 3,13-14, 4,10;5 30 h.a.) Jezuz e-unan en ur bardoniñ war ar Groaz (Lk 23,34), ha Pêr d’e heul o deus roet gwir “d’an diouizie-gezh (Ob 3,17) e Yuzevien Jeruzalem hag en o mistri zoken.Nebeutoc’h c’hoazh ec’hellfed, en abeg da youc’hadenn ar bobl :”Ra vo e wad warnomp ha war hor bugale” (Mzh 27,25) hag a dalvez un doare a gaougantadur, astenn ar gablusted war ar Yuze-vien all en egor hag en amzer :

Setu perak he deus an Iliz diskleriet er Goursened Vatikan II :”Ar pezh a zo bet graete-pad ar basion n’hell ket bezañ tamallet hep diforc’h d’an holl Yuzevien o vevañ neuze,

15

na da Yuzevien hon amzer....Ar Yuzevien ne zleont ket bezañ diskouezet evel distaoletgant Doue, na kondaonet evel pa zeufe kement-se eus ar Skritur Sakr.

An holl bec’herien a voe oberourien e pasion ar C’hrist

598 - An Iliz, e Magistrerezh ar feiz hag e testeni he Sent, n’he deus morse ankou-nac’het e voe “ar bec’herien o-unan an oberourien hag evel ar binvioù eus an holl boanioùgouzañvet gant an Dasprener douevel “(He 12,3). O terc’hel kont eus ar fed e tizh horpec’hedoù ar C’hrist e-unan, (Mzh 25,45; Ob 9,4-5), e kred an Iliz tamall d’ar gristenienar vrasañ gablusted e gwaskoù Jezuz, ur gablusted o deus lakaet re alies war geiñ ar Yuze-vien hepken :

Dleet eo deomp sellout evel kablus eus ar pec’hed euzhus-se ar re a gendalc’h da gouezhañen o fec’hedoù. Peogwir eo hon torfedoù o deus graet d’hor Salver Jezuz Krist gouzañv gwas-kerezh ar Groaz, a-dra-sur ar re en em daol en dizurzhioù hag en droug “a stag a-nevez ouzhkroaz en o c’halon Mab Doue, e kement ha m’emañ enni, dre o fec’hedoù hag a zismegañsanezhañ (He 6,6). Ha dleet eo hen anzav : hon torfed-ni en degouezh-se a zo brasoc’h egethini ar Yuzevien; rak int, war desteni an abostol,” mar o divije anavezet ar Roue a c’hloar, n’odivije ket e staget ouzh kroaz” (1 Kor 2,8). Ni, er c’hontrol, a ziskler hen anavezout, ha panac’homp anezhañ dre hon oberoù, e tougomp warnañ, koulz laret,hon daouarn muntrer.

Hag an diaouled, n’eo ket int eo o deus e groazstaget; te eo a-gevret ganto ac’h eus e stagetouzh kroaz hag a ra c’hoazh pa’n em blijez en techoù fall hag er pec’hedoù (S Frañsez Asiz)

II. Marv dasprener ar C’hrist e mennad Doue a silvidigezh

“Jezuz deroet hervez ar mennad divizet mat gant Doue”

599 - Marv kriz Jezuz n’eo ket bet frouezh an dargouezh en ur gwall emgav azarvoudoù. Da vister mennad Doue eo e talc’h, evel ma tispleg S. Pêr da Yuzevien Jeru-zalem en e brezegenn gentañ d’ar Pantekost :” Bet gwerzhet hervez ar mennad bet divizet e ragouiziegezh Doue” ( Ob 2,23). An doare-komz biblek-se ne dalvez ket da lavarout :ar re o deus gwerzhet Jezuz (Ob 3,13) n’o deus graet nemet seveniñ ar pezh a oa betskrivet en a-raok gant Doue.

600 - Holl vareadoù an amzer a zo bezant evit Doue en o bremañ. Staliañ a raeta e vennad peurbadel a “genttonkadur” en ur enklozañ ennañ respont dieub pep dend’e c’hras :” Ya, e gwirionez, en em unaniñ o deus graet er gêr-mañ a-enep d’az ser-vijer santel Jezuz, an hini ac’h eus olevet, Herodez ha Pilat, gant ar broadoù ha po-bloù Israel (S 2,1-2), hag o deus gant se kaset da benn kement a oa bet rakdivizetda c’hoarvezout gant da c’halloud ha da furnez” (Ob 4,27-28). Doue en deus aotreetan oberoù deuet eus o dallentez (Mzh 26,54: Yn 18,36; 19,11) a-benn seveniñ e ven-nad a silvidigezh ( Ob 3,17-18).

“Marvet evit hor pec’hedoù hervez ar Skriturioù”

601 - Ar mennad-se a silvidigezh a-berzh Doue dre lazhidigezh ar “Servijer,ar Just” (Iz 53,11; Ob 3,14) a oa bet rakkemennet er Skritur evel ur mister a zaspren-adur hollvedel, d.l.e. ur rakpren da zieubiñ an dud eus sklaverezh ar pec’hed (Iz 53,11-12; Yn 8, 34-36). S. Paol a zispleg en un diskleriadur a feiz resevet hervezañ (1 Kor 15,3) “ez eo marvet ar C’hrist evit hor pec’hedoù hervez ar Skriturioù”( id; Ob3,18; 7,52; 13,29; 26,22-23) Marv dasprener Jezuz a seven peurgent diou-gant ar Servijer gouzañver (Iz 53,7-8 hag Ob 8,32-35). Jezuz e-unan en deus diskou-ezet ster e vuhez hag e varv ouzh sklerijenn ar Servijer gouzañver (Mzh 20,28). Goude e Zasorc’hidigezh en deus roet an deveizadur-se eus ar Skriturioù da ziski-

16

bled Emmaus (Lk 24,25-27), ha goude d’an ebestel o-unan (Lk 24,44-45).

“Doue en deus e lakaet da vezañ pec’hed evidomp”

602 - S. Pêr a c’hell neuze diskleriañ evel-hen ar feiz abostolek er mennaddouevel a silvidigezh :” Bet oc’h dieubet eus ar vuhez diskiant ho poa bet da hêrezhdigant ho tadoù, dasprenet oc’h bet gant ur gwad prizius, hini un oan dibec’h ha di-namm, ar C’hrist, Eñ hag a zo bet rakdibabet a-raok krouidigezh ar bed ha diskle-riet en amzerioù diwezhañ-mañ en abeg deoc’h” (1 P 1,18-20). Pec’hedoù an dud, da heul ar pec’hed orinel, a zo kastizet dre ar marv (Rm 5,12; 1 Kor 15,56). O kase Vab e-unan er stad a sklav (Fik 2,7), hini un denelezh kouezhet ha tonket d’armarv en abeg d’ar pec’hed (Rm 8,3), “ Doue en deus graet anezhañ pec’hed evi-domp, Eñ ha n’en devoa ket anavezet ar pec’hed, evit ma teufemp-ni da gaout ennañreizhder evit Doue” (2 Kor 5,21).

603 - Jezuz n’en deus ket anavezet an dic’hrad evel p’en defe pec’het e-unan(Yn 8,46). Met er garantez dasprener he deus hen unanet dalc’hmat gant an Tad (Yn8,29), en deus hon degemeret en diheñchadur hor pec’hed e-keñver Doue en doareda c’hellout lavarouit en hor anv war ar Groaz :” Va Doue, va Doue, perak ac’h eusva dilezet ?” (Mk 15,34; S 22,1). O vezañ e lakaet evel-se kengret ganeomp, pec’he-rien, “ Doue n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet d’ar marv evi-domp-holl “(Rm 8,32), deomp “bezañ adunvanet gantañ dre marv e Vab” (Rm 5,10)

Doue eo en deus an intrudu eus ar garantez dasprener hollvedel

604 - En ur reiñ e Vab evit hor pec’hedoù,e tiskouez Doue eo e vennadwarnomp ur mennad a garantez vadelezhus, a-raok pep dellezegezh eus hor perzh :“E kement-mañ emañ ar garantez : n’eo ket ni hon eus karet Doue, met Eñ eo endeus hor c’haret hag en deus kaset e Vab da vezañ lazhet evit dic’haou hor pec’hedoù(1 Yn 4,10; 4, 19).” Ar brouenn en deus Doue karantez evidomp,goude ma oamp c’hoazhpec’herien, ez eo deuet ar C’hrist da vervel evidomp” (Rm 5,8)

605 - Ar garantez-se a zo hep dispellaerezh : Jezuz en deus hen diskleriet daglozañ parabolenn an dañvad dianket :”Evel-se n’eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoùez afe da goll hini ebet eus ar re vihan-se” (Mzh 18,14). Diskleriañ a ra “ reiñ e vuhez eveldaspren evit engroez an dud (Mzh 20,28); n’eo ket an dro-lavar-se evit strishaat :Enebiñ a ra hollad an denelezh ouzh unanded nouez an Dasprener hag en em ro evit he salviñ (Rm5,18-19). An Iliz, da heul an ebestel (2 Kor 5,15; 1 Yn 2,2) a gelenn ez eo marvet arC’hrist evit an holl dud hep direol. “ N’eus ket, ha n’eus ket bet ha ne vo den ebet ha n’en defe ket ar C’hrist gouzañvet evitañ”.

III. Ar C’hrist en deus en em ginniget e-unan d’e Dad evit hor pec’hedoù.

Buhez ar C’hrist a-bezh a zo profadenn d’an Tad 606 - Mab Doue, “diskennet eus an neñv, nann evit ober e youl met hini e Dad hag

en deus e gaset” (Yn 6,38) “a lavar en ur antren er bed” :...”Setu ma teuan...evit ober, oDoue, da youl.” “Dre ar youl-se eo ez omp santelaet gant profad korf Jezuz Krist ur wechevit mat”. ( He 10,5-10).. Adalek penn-kentañ e Enkorfidigezh e kemer ar Mab evitañ armennad douevel a silvidigezh en e gefridi a zasprenidigezh :” Va bevañs eo ober youl an Hini en deus

va degaset, ha kas da benn-mat e oberenn” (Yn 4,34). Sakrifis Jezuz evit “pec’hedoù ar bed-holl” (1 Yn 2,2) a zo diskleriadur e unaniezh a garantez d’an Tad :” An Tad am c’har peogwir e roan va buhez” (Yn 10,17).” Ar bed a zle gouzout e karan an Tad hag e ran evel m’en deus va Zad gourc’hemennet din” (Yn 14,31).

607 - Ar c’hoant-se da gemer evitañ ar mennad a garantez dasprener e Dad a entan

holl buhez Jezuz (Lk 12,50; 22,15; Mzh 16,21-23), rak e basion dasprener eo penn-abeg

17

e Enkorfidigezh :” Tad, va salv diouzh an eur-mañ ! Met evit-se eo ez on deuet evit an eur-mañ” (Yn 12,27) “Ar c’haliriad en deus an Tad roet din, daoust ha n’evin ket anezhañ ?” (Yn18,11) Ha c’hoazh war ar Groaz a-raok “ma voe peurechu pep tra” (Yn 19,30) e lavar :“Sec’hed am eus” (Yn 19,28).

“An Oan a zilam pec’hed ar bed”

608 - Goude bezañ asantet reiñ dezhañ ar Vadeziant da heul ar bec’herien (Lk 3, 3,21, Mzh 3,14-15), Yann-Vadezour en deus gwelet ha diskouezet e Jezuz an “Oan Doue,a zilam pec’hedoù ar bed” (Yn 1,29; 1,36). Diskouez a ra evel-se ez eo Jezuz war un droar Servijer gouzañver en em lez, en ur devel, da vezañ kaset d’al lazhdi (Iz 53,7; Yr 11,19)hag a zoug pec’hed an engroezioù (Iz 53,12) hag an Oan Pask, arouez dasprenidigezh Israel da-geñver ar Pask kentañ (Erm 12,3-14; Yn 19,36; 1 Kor 5,7). Buhez ar C’hristen he bezh a ziskler e gefridiezh : « servijiñ ha reiñ e vuhez evel daspren evit an dud » (Mk 10, 45).

Jezuz a gemer evitañ a-youl-gaer karantez dasprener e Dad

609 - En ur gemer en e galon-den karantez an Tad evit an dud, Jezuz “ o c’harasbetek ar penn pellañ” (Yn 13,1), “rak n’eus ket brasoc’h karantez eget reiñ e vuhezevit ar re a garer” (YN 15, 13). Evel-se, er boan hag er marv, e natur-den a zo deuetda vezañ benveg dieub ha peurvat e garantez douevel a fell dezhi salviñ an dud.( He2,10. 17-18; 4,15, 5,7-9). A-youl-vat end-eeun en deus degemeret e basion hag evarv dre garantez evit e Dad hag evit an dud a fell da Hemañ salviñ :” Den ebet nezilam va buhez diganin, met he reiñ a ran ac’hanon va-unan (Yn 10,18). Alese frankizanterin Mab Doue pa ya drezañ e-unan etrezek ar marv (Yn 18,4-6; Mzh 26,53)

Er Goan diwezhañ en deus Jezuz ragarvezet profadenn dieub e vuhez

610 - Jezuz en deus diskleriet sklaer-meurbet ar brofadenn dieub-se anezhañ e-unan e-kerz ar pred gant an daouzek abostol (Mzh 26,20), en “noz ma voe gwerz-het” (1 Kor 11,23). Derc’hent e basion, pa oa c’hoazh en e frankiz, Jezuz en deusgraet eus ar Goan diwezhañ gant e ebestel an eñvoradur eus e brofadenn youlel d’anTad (1 Kor 5,7) evit silvidigezh an dud :” Kement-mañ eo va c’horf roet evidoc’h(Lk 22,19) “ Kement-mañ eo va gwad, gwad an emglev a ya da “vezañ skuilhet evitun engroez a dud da bardoniñ ar pec’hedoù” ( Mzh 26,28)

611 - An Eukaristiezh diazezet gantañ neuze a vo an “eñvoradur” (1 Kor 11,

25) eus e sakrifis. Jezuz a endalc’h an ebestel en e brofadenn e-unan hag ac’houlenn ganto kenderc’hel d’e ginnig (Lk 22,19). Dre gement-se e tiazez e ebestel da veleien an Emglev Nevez :”Evito en em santelaan va-unan evit ma vezint, int ivez,santelaet e gwirionez” (Yn 17,19)

An dremenvan e Getsemani

612 - Kaliriad an Emglev Nevez ragarvezet gant Jezuz er Goan diwezhañouzh en em brofañ e-unan, (Lk 22,20), hen degemer a ra goude eus daouarn anTad en e dremenvan e Getsemani (Mzh 26,42), oc’h en em ober “sentus betekar marv (Fil 2,8; He 5,7-8). Jezuz a bed “Va Zad, mar gell se bezañ, ra bellaiodiouzhin ar c’haliriad-mañ” (Mzh 26,39). Diskouez a ra e-giz-se an euzh eo armarv evit e natur-den. Homañ-natur end-eeun evel hon hini a zo tonket d’ar vuhezpeurbadus; ouzhpenn, disheñvel diouzh hon hini, ez eo hep pec’hed a-grenn (He 4,15)a zegas ar marv (Rm 5,12); met dreist-holl ez eo ensammet gant an nouez douevel eus “Priñs ar Vuhez” (Ob 3,15), an “Hini bev” (Disk 1,17; Yn 1,4; 5,26). En urasantiñ en e youl denel e vefe graet youl an Tad (Mzh 26,42), e tegemer e varv eveldasprener evit “dougen e-unan hor pec’hedoù en e gorf war ar c’hoad “(1 P 2,24)

Marv ar C’hrist eo ar sakrifis unel ha diwezhel

18

613 - Marv ar C’hrist a zo war un dro ar sakrifis Pask, a gas da benndasprenidigezh diwezhel an dud (1 Kor 5,7; Yn 8,34-36) dre an “ Oan a zilampec’hed ar bed (Yn 1,19; 1 P 1,19), ha sakrifis an Emglev Nevez (1 Kor 11,25)a laka an den a-nevez e kumuniezh gant Doue (Erm 24,8) ouzh hen adunvaniñgantañ dre “ ar gwad skuilhet evit an engroez da bardoniñ ar pec’hedoù “ (Mzh 26, 28).

614 - Ar sakrifis-se eus ar C’hrist a zo unel, klozañ ha tremen a ra an holl sakrifi-

soù (He 10,10). Un donezon eo da gentañ digant Doue an Tad e-unan :an Tad eo a ro eVab evit hon adunvaniñ gantañ e-unan (1 Yn 4,10) . Ha war un dro ez eo profadenn Mab Doue graet den , a ginnig e vuhez a-youl-vat ha dre garantez d’e Dad dre ar SperedSantel(He 9,14) , evit dic’haou hon disentidigezh.

Jezuz a erlerc’h e sentidigezh ouzh hon disentidigezh.

615 - “Evel maz eo gant disentidigezh un den eo bet lakaet an dud da bec’herien,evel-se ivez eo gant sentidigezh un den e vo lakaet an dud da reizh (Rm 5,19). Dre e senti-digezh betek ar marv en deus Jezuz sevenet erlerc’hiadur ar Servijer gouzañver, “ a brof evuhez e sakrifis-dic’haouiñ,” “ tra ma touge pec’hed an engroezioù” ha ma o dibec’hedeen ur gemer warnañ o mankoù (Iz 53,10-12). Jezuz en deus ratreet evit hor fazioù hadigollet d’an Tad evit hor pec’hedoù .(Sened Trento)

War ar Groaz en deus Jezuz kaset da benn e sakrifis

616 - “Ar garantez betek ar penn” (Yn 13,1) eo a ro e dalvoudegezh a zaspren haga zic’haou, a zigoll hag a beurbae da sakrifis ar C’hrist. Hon anavezet en deus hag hor c’ha-ret holl e kinnigadenn e vuhez (Ga 2,20; Ef 5,2.25).” Karantez ar C’hrist a wask ac’han-omp pa soñjomp penaos, maz eus bet unan marvet evit an holl, eo an holl ivez a zo marvetennañ” (2 Kor 5,14). Den ebet, pegen santel e vefe bet, ne oa gouest da gemer warnañ pe-c’hedoù an holl dud na da ‘n em brofañ e sakrifis evit an holl. Bezañs ar C’hrist e Nouez douevel ar Mab, a dremen ha war un dro a endalc’h an holl hiniennoù denel, hag a ra anez- hañ Penn an denelezh a-bezh, a rent gallus e sakrifis dasprener evit an holl.

617 - “Dre e basion santel, war goad ar Groaz, en deus dellezet evidomp ar reizhi-digezh”, a gelenn Sened Trento ; en ur verkañ sklaer an azon unel eus sakrifis ar C’hrist evel“pennabeg a silvidigezh peurbadel” (He 5,9). Hag an Iliz a enor ar Groaz en ur ganañ : “Sa-lud, O Kroaz, hor goanag nemetañ ! (Vexilla Regis)

Hor perzhiadur e sakrifis ar C’hrist

618 - Ar Groaz eo nemetañ sakrifis ar C’hrist “hanterour nemetañ etre Doue hagan dud” (1 Tm 2,5) . Met dre m’en deus, koulz lâret,” en em unanet e-unan gant pep denen e Nouez douevel enkorfet”, “ e kinnig d’an holl dud, en doare anavezet gant Doue, argalloud da vezañ kevredet ouzh mister Pask (GS). Gervel a ra e ziskibien “ da sammañ oc’hroaz ha da vont d’e heul” (Mzh 16,24), rak “ gouzañvet en deus evidomp, treset en deusevidomp an hent evit heuliañ e roudoù” (1 P 2,21). Fellout a ra dezhañ end-eeun kevrediñouzh e sakrifis dasprener ar re-se a zo o tennañ da gentañ o mad anezhañ (Mk 10,39; Yn21,18-19; Kol 1,24) . Kement-se a zo sevenet dreist en e Vamm, unanet donoc’h eget den all ouzh mister e boanioù a zasprener (Lk 2,35).

E diavaez ar Groaz n’eus skeul ebet evit sevel d’an neñv (Sez Roza Lima)

BERR-HA-BERR

619 - “ Ar C’hrist a zo marvet evit hor pec’hedoù hervez ar Skriturioù”(1 Kor 15,3)

19

620 - Hor silvidigezh a zever eus ar garantez en deus Doue evidomp rak “Eñ eoen deus hor c’haret hag en deus kaset e Vab evel aberzhiad a zic’haou evit horpec’hedoù” (1 Yn 4,10).” Doue eo en deus adunvanet ar bed gantañ” (2 Kor 5,19)

621 - Jezuz en deus en em ginniget a-youl-gaer evit hor silvidigezh. An donezon-sea laka anat hag a gas da benn en a-raok e-pad ar goan diwezhañ :”Hemañ eo vaC’horf, a vo roet evidoc’h” (Lk 22,19)

622 - E kement-mañ emañ dasprenidigezh ar C’hrist :”Deuet eo evit reiñ e vuhezevel daspren evit an dud (Mzh 20,28). d.l.e. “karout e re betek ar penn “(Yn 13,1),evito bezañ “dieubet eus ar vuhez diskiant bet da hêrezh digant an tadoù”(1 P 1,18)

623 - Dre e sentidigezh karantezus ouzh an Tad “betek ar marv ouzh kroaz” (Fil 2,8)Jezuz a gas da benn e gefridi-dic’haou (Iz 53,10) a Servijer gouzañver “ a reisha anengroezioù en ur sammañ o fec’hedoù warnañ e-unan (Iz 53,11; Rm 5,19)

RANNBENNAD 3 .Jezuz Krist a zo bet sebeliet

624 - “Dre c’hras Doue en deus tañvaet ar marv evit pep den (He 2,9). En e vennad a silvidigezh en deus Doue divizet n’eo ket hepken e varvfe e Vab evit horpec’hedoù ( 1 Kor 15,3), met ivez “ e tañvafe ar marv”, d.l.e. ec’h anavezfe ar stada varv, ar stad a zisrann etre e ene hag e gorf, e-pad ar predad etre ar mare maz eomarvet war ar Groaz hag ar mare maz eo bet dasorc’het. Ar stad-se eus ar C’hrist a zo mister ar bez hag an diskenn d’an ifernioù.: mister ar Sadorn Santel maz eo betlaket ar C’hrist er bez (Yn 19,42) da verkañ evel-se diskuizh bras shabat Doue(He 4,4-9), goude bezañ sevenet (Yn 19,30) silvidigezh an dud en ur lakaat ar bed-holl e peoc’h (Kol 1,18-20).

Ar C’hrist er bez gant e gorf

625 - Chomadenn ar C’hrist er bez a ra al liamm gwirion etre stad gouzañ-vus ar C’hrist a-raok Pask hag e stad c’hlorius a-vremañ a C’hrist dasorc’het . Anhevelep nouez an “hini Bev” eo, a c’hell lavarout :” Marv on bet, ha setu me bev evit kantvedoù ar c’hantvedoù” (Disk 1,18)

Doue (ar Mab) n’en deus ket harzet ouzh ar marv da zisrannañ an ene diouzh ar c’horf,hervez an urzh ret d’an natur, met o unanet en deus a-nevez an eil ouzh egile dre anDasorc’hidigezh, evit bezañ e-unan en e nouez ar poent-emgav eus ar marv hag arvuhez en ur herzel ennañ ouzh distrujadur an natur graet gant ar marv hag en ur zontda vezañ e-unan pennabeg an adunvanidigezh evit al lodennoù disrannet.

626 - Peogwir “Priñs ar vuhez” bet lakaet d’ar marv (Disk 3,15) eo an hevelephini hag “an Hini bev dasorc’het” (Lk 24,5-6), dav eo da nouez douevel Mab Douebezañ kendalc’het da ensammañ e ene hag e gorf disrannet an eil diouzh egile dre armarv :

Gant marv ar C’hrist eo bet disrannet an ene diouzh ar c’horf : dre-se n’eo ket bet rannetan nouez unel e div nouez, rak korf hag ene ar C’hrist o deus ar bezoud adal an derou enouez ar Verb; hag er marv, daoust dezho bezañ disrannet an eil diouzh egile, ez int chometpep hini anezho gant an hevelep nouez unel, hini ar Verb .

“ Ne lezi ket da sant da welout ar vreinadurezh”

627 - Marv ar C’hrist a zo bet ur gwir varv e kement ha m’en deus laket un ter-men d’e vezañs evel den douarel. Met en abeg d’an unaniezh miret gant e gorf ouzh nouez ar Mab, n’eo ket deuet da vezañ ur relegenn evel ar re all, rak “galloud Doue en deus diwallet korf ar C’hrist diouzh ar vreinadurezh” (S. Tomaz Akw).Eus ar C’hrist e c’heller

20

lavarout war un dro ” dilamet eo bet diouzh douar ar re vev” (Iz 53,8), ha “ va c’horf iveza ziskuizho en esper, rak ne lezi ket va ene en Hadez, ha ne ri ket d’ar Sant gwelout arvreinadurezh ( Ob 2,26-27; S 16,9-10). Dasorc’hidigezh Jezuz “d’an trede deiz” (1 Kor 15,4; Lk 24,46) a oa ar brouenn a gement-se, rak ar vreinadurezh he devoa da ‘n em zis-kouez adalek ar pevare deiz (Yn 11,39)

“ Sebeliet gant ar C’hrist”

628 - Ar Vadeziant, an arouez orinel ha leun anezho o vezañ ar soubidigezh, a dalvez

an diskenn efedus er bez evit ar c’hristen a varv d’ar pec’hed gant ar C’hrist a-wel d’ur Vuhez nevez :”A-gevret gantañ omp bet laket er bez dre ar Vadeziant evit mervel ha dont, ni ivez, evel m’eo adsavet ar C’hrist a-douez ar re varv dre nerzh gloar an Tad, da vevañ eveltañ en ur vuhez nevez” ( Rm 6,4; Kol 2,12; Ef 5,26).

BERR-HA-BERR

629 - Evit mad pep den en deus Jezuz tañvaet ar marv (He 2,9). Mab Douegraet den eo a zo marvet e gwirionez hag a zo bet sebeliet.

630 -E-keit ha m’eo chomet ar C’hrist er bez, e Nouez douevel he deus dalc’hetda ensammañ koulz e ene hag e gorf disrannet koulskoude an eil diouzh egiledre ar marv. Setu perak korf ar C’hrist marv “n’en deus ket gwelet ar vreina-durezh” (Ob 14,37).

RANN 5 : “ Jezuz Krist a zo diskennet d’an ifernioù,a zo adsavet a-douez ar re varv d’an trede deiz”

631 - “ Jezuz a zo diskennet e lodenn izel an douar. An hini a zo diskennet eo anhevelep hini hag an hini a zo ivez savet” (Ef 4,9-10) Simbol an ebestel a embann en heve-lep mellad a feiz, diskenn ar C’hrist d’an ifernioù hag e Zasorc’hidigezh d’an trede deiz, rak en e Bask eo eus foñs ar marv en deus graet d’ar vuhez strinkañ :

Ar C’hrist, da Vab,adsavet eus an Ifernioù,a skuilhas war an denelezh e sklaerded laouen,a vev hag a ren evit kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen (Exsultet)

RANNBENNAD 1. Ar C’hrist a zo diskennet d’an ifernioù

632 - Diskleriadurioù an Testamant Nevez o lavarout eo Jezuz “dasorc’heta-douez ar re varv” (Ob 3,15; Rm 8,11; 1 Kor 15,20) a c’houlaka ez eo chometJezuz e bro an Anaon a-raok an dasorc’hidigezh ( He 13,20).Setu ar ster kentañroet gant prezegerezh an ebestel da ziskenn Jezuz d’an ifernioù : Jezuz en deus ana-vezet ar marv evel an holl dud hag en deus o c’havet dre e ene e bro an Anaon. Metdiskennet eo bet di evel Salver, en ur ziskleriañ ar C’heloù-Mat d’ar speredoù dal-c’het eno (1 P 3,18-19)

633 - Bro an Anaon e-lec’h m’eo diskennet ar C’hrist a zo anvet gant ar Skritur an ifernioù, ar Sheol pe an Hades (Fil 2,10; Ob 2,24; Disk 1,18; Ef 4,9), rak d’ar re en em gav eno e ra diouer ar gweled eus Doue. Setu end-eeun pezh ac’hoarvez gant an holl re varv, fall pe vat,(S 89,49; 1 S 28,19; Erm 32,17-32) da c’hortoz an Dasprener; n’eo ket heñvel o stad evit-se , evel ma tiskouez Jezuz e parabolenn ar paour Lazar degemeret “en askre Abraham”(Lk 16,22-26). “ Aneneoù santel-se, end-eeun, a c’hortoze o Dieuber en askre Abraham, eo a zieubasJezuz Krist pa ziskennas d’an ifernioù. . Jezuz n’eo ket bet diskennet d’an ifernioù

21

evit dieubiñ ar re daonet nag evit distrujañ ifern an daonedigezh, met evit dieubiñ ar re just a oa eno a-raozañ (Sened Toledo , 625).

634 - “Ar C’hekoù-Mat a zo bet kemennet ivez d’ar re varv....”(1 P 4,6).An diskenn d’an ifernioù eo ar sevenedigezh en e leunder eus kemenn ar silvidigezhen Aviel. Ar prantad diwezhañ eo eus kefridiezh vesiazel Jezuz, prantad berr enamzer met ec’hon-meurbet en he ster gwirion a astennidigezh eus an dasprenidigezhd’an holl dud a bep amzer hag a bep lec’h, rak an holl re a zo salvet a zo bet rentetperzhidi eus an Dasprenidigezh

635 - Ar C’hrist a zo eta diskennet e donder ar marv (Mzh 12,40; Rm 10,7;Ef 4,9) evit “ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue hag ar re o devo he c’hlevet avevo” (Yn 5,25). Jezuz, “Priñs ar vuhez” (Ob 3,15), en deus” diskaret gant e varv anhini en deus galloud ar marv, d.l.e. an diaoul, hag en deus dieubet ar re a veze dal-c’het er sklavelezh gant an aon rak ar marv” (He 2,14-15). Hiviziken ar C’hrist da-sorc’het “en deus en e zalc’h alc’hwezioù ar marv hag an Hades (Disk 1,18) hag“en anv Jezuz e pleg pep glin en neñv , war an douar hag e bed an Ankou (Fil 2,10)

Ur peoc’h bras a ren hiziv war an douar, ur peoc’h bras hag un digenvez bras. Urpeoc’h bras, rak kousket eo ar Roue. An douar en deus krenet hag a zo sioulaet, rakDoue a zo kousket en e gorf hag a zo aet da zihuniñ ar re a gouske abaoe kantvedoù.....Mont a ra da glask Adam, hon tad kentañ, an dañvad kollet. Fellout a ra dezhañ gweladenniñ an holl re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv. Mont a raevit dieubiñ eus o foanioù Adam en ereoù hag Eva dalc’het gantañ, Eñ hag a zo warun dro o Doue hag o Mab....”Me eo da Zoue, hag en abeg dit ez on deuet da vezañ

(…)goullo hag o welout “ar bandennoù war c’horre an douar”, “ e welas hag e kredas”(Yn 20,6.8). Kement-se a c’houlaka en defe stadet, gant ar bez goullo, ne c’helleket bezañ un oberenn denel steuziadur korf Jezuz, ha ne oa ket hepken deuet en-droJezuz d’ur vuhez douarel, evel ma oa bet c’hoarvezet gant Lazar (Yn 11,44)

Emziskouezioù Jezuz dasorc’het

641 - Mari eus Magdala hag ar maouezed santel, a zeue da echuiñ da val-zamiñ korf Jezuz (Mk 16,1; Lk 24,1), sebeliet dillo en abeg d’ar Shabat o tont d’a-bardaez ar Gwener Groaz (Yn 19, 31.42), a zo bet ar re gentañ o kejañ gant Jezuzdasorc’het (Mzh 28,9-10; Yn 20,11-18). Evel-se e voe ar merc’hed ar re gentaño kemenn Dasorc’hidigezh ar C’hrist d’an ebestel o-unan (Lk 24,9-10). D’ar re-mañ eo en em ziskouez Jezuz goude, da Bêr da gentañ ha neuze d’an Daouzeg(1 Kor 15,5). Pêr, galvet da startaat feiz e vreudeur (Lk 22,31-32), a wel eta Jezuz dasorc’het a-raok dezho ha diwar e desteni eo e youc’h ar gumuniezh :” Gwirmat eo ! An Aotrou a zo dasorc’het hag en em ziskouezet da Simon (Lk 24,354-36)

642 - Kement tra c’hoarvezet e-kerz an devezhioù Pask a vount pep hini eusan ebestel - ha Pêr da gentañ - da sevel ar marevezh nevez digoret da veure Pask.Evel testoù Jezuz dasorc’het, e chomont ar vein diazez eus e Iliz. Feiz ar gumuniezhkentañ a grederien a zo diazezet war desteni tud gwirion, anavezet gant ar gristeniennhag an darnvuiañ anezho o vevañ c’hoazh en o zouez. An “testoù-se eus Dasorc’hi-digezh ar C’hrist” (Ob 1,22) a zo da gentañ-holl Pêr hag an Daouzeg, met n’eo ketint hepken :Paol a gomz sklaer eus ouzhpenn pemp kant a dud m’en deus Jezuz en em ziskouezet dezho en ur wech hepken, en tu-hont da Jakez ha d’an holl ebestel(1 Kor 15,4-8).

643 - Dirak an testenioù-se n’heller ket deveizañ Dasorc’hidigezh ar C’hrist e diavaezd’an urzh bevedel, ha chom hep hen anavezout evel un darvoud istorel. Dont a ra diwar arfedoù maz eo bet feiz an diskibled sujet da amprouenn vonel ar basion ha marv o Mestr

22

ouzh Kroaz, bet kemennet gantañ en a-raok (Lk 22,31-32). Ar strafuilh degaset gant ar basion a voe ken bras ma ne gredas an diskibled (darn anezho da vihanañ) war an taole keloù an Dasorc’hidigezh. Pell a ziskouez deomp ur gumuniezh trivliet gant ur birvilhkevrinourel, an Avieloù a ziskouez deomp an diskibled mantret (“leun a dristidigezh” :Lk 24,17) ha spontet (Yn 20,19). Setu perak n’o deus ket kredet ar merc’hed santel deueteus ar bez hag “o c’homzoù a seblante dezho sorc’hennoù” (Lk 24,11; Mk 16,11.13).Pa ‘n em ziskouez Jezuz d’an Unneg d’abardaez Pask “ e rebechas dezho o diskredoniha kaleted o c’halon, dre n’o devoa ket kredet ar re o devoa hen gwelet dasorc’het” (Mk 16,14)

644 - Laket zoken dirak gwirionded Jezuz dasorc’het, an diskibled a zo c’hoazh en arvar(Lk 24,38), kement e seblant an dra dic’hallus :krediñ a reont gwelet ur spered (Lk 24,39)“En o levenez e choment c’hoazh amgredik, sebezet evel ma oant” (Lk 24,41). Tomaz aanavezas an hevelep amprouenn arvarus (Yn 20,24-27), hag e-kerz an emweladenn ziwe-zhañ e bro-C’halilea, danevellet gant Mazhev, “darn koulskoude a voe amgredik” (Mzh28,17). Setu perak ar goulakadur e vije bet an Dasorc’hidigezh un ‘dedaoladur’ eusfeiz (pe gredoni) an ebestel, a zo hep diazez istorel. Er c’hontrol bev, o feiz e Dasorc’hi-digezh a zo ganet - dindan lusk ar c’hras douevel - eus ar skiant-prenet eeun eus beziadJezuz dasorc’het.

Stad deneliezh dasorc’het ar C’hrist

645 - Jezuz dasorc’het a ziazez darempredoù eeun gant e ziskibled, a-dreuz arstekiñ (Lk 24,39; Yn 20 ,27) hag ar c’henlodennañ eus ar pred (Lk 24,30,41-43).. Ofediñ a ra dre-se da anzav n’eo ket ur spered (Lk 24,39), met dreist-holl da zeveizañez eo an hevelep hini ar c’horf en em ziskouez dezho gantañ hag an hini bet merzheriet ha kroazstaget, peogwir e toug c’hoazh merkoù e basion (Lk 24n40; Yn 20,20.27). Ar c’horfdiles ha gwirion-se en deus koulskoude war un dro ar perzhioù nevez eus ur c’horf glorius :n’emañ ken en ec’honder nag en amzer, met galloud en deus da vezañ bezant evel ma karel lec’h ha pa fell dezhañ (Mzh 28,9; 16-17; Lk 24,15.36; Yn 20,14.19 h.a.), rak e zeneliezhn”hell ken bezañ dalc’het war an douar ha n’emañ ken bremañ nemet e domani douevel anTad (Yn 20 17). En abeg da se ivez ez eo dieub a-grenn Jezuz dasorc’het da ‘n em ziskouezevel ma kar : dindan stumm ul liorzhour (Yn 20,14-15 pe “ dindan doareoù all” (Mk 16,12)estreget ar re a oa boazet outo an diskibled, a-wel dres da enaouiñ o feiz (Yn 20,14. 16; 21,4,7).

646 - Dasorc’hidigezh ar C’hrist ne voe ket un distro d’ar vuhez douarel, evel ma

c’hoarvezas evit an dasorc’hioù sevenet gantañ a-raok Pask : merc’h Jairoz, paotr yaouank Naim, Lazar. Darvoudoù burzhudus e oant, met ar re adsavet da vev dre vurzhud a gavea-nevez, dre c’halloud Jezuz, ur vuhez douarel “boutin”. D’ur mare bennak e varvent en-droDasorc’hidigezh ar C’hrist a zo disheñvel a-grenn. En e gorf dasorc’het e tremen eus ar stada varv d’ur vuhez all, en tu-hont d’an amzer ha d’an ec’honder. Korf Jezuz, en Dasorc’hidi-gezh, a zo leun eus galloud ar Spered Santel; perzh en deus er vuhez douevel er stad a c’hloar, ken e c’hell S. Paol lavarout eus ar C’hrist ez eo “an den neñvel” (1 Kor 15,35-50)

An Dasorc’hidigezh evel darvoud trehontel

647 - “O noz, a gan an ‘Exsultet’ Pask,te hepken ac’h eus gallet anaout ar mare maz

eo deuet ar C’hrist er-maez eus bro an Anaon”. Den ebet, end-eeun, n’eo bet test diwar weleus an darvoud e-unan, eus an Dasorc’hidigezh, ha hini ebet eus an avielourien ne ra an danevell anezhañ. Den ebet n’en deus gallet lavarout penaos eo bet c’hoarvezet. En e zon-donañ, an tremen d’ur vuhez all a zo bet nebeutoc’h c’hoazh merzus d’ar skiantoù. Darvoud Istorel stadet dre arouez ar bez goullo ha dre wirionded an darempredoù etre an ebestel hag Ar C’hrist dasorc’het, daoust da se e chom an Dasorc’hidigezh e-kreiz mister ar feiz dre m’en em gav en tu-hont ha dreist d’an istor. Setu perak n’en em ziskouez ket ar C’hrist dasorc’het d’ar bed (Yn 14,22), met d’e ziskibled, “d’ar re a oa pignet gantañ eus Galilea da Jeruzalem, ar re end-eeun a zo bremañ testoù dezhañ dirak ar bobl” (Ob 13,31)

23

II. An Dasorc’hidigezh - oberenn an Dreinded Santel

648 - Dasorc’hidigezh ar C’hrist a zo tra a feiz e kement ha maz eo un emell Trehontel eus Doue e-unan er grouidigezh hag en istor. An tri Ferson eus Doue a labour a-gevret enni hag a ziskouez o dibarelezh o-unan. Graet eo bet dre c’halloudegezh an Tad, “en deus dasorc’het (Ob 2,24) ar C’hrist e Vab, hag en deus er stumm-se degaset ent-peurvat e zeneliezh gant e gorf - e diabarzh an Dreinded. Jezuz a zo diskuliet evit mat “Mab Doue gant galloud hervez ar Spered, dre e adsavidigezh a-douez ar re varv” (Rm 1,3-4). S. Paol a bouez war diskleriadur galloudegezh Doue ( Rm 6,4; 2 Kor 13,4; Fil 3,10; Ef 1,19-22;He 7,16) dre oberenn ar Spered en deus bevaet deneliezh varv Jezuz hag he galvet da stad c’hlorius an Aotrou.

649 - Ar Mab, Eñ, a ra e Zasorc’hidigezh dre nerzh e c’halloud douevel. Jezuza gemenn en devo Mab an Den da c’houzañv kalz, da vervel, ha goude da adsevel davev (Mk 8,31; 9-31; 10,34). E-lec’h all e tiskler mat :” e ro e vuhez evit hec’h adke-merout....ar galloud am eus d’he reiñ ha d’hec’h adkemerout” (Yn 10,17-18).” Krediña reomp ez eo marvet Jezuz hag adsavet a-douez ar re varv” (1 Tes 4,14).

650 - Arvestiñ a ra an Tadoù ouzh an Dasorc’hidigezh adalek nouez douevel ar C’hrist, a zo chomet unanet ouzh e ene hag e gorf disrannet an eil diouzh egile dre

ar marv :” Dre unanded an natur-Doue a chom bezant e pep hini eus div lodenn an den, ar re-mañ en em unan en-dro. Evel-se e c’hoarvez ar marv dre an disrann eusan hollad denel, hag an Dasorc’hidigezh dre unaniezh an div elfenn disrannet”.

III. Ster ha diraez salvus an Dasorc’hidigezh

651 - “ Mar n’eo ker dihunet ar C’hrist da vev, eo goullo hor prezegerezh

ha goullo hor feiz” (1 Kor 15,14). An Dasorc’hidigezh a zo a-raok pep tra an dioge-ladur eus ar pezh en deus graet ha kelennet ar C’hrist e-unan. An holl wirionezioù,ar re zoken ar muiañ diziraezus d’ar spered-den, a gav o reizhabegadur mar en deusar C’hrist, en ur zihunañ a varv da vev, roet da vat ar brouenn prometet gantañ eus e aotrouniezh a Zoue.

652 - Dasorc’hidigezh ar C’hrist eo ar sevenadur eus promesaoù an Testa-mant Kozh (Lk 24, 26-27; 44-48) ha reoù Jezuz e-unan e-kerz e vuhez douarel (Mzh 28,6; Mk 16,7; Lk 24 6-7). An dro-lavar “hervez ar Skriturioù” ( 1 Kor 15,3-4 ha Simbol Nikaia-Kêrgustentin) a ziskouez e kas Dasorc’hidigezh ar C’hristan diouganoù-se da benn.

653 - Gwirionded douevelezh Jezuz a zo kretaet dre e Zasorc’hidigezh. Lavaret en devoa :”Pa ho pezo uhelsavet Mab an Den, neuze ec’h anavezot ez on-me an Hini o vezañ” (Yn 8,28). Dasorc’hidigezh an Hini kroazstaget a laka anate oa e gwirionez “ Me zo”, mab Doue ha Doue e-unan. S. Paol en deus galletdiskleriañ d’ar Yuzevien :”Ar bromesa graet d’hon tadoù, Doue en deus he degasetda wir evidomp-ni, o bugale, dre adsevel Jezuz da vev evel maz eo skrivet en eilSalm “ Va Mab out-te, hiziv me am eus da c’hanet” (Ob 13,32-33; S 2,7). Dasor-c’hidigezh ar C’hrist a zo ereet strizh ouzh ar mister eus Enkorfidigezh Mab Doue. Ar peurvarradur anezhi eo hervez mennad peurbadel Doue.

654 - Un doare doubl ez eus e mister Pask : hon dieubiñ a ra eus ar pec’heddre e varv, digeriñ a ra evidomp dre e Zasorc’hidigezh an nor evit ur vuhez nevez.Homañ a zo da gentañ ar reizhidigezh hon laka a-nevez e gras Doue (Rm 4,25)“ma vevimp, evel maz eo adsavet ar C’hrist a-douez ar re varv, ni ivez en ur vuheznevez” (Rm 6,4). An trec’h eo war marv ar pec’hed hag ar perzhiadur nevez erc’hras (Ef 2,4-5; 1 P 1,3). Seveniñ a ra an advaberezh rak an dud a zeu da vezañ

24

breudeur ar C’hrist, evel ma c’halv Jezuz e-unan e ziskibien goude e Zasoc’hidigezh“ It da gemenn d’am breudeur” (Mzh 28,10; Yn 20,17). Breudeur, neket dre naturmet dre zonezon ar c’hras, rak an advaberezh-se a zegas ur perzhiadur gwirion ebuhez ar Mab unganet, diskuliet ez-leun en e Zasorc’hidigerzh.

655 - Dasorc’hidigezh ar C’hrist erfin - hag ar C’hrist dasorc’het e-unan - a zopennaenn ha mammenn hon dasorc’hidigezh-ni da zont :” Ar C’hrist a zo dihunet da veva-douez ar re varv, an hini kentañ eus ar re gousket,......evel ma varv an holl en Adam,evel-se ivez eo er C’hrist ec’h adkavo an holl ar vuhez (1 Kor 15,20-22). Da c’hortozma vo sevenet kement-se, e vev ar C’hrist dasorc’het e kalon e fideled. Ennañ e ‘tañva argristenien nerzhioù ar bed da zont (He 6,5) hag o buhez a zo dedennet gant ar C’hriste-kreiz ar vuhez douevel (Kol 3,1-3) “ma ne vevint ken evito o-unan, met evit an Hini a zo marvet hag adsavet da vev evito” ( 2 Kor 5,15).

BERR-HA-BERR

656 - Ar feiz en Dasorc’hidigezh he deus da zanvez un darvoud testenietdre an istor gant an diskibled hag o deus e gwirionez kejet gant an Hinidasorc’het, hag ur mister trehontel war un dro, e kement ha maz eo antredeneliezh ar C’hrist e Gloar Doue.

657 - Ar bez goullo hag ar bandennoù war an douar a verk drezo o-unanez eo dieubet korf ar C’hrist eus liammoù ar marv hag eus ar vreinadurezhdre c’halloud Doue. Prientiñ a reont an diskibled d’en em gavout gant Jezuz dasorc’het.

658 - Ar C’hrist,”kentañ-ganet a-douez ar re varv “ (Kol 1,18), a zo penn-abeg hon dasorc’h-ni hon-unan, adalek bremañ dre reizhidigezh hon ene(Rm 6,4), diwezhatoc’h dre advevadur hor c’horf.

-----------------------------------------------------------------------------------------------RANN 6 Jezuz a zo pignet d’an neñvoù ; azezet eo en tu dehouda Zoue, an Tad Hollc’halloudek

659 - “ An Aotrou Jezuz, goude komz outo, a voe savet d’an neñv hag a yeas da

azezañ en tu dehou da Zoue” (Mk 16,19). Korf ar C’hrist a zo bet klodusaet adal pred eZasorc’hidigezh, evel ma ro da welout ar perzhioù nevez ha dreistnaturel en deus hivizikene Gorf diarsav ( Lk 24,31; Yn 20, 19.26). Met e-pad an daou-ugent devezh m’en deusdebret hag evet gant e ziskibled ha displeget dezho pezh a sell e Rouantelezh ( Ob 10,41;1,3), e chom c’hoazh e c’hloar mouchet dindan tresoù un deneliezh voutin (Mk 16,12;Lk 24,15; Yn 20,14-15; 21,4) Diwezhañ emziskouezadenn Jezuz a echu dre antre trec’huse zeneliezh er c’hloar douevel aroueziet gant ar goabrenn (Ob 1,9; Lk 9,34-35; Erm 13,22)ha gant an neñv (Lk 24,51), e-lec’h maz eo azezet hiviziken en tu dehou d’an Tad (Mk 16,19; Ob 2,33; 7,56; S 110,1). N’eo nemet en un doare dic’hortoz a-grenn hag unel en emziskouezo da Baol “ evel d’ar sioc’han” (1 Kor 15,8) dre un emziskouezadenn ziwezhañhag a ra anezhañ abostol ( 1 Kor 9,1; Ga 1,16)

660 - Azon mouchet gloar ar C’hrist e-pad an amzer-se a zo treuzwelus ene gomz kevrinus da Vari-Vadalen : “N’on ket pignet c’hoazh davet va Zad. Met kaeda gaout va breudeur ha lavar dezho : Pignat a ran davet va Zad hag ho Tad, va Doue hag ho Toue” (Yn 20,17). Kement-mañ a verk un diforc’h a ziskouezadennetre gloar ar C’hrist dasorc’het hag hini ar C’hrist uhelsavet en tu dehou d’an Tad. An darvoud istorel ha trehontel war un dro eus ar Bignidigezh a verk an tremen eusan eil d’egile.

25

661 - An tennad diwezhañ-mañ a chom unanet strizh ouzh an hini kentañ, d.l.e. ouzh an diskenn eus an neñv en Enkorfidigezh. An hini “ deuet eus an Tad “hepken a c’hell “ retorn d’an Tad” : ar C’hrist (Yn 16,28) :” Den ebet n’eo bis-koazh savet d’an neñv nemet Mab an Den, an Hini a zo diskennet eus an neñv”(Yn 3,13; Ef 4,8-10). Lezet d’he nerzhioù naturel n’hell ket an denegezh kaout digor e “Ti an Tad” (Yn 14,2), e buhez hag e levenez Doue. Ar C’hrist hepken en deus gallet digeriñ an nor-se d’an den, “en doare m’hon eus-ni, e izili, an esperañsda vont d’e heul e-lec’h maz eo aet Eñ, hor Penn hag hor pennaenn, en ho raok”(Prefas ar Bignidigezh)

662 - “ Me, pa vin bet uhelsavet diouzh an douar, eo an holl dud a dennindavedon” (Yn 12,32). Ar sevel war ar Groaz a dalvez hag a gemenn ar sevel d’anneñv er Bignidigezh; an derou eo anezhi. Jezuz Krist, ar beleg nemetañ eus an Em-glev nevez ha peurbadel, n’eo ket “aet e-barzh ur santual diwar labour an dorn....met e-barzh an neñv evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue” (He 9,24)En neñv emañ dalc’hmat ar C’hrist o pleustriñ e velegiezh, “o vezañ bev bepredda erbediñ evit ar re a ya drezañ etrezek Doue” (He 7,25). Evel “beleg-meur armadoù da zont” (He 9,11), ez eo ar greizenn hag an oberour pennañ eus al litur-giezh a enor an Tad en neñvoù. (Disk 4,6-11)

663 - Ar C’hrist, hiviziken , a zo azezet a-zehou d’an Tad :” dre an dro-lavar ‘dehou an Tad’ ec’h intentomp gloar hag enor an douevelezh, e-lec’h m’endeus azezet an Hini a veve evel Mab Doue a-raok an holl gantvedoù ha kennaturgant an Tad, gant e gorf goude bezañ bet enkorfet ha maz eo bet klodusaet egorf.” (S. Yann Damas)

664 - Bezañ azezet en tu dehou d’an Tad a dalvez digor-liderezh ar Rouan-telezh vesiazel, sevenidigezh ar weledigezh eus ar profed Daniel diwar-benn Mab an Den :” Dezhañ e voe roet mestroni, enor ha rouantelezh, hag an holl bobloù,broadoù ha yezhoù hen servijo. E aotrouniezh a zo un aotrouniezh da viken ha nadremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet” (Dn 7,14) . Adalek ar mare-sean ebestel a zo deuet da vezañ an testoù “eus ar Rouantelezh n’he devo fin ebet”(Simbol Nikaia-Kêrgustentin)

BERR-HA-BERR

665 -Pignidigezh ar C’hrist d’an neñvoù a verk da vat antre deneliezhJezuz e domani neñvel Doue, a belec’h e teuio en-dro (Ob 1,11), mete-lec’h m’eo kuzhet da c’hortoz, ouzh daoulagad an dud (Kol 3,3)

666 -Jezuz Krist, Penn an Iliz, a ya en hor raog e Rouantelezh c’hlorius an Tad, deomp-ni, izili e Gorf, da vevañ en esperañs da vezañ un deiz gantañda virviken. 667 - Jezuz Krist, o vezañ aet ur wech evit mat e santual an neñv, a erbeddiastal evidomp evel an hanterour a ro deomp hep arsav skuilhadenn arSpered Santel.

------------------------------------------------------------------------------------------------RANN 7“Ac’hane e teuio da varn ar re vev hag ar re varv”

I. Dont a ray en-dro gant gloar

Ar C’hrist a ren endeo dre an Iliz...

26

668 - “ Evit-se eo bet marvet ar C’hrist ha deuet en-dro d’ar vuhez, evit bezañAotrou ar re varv kerkoulz hag Aotrou ar re vev” (Rm 14,9). Pignidigezh ar C’hrist d’anneñv a dalvez e berzhiadur, evel den, e galloud hag en aotrouniezh Doue e-unan. JezuzKrist a zo Aotrou : pep galloud en deus en neñvoù ha war an douar. “ Kalz uheloc’h emañ eget pep priñselezh, mestroniezh, galloudegezh, aotrouniezh, rak an Tad en deuslaket pep tra dindan e dreid” (Ef 1,20-22). Ar C’hrist a zo Aotrou ar C’hosmos hag anistor (Ef 4,10; 1 Kor 15.24;27-28). Ennañ e kav istor an den ha zoken an holl grouade-lezh o “berrzastumidigezh” (Ef 1,10 ), o feurvarradur trehontel.

669 - Evel Aotrou ez eo ar C’hrist ivez Penn an Iliz a zo e Gorf (Ef 1,22). Savetd’an neñv ha klodusaet, o vezañ kaset da benn e gefridiezh, e chom war an douar en e Iliz. An Dasprenidigezh eo mammenn an aotrouniezh a ra ganti, hervez ar Spered Santel,war an Iliz. (Ef 4,11-13). “ Ren ar C’hrist a zo endeo bezant en Iliz e doare kevrinus”, egin ha derou ar Rouantelezh-se war an douar” (LG)

670 - Abaoe m’eo savet ar C’hrist d’an neñv ez eo antreet mennad Doue en esevenidigezh. Emaomp endeo “en eur diwezhañ” (1 Yn 2,18; 1 P 4,7). Evel-se ‘ta emañdegouezhet an amzerioù diwezhañ evidomp. Nevezadur ar bed a zo deuet deomp da vathag evit gwir ragarvezet a-dal bremañ : war an douar end-eeun an Iliz a zo dija kempennetgant ur santelezh dibarfet met gwirion” (LG) . Rouantelezh ar C’hrist a ziskouez endeo hebezañs dre ar sinoù burzhudus (Mk 16,17-18) a c’hoarvez pa vez kemennet gant an Iliz.(Mk 16,20).

....o c’hortoz ma vo sujet pep tra dezhañ

671 - Ren ar C’hrist dija bezant en e Iliz n’eo ket c’hoazh peurc’hraet “gant galloudha gloar vras” (Lk 21,27; Mzh 25,31) dre zonedigezh ar Roue war an douar. Ar ren-se a zo c’hoazh

enebet outañ gant ar galloudoù fall (2 Tes 2,7), zoken maz int bet trec’het gantPask ar C’hrist en o diazez. Betek ma vo laket pep tra dindanañ (1 Kor 15,28),“betek an eur ma vo kaset da benn an neñvoù nevez hag an douar nevez e-lec’hma vo annezet ar reizhder, e toug an Iliz o pirc’hirinañ, en he sakramantoù hag en hec’h ensavadurioù diouzh an amzer-mañ, skeudenn ar c’hantved o tremen; bevañ a ra hec’h-unan e-touez ar grouadurien o c’harmiñ bremañ c’hoazh e poanioùar gwilioud hag o c’hortoz diskuliadur mibien Doue “(LG). En abeg da se e ped argristenien, dreist-holl en Eukaristiezh (1 Kor 11,26) evit hastañ distro ar C’hrist( 2 P 3,11-12) en ur lavarout dezhañ :”Deus, Aotrou” (1 Kor 16,22; Disk 22,17.20)

672 - Ar C’hrist, a-raok sevel d’an neñv, en deus lavaret ne oa ket c’hoazh an eur evit adsevel ar Rouantelezh vesiazel en Israel (Ob 1,6-7), a zlee degas da vat d’an holl dud, hervez ar brofeded, (Iz 11,1-9) urzh ar reizhder, ar garantez hag ar peoc’h. An amzer a ren a zo, hervez an Aotrou, amzer ar Spered hag an testeni,(Ob 1,8) met ivez un amzer merket c’hoazh gant “an dienez” (1 Kor 7,26) hag am-prou an droug (Ef 5,16) , na espern ket an Iliz ( 1 P 4,17) hag a gentrad stour-moù an deizioù diwezhañ ( 1 Yn 2,18; 4,3; 1 Tm 4,1). Un amzer eo a c’hortoz hag a veilh (Mzh 25,1-13; Mk 13,33-37)

Distro glorius ar C’hrist, esperañs Israel

673 - Abaoe ar Bignidigezh eo dic’hortoz donedigezh ar C’hrist er c’hloar,zoken mar “ n’eo ket deomp anaout an amzerioù hag ar mareoù en deus an Tadmerket dre e veli nemetken” (Ob 1,7; Mk 13,32). An donedigezh heulavouriel-sea c’hell c’hoarvezout e pep amzer ( Mzh 24,44; 1 Tes 5,2), zoken mar d-eo “dal-c’het”, eñ hag an amprou diwezhel a zeuio a-raok ( 2 Tes 2,3-12).

674 - Donedigezh ar Mesiaz glorius e dalc’h gant pep mare eus an istor(Rm 11,34), gant e anaoudegezh gant “Israel a-bezh” (Rm 11,26; Mzh 23,39), lod anezho “kaletaet “(Rm 11,25) , “en diskredoni” (Rm 11,20) e-keñver Jezuz.

27

S. Pêr hen lavar da Yuzevien Jeruzalem goude ar Pantekost :”Ho pet keuz eta, hadistroit outañ evit ma vo diverket ho pec’hedoù ha ma teuio a-berzh an Aotrouamzervezh ar Frealz, pa gaso deoc’h an hini a zo bet rakdivizet da Vesiaz evidoc’h,Jezuz, an hini a zle an neñv reiñ degemer dezhañ betek mare nevezidigezh an holldraoù en deus Doue komzet anezho dre c’henou e brofeded santel” (Ob 3, 19-21).Ha S. Paol eus e du :” Mar d-eo bet o distaol un adunvanidigezh evit ar bed, petrane vo ket o adgalvedigezh anez un adsav a varv da vev ?” (Rm 11,15). Distro “leunder ar Yuzevien” (Rm 11,12) d’ar silvidigezh vesiazel, da heul “leunder arbaganed” (Rm 11,25; Lk 21,24), a raio da bobl Doue “ kas da benn leunder arC’hrist” (Ef 4,13), ma vo ennañ “Doue pep tra e kement tra ‘zo” ( 1 Kor 15,28)

Amprouenn diwezhel an Iliz

675 - A-raok donedigezh ar C’hrist e tle an Iliz tremen dre un amprouennziwezhel, a vrallo feiz krederien niverus (Lk 18,8; Mzh 24,12).An heskinerezh ouzhhec’h ambroug en he firc’hirinded war an douar (Lk 21,32: Yn 15, 19-20) a zizoloioar “mister a fallagriezh” dindan stumm un touellerezh relijiel o tegas d’an dud un diskoulm diwar c’horre d’o c’hudennoù gant ar reneadelezh eus ar wirionez. An

touellerezh relijiel gwashañ eo hini an Enep-Krist, d.l.e. hini ur fals-mesiazegezhm’en em veul an den e-unan enni e-lec’h Doue hag e Vesiaz enlorfet (2 Tes 2,4-12;1 Tes 5,2-3; 2 Yn 7, 1; Yn 2, 18.22)

676 - An touellerezh enep-Krist-se a zo treset endeo er bed bewech ma feller seveniñen istor an esperañs vesiazel ha n’hell bezañ peursevenet nemet en tu-hont dezhi a-dreuzar varnedigezh helavouriel; zoken dindan e stumm amgriz, an Iliz he deus distaolet ar fal-

sidigezh-se eus ar Rouantelezh da zont anvet milvedouriezh, dreist-holl dindan e stumm politikel a vesiazegezh vedelaet, “drougiezhus a-grenn” (Pius XI)

677 - Ne d-ay ket an Iliz e-barzh gloar ar Rouantelezh nemet a-dreuz ar Pask diwezhel-se maz ay da heul hec’h Aotroù en e varv hag e Zasorc’hidigezh (Disk 19,1-9)Ar Rouantelezh ne vo ket sevenet eta dre drec’h istorel an Iliz diwar un araokadur sava-durel met dre drec’h Doue war zirollerezh diwezhel an droug (Disk 20,7-10) a lako he Fried da ziskenn eus an neñv (Disk 21,2-4).. Trec’h-meur Doue war dispac’h an drouga gemero stumm ar Varn diwezhañ (Disk 20,12) war-lerc’h an horelladur hollvedel diwez-hañ eus ar bed-mañ a dremen (2 P 3,12-13)

II. Evit barn ar re vev hag ar re varv

678 - Da heul ar brofeded (Dn 7,10; Jl 3,4; Ml 3,19), Yann-Vadezour (Mzh 3,7-12),Jezuz en deus kemennet en e brezegerezh Barnedigezh an deiz diwezhañ. Neuze e vo laketer sklerijenn buhezegezh pep hini (Mk 12,38-40) ha sekred ar c’halonoù (Lk 12,1-3; Yn 3,20-21; Rm 2,16; 1 Kor 4,5) Neuze e vo kondaonet an diskredoni gablus he deus selletevel netra ar c’hras kinniget gant Doue (Mzh 11,20-24; 12,41-42). An emzalc’h e-keñveran nesañ a lako anat an degemer pe an nac’h eus ar c’hras hag ar garantez douevel (Mzh 5,22; 7,1-5). Jezuz a lavaro en deiz diwezhañ :” E kement ha m’hoc’h eus graet se da unaneus ar re vihanañ eus va breudeur, eo din-me va-unan hoc’h eus hen graet (Mzh 25,40)

679 - Ar C’hrist a zo Aotrou ar vuhez peurbadel. Ar gwir leun da varn da vat oberoù ha kalonoù an dud a zo dezhañ-Eñ evel Dasprener ar bed. Gonezet en deus ar gwir-se gant

e Groaz. Dre-se en deus an Tad “roet pep barnerezh d’ar Mab” (Yn 5,22. 27; Mzh 25,31;Ob 10,42; 17,31; 2 Tm 4,1). Ar Mab avat n’eo ket deuet evit barn met evit salviñ (Yn 3,17)hag evit reiñ ar vuhez a zo ennañ (Yn 5,26). Dre zinac’h ar c’hras er vuhez-mañ eo en emvarn pep den e-unan (Yn 3,18; 12,48), e resev hervez e oberoù ( 1 Kor 3,12-15) hag e c’hellzoken en em daoniñ da viken en ur zinac’h ar Spered a garantez. (Mzh 12,32: He 6,4-6;10, 26-31)

28

BERR-HA-BERR

680 -Ar C’hrist Aotrou a ren endeo dre an Iliz, met n’emañ ket c’hoazh pep tradindan e dreid er bed-mañ. Trec’h Rouantelezh ar C’hrist ne vo ket graet hepun arsailh diwezhañ eus galloudoù an droug.

681 - Da zeiz ar Varn,gant fin ar bed,e teuio ar C’hrist gant gloar evit seveniñ da vat trec’h ar mad war an droug, o devo kresket a-gevret evel ar greun hag an dreog e-kerz an istor.

682 -Pa zeuio ar C’hrist glorius e dibenn an amzerioù da varn ar re vev hag ar re varv, e tiskulio diarbennoù kuzh ar c’halonoù hag e rento dabep den hervez e oberoù ha hervez an degemer pe an dinac’h graet gantañeus ar c’hras.

---------------------------------------------------------------------------------------TREDE PENNADMe gred er Spered Santel

683 - “N’eus den ebet a c’hellfe lavarout : Jezuz eo an Aotrou nemet dre nerzh ar Spered Santel” (1 Kor 12,3). “ Doue en deus kaset en hor c’halonoù Sperede Vab o krial ennomp :Abba, Tad !” (Ga 4,6).An anaoudegezh a feiz-se n’eo gallusnemet er Spered Santel. Evit bezañ a-stok ouzh ar C’hrist ez eo ret da gentañ bezañbet touchet dre ar Spered Santel. Eñ eo a zeu a-ziarbenn deomp hag a had ennompar feiz. Dre berzh hor Badeziant, kentañ sakramant ar feiz, ar Vuhez hag he deus hemammenn en Tad hag a vez kinniget deomp er Mab, a zo laket don ennomp dre arSpered en Iliz :

Ar Vadeziant a ro deomp ar c’hras eus ar c’hanedigezh nevez en Doue an Tad dre e Vaber Spered Santel. Rak ar re a zoug Spered Doue a zo renet d’ar Verb, d.l.e. d’ar Mab; met ar Mab o c’hinnig d’an Tad, hag an Tad a ro dezho an divreinusted. Hep ar Speredeta n’eus tu ebet da welout Mab Doue, ha hep ar Mab den ebet n’hell tostaat ouzh anTad, rak anaoudegezh an Tad eo ar Mab, hag anavezout Mab Doue a vez graet dre arSpered Santel ( S. Irenaios)

684 - Ar Spered Santel, dre e c’hras, eo ar c’hentañ o tihuniñ hor feiz er vu-hez nevez a zo “anavezout an Tad hag an hini en deus degaset, Jezuz Krist” (Yn 7,3).An diwezhañ eo koulskoude o tiskuliañ Nouezioù an Dreinded Santel. S. Gregor a

Nazianz, an “Teologour”, a zispleg an araokadur-se dre gelennouriezh an “damant” douevel :

An Testamant kozh a embanne splann an Tad, dianatoc’h ar Mab. An Testamant Neveza ziskouez splann ar Mab, a lez damwelout douevelezh ar Spered. Bremañ en deus arSpered ar gwir da vezañ meneget en hon touez hag e ro tu deomp da gaout ur gwelsklaeroc’h anezhañ e-unan. Ne oa ket fur end-eeun, pa ne oa ket embannet c’hoazhdouevelezh an Tad, da embann sklaer ar Mab, ha pe ne oa ket c’hoazh anzavet doue-velezh ar Mab, da lakaat ouzhpenn ar Spered Santel evel ur samm all c’hoazh, evit obergant un dro-lavar un tammig hardizh..... Dre araokadennoù tamm-ha-tamm “a c’hloar dac’hloar” e splanno sklerijenn an Dreinded skedusoc’h-skedusañ.

685 - Krediñ er Spered Santel a zo eta diskleriañ ez eo ar Spered Santel unaneus Nouezioù an Dreinded Santel, kennatur gant an Tad hag ar Mab, “azeulet ha klo-dusaet gant an Tad hag ar Mab” (Simbol Nikaia-Kêrgustentin). Setu perak ez eus betkaoz eus mister douevel ar Spered Santel en deologiezh dreindedel. N’eus kont amañ eta eus ar Spered Santel nemet en “ekonomiezh” douevel

686 - Ar Spered Santel a zo oc’h oberiañ gant an Tad hag ar Mab adalek ar penn-

29

kentañ betek ar penn-diwezhañ eus mennad hor silvidigezh.. Met en “amzerioù diwezhañ”,kentradet gant Enkorfidigezh daspren ar Mab eo bet diskuliet ha roet, anavezet ha degeme-ret evel Nouez. Neuze, ar mennad Doue-se, kaset da benn er C’hrist, “ Kentañ-Ganet” haPenn ar grouidigezh nevez, a c’hello kemer korf en denelezh dre ar Spered skuilhet : an Iliz, kumuniezh ar

sent, distaol ar pec’hedoù, dasorc’hidigezh ar c’horfoù, ar vuhez peurbadus.

----------------------------------------------------------------------------------------------------------

RANN 8“Me gred er Spered Santel”

687 - “ N’eus hini ebet oc’h anavezout ar pezh a zo en Doue, nemet Spered Doue”(1 Kor 2,11). E Spered avat ouzh hen diskuilh a ra deomp anaout ar C’hrist, e Verb, eGomz vev, met n’en em lavar ket e-unan. An Hini “en deus komzet dre ar brofeded” a radeomp klevout komz an Tad. Met Eñ, n’hen klevomp ket. Hen anavezout a reomp hepkenel luskad ma tiskuilh deomp ar Verb ha m’hon aoz d’hen degemer er feiz. Ar Spered a wi-rionez a zizolo deomp ar C’hrist “ne gomz ket anezhañ e-unan” (Yn 16,13). Ur seurt disgweldouevel a-grenn, a zispleg perak “ ar bed n’hell ket e degemer, dre ma n’hen gwel ket han’hen anavez ket” e-lec’h ar re a gred er C’hrist hen anavez rak o chom emañ ganto. (Yn 14,17)

688 - An Iliz, kumuniezh vev e feiz an ebestel treuzkaset ganti, eo al lec’h ma kavomp enni an anaoudegezh eus ar Spered Santel :

- er Skriturioù awenet gantañ;- en Hengoun, maz eo Tadoù an Iliz an testoù anezhañ hiziv c’hoazh;- e Magistrerezh an Iliz harpet gantañ;- e Liturgiezh sakramantel, a-dreuz he c’homzoù hag arouezioù, e-lec’h ma vezomp lakaet gant ar Spered Santel e kumuniezh gant ar C’hrist;- er bedenn, ma ped enni evidomp;- er c’harismoù ha ministrerezhioù m’eo savet an Iliz drezo;- er sinoù a vuhez abostolel ha kefridiezhel;- e testeni ar sent ma tiskouez enno e santelezh ha ma kendalc’h oberenn ar silvidi- gezh.

I. Kefridiezh unvan ar Mab hag ar Spered

689 - An Hini kaset gant an Tad en hor c’halonoù, Spered e Vab (Ga 4,6), a zo Doue e gwirionez. Kennatur gant an Tad hag ar Mab, ez eo dirannadus anezho, kemente Buhez donañ an Dreinded evel en e zonezon a garantez evit ar bed. Met oc’h azeuliñ anDreinded Santel, buhezus, kennatur ha dirannus, ec’h embann ivez feiz an Iliz disheñveldedan Nouezioù. Pa gas an Tad e Verb, e kas dalc’hmat e Awen : kefridiezh unvan e-lec’h m’eodiforc’h met dirannus ar Mab hag ar Spered Santel. Ar C’hrist, a-dra-sur, eo en em zis-kouez, Eñ, Skeudenn welus an Doue disgwel, met ar Spered Santel eo hen diskuilh.

690 - Jezuz a zo Krist “olevad”, rak ar Spered eo en deus e olevet, hakement a c’hoarvez adalek an Enkorfidigezh a zever eus al leunder-se (Yn 3,34).Paz eo klodusaet er-ziwezh ar C’hrist (Yn 7,39), e c’hell, d’e dro, kas ar Spered a-gichen an Tad d’ar re a gred ennañ :Reiñ a ra dezho e C’hloar (Yn 17,22), d.l.e. ar Spered Santel a ro gloar dezhañ (Yn 16,14). Ar gefridiezh unvan en em zisplegoneuze er vugale advabet gant an Tad e Korf e Vab; kefridi ar Spered advaberezha vezo ouzh o unaniñ d’ar C’hrist hag o lakaat da vevañ ennañ.

Keal an olevadur a ra damveneg.....n’eus pellder ebet etre ar Mab hag ar Spered. Eveln’eus hanterour ebet end-eeun, evit ar santad hag an abeg, etre gorre ar c’horf hagolevadur an eoul, evel-se kengej ar Mab gant ar Spered a zo dihanterour, kement ha

30

ken bihan, evit an hini a ya da gejañ gant ar Mab dre ar feiz en deus da gejañ a-raokgant an eoul. N’eus lodenn ebet end-eeun a vije hep ar Spered Santel. Setu perakdiskleriadur Aotrouniezh ar Mab a vez graet er Spered Santel evit ar re hen resev,ar Spered Santel o tont a bep lec’h a-ziarbenn d’ar re a dosta dre ar feiz (S. Gregor Nisa)

II. Anv, anvadurioù hag arouezioù ar Spered Santel

Anv divoutin ar Spered Santel

691 - “Spered Santel” setu anv divoutin an Hini a azeulomp hag a veulomp gant an Tad hag ar Mab. An Iliz he deus hen resevet digant an Aotrou hag hen dis-kler e Badeziant he bugale nevez (Mzh 28,19)

Ar ger “Spered” eo troidigezh ar ger hebreek Ruah, hag a dalvez en e ster kentañ anal, aer, aezhenn. Jezuz a ra end-eeun implij eus heñvelded santus an avel evit damvenegiñda Nikodem nevezded trehontel an Hini a zo drezañ e-unan Anal Doue, ar Spered douevel ( Yn 3, 5-8). A-hend-all Spered ha Santel a zo azonoù douevel boutin d’an Tri Ferson Doue.En ur unaniñ an daou c’her, ar Skritur, al Liturgiezh hag an dro-lavar teologel a ziskler Nouez dilavarus ar Spered Santel hep amc’houlou na luzhiadur gant implijoù all ar gerioù“spered” ha “santel”

Anvadurioù ar Spered Santel

692 - Jezuz, pa gemenn ha pe bromet donedigezh ar Spered Santel, a ra anv eus ar “Parakled”, ger evit ger “an Hini a zo galvet e-kichen” ad-vocatus (Yn 14,16.26; 15,26; 16,7). “Parakled” a vez troet diouzh boaz dre “Frealzer”, Jezuz o vezañar frealzer kentañ (1 Yn 2,1). An Aotrou e-unan a c’halv ar Spered Santel ar “Spereda Wirionez” ( Yn 16,13).

693 - Ouzhpenn an anv divoutin, an implijetañ en Oberoù an Ebestel hag elLizheroù, e kaver e S. Paol an anvadurioù : Spered ar bromesa (Ga 3,14 ; Ef 1,13),ar Spered advaberezh (Rm 8,15; Ga 4,6), Spered ar C’hrist ( Rm 8,11), Speredan Aotrou (2 Kor E,17), Spered Doue (Rm 8,9. 14; 15,19; 1 Kor 6,11; 7,40), hag e S. Pêr , Spered a C’hloar (1 P 4,14)

Arouezioù ar Spered Santel

694 - An dour .Arouezelezh an dour a ra talvezout oberiadur ar Spered Santel erVadeziant, peogwir, goude ar bedenn d’ar Spered Santel, e teu da vezañ ar sin sakramanteloberiant eus ar c’hanedigezh nevez :evel m’eo bet douget hor ganedigezh gentañ en dour, evel-se e verk dour ar Vadeziant ez eo roet deomp e gwirionez hor ganedigezh d’ar vuhezdouevel er Spered Santel. Met “badezet en ur Spered hepken”, hon eus holl ivez “hor gwalc’heus an hevelep Spered” ( 1 Kor 12,13). Ar Spered a zo eta evit pep hini ivez an Dour bev ostrinkañ eus ar C’hrist kroazstaget (Yn 19,34; 1 Yn 5,8) evel eus e vammenn hag o strinkañennomp e Buhez peurbadus (Yn 4,10-14; 7,38,h.a.)

695 - An olevadur. Arouezelezh an olevadur a lak da dalvezout ivez ar Spered Santel,betek bezañ heñvelster (1 Yn 2,20-27; 2 Kor 1,21). En deskoniadur kristen ez eo sin sakra-mantel ar Gouzoumenn, anvet ez-reizh en Ilizoù ar sav-heol “Krizmadur”. Met evit komprenan olevadur ez eo ret distreiñ d’an olevadur kentañ sevenet gant ar Spered Santel : hini JezuzKrist ( “Mesiaz” diwar an hebreeg) hag a dalvez “olevet” eus Spered Doue. Bet zo olevidi anAotrou en Emglev Kozh ( Erm 30,22-32, ar roue David dreist-holl ( 1 Sam 16,13). Met Jezuzeo an olevad Doue en ur stumm nemetañ :an deneliezh ensammet gant ar Mab a zo “ oleveta-grenn eus ar Spered Santel”. Jezuz a zo graet “Krist” gant ar Spered Santel (Lk 4, 18-19; Iz 61,1) Ar Werc’hez Vari a goñsev ar C’hrist eus ar Spered Santel hen kemenn dre an ael evel Krist adal e c’hanedigezh (Lk 2,11) hag a boulz Simeon da zont d’an Templ evit gweloutKrist an Aotrou (Lk 2,26-27); Eñ (ar Spered) eo a leugn ar C’hrist (Lk 4,1) , hag e c’halloud eo

31

a zeu er-maez eus ar C’hrist en e oberoù a bareañs hag a silvidigezh (Lk 6,19; 8,46.). Eñ eoerziwezh a sav Jezuz da vev a-douez ar re varv (Rm 1,4; 8,11). Diazezet a-grenn neuze evel “Krist” en e zeneliezh o trec’hiñ war ar marv (Ob 2,36), Jezuz a skuilh a-fonn ar Spered Santelbetek ma vo urzhiet gant “ar sent” en o unaniezh gant deneliezh Mab Doue, “an Den parfet”...;a seven leunder ar C’hrist (Ef 4,13) :”ar C’hrist a-bezh” hervez lavar S. Eosten. 696 - An tan . Tra ma verk an dour ganedigezh ha frouezhusted ar Vuhez roet er SperedSantel, an tan a zo arouez an nerzh treuzfurmiñ eus oberoù ar Spered Santel. Ar profed Elia,a savas evel un tan ha ma leske e gomz evel un torchad (Sir 48,1), a ra ,dre e bedenn, diskenntan an neñv war aberzh ar menez Karmez (1 R 18,38-39), skeudenn eus tan ar Spered Santelo treuzfurmiñ ar pezh a douch. Yann-Vadezour “ a gerzh dirak an Aotrou gant “spered” hagalloud Elia (Lk 1,17) a gemenn ar C’hrist evel an hini “ a vadezo er Spered Santel hag en tan” (Lk 3,16), ar Spered-se ma lavaro Jezuz anezhañ :”Deuet on da zegas un tan war an douarha nag e karfen e vefe krog a-benn bremañ” (Lk 12,49). Dindan stumm teodoù-tan eo e teuar Spered Santel war an diskibled da veure ar Pantekost evit o leuniañ (Ob 2,3-4). An hengounsperedel a viro an arouezelezh-se eus an tan evel unan eus ar re splannañ en obererezh arSpered Santel (S. Yann ar Groaz). “Na vougit ket ar Spered” (1 Tes 5,19)

697 - Ar goabrenn hag ar sklerijenn. An div arouez-se a zo dirannadus en diskouezadurioùar Spered Santel. Adal teofaniezhoù an Testamant Kozh, ar Goabrenn, gwech teñval gwechskedus, a ziskuilh an Doue bev ha salver, en ur vouchañ trehontelezh e c’hloar : gant Moizez war venez Sinai (Erm 24,15-18), e Teltenn an Emgav (Erm 33,9-10), hag e-pad an ergerzhadeger gouelec’h (Erm 40, 36-38; 1 Kor 10,1-2); gant Salaun e-kerz dedi an Templ (1 R 8,10-12). Ar “skeudennoù-se” a zo sevenet gant ar C’hrist er Spered Santel. Hemañ eo a zeu war arWerc’hez Vari hag he “c’hemer dindan e skeud” “ma koñsevo ha ma c’hano Jezuz (Lk 1,35).War venez an Treuzneuziadur, Eñ eo a zeu er goabrenn da gemer “ dindan e skeud” Jezuz,Moizez hag Elia, Pêr, Jakez ha Yann, hag “eus ar goabrenn e teu ur vouezh da lavarout : ‘Hemañeo va Mab, am eus dibabet : selaouit-Eñ’ (Lk 9,34-35).An hevelep goabrenn erfin eo “ a guzhJezuz ouzh daoulagad e ziskibled da zeiz ar Bignidigezh (Ob 1,9) hag hen diskulio evel Mab an Den en e c’hloar da Zeiz e Zonedigezh (Lk 21,27)

698 - Ar siell a zo ur sin tost da hini an olevadur. Ar C’hrist eo end-eeun en deus “Doue merketgant e siell” (Yn 6,27) hag ennañ ivez eo hor merk an Tad gant e siell (2 Kol 1,22; Ef 1,13; 4,30)Dre ma tiskouez an efed diziverkus eus olevadur ar Spered Santel e sakramantoù arVadeziant, ar Gouzoumenn hag an Urzh, arouez ar siell a zo bet implijet e darn eusan hengounioù teologel evit diskleriañ an “azon” diziverkus moulet gant an tri sakra-mant-se n’heller ket o reiñ a-nevez.

699 - An dorn. En ur astenn an daouarn eo e ro Jezuz ar pare d’ar re glañv ( Mk 6,5;8,23), hag e vennig ar vugaligoù (Mk 10,16). En e anv e ray an ebestel eveltañ (Mk16,18; Ob 5,12; 14,3) . Gwelloc’h c’hoazh, dre astenn daouarn an ebestel ez eo roetar Spered Santel (Ob 8,17-19; 13,3; 19,6). Al Lizher d’an Hebreed a verk an astenn-daouarn evel unan eus pennadoù diazez e gelennadurezh. (He 6,2). An arouez-seeus skuilhadur hollc’halloudek ar Spered Santel, a zo bet miret gant an Iliz en he aspe-dennoù sakramantel.

700 - Ar biz. ”Dre viz Doue eo e kas (Jezuz) an drouksperedoù kuit” (Lk 11,20). Mazeo bet skrivet Lezenn Doue war daolioù mein “gant biz Doue” (Erm 31,18),” lizher arC’hrist”, roet da emell an ebestel, “a zo skrivet gant Spered an Doue bev, neket war daolennoù mein, met war daolennoù kig, war ar c’halonoù” (2 Kor 3,3). Ar meulgan “Veni Creator Spiritus” a bed ar Spered Santel evel “ biz dehou an Tad”

701 - Ar goulm. Da ziwezh an dic’hlan-meur (arouez ar vadeziant), ar goulm lezet gantNoah da vont kuit a zeu en-dro,un delienn olivezenn c’hlas en he beg, o tiskouez ec’hell an douar bezañ annezet a-nevez (Gn 8,8-12) Pa sav ar C’hrist eus dour e Vadeziant,e tiskenn ar Spered Santel warnañ dindan stumm ur goulm hag e chom warnañ. (Mzh 3,16)Ar Spered a ziskenn hag a ziskuizh e kalon c’hlanaet ar re vadezet. E darn eus an ilizoù,

32

e vez miret ar Sakramant Santel en ur voullenn vetal e stumm ur goulm (columbarium)a-ispilh a-us d’an aoter. Arouez ar goulm evit damvenegiñ ar Spered Santel a zo hen-gounel er skeudennadurezh kristen.

III. Spered ha Komz Doue en amzer ar promesaoù

702 - Adal ar penn-kentañ betek “Leunder an amzer” (Ga 4,4), kefridiezh unvan ar Verb ha Spered an Tad a chom kuzhet, met oberiañ a ra. Spered Douea zo o prientiñ amzer ar Mesiaz, hag an eil hag egile, hep bezañ diskuliet ez-leun, a zoendeo prometet evit bezañ gortozet ha degemeret pa vezint en em ziskouezet. Setuperak, pa lenn an Iliz an Testamant kozh, (2 Kor 3,14) e klask ennañ (Yn 5,39-46)ar pezh a fell d’ar Spered “en deus komzet dre ar brofeded” lavarout deomp war arC’hrist.

Dre “profeded” e kompren amañ feiz an Iliz an holl re a zo bet awenet gant ar SperedSantel evit skrivañ al levrioù santel,en Testamant Kozh evel en Hini Nevez. An hengounyuzev a ziforc’h al Lezenn (ar pemp levr kentañ pe Pentateuc’h), ar Brofeded ( al levrioùa lavaromp-ni istorel ha profedel), hag ar Skridoù (dreist-holl levrioù a Furnez ha pergenar Salmoù) (Lk 24,44)

Er grouidigezh

703 - Komz Doue hag e Awen a zo en orin ar bezoud ha buhez an holl groua-durien (S 33,6; 104,30; Gn 1,2; 2,7; Ko 3,20-21; Ez 37,10)

D’ar Spered Santel da ren, da santelaat ha da vuhezekaat ar grouadelezh, rak Doue eo,kennatur gant an Tad hag ar Mab..... Dezhañ ar galloud war ar vuhez, rak o vezañ Doue,e talc’h ar grouadelezh en Tad dre ar Mab (Liturgiezh buzantat)

704 -” Evit an den, dre e zaouarn-Eñ ( d.l.e. ar Mab hag ar Spered Santel) ez eobet stummet gant Doue.....hag a dresas war ar c’horf stummet e stumm dezhañ e-unan,en doare ma teufe ar pezh a vefe gwelus zoken da zougen stumm Doue.”( S.Irenaios)

Spered ar bromesa

705 - Distreset gant ar pec’had hag ar marv, e chom an den “diouzh skeudenn Doue”, diouzh skeudenn ar Mab, met “dioueret eo eus Gloar Doue” (Rm 3,23), dioueret eus

an “heñvelded”. Ar bromesa graet da Abraham a gentrad ekonomiezh ar silvidigezh ma Ensaboter ar Mab e-unan en he diwezh ar “skeudenn” (Yn 1,14; Fil 2,7) hag hen adsavo en “heñvelded” gant an Tad en ur reiñ dezhi en-dro ar C’hloar, ar Spered “ a ro ar Vuhez”.

706 - A-enep da bep esperañs e promet Doue da Abraham un diskennadur, evel

frouezh e feiz ha galloud ar Spered Santel (Gn 18,1-15; Lk 1,26-38. 54-55; Yn 1,12-13;Rm 4,16-21). Ennañ e vo benniget holl vroadoù an douar ( Gn 12,3). An diskennadur-sea vo ar C’hrist ( Ga 3,16), ma vo skuilhet warnañ ar Spered Santel evit ober “unaniezhbugale Doue dispartiet” (Yn 11,52). En ur douiñ dre le (Lk 1,73)e ro Doue e c’her endeo da reiñ e Vab dreist-karet (Gn 22,17-19; Rm 8,32; Yn 3,16) ha “Spered ar Bromesa”... a briento dasprenidigezh ar Bobl en deus Doue gonezet dezhañ e-unan” (Ef 1,13-14; Ga 3,14).

En emziskouezioù hag el Lezenn

707 - An Teofaniezhoù (emziskouezioù Doue) a sklerijenna hent ar bromesa, eusar Batriarked da Voizez hag eus Yoshua betek ar gweledigezhioù a gentrad kefridiezh arbrofeded vras. An hengoun kristen en deus gwelet dalc’hmat en Emziskouezioù-se arVerb Doue ouzh en em lezel da vezañ gwelet ha klevet, diskuliet ha “damguzhet” war undro er Goabrenn ar Spered Santel.

33

708 - Kelennouriezh Doue en em ro da welout dreist-holl e donezon al Lezenn(Erm 19-20; Adl 1-11; 29-30) . Lizherenn al Lezenn a zo bet roet evel ur c’helennourevit bleniañ ar Bobl etrezek ar C’hrist (Ga 3,24). Met dre ma oa dic’halloud da salviñan den dioueret eus an “heñvelded” douevel hag eus an anaoudegezh a ro ouzhpenn eusar pec’hed (Rm 3,20) ez eo savet ar c’hoant eus ar Spered Santel. Hirvoudoù ar Salmoùa ro testeni a gement-se.

Er Rouantelezh hag en Harlu

709 - Al Lezenn, arouez ar bromesa hag an emglev, he defe dleet ren kalon hagensavadurioù ar Bobl deuet eus feiz Abraham. “Mar sentit ouzh va mouezh, ma mirit vaLezenn, e viot evidon ur Rouantelezh a veleien, ur Bobl santel (Erm 19,5-6; 1 P 2,9).Met war-lerc’h David e kouezh Israel en temptadur da vezañ ur rouantelezh evel ar vro-adoù all. Ar Rouantelezh avat, hini ar bromesa graet da Zavid ( 2 Sam 7; S 89;Lk 1,32-33)a vo oberenn ar Spered Santel, hag a vo d’ar beorien hervez ar Spered.

710 - Ankounac’h al Lezenn hag an difealded d’an emglev a zegas ar marvwar o lerc’h :an Harlu eo, a seblant c’hwitadenn ar promesaoù, hag a zo en efedfealded kevrinus an Doue salver ha derou an adsavidigezh prometet, met hervez ar Spered. Ret e

oa da Bobl Doue gouzañv ar c’hlanidigezh-se (Lk 24,26). An Harlua zoug endeo skeud ar Groaz e mennad Doue, ha Nemorant ar beorien o tistreiñanezhañ a zo unan eus skeudennoù sklaerañ an Iliz.

Ar gortoz eus ar Mesiaz hag eus e Spered

711 - “Setu ma ran nevezinti (Iz 43,19) : div linenn brofedel a ya da vezañtreset, o tougen, unan war ar gortoz eus ar Mesiaz, eben war ar c’hemenn eus urSpered nevez, ha kengejañ a reont en Nemorant bihan, pobl ar Beorien ( So 2,3),a zo o c’hortoz en esperañs “frealzidigezh Israel” ha “dieubidigezh Jeruzalem” (Lk2,25.38)

Gwelet hon eus uheloc’h penaos e kas Jezuz da benn an diouganoù a sell outañ.Ne welomp amañ nemet ar re a weler gwelloc’h enno an darempredoù etre ar Mesiazhag e Spered.

712 - Azonoù dremm ar Mesiaz gortozet a grog da vezañ gwelet e Levr anEmmanouel (Iz 6-12) (“pa’n devoe Izaia gweledigezh ar C’hloar” eus ar C’hrist ( Yn 12,41), dreist-holl en Iz 11,1-2 :

Hag e teuio ur skoultr diwar gef Ishai,ur vroustenn diwar e wrizioù a frouezho :hag e plavo warnañ Spered an Aotrou,spered a furnez hag a boell,spered a guzul hag a nerzh,spered a skiant hag a zoujañs an Aotrou.

713 - Azonoù ar Mesiaz a zo diskuliet dreist-holl e kanennoù ar Servijer

(Iz 42,1-9; Mzh 12,18-21). Kemenn a reont ster pasion Jezuz, ha diskouez a reont evel-se an doare ma skuilho ar Spered Santel evit buhezekaat an engroez :nann eus

an diavaez, met “en ur gemer hor stad a sklav” (Fil 2,7). O kemer warnañ hor marv,e c’hell reiñ deomp e Spered a vuhez e-unan.

714 - Setu perak e kentrad ar C’hrist kemenn ar C’heloù-Mat en ur gemerevitañ an arroud-mañ eus Izaia (Lk 4,18-19; Iz 61,1-2) :

Spered an Aotrou a zo warnon,

34

dre m’en deus an Aotrou va olevet,evit kas ar c’heloù-mat d’ar reuzeudeienda lienañ an dud brevet o c’halon,da embann d’an harluidi an dieubidigezh,d’ar brizonidi an divarc’hidigezhha da gemenn ur bloavezh a c’hras a-berzh an Aotrou

715 - Testennoù ar brofeded, a sell war-eeun kasidigezh ar Spered Santel, a zo diouganoù ma komz Doue enno ouzh kalon e Bobl gant gerioù ar bromesa, ganttonioù “ar garantez hag ar fealded” (Erm 11,19;36,25-28, 37,1-14; Yr 31,31-34; Jl 3,1-5)ma embanno S. Pêr o sevenidigezh da veure ar Pantekost (Ob 2,17-21). Hervez ar prome-saoù-se, en “amzerioù diwezhañ”, Spered an Aotrou a nevesaio kalon an dud en ur enlou-c’hañ enno ul lezenn nevez ; bodañ hag adunvaniñ a ray ar pobloù daskignet ha disrannet;treuzfurmiñ a ray ar grouidigezh kentañ ha Doue a vo o chom enni gant an dud er peoc’h.

716 - Pobl ar “beorien” (So 2,3; S 22,27; 34,3; Iz 49,13; 61,1 h.a. ) , ar re uvel ha dous, o fiziañ a-grenn e mennadoù kevrinus o Doue, ar re a c’hortoz ar reizhder, neket eus an dud met eus ar Mesiaz, (ar Bobl-se) eo, a-benn ar fin, oberenn vras ar gefridiezhkuzhet eus ar Spered Santel e-pad amzer ar promesaoù evit prientiñ donedigezh ar C’hrist.O ferzhioù a galon, glanaet ha sklaeriet gant ar Spered, eo a zo displeget er Salmoù. Erbeorien-se e prient ar Spered “ur bobl tuet-mat” evit an Aotrou (Lk 1,17).

IV. Spered ar C’hrist e leunder an amzer

Yann, Diaraoger, Profed ha Badezour

717 - “Bez’ e voe un den kaset gant Doue, Yann e anv” (Yn 1 6). Yann “ a zoleun eus ar Spered Santel, adalek korf e vamm” (Lk 1,15.41) dre ar C’hrist e-unan, nevez-koñsevet gant ar Werc’hez Vari eus ar Spered Santel. Gweladenn Vari da Elizabed a zodeuet evel-se da vezañ “gweladenn Doue d’e bobl” (Lk 1,68).

718 - Yann eo “an Elia a zle dont” (Mzh 17,10-13) :Tan ar Spered a zo ennañhag a ra dezhañ “redek dirak” ‘evel diaraoger’ an Aotrou a zo o tont. E Yann anDiaraoger e peurechu ar Spered Santel da “brientiñ d’an Aotrou ur bobl tuet-mat” (Lk 1,17)

719 - Yann a zo “muioc’h eget ur profed” (Lk 7,26). Ennañ e peurechu ar Spered

Santel da “gomz dre ar brofeded”. Yann a gloz amzer ar brofeded kentradet gant Elia (Mzh11,13-14). Kemenn a ra emañ tost-tre frealzidigezh Israel, eñ eo mouezh ar Frealzer a zoo tont (Yn 1,23; Iz 40,1-3). Evel ma ray ar Spered a Wirionez, “ e teu evel test, evit reiñtesteni d’ar Sklerijenn” (Yn 1,7; 15, 26; 5,33). Evit Yann, ar Spered a gas da benn evel-se“imbourc’hioù ar brofeded” ha “c’hoantegezh” an aeled (1 P 1,10-12) :”An Hini a weli arSpered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo a vadez er Spered Santel.... Ya, gweletam eus-me, ha testeniañ a ran eo hemañ Mab Doue... Setu Oan Doue” Yn 1,33-36)

720 - Gant Yann-Vadezour erfin e kentrad ar Spered Santel, en ur rakskeudennañ, ar pezh a gaso

da benn gant ar C’hrist hag ennañ : reiñ d’an den en-dro an “heñvelded” douevel. BadeziantYann a oa evit ar binijenn, an hini en dour hag er Spered a vo ur c’hanedigezh nevez (Yn 3,5)

“ Bez laouen, o leun a c’hras”

721 - Mari, an Hollsantez Mamm da Zoue, bepred Gwerc’hez, eo ar benn-oberenneus kefridiezh ar Mab hag ar Spered e leunder an amzer. Evit ar wech kentañ er mennad asilvidigezh ha dre m’en deus e Spered he frientet, e kav an Tad an Annez e-lec’h ma c’hello e Vab hag e Spered ober o chomadur e-touez an dud. Gant ar ster-se eo endeus alies Hengoun an Iliz lennet an testennoù kaerañ eus ar Furnez en ur ober dave

35

da Vari (Krl 8,1) :Meulet ha skeudennet eo Mari el liturgiezh evel “Tron ar Furnez”.Enni e krog da ‘n em ziskouez “burzhudoù Doue”, emañ ar Spered o vont daseveniñ er C’hrist hag en Iliz.

722 - Ar Spered Santel en deus prientet Mari gant e c’hras. Dereat e oa evefe “leun a c’hras” Mamm an Hini “emañ o chom ennañ holl Leunder an Doueelezh”(Kol 2,9).Bet eo, dre c’hras hepken, koñsevet hep pec’hed evel an izelañ eus ar grouadurien, an hini barrekañ da zegemer an Donezon dilavarus eus an Hollc’hall-oudeg. Gant gwir abeg eo en deus he saludet an Ael Gabriel evel “Merc’h Sion” :“ Bez laouen” (So 3,14; Za 2,14. Trugarekadenn Pobl Doue a-bezh eo, hag eus anIliz eta, a ra sevel etrezek an Tad er Spered Santel en he c’hantik (Lk 1,46-55), endra ma toug enni ar Mab peurbadel.

723 - E Mari, ar Spered Santel a gas da benn mennad hegarat an Tad.Gant ar Spered Santel ha drezañ eo koñsevet ha ganet Mab Doue gant ar Werc’hez.He gwerc’hted a zeu da vezañ frouezhusted unseurt dre c’halloud ar Spered hagar feiz (Lk 1,26-38; Rm 4,18-21; Ga 4,26-28).

724 - E Mari, ar Spered Santel a ziskouez Mab an Tad deuet da vezañ Mab ar Werc’hez. Hi eo ar Bod gwrezus eus an Teofaniezh ziwezhel : leuniet eusar Spered Santel, e tiskouez ar Verb en uvelded e gorf, ha d’ar Beorien (Lk 1,15-19) ha da breveudioù ar broadoù (Mzh 2,11) eo e ra hen anaout.

725 - Dre Vari erziwezh e krog ar Spered Santel da lakaat e kumuniezhgant ar C’hrist an dud “danvez karantez vadelezhus Doue” (Lk 2,14), hag ar re uvela zo dalc’hmat ar re gentañ ouzh hen degemer : ar vesaerien, ar vajed, Simeon hagAnna, priedoù Kana hag an diskibled kentañ.

726 - E diwezh ar gefridiezh-se eus ar Spered, e teu Mari da vezañ ar“Vaouez”, Eva nevez “mamm ar re vev”, Mamm “ar C’hrist a-bezh” (Yn 19,25-27) Evel-se eo en

em gav gant an Daouzeg, “unan a galon, aketus d’ar bedenn” (Ob 1,14), da c’houlou-deiz an “amzerioù diwezhañ” emañ ar Spered o vont da gentradiñda veure ar Pantekost gant diskouezadur an Iliz.

Ar C’hrist Jezuz

727 - Holl gefridiezh ar Mab hag ar Spered Santel e leunder an amzer a zoendalc’het e kement ha m’eo ar Mab olevad Spered an Tad abaoe an Enkorfidi-gezh : Jezuz a zo Krist, ar Mesiaz.An eil pennad a-bezh eus Simbol ar feiz a zo da lenn ouzh ar sklerijenn-se.Oberenn ar C’hrist a-bezh a zo kefridiezh unvan ar Mab hag ar Spered Santel. Amañ e vo meneget hepken ar pezh a sell ouzh promesa ar Spered Santel gantJezuz hag e zonezon gant an Aotrou klodusaet.

728 - Jezuz ne ziskuilh ket a-grenn ar Spered Santel keit ha n’eo ket bet e-unanklodusaet dre e Varv hag e Zasorc’hidigezh. Koulskoude hen reiñ a ra da anaout tamm-ha-tamm, zoken en ur gelenn an engroezioù, pa ziskler e vo e Gorf magadur evit buhez ar bed ( Yn 6,27.51.62-63). Hen damvenegiñ a ra ivez da Nikodem (Yn 3,5-8) d’ar Samariadez(Yn 4,10. 14. 23-24) ha d’ar re a gemer perzh e gouel an Teltennoù (Yn 7,37-39). D’eziskibled e komz sklaer a-fet ar bedenn (Lk 11,13) hag an testeni o devo da reiñ (Mzh 10,19-20).

729 - Pa zeu hepken an eur m’en deus da vezañ klodusaet eo e promet Jezuz done-digezh ar Spered Santel, peogwir e vo e Varv hag e Zasorc’hidigezh sevenidigezh ar Bromesa graet d’an Tadoù (Yn 154,16-17; 15,26; 16, 7-15; 17,26) : ar Spered a Wirionez, ar Parakled all, a vo roet gant an Tad da bedenn Jezuz; kaset e vo gant an Tad en anv Jezuz; Jezuz hen kaso a-gichen an Tad, rak deuet eo eus an Tad. Ar Spered Santel a zeuio, hen

36

anaout a raimp, ganeomp e vo da viken, o chom e vo ganeomp; kelenn a ray deomp pep tra ha degas a ray soñj deomp eus an holl bezh en deus ar C’hrist lavaret deomp ha reiñ a raytesteni dezhañ; hor ren a ray d’ar wirionez anterin ha reiñ a ray klod d’ar C’hrist.. Ar bed avat a faezho a-fed pec’hed, reizhded ha barnedigezh.

730 - Dont a ra erziwezh eur Jezuz (Yn 13,1; 17,1) : Jezuz a lakas e spered etre daouarn an Tad (Lk 23,46; Yn 19,30) d’ar poent maz eo dre e Varv trec’h d’ar marv,en doare ma ro raktal, Eñ “dasorc’het a-douez ar re varv dre C’hloar an Tad” (Rm 6,4),ar Spered Santel en ur “c’hwezhañ” war e ziskibled ( Yn 20,22). Adalek an Eur-se e teukefridiezh ar C’hrist hag ar Spered Santel da vezañ kefridiezh an Iliz :”Evel m’en deus an Tad va c’haset, evel-se ivez en ho kasan-me” (Yn 20,21; Mzh 28,19; Lk 24,47-48; Ob 1,8)

V. Ar Spered hag an Iliz en amzerioù diwezhañ

Ar Pantekost

731 - Da zeiz ar Pantekost (goude ar seizh sizhunvezh Pask), e teu da benn Paskar C’hrist gant skuilherezh ar Spered Santel, a zo diskouezet, roet ha kaset evel Nouezdouevel : eus e Leunder, ar C’hrist, Aotrou, a skuilh a-fonn ar Spered (Ob 2,36).

732 - En deiz-se eo diskuliet ez-leun an Dreinded Santel. Abaoe an deiz-se eo digoret ar Rouantelezh kemennet gant ar C’hrist d’ar re a gred ennañ : en uvelded ar c’horfhag er feiz o deus perzh endeo e kumuniezh an Dreinded Santel.. Dre e zonedigezh ha nabaouez ket, e ra ar Spered Santel d’ar bed antren en “amzerioù diwezhañ”, en amzer anIliz, ar Rouantelezh hêritet endeo, met nann peurc’hraet c’hoazh :

Gwelet hon eus ar Sklerijenn wirion, resevet hon eus ar Spered neñvel, kavet hon eus ar gwir feiz:azeuliñ a reomp an Dreinded dirannus rak hi eo he deus hor salvet (Liturgiezh vuzantat)

Ar Spered Santel - Donezon Doue

733 - “ Doue a zo karantez” (1 Yn 4,8.16) hag ar Garantez eo an donezon kentañan hini a endalc’h an holl reoù all. Ar Garantez-se, “Doue en deus he skuilhet en hor c’ha-lonoù gant ar Spered Santel a zo bet roet deomp” (Rm 5,5)

734 - Dre maz omp marv, pe da nebeutañ gloazet gant ar pec’hed, kentañefed donezon ar Garantez eo an distaol eus hor pec’hedoù. An unvanidigezh gant arSpered Santel (2 Kor 13,13) eo a ro d’ar re vadezet, en Iliz, an heñvelded douevelkollet dre ar pec’hed.

735 - Reiñ a ra neuze an “arrez” pe ar “preveudioù’ eus hor Hêrezh (Rm 8,23;2 Kor 1,21) : ar Vuhez end-eeun eus an Dreinded Santel hag a zo “karout evel en deus hor c’haret” (1 Yn 4, 11-12). Ar Garantez-se ((karantez 1 Kor 13) eo ar benna-enn eus ar vuhez nevez er C’hrist, deuet da vezañ gallus, peogwir hon eus “resevet unnerzh, hini ar Spered Santel (Ob 1,8).

736 - Dre c’halloud ar Spered-se e c’hell bugale Doue dougen frouezh. AnHini en deus hon imboudet war ar Winienn wirion a ray deomp dougen “frouezh arSpered, a zo karantez, levenez,, peoc’h,pasianted, hegarated, madelezh, fiziañs erre all, douster, emzalc’hegezh” (Ga 5,22-23). “ Ar Spered eo hor Buhez”; seuil-vui en em zinac’homp hon-unan, (Mzh 16,24-26), seul-vui “ e ra deomp ar Speredoberiañ” (Ga 5,25).

Dre gumuniezh gantañ e ra ar Spered Santel bezañ speredel, e sav en-dro d’ar Baradoz,e tegas en-dro da Rouantelezh an neñvoù ha d’an advaberezh, e ro fiziañs da c’hervel Doue Tad ha da gaout perzh e gras ar C’hrist, da vezañ galvet bugel a sklerijenn ha da gaout perzh er c’hloar beurbadel. (S. Bazilios)

37

Ar Spered Santel hag an Iliz

737 - Kefridiezh ar C’hrist hag ar Spered Santel a vez sevenet en Iliz, Korfar C’hrist ha Templ ar Spered Santel.. Ar gefridiezh unvan-se a genstroll hivizikenfideled ar C’hrist ouzh e gumuniezh gant an Tad er Spered Santel : ar Spered a brientan dud, o diaraog gant e c’hras evit o dedennañ davet ar C’hrist. Diskouez a radezho an Aotrou dasorc’het, degas a ra soñj dezho eus e gomz ha digeriñ a ra dezhoo spered da gompren e Varv hag e Zasorc’hidigezh. Lakaat a ra dezho bezantmister ar C’hrist, peurgent en Eukaristiezh, ma vezint adunvanet, ha lakaet e kumu-niezh gant Doue, ha ma teuint da zougen “kalz a frouezh” (Yn 15,5.8.16)

738 - Kefridiezh an Iliz ne zeu ket evel-se da ouzhpennañ hini ar C’hrist

hag ar Spered Santel, met ar sakramant eo anezhi : dre he bezoud a-bezh hag en he holl izili ez eo kaset evit embann ha testeniañ, bremanelaat ha skuilhañ misterkumuniezh an Dreinded Santel (da welout er pennad war-lerc’h)

Ni holl hag hon eus resevet an hevelep Spered unel, d.l.e. ar Spered Santel, hon eusteuziet kenetrezomp ha gant Doue. Rak daoust deomp bezañ niverus a-hiniennoù,ha ma ra ar C’hrist da Spered an Tad ha d’e hini bezañ o chom e pep hini ac’hanomp,ar Spered unel ha dirannus-se a zegas drezañ e-unan d’an unanded ar re a zo diforc’han eil diouzh egile... hag a ra d’an holl en em ziskouez evel un dra hepken ennañ e-unan. Hag evel ma ra galloud deneliezh santel ar C’hrist d’ar re-se holl emañ enno,ober ur c’horf hepken, me gred e tegas Spered Doue, hag a chom en holl, unel hadirannus, an holl en hevelep doare d’an unanded speredel. ( S/ Kurillos Aleks.)

739 - Peogwir eo ar Spered Santel olevadur ar C’hrist, ar C’hrist, Penn ar C’horf,eo a skuilh anezhañ en e izili evit o magañ, o fareañ, o c’henreizhañ en o c’hargoù, o buhe-zekaat, o c’has da desteniañ, o c’hevrediñ ouzh e ginnig d’an Tad hag ouzh e bedenn evitar bed a-bezh. Dre sakramantoù an Iliz eo e ro ar C’hrist da izili e Gorf e Spered Santel ha Santelaer (eil

lodenn ar c’hatekiz)

740 - “ Burzhudoù Doue”, kinniget d’ar grederien e sakramantoù an Iliz, a zoug ofrouezh er vuhez nevez, er C’hrist, hervez ar Spered (trede lodenn ar c’hatekiz)

741 - “ Ar Spered Santel a zeu da reiñ skoazell d’hor sempladurezh, rak n’ouzompket petra goulenn evit pediñ evel m’eo dleet; met ar Spered e-unan a bed evidomp ganthirvoudoù dilavarus” (Rm 8,26). Ar Spered Santel, sevener oberoù Doue, eo a zo Mestrar bedenn (pevare lodenn ar c’hatekiz)

BERR-HA-BERR

742 -” Ar brouenn anat ez oc’h mibien eo en deus kaset Doue en hor c’halonoùSpered e Vab o krial ennomp :Abba, Tad” (Ga 4,6)

743 - Adalek ar penn-kentañ betek penn-diwezhañ an amzer, pa gas Doue e Vab,e kas dalc’hmat e Spered : o c’hefridiezh a zo unvan ha dirannadus.

744 - E leunder an amzer, ar Spered Santel a gas da benn e Mari an holl brien-terezhioù evit donedigezh ar C’hrist e Pobl Doue. Dre obererezh ar SperedSantel enni, e ro an Tad d’ar bed an Emmanouel “Doue ganeomp” (Mzh 1,23)

745 - Mab Doue a zo kensakret Krist (Mesiaz) dre olevadur ar Spered Santelen e Enkorfidigezh (S 2,6-7)

746 - Gant e Varv hag e Zasorc’hidigezh, Jezuz a zo diazezet evel Aotrou haKrist er c’hloar (Ob 2,36). Eus e Leunder e skuilh ar Spered Santel war an ebestel hag an Iliz.

38

747 - Ar Spered Santel skuilhet gant ar C’hrist, ar Penn, en e izili, a sav, a robuhez hag a santela an Iliz. An Iliz eo ar sakramant eus kumuniezh an DreindedSantel hag an dud.

-------------------------------------------------------------------------------------------------

RANN 9

“ Me gred en Iliz Santel katolik”748 - “ Ar C’hrist eo sklerijenn ar pobloù : bodet er Spered Santel, e fell d’ar

Sened santel, en ur embann d’an holl grouadurien keloù mat an Aviel, skuilhañ war anholl dud sklaerder ar C’hrist, a splann war dremm an Iliz”. Gant ar c’homzoù-se e tigorar “vonreizh dogmatel war an Iliz” eus ar Goursened Vatikan II. Dre-se e tiskouezar Sened ez eo stag a-grenn kredenn a feiz war an Iliz ouzh ar c’hredennoù a-fet arC’hrist Jezuz. An Iliz n’he deus ket sklerijenn all estreget hini ar C’hrist ;Heñvel eo, hervez ur

skeudenn a blij da Dadoù an Iliz, ouzh al loar maz eo he sklerijenn undamsked eus an heol.

749 - Ar pennad war an Iliz a zo kenstag ivez ouzh an hini war ar Spered Santel a zo en e raok. “Goude bezañ diskouezet end-eeun ar Spered Santel evelmammenn ha donezoner pep santelezh, ec’h embannomp bremañ ez eo Eñ en deuspourvezet an Iliz a santelezh”. An Iliz, hervez tro-lavar an Tadoù, eo al lec’h “mavleunia ar Spered”

750 - Krediñ ez eo “Santel” ha “Katolik” an Iliz, hag ez eo “Unel” hag

“Abostolel” (evel ouzhpennet gant Simbol Nikaia-Kêrgustentin), a zo dirannaduseus ar feiz en Doue an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel. E Simbol an ebestel etiskleriomp krediñ un Iliz Santel ha neket en Iliz, evit ober diforc’h etre Doue hag e oberoù hag evit rentañ sklaer da vadelezh Doue an holl zonezonoù en deus laketen e Iliz.

RANNBENNAD 1. An Iliz e mennad Doue

I. Anvioù ha skeudennoù an Iliz

751 - Ar ger “ Iliz “ (ekklèsia, gresianeg ek-kalein,” gervel er-maez”), adalvez “engalvadeg”. Merkañ a ra bodadegoù ar bobl (Ob 19,39), a stumm kravezeldre vras. Ar ger eo a vez implijet alies en Testamant Kozh gresianek evit bodadeg arbobl dibabet dirak Doue, dreist-holl evit bodadeg ar Sinai, e-lec’h ma resevas Israelal Lezenn ha ma voe diazezet gant Doue evel e bobl santel (Erm 19). Ouzh en emenvel “ Iliz “, kumuniezh kentañ ar re a grede er C’hrist en em anav evel heritourezeus ar gumuniezh-se. Enni e kengalv Doue e Bobl eus holl zibennoù an douar. Ar gerKyriakè en deus roet church, Kirche, hag a dalvez “an hini a zo d’an Aotrou”

752 - Er yezh kristen, ar ger “ Iliz “ a verk ar vodadeg liturgek (1 Kor 11,18; 14,19.28.34.35), met ivez ar gumuniezh lec’hel (1 Kor 1,2; 16,1) pe holl gumuniezhhollvedel ar grederien (1 Kor 15,9; Ga 1,13; Fil 3,6). An tri ster-se a zo evit gwir dirannadus. “An Iliz “ eo ar Bobl a genvod Doue er bed a-bezh. Emañ er gumuniez-hoù lec’hel hag en em ober a ra evel bodadeg liturgek, eukaristiel pergen. Bevañ a ra gant Komz ha Korf ar C’hrist ha dont a ra da vezañ hec’h-unan Korf ar C’hristen doare-se.

Arouezioù an Iliz

39

753 - Er Skritur Sakr e kavomp ur bern skeudennoù hag arouezioù liammet

kenetrezo, ma komz an diskuliadur drezo eus mister diheskus an Iliz.Ar skeudennoùkemeret en Testamant Kozh a zo anezho doareoù disheñvel eus ur c’heal-diazez, hini“Pobl Doue”. En Testamant Nevez (Ef 1,22; Kol 1,18) an holl skeudennoù-se a gavur greizenn nevez, dre ma teu ar C’hrist da vezañ “Penn” ar bobl-se a zo e Gorf adal neuze. En-dro d’ar greizenn-se o deus en em strollet skeudennoù “deuet eus ar vuhezpastorel pe buhez ar maezioù, pe eus labour ar saverezh pe eus an tiegezh hag an dime-zioù” (LG)

754 - “An Iliz end-eeun eo ar c’hraou-deñved, hag ar C’hrist an nor unel ha ret anezhañ( Yn 10,1-10). An tropell eo ivez m’en deus Doue e-unan lavaret en a-raok e vefe ar pastor anezhañ( Iz 40,11; Ez 34,11-31) ha maz eo an deñved, daoust dezho kaout en o fenn pastored denel, renetkoulskoude ha maget dalc’hmat gant ar C’hrist e-unan.Pastor mat ha Priñs ar bastored (Yn 10,11; 1 P5,4), en deus roet e vuhez evit e zeñved ( Yn 10,11-15)

755 - “ An Iliz eo an dachenn-labour, park Doue (1 Kor 3,9). Er park-se e kresk an olivezenngozh ma voe ar batriarked ar wrizienn santel anezhi, hag enni e vez graet hag e vo graet an adunvani-digezh etre Yuzevien ha Jentiled. (Rm 11,13-26). Plantet e oa bet gant ar Gwiniegour neñvel evel ur winienn dibabet (Iz 5,1-7). Ar winienn wirion eo ar C’hrist : Eñ eo a ro buhez ha frouezhusted d’arskourroù ez omp-ni :dre an Iliz e chomomp ennañ ha n’hellomp ober netra heptañ(Yn 15,1-5)

756 - “ Alies-tre ivez e vez lavaret an Iliz savadur Doue (1 Kor 3,9). An Aotrou e-unan enem ra heñvel ouzh ar maen distaolet gant ar saverien ha deuet da vezañ “maen-uhel ar c’horn” (Mzh21,42..Ob 4,11; 1 P 2,7; S 118,22). War an diazez-mañ eo savet an Iliz gant an ebestel (1 Kor 3,11),ha digantañ e tegemer startijenn ha kenstagusted. Ar savadur-se a zo paramantet a anvadurioù lies-seurt : ti Doue (1 Tm 3,15), e-lec’h ma chom e diegezh, annez Doue er Spered ( Ef 2,19-22), chomadurDoue e-touez an dud ( Disk 21,3) , ha dreist-holl an templ santel, taolennet gant santualioù-maen, a zo danvez a veuleudi a-berzh an Tadoù santel ha lakaet heñvel gant gwir abeg el liturgiezh ouzh arGêr santel, ar Jeruzalem nevez.. Emaomp enni end-eeun war an douar evel mein bev oc’h antren er savadur (1 P 2,5). Ar Gêr santel-se a zo gwelet gant Yann o tiskenn eus an neñv eus kichen Doue,

d’aneur ma vo nevesaet ar bed, prest evel ur gefriza fichet evit he gwaz (Disk 21,1-2)”

757 - “ An Iliz a zo galvet c’hoazh ‘ Jeruzalem eus krec’h’ ha ‘hor mamm’ (Ga 4,26 Disk 12,17)diskrivet eo evel pried dinamm an Oan dinamm (Disk 19,7;21,2.9.; 22,17) en deus ar C’hrist karet,

hag en em roet eviti a-benn he santelaat (Ef 5,25-26), en deus kevredet ganti dre un emglev dirannadus, hana baouez ket d’he magañ ha d’ober war he zro ( Ef 5,29)

II. Orin, diazezadur ha kefridiezh an Iliz

758 - Evit imbourc’h mister an Iliz ez eo mat da gentañ prederiañ war he orin emennad an Dreinded Santel-meurbet ha war he sevenidigezh a-nebeudoù en istor.

Ur mennad ganet e kalon an Tad.

759 - “ An Tad peurbadel en deus krouet an hollved dre un diviz dieub a-grennha kevrinus eus e furnez hag e vadelezh. Divizet en deus sevel an dud da vezañ unanetouzh e vuhez douevel”, ma c’halv dezhi an holl dud en e Vab :” An holl re a gred er C’hrist,an Tad a fell dezhañ o gervel da stummañ an Iliz Santel.” An “tiegezh Doue-”se a savhag a vez kaset da benn a-nebeudoù e-kerz prantadoù an istor denel, hervez diarbennoùan Tad :an Iliz end-eeun a zo bet”rakskeudennet abaoe penn-kentañ ar bed; prientet estlammus eo bet en istor pobl Israel hag en Emglev Kozh; savet eo bet erziwezh en am-zerioù-mañ diwezhañ; diskouezet eo a-drugarez d’ar Spered Santel skuilhet hag e dibenn ar c’hantvedoù e

vo peurc’hraet er c’hloar.”(LG)

40

An Iliz - rakskeudennet adal derou ar bed

760 - “ Ar bed a voe krouet a-wel d’an Iliz”, a lavare kristenien an amzerioù kentañ (Hermas) Doue en deus krouet ar bed a-wel d’ar gumuniezh ouzh e vuhez

douevel, kumuniezh a vez sevenet dre “dec’halvedigezh” an dud er C’hrist, hag an “dec’halvedigezh-se” eo an Iliz. An Iliz eo peurvarradur pep tra , hag an troidelladoùpoanius o-unan, evel lamm an aeled ha pec’hed an den, ne voent aotreet gant Douenemet evel digarez hag araez evit displegañ holl nerzh e vrec’h, holl vuzul ar garanteza felle dezhañ reiñ d’ar bed :

Evel m’eo youl Doue un oberiadur ha m’eo anvet ar bed, evel-se e vennad eo silvidi-gezh an dud hag anvet eo an Iliz (S Klemañs Alek.)

An Iliz - prientet en Emglev Kozh

761 - Bodadeg Pobl Doue a grog d’ar pred ma tistruj ar pec’hed kumuniezhan dud gant Doue hag hini an dud kenetrezo. Bodadeg an Iliz eo(koulz lâret) ersav Doue ouzh ar rouestl degaset gant ar pec’hed.An adunvanidigezh-se a vez sevenete kuzh e-kreiz an holl bobloù :”E kement broad a zo ez eo deuet mat gant Doue anneb en deus doujañs outañ hag a ra diouzh ar reizhded “ (Ob 10,35).

762 - An aozadur a-bell eus bodadeg Pobl Doue a grog gant galvidigezhAbraham, a bromet Doue dezhañ e teuio da vezañ tad ur bobl vras (Gn 12,2; 15,5-6)An aozadur tostañ a grog gant dilennadenn Israel evel Pobl Doue (Erm 19,5-6: Adl 7,6). Gant e zilennadenn e tle Israel bezañ arouez ar vodadeg da zont eus anholl vroadoù (Uz 2,2-5; Mi 4,1-4) Met ar brofeded a damall endeo da Israel bezañtorret an emglev ha da vezañ en em renet evel ur c’hast (Os 1; Iz 1,2-4; Yr 2, h.a.)Kemenn a reont un Emglev nevez ha peurbadus (Yr 31,31-34; Iz 55,3) “An EmglevNevez-se, ar C’hrist en deus hen diazezet” (LG).

An Iliz - diazezet gant ar C’hrist Jezuz

763 - D’ar Mab eo kas da benn, e leunder an amzerioù, raktres a silvidigezh

e Dad :sed aze abeg e “gefridiezh”. “ An Aotrou Jezuz en deus diazezet derou e Ilizen ur brezeg ar c’heloù eurus, donedigezh Rouantelezh Doue prometet er Skriturioùabaoe kantvedoù” (LG). Evit seveniñ youl an Tad, e kentrad ar C’hrist Rouantelezhan neñvoù war an douar. An Iliz “eo Ren ar C’hrist bezant endeo en doare kevrinus”

764 - “ Ae Eouantelezh-se a splann ouzh daoulagad an dud er Gomz, en

oberoù hag e bezañs ar C’hrist”. Degemer komz Jezuz, eo “degemer ar Rouantelezhhec’h-unan”. Egin ha derou ar Rouantelezh eo“an tropellad bihan” (Lk 22,32) eusar re eo deuet Jezuz da c’hervel en-dro dezhañ hag ez eo Eñ e-unan ar pastor anezho.( Mzh 10,16; 26,31; Yn 10,1-21). Ober a reont familh wirion Jezuz (Mzh 12,49).D’ar re en deus evel-se bodet en-dro dezhañ en deus kelennet un doare nevez daoberiañ, met ivez ur bedenn dezho o-unan (Mzh 5,6).

765 - An Aotrou Jezuz en deus roet d’e gumuniezh ur frammadur a bado betekpeurvarradur ar Rouantelezh. Da gentañ emañ an dibab eus an Daouzeg gant Pêr en o fenn.(Mk 3,14-15). O skeudennañ daouzek meuriad Israel (Mzh 19n28; Lk 22,30), ez intmein-diazez ar Jeruzalem nevez (Disk 21,12-14). An Daouzeg (Mk 6,7) hag an diskibledall (Lk 10,1-2) o deus perzh e kefridiezh ar C’hrist, en e c’halloud, met ivez en e donkad(Mzh 10,25; Yn 15,20). Dre an holl oberiadoù-se e prient hag e sav ar C’hrist e Iliz.

766 - An Iliz avat a zo ganet peurgetket eus donezon hollek ar C’hrist evit hor

41

silvidigezh, ragarvezet e savidigezh an Eukaristiezh ha sevenet war ar Groaz “ Derou hakreskidigezh an Iliz a zo aroueziet gant ar gwad hag an dour o tont eus kostez digor arC’hrist kroazstaget” ( LG). Rak “eus kostez ar C’hrist kousket war ar Groaz eo ganetsakramant estlammus an Iliz a-bezh”.Evel m’eo bet furmet Eva eus kostez Adam kousket, evel-se eo bet

ganet an Iliz eus kalon treuzet ar C’hrist marvet war ar Groaz.”

An Iliz - diskouezet gant ar Spered Santel

767 - “Ur wech kaset da benn an oberenn roet d’ar C’hrist gant an Tad da seveniñwar an douar, e voe kaset ar Spered Santel, da zeiz ar Pantekost, evit santelaat an Iliz epep mare”. Neuze eo en em ziskouezas an Iliz dirak an engroez hag e krogas skignadur anAviel dre ar prezegerezh. Dre maz eo “ “dec’halvedigezh” an holl dud d’ar silvidigezh, an Iliz a zo, dre

he natur hec’h-unan, misionerez kaset gant ar C’hrist d’an holl vroadoù evit ober anezho diskibien (Mzh 28,19-20).

768 - Evit kas da benn he c’hefridiezh ez eo an Iliz pourvezet ha renet gant ar SperedSantel a bep seurt donezonoù urzhazek ha karismoù. Dre-se an Iliz, pourvezet gant done-zonoù he diazezer hag aketus da virout gant fealded e gemennoù a garantez, a izelegezh haga emroüsted, a resev kefridiezh da gemenn Rouantelezh ar C’hrist ha Doue, ha d’he sevelen holl vroadoù : hi eo an egin hag an derou eus ar rouantelezh-se war an douar (LG)

An Iliz - peurc’hraet er c’hloar

769 - “ An Iliz n’he devo he feurvarradur nemet e gloar an neñv”, gant distro gloriusar C’hrist. Betek an deiz-se, “an Iliz a gerzh en he firc’hirinded a-dreuz heskinadurioù ar bed ha frealzidigezhioù Doue” (S. Eosten)Er bed-mañ e oar emañ en harlu, pell eus an Aotrou (2 Kor 5,6; LG), hag e hiraezh da zonedigezh leun ar Rouantelezh, “d’an eur ma vo unanet ouzh he Roue er c’hloar”. Peurvarradur an Iliz, ha drezi hini ar bed, er c’hloar, ne c’hoarvezo ket hep amprouennoù bras. Neuze hepken “an holl dud just abaoe Adam, abaoe Abel ar just betek an dilennad diwezhañ en em gavo bodet en Iliz hollvedel e-kichen an Tad” (LG)

III. Mister an Iliz

770 - An Iliz a zo en istor, met a-us dezhañ war un dro. Gant “daoulagad ar feiz”hepken e c’heller gwelout en he gwirionded welus ur wirionded speredel war un dro, dou-gerez a vuhez douevel.

(…)1389 - An Iliz a ra un dever d’ar fideled “da gemer perzh, d’ar sulioù ha d’ar goue-

lioù, el liturgiezh doueel” ha da resev, ur wech er bloaz da nebeutañ, an Eukaristiezh, e-padan amzer-Bask, diouzh ma c’hellont, prientet dre sakramant an Adunvanidigezh. Met erbediñ start a ra an Iliz ar fideled da resev an Eukaristiezh santel d’ar sulioù ha d’ar gouelioù, pe aliesoc’h c’hoazh, bemdez zoken.

1390 - A-drugarez da vezañs sakramantel ar C’hrist dindan pep hini eus ar spesoù,

ar gomunion da spes ar bara hepken a aotren resev frouezh ar c’hras a-bezh eus an Eukaristiezh. Evit abegoù paskourel, an doare-se da gomuniañ a zo en em ziazezet ez-reizh-

wiriek evel an hini boazetañ el lid latin. “ Ar gomunion santel a seven klokoc’h he stumm-arouez pa vez graet dindan an daou spes. Rak, er stumm-se, arouez ar banvez eukaristiela vez lakaet splannoc’h er sklerijenn”. Ar stumm boas eo da gomuniañ el lidoù reterel.

Frouezh ar gomunion

42

1391 - Ar gomunion a gresk hon unaniezh ouzh ar C’hrist. Resev an Eukaristiezher gomunion a zoug evel frouezh pennañ an unaniezh don ouzh ar C’hrist Jezuz. An Aotroua lavar end-eeun : “An hini a zebr va C’horf hag a ev va Gwad a chom ennon ha me ennañ”(Yn 6,56). Ar vuhez er C’hrist a gav he diazez er banvez eukaristiel :” Evel m’en deus va Zad hag a zo

bev, va c’haset, hag evel ma vevan dre an Tad, evel-se an neb am debr a vevo, eñ ivez drezon-me” (Yn 6,57) :

E gouelioù an Aotrou, pa resev ar fideled Korf ar Mab, ec’h embannont an eil d’egile ar C’heloù-Mat ez eo roet arrezioù ar vuhez, evel pa lavar an ael da Vari a Vagdala : “ Ar C’hrist a zo dasor-c’het” Setu m’eo roet bremañ ivez ar vuhez hag an dasorc’h d’an hini a resev ar C’hrist.

1392 - Ar pezh a ra ar boued danvezel en hor buhez korfel, a vez sevenet gant argomunion en un doare bamus en hor buhez speredel. Ar gomunion da Gorf ar C’hrist dasor-c’het,”buhezekaet dre ar Spered Santel ha buhezekaus”, a vir, a gresk hag a nevesa buhezar c’hras resevet er Vadeziant. Ar greskadurezh-se eus ar vuhez kristen he deus ezhommda vezañ maget dre ar gomunion eukaristiel, bara hor pirc’hirinded betek pred ar marv, e-lec’h ma vo roet deomp evel bara-beaj (viaticum)

1393 - Ar gomunion hon disrann diouzh ar pec’hed. Korf ar C’hrist, a resevomper gomunion, a zo “roet evidomp”, hag ar Gwad a evomp a zo “skuilhet evit an engroez dabardoniñ ar pec’hedoù”. Setu perak ne c’hell ket an Eukaristiezh hon unaniñ ouzh ar C’hristhep hor glanaat war un dro eus ar pec’hedoù graet hag hon diwall diouzh ar pec’hedoù da zont :

“Bep gwech m’hen resevomp, e kemennomp marv an Aotrou” (1 Kor 11,26). Ma kemennompmarv an Aotrou, e kemennomp pardon ar pec’hedoù. Bewech ma vez skuilhet e Wad, mar bezskuilhet evit pardon ar pec’hedoù, e tlean e resev dalc’hmat, ma pardono dalc’hmat va fec’hedoù.Me hag a bec’h dalc’hmat, am eus da gaout dalc’hmat ur remed. (S. Ambrozius)

1394 - Evel ma servij ar boued korfel da wellaat koll an nerzhioù, an Eukaristiezh

a greñva ar garantez o tizeriañ er vuhez pemdeziek; hag ar garantez buhezekaet-se a ziverkar pec’hedoù veniel. (Sened Trid.) Ouzh en em reiñ deomp, ar C’hrist a atiz hor c’harantezhag hor rent barrek da derriñ ar c’harantezioù direizh d’ar grouadurien ha d’hor gwriziennañennañ-Eñ :

(…)An eskibien urzhiet reizhveliek, d.l.e. a zo e lignez an hiliadur abostolel, a ro en

doare talvoudus an tri derez eus sakramant an Urzh.

VI. Piv a c’hell resev sakramant an Urzh ?

1577 - “Ur gwaz hepken (vir) , badezet, a resev entalvoudek an urzhiadursakr.” An Aotrou Jezuz en deus dibabet gwazed (viri) evit furmiñ strollad an daouzekabostol (Mk 3,14-19; Lk 6,12-16), hag an ebestel o deus graet hevelep tra p’o deusdibabet ar genlabourerien ( 1 Tm 3,1-13; 2 Tm 1,6; Tt 1,5-9) a gemerfe o lerc’h en o c’harg (S.

Klemans Roma). Kembod an eskibien, ma’z eo unanet ar veleien outo ervelegiezh, a rent bezant hag a gevora strollad an Daouzeg betek distro ar C’hrist.. AnIliz en em gedanav dalc’het dre an dibab-se eus an Aotrou e-unan. Setu perak n’eo ket gallus

urzhiadur ar maouezed.

1578 - Nep den n’en deus ur gwir da resev sakramant an Urzh. Den ebet,end-eeun, ne gemer evitañ e-unan ar garg-se; galvet e vezer enni gant Doue (He 5,4).An hini a soñj kedanaout ar sinoù eus galv Doue d’ar ministrerezh urzhiet, a zle dis-kleriañ e c’hoant gant izelegezh da aotrouniezh an Iliz : dezhi eo an atebegezh hagar gwir da c’hervel unan bennak da resev an urzhioù. Evel an holl c’hrasoù, ar sakra-

43

mant-se ne c’hell bezañ degemeret nemet evel un donezon dizellezet.

1579 - An holl vinistred urzhiet en Iliz latin, e diavaez d’an diagoned-pad, a vez dibabet ez-reizh e-touez ar wazed krederien o vevañ dizimez hag o deus aryoul da chom dizimez “ a-wel da Rouantelezh an neñvoù” (Mzh 19,12). Galvetda ‘n em ouestlañ a-grenn d’an Aotrou ha d’e aferioù (1 Kor 7,32), en em roontholl da Zoue ha d’an dud. An dizimezded a zo un arouez eus ar vuhez nevez m’eogouestlet ministr an Iliz d’he servijiñ; resevet a galon laouen, e kemenn en doaresplann Rouantelezh Doue.

1580 - En Ilizoù ar Reter, abaoe kantvedoù, ez eus ur reoliadur disheñvel :an eskibien a vez dibabet hepken e-touez an dud dizimez, ha gwazed dimezet ac’hell bezañ urzhiet diagoned ha beleien. Ar pleustr-se a zo sellet evel reizhwiriek abaoe pell-

amzer; embreg a ra ar veleien-se ur ministrerezh frouezhus e-touez oc’humuniezhoù. A-hend-all, dizimezded ar veleien a zo enoret-tre en Ilizoù ar Reter ha niverus eo

ar veleien o deus he dibabet a-youl-gaer evit Rouantelezh Doue. ErReter evel er C’hornog, an hini en deus resevet sakramant an Urzh n’hell kendimeziñ

VII. Efedoù sakramant an Urzh

An azon diziverkus

1581 -Ar sakramant-se a rent heñvel ouzh ar C’hrist dre ur c’hras goubarzhel eus ar Spered Santel, a-wel da servijiñ evel benveg ar C’hrist evit e Iliz. Dre an urzhiadur

1880 - Ur gevredigezh a zo un hollad nouezioù liammet ent-organek dre urbennaenn a unanded dreist da bep unan anezho. Bodadeg gwelus ha speredel war un dro, ur gevredigezh a zo padus en amzer : dastum a ra an tremened hag aozañ an da-zont. Drezi ez eo pep den graet “hêr”, e resev “chemoù” a binvidika e bivelezh hag en deus da ziorren ar frouezh anezho (Lk 19,13. 15). Gant gwir abeg e tle pep unanen em reiñ d’ar c’humuniezhoù en deus perzh enno ha dougen bri d’an aotrouniezhoùo deus karg eus ar mad kumun.

1881 - Pep kumuniezh en em dermen dre he fal hag a sent eta ouzh reolen-

noù dibar, met an “nouez-den eo, hag a zle bezañ, ar bennaenn, an dangorenn hagar pal eus an holl ensavadurioù kevredigezhel”.

1882 - Darn eus ar c’hevredigezhioù, evel an tiegezh hag ar geoded, a zoo klotañ eeunoc’h ouzh natur mab-den. Andiouerus int dezhi. Evit aesaat perzhiaduran niver brasañ er vuhez kevredigezhel, dav eo broudañ krouidigezh kevredigezhioùhag ensavadurioù “gant palioù ekonomikel, sevenadurel, kevredigezhel, sportel, di-duellus, micherel, politikel, ken e diabarzh ar c’humuniezhoù politikel, ken war al live bedel. Ar “c’hevredikadur”-se a ziskleir ivez an doug naturel a vroud an dud da gevrediñ a-

wel da dizhout amkanoù en tu-hont d’ar galloudezhioù hiniennel. Diorrena ra perzhioù an hiniden, e-keñver dreist-holl e skiant eus an intrudu hag eus anatebegezh. Sikour a ra da warantiñ e wirioù.

1883 - Ar c’hevredikadur a ziskouez ivez dañjerioù.Un emellerezh kaset re bell gant ar Stad a c’hell gwallvec’hiañ ar frankiz hag an intrudu personel. Kelen-nadurezh an Iliz he deus danzeet ar bennaenn anvet amsavelezh. Hervezi “ ur gevre-digezh a urzh uheloc’h n’he deus ket da emellout e buhez diabarzh ur gevredigezha urzh izeloc’h en ur lemel diganti he barregezhioù, met kentoc’h reiñ skoazell dezhidiouzh ret hag he harpañ da genurzhiañ hec’h oberoù gant re an elfennoù all eus argevredigezh a-wel d’ar mad kumun.

44

1884 - Doue n’eo ket bet fellet dezhañ mirout evitañ e-unan an embreg eus an holl c’halloudoù.Da bep krouadur e ro ar c’hefridioù ez eo gouest da seveniñ,hervez galloudezhioù e natur dezhañ e-unan.An doare-se da c’houarn a zo da vezañheulhiet er vuhez kevredigezhel. Emzalc’h Doue e gouarnamant ar bed, hag a destenikement a vriegezh evit ar frankiz denel, a zlefe awenañ furnez ar re a ren ar c’humu-niezhoù denel. Da ‘n em ziskouez o deus evel ministred ar ragevezh doueel.

1885 - Pennaenn an amsavelezh a zo enebet ouzh an holl stummoù eus argengladelezh. Merkañ a ra bevennoù da emell ar Stad. Klask a ra kendoniañ andarempredoù etre an hiniennoù hag ar c’hevredigezhioù. Tennañ a ra da ziazezañun urzh etrevroadel gwirion

II . Ar ganttroidigezh hag ar gevredigezh

1886 - Ar gevredigezh a zo diziouerus evit kas da benn galvedigezh mab-den.Evit tizhout ar pal-se ez eo dav doujañ da urzhaz reizh an talvoudoù en ur lakaat ar

(…)1989 - Kentañ oberenn eus gras ar Spered Santel eo ar ganttroidigezh a ra

ar reizhidigezh hervez kemenn Jezuz e penn-kentañ an Aviel :” Ho pet keuz d’ho pec’hedoù, rak tost emañ Rouantelezh an neñvoù” (Mzh 4,17). Dindan lusk ar c’hrase tro an den ouzh Doue hag e tistro diouzh ar pec’hed, o tegemer evel-se ar pardonhag ar reizhder eus an neñv. “ Ar reizhidigezh ez eus enni eta an distaol eus ar pec’he-doù, ar santeladur hag an nevezadur eus an den diabarzh” (Sened Trid.)

1990 - Ar reizhidigezh a zistag an den diouzh ar pec’hed a zo a-enep dagarantez Doue hag a c’hlana e galon. Ar reizhidigezh a zeu da heul an intrudu eus tru-garez Doue o kinnig ar pardon. Adunvaniñ a ra an den gant Doue. Dieubiñ a ra eussklaverezh ar pec’hed ha pareañ.

1991 - Ar reizhidigezh a zo war un dro an degemer eus reizhder Doue dre ar feiz e Jezuz Krist.Ar reizhder a ziskouez amañ eeunded ar garantez doueel. Gantar reizhidigezh, ar feiz, an esperañs hag ar garantez a vez skuilhet en hor c’halonoù,hag ar sentidigezh ouzh youl Doue a vez grataet deomp.

1992 - Ar reizhidigezh a zo bet meritet evidomp dre basion ar C’hrist en emginniget war ar Groaz da ostiv bev, santel ha plijus da Zoue, ha maz eo deuet e wadbenveg a zic’haou evit pec’hedoù an holl dud. Ar reizhidigezh a vez grataet dre ar Vadeziant, sakramant ar feiz. Hon lakaat a ra kenstumm ouzh reizhder Doue hag hor rent just en

diabarzh dre c’halloud e drugarez. He fal eo Gloar Doue hag ar C’hrist, ha donezon ar vuhez peurbadus (Sened Trid.) :

Bremañ, hep al lezenn, reizhder Doue en deus en em ziskouezet, testeniet dre al Lezennhag ar Brofeded, reizhder Doue dre ar feiz e Jezuz Krfist,evit an holl re a gred, - rak n’eusket a ziforc’h : an holl o deus pec’het hag a vank dezho Gloar Doue - hag an holl eo drezonezon e vezont lakaet reizh gant e c’hras dre nerzh an dasprenidigezh-se hon eus erC’hrist Jezuz; Eñ hag a zo bet diazezet gant Doue evel galloud a bardon dre ar feiz en ewad. Evel-se, Doue a felle dezhañ diskouez e reizhder en ur lezel digastiz ar pec’hedoùgraet gwechall en amzer e basianted, hag ivez diskouez e reizhder en amzer a-vremañ,en doare da vezañ kavet reizh ha mammenn a reizhder evit an neb a gred e Jezuz .(Rm 3,21-26)

1993 - Ar reizhidigezh a ziazez ar c’henlabour etre gras Doue ha frankiz an den. En em ziskleriañ a ra eus tu an den dre asant ar feiz da Gomz Doue ouzh e bediñd’ar ganttroidigezh, hag e kenober ar garantez gant lusk ar Spered Santel ouzh e rak-kemenn hag ouzh e ziwall :

45

Pa douch Doue kalon an den dre sklaeriadur ar Spered Santel, n’emañ ket an den lezoberen ur resev an awenadur-se, a c’hell disteurel a-hend-all; ha koulskoude, hep gras Doue,n’hell ket kennebeut en em zougen dre e youl frank e-unan etrezek ar reizhder dirazañ.( Sened Trid.)

1994 - Ar reizhidigezh a zo an oberenn wellañ eus karantez Doue diskouezet

er C’hrist Jezuz ha grataet gant ar Spered Santel.S. Eosten a wel e “reizhidigezh an den difeiz un oberenn vrasoc’h eget krouidigezh an neñv hag an douar”, rak “ an neñvhag an douar a dremeno, e-lec’h ar silvidigezh ha reizhidigezh an dilennidi a bado”Sellout a ra zoken reizhidigezh ar bec’herien dreist da grouidigezh an aeled er reizh-der dre ma ro testeni eus un drugarez vrasoc’h.

1995 - Ar Spered Santel eo ar Mestr diabarzh.O lakaat da c’henel an “den diabarzh” (Rm 7,22; Ef 3,16), ar reizhidigezh a empleg ar santeladur eus ar boud a-bezh :

Evel m’hoc’h eus profet gwechall hoc’h izili da sklavourien d’an hudurniezh ha d’an dizurzhevit mont d’an dirollerezh, profit anezho bremañ d’ar reizhder evit kaout santelezh....Bremañavat deuet d’ar frankiz eus dalc’h ar pec’hed hag en em lakaet da sklaved da Zoue, e tougitfrouezh ar santelezh, a zo ar fin anezhi ar vuhez peurbadus (Rm 6,19.22)

II . Ar c’hras

1996 - Hor reizhidigezh a zeu eus gras Doue. Ar c’hras eo ar vadelezh, ar skoa-zell c’hradus roet deomp gant Doue evit respont d’e c’halvadenn : dont da vezañ bugaleDoue (Yn 1,12-18), mibien advabet (Rm 8,14-17), perzhidi en natur doueel (2 P 1, 3-4),er vuhez peurbadus (Yn 17, 3).

1997 - Ar c’hras a zo ur perzhiadur e buhez Doue, hon degas a ra e-barzh donderbuhez an Dreinded; dre ar Vadeziant en deus ar c’hristen perzh e gras ar C’hrist, Penn eus eGorf. Evel ur “mab advabet” e c’hell hiviziken envel Doue “Tad”, a unan gant ar Mab unga-net. Resev a ra buhez ar Spered a c’hwezh ennañ ar garantez hag a stumm an Iliz.

1998 - Ar galv-se d’ar vuhez peurbadus a zo dreistnaturel. E dalc’h intrudu gradusDoue emañ a-grenn, rak Eñ hepken a c’hell en em ziskuliañ hag en em reiñ e-unan. Dreistemañ da c’halloudezhioù ar poell ha da nerzhioù ar youl denel, evel eus pep krouadur (1 Kor 2,7-9)

1999 - Gras ar C’hrist eo an donezon gradus a ra Doue deomp eus e vuhez glec’hietgant ar Spered Santel en hon ene evit e bareañ diouzh ar pec’hed hag e santelaat. Ar c’hrassantelaat eo pe doueelaat, resevet er Vadeziant. Ar vammenn eo ennomp eus oberenn arsanteladur (Yn 4,14; 7,38-39) :

A neb a zo er C’hrist a zo ur c’hrouadur nevez; an traoù kozh a zo tremenet, setu m’eo deuetnevez pep tra. Ha kement-se holl a zeu eus Doue, Eñ hag en deus hon adunvanet gantañ erC’hrist (2 Kor 5,17-18)

2000 - Ar c’hras santelaat a zo un donezon boas, un tuadur stabil ha dreistnaturelo peurwellaat an ene e-unan evit e rentañ barrek da vevañ gant Doue, da oberiañ dre egarantez. Diforc’h a vo graet etre ar c’hras voaziek, tuadur padus da vevañ ha d’oberiañhervez galvedigezh Doue, hag ar grasoù erouezel a verk an emelloù doueel en orin arganttroidigezh pe e-kerz an oberenn a santeladur.

2001 - Prientadur an den da zegemer ar c’hras a zo endeo un oberenn eus ar c’hras.

Homañ a zo diziouerus evit enaouiñ ha souten hor c’henlabour d’ar reizhidigezh dre ar feizha d’ar santeladur dre ar garantez. Doue a gas da benn ennomp ar pezh en deus deraouet,

46

“rak kregiñ a ra en doare ma vennomp dre e obererezh : Echuiñ a ra, en ur genoberiañ ganthor mennadoù kanttroet endeo” (S. Eosten) :

A dra sur e labouromp, ni ivez, met ne reomp nemet labourat gant Doue oc’h oberiañ. Rak edrugarez he deus hon diaraoget , deomp da vezañ pareet, rak hon heuilh a ra c’hoazhdeomp ur wech pareet , da vezañ buhezekaet ; hon diaraogiñ a ra, deomp da vezañgalvet, hon heuilh a ra, deomp da vezañ klodusaet; hon diaraogiñ a ra, deomp da vevañhervez an deoliezh, hon heuilh a ra, deomp da vevañ da viken gant Doue, rak heptañn’hellomp ober netra (S. Eosten).

2002 - Intrudu frank Doue a c’houlenn respont frank an den, rak Doue en deus krouet an den diouzh e skeudenn en ur reiñ dezhañ, gant ar frankiz, ar galloudd’E anaout ha d’E garout. An ene ne zeu nemet gant frankiz e-barzh ar gumuniezh agarantez. Doue a douch dihanterat hag a lusk war-eeun kalon an den. Lakaet en deusen den un hiraezh d’ar wirionez ha d’ar mad a c’hell, Eñ hepken, gwalc’hañ. Prome-saoù ar “vuhez peurbadus” a respont, en tu-hont da bep esperañs, d’an hiraezh-se :

Mar hoc’h eus-c’hwi, e termen hoc’h oberoù mat-tre, diskuizhet d’ar seizhvet deiz, ez eoevit lavarout deomp en a-raok, dre vouezh ho levr, e tiskuizhfemp ni ivez ennoc’h, esabad ar vuhez peurbadus, e termen hon oberoù a “zo mat-tre” dre m’eo c’hwi eo hoc’heus o roet deomp (S. Eosten)

2003 - Ar c’hras a zo da gentañ ha dreist pep tra donezon ar Spered ouzh honreizhañ hag hor santelaat. Met er c’hras ez eus ivez an donezonoù a ro deomp ar Spe-red evit hor c’hevrediñ ouzh e oberenn, evit hor rentañ gouest da genoberiañ da silvi-digezh ar re all ha da greskidigezh Korf ar C’hrist, an Iliz. Sed ar grasoù sakramantelan donezonoù goubarzhel da bep sakramant. Setu c’hoazh ar grasoù ispisial anvetivez karismoù hervez ar ger gresianek implijet gant S. Paol, hag a dalvez grad-vat, donezon gradus, madober (LG). Daoust pehini eo o azon, dreistordinal a-wechoù, evel donezon ar burzhudoù pe ar yezhoù, ar c’harismoù a zo urzhiet d’ar c’hras san-telaat, hag o deus da bal mad kumun an Iliz : emaint e servij ar garantez a sav an Iliz ( 1 Kor 12)

2004 - E-touez ar grasoù ispisial, dereat eo ober meneg eus ar grasoù-stadhag a zeu gant embreg an atebegezhioù eus ar vuhez kristen hag eus ar ministrerezh-ioù e-barzh an Iliz :

Disheñvel eo an donezonoù hon eus resevet hervez ar c’hras a zo bet roet deomp :maz eo ar brofediezh, en em renomp diouzh reolenn ar feiz; maz eo ar ministrerezh, ravo evit servijout; maz eo ar c’helenn, kelennomp; maz eo ar reiñ-kuzul, kuzuliompar re all; mar hon eus da rannañ an aluzen, ra vo a galon frank ha leal; mar hon eusda ren, bezomp evezhiek; mar hon eus da’n em reiñ d’an oberoù a drugarez, diskouezomp

levenez (Rm 12,6-8).

2005 - O vezañ m’eo eus an urzh dreistnaturel, n’emañ ket ar c’hras dindanhor skiant-prenet, ha n’hell bezañ anavezet nemet dre ar feiz. N’hellomp ket etakemer sol war hor santadoù pe war hon oberoù evit dezren anezho e vefemp reishaetha salvet (Sened Trid.) Koulskoude, hervez komz an Aotrou :”Diouzh o frouezh ec’hanavezot anezho” (Mzh 7,20), o verzout madoberoù Doue en hor buhez hag e buhezar sent, hon eus ar gwarant emañ ar c’hras oc’h oberiañ ennomp hag ouzh hon atizañd’ur feiz bepred brasoc’h ha d’un emzalc’h a baourentez fizius.

Kavet e vez unan eus kaerañ skouerenn eus an emzac’h-se e respont Stez Janed Arkd’ur goulenn-pej eus he barnerien-Iliz :”Goulennataet hag-eñ en em gav e gras Doue

(…) nadurezh, divezel zoken, ma n’hell ket gwirionezioù salvus ar feiz bezañ hepto miret,

47

displeget pe heuliet.

2036 - Beli ar Magistrerezh en em astenn ivez war gemennoù spesadel allezenn naturel, rak o miridigezh, goulennet gant ar C’hrouer, a zo ret evit ar silvi-digezh. O tegas soñj eus gourc’hemennoù al lezenn naturel, ec’h embreg Magistrerezhan Iliz ul lodenn amplegadus eus he c’hefridi brofedel da gemenn d’an dud ar pezh ez int e gwirionez ha da gounañ dezho ar pezh o deus da vezañ dirak Doue.

2037 - Lezenn Doue fiziet en Iliz a vez kelennet d’ar fideled evel hent a vuhez hag a wirionez. Ar fideled o deus eta ar gwir da vezañ kelennet gant ar gourc’hemen-noù doueel salvus a c’hlana ar varnedigezh hag a bare, gant ar c’hras, skiant an dengloazet. An dever o deus da heuilh ar bonreizhoù hag an devedoù douget gant aotrou-niezh reizhwiriek an Iliz. Maz int kenurzhiek zoken, ar reoliadurioù-se a c’houlenn arsentidigezh er garantez.

2038 - En oberenn a gelennadurezh hag a arvererezh eus an divez kristen he deus ezhomm an Iliz eus emroüsted ar bastored, eus skiant an deologourien, eus kenoberan holl gristenien hag an dud a youl vat. Ar feiz ha pleustrerezh an Aviel a zegas da bephini skiant-pren ar vuhez “hervez ar C’hrist”, a ro dezhañ sklerijenn ha galloud da brizañar beziadoù doueel ha denel hervez Spered Doue (1 Kor 2,10-15). E-giz-se e c’hellar Spered Santel ober gant ar re uvelañ evit sklaeriañ ar ouizien hag ar re uhelañ endellezegezh.

2039 - Ar ministrerezhioù o deus da vezañ embreget gant ur spered a servij breurelhag a c’hred en Iliz en anv an Aotrou (Rm 12, 8.11). War an hevelep tro e tle koustiañspep hini diwall, en he barn divezel war he aktoù personel, da ‘n em serriñ en ur sell-boenthiniennel. Eus he gwellañ he deus da ‘n em zigeriñ d’ar sell-boent eus mad an holl,evel m’en em ziskleir el lezenn divezel, naturel ha diskuliet, ha da heul e lezenn an Iliz hag e kelennadurezh aotrouniel ar Magistrerezh diwar-benn ar c’hudennoù divezel. N’eo ket dereat enebiñ ar goustiañs hiniennel hag ar skiant-poell ouzh ar lezenn divezel pe ouzh Magistrerezh an Iliz.

2040 - Evel-se e c’hell en em ziorren e-touez ar gristenien ur spered-mab gwirion e-keñver an Iliz. Ar bleuniadur reizhek eo eus gras ar Vadeziant he deus hor ganet e kalonan Iliz ha graet ac’hanomp izili eus Korf ar C’hrist. Gant he damant a vamm, e ro deomp anIliz trugarez Doue hag a zo trec’h d’hon holl bec’hedoù hag a labour dreist-holl e sakramantan Adunvanidigezh. Evel ur vamm ragevezhiek, darnaouiñ a ra deomp ivez, deiz-ha-deiz, en he liturgiezh, magadur ar Gomz hag Eukaristiezh an Aotrou.

II . Gourc’hemennoù an Iliz

2041 - Gourc’hemennoù an Iliz a gemer o lec’h el linenn-se eus ur vuhezdivezel liammet ouzh ar vuhez liturgiek ha maget ganti. An azon rediek eus al lezennoù soliadel-se dezvet gant an aotrouniezhoù pastorel en deus da bal gwarantiñ d’ar fideledar pep retañ er spered a bedenn hag er striv divezel, e kreskañs ar garantez evit Douehag an nesañ :

(…)Ar shabat a zo bet graet evit an den, ha nann an den evit ar shabat;en doare maz eo Mab-an-Den mestr zoken war ar shabat (Mk 2,27-28)

I . Deiz ar shabat

2168 - An trede gourc’hemenn eus an Deklavar a gouna santelezh ar shabat :“ Ar seizhvet deiz a zo ur shabat : un diskuizh anterin kensakret d’an Aotrou” (Erm

48

31,15).

2169 - Ar Skritur a ra aze eñvoradur eus ar grouidigezh :”E c’hwec’h devezh en devoa graet an Aotrou an neñvoù hag an douar, hag ar mor ha kement tra a zo

enno, hag en devoa diskuizhet d’ar seizhvet deiz. Setu perak en deus benniget an Aotrou deiz ar shabat hag e santelaet” (Erm 20,11).

2170 - Ar Skritur a ziskouez c’hoazh e deiz an Aotrou un eñvoradur eus

dieubidigezh Israel eus sklaverezh an Ejipt. : “Soñj az po ez out bet sklav e bro-Ejipt hag en deus an Aotrou da dennet alehont gant un dorn kreñv hag ur vrec’hastennet. Setu perak en deus an Aotrou da Zoue gourc’hemennet dit mirout devezhar shabat” (Adl 5,15).

2171 - Doue en deus fiziet da Israel ar shabat evit hen mirout e sin a emglevdidorrus (Erm31,16). Ar shabat a zo evit an Aotrou, miret en doare santel da veuliñDoue, e oberenn a grouidigezh hag e oberoù a silvidigezh evit Israel.

2172 - Oberiantiz Doue a zo skouer oberiantiz mab-den. Mar en deus Doue “adkemeret anal” d’ar seizhvet deiz (Erm 31,17), e tle an den ivez “ehanañ” ha lezel

ar re all, ar beorien pergen, da “adkemer anal” (Erm 23,12). Ar shabat a ra paouezal labourioù pemdeziek hag a ro un distag. Un deiz a enebadur eo ouzh sklaverezhioùan trevell hag ouzh kehelerezh an arc’hant (Ne 13,15-22; 2 Kron 36,21)

2173 - An Aviel a ra meneg eus darvoudoù niverus e-lec’h ma vez tamalletda Jezuz terriñ lezenn ar shabat. Met morse ne vank Jezuz da santelezh an deiz-se.(Mk 1,21; Yn 9, 16). Gant truez e kemer Jezuz aotre “d’ober vad deiz ar shabate-lec’h ober droug, da salviñ ur vuhez kentoc’h eget he lazhañ” (Mk 3,4). Ar shabateo deiz Aotrou an trugarezioù hag enor Doue (Mzh 12,5; Yn 7,23). “Mab-an-Dena zo mestr war ar shabat”(Mk 2,28).

II . Deiz an Aotrou

Sed an deiz en deus graet an Aotrou : tridomp ennañ ha bezomp laouen (S 118,24)

Deiz an dasorc’hidigezh : ar grouidigezh nevez

2174 - Jezuz a zo dasorc’het a-douez ar re varv, “deiz kentañ ar sizhun” (Mzh 28,1; Mk 16,2; Lk 24,1; Yn 20,1). Evel “deiz kentañ”, deiz Dasorc’hidigezh ar C’hrist

(…)An aotrouniezhoù politikel, a-wel d’ar mad kumun o deus e karg, a c’hell isurzhiañembregerezh ar gwir da enbroañ dre amplegadoù gwirel liesseurt dreist-holl dre an doujañsdleet gant an enbroidi d’ar vro a ro degemer dezho. An enbroad en deus da zoujañ gant anaoudegezh-vat ar glad danvezel ha speredel ar vro hen degemer, da sentiñ ouzh he lezennoùha da genoberiañ d’he c’hargoù.

2242 - Ar c’heodedour a zo rediet en e goustiañs da chom hep heuilh kemennoù anaotrouniezhoù trevourel pa vez kontrol ar c’hemennoù-se da bezh a c’houlenn an urzh divezel, da wirioù-diazez an nouezioù pe da gelennadurezhioù an Aviel. An nac’h-sentiñd’an aotrouniezhoù trevourel, pa vez kontrol o urzhioù da re ar goustiañs eeun, a gav ereizhabegadur en diforc’h etre servij Doue ha servij ar gumuniezh bolitikel. “Rentit daGaezar ar pezh a zo da Gaezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue” (Mzh 22,21). “Sentiñe tleer ouzh Doue kentoc’h eget ouzh an dud” (Ob 5,29) :

An aotrouniezh foran, en ur vont pelloc’h eget he c’hembeli, ma wask ar geodediz, ne nac’hoket ar re-mañ ar pezh a c’houlenn evit ar mad kumun. Aotreet eo dezho koulskoude difenn o

49

gwirioù ha re o c’hengeodediz enep gwallimplij ar galloud, en ur zoujañ ar bevennoù merketgant al lezenn naturel ha gant lezenn an Aviel (GS).

2243 - An harzerezh da waskerezh ar galloud politikel ne gemero ket an armoù

ent-reizhwiriek, nemet pa ‘n em gav a-gevret an amplegadoù da heul :1 - pa vez freuzet grevus ha padus ar gwirioù-diazez;2 -goude ma vez bet klasket-mat an holl araezioù all;3 - hep degas dizurzhioù gwashoc’h;4 - pa vez esper gwirion d’ober tro-vat;5 - ha ma vez dic’hallus rakwelout ent-poellek diskoulmoù gwelloc’h.

Ar gumuniezh bolitikel hag an Iliz

2244 - Pep ensavadur a vez awenet, tamm-pe-damm gant ur gwel eus an den hag e donkadur ma tenn anezhañ an daveoù eus e varnedigezh, eus urzhaz e dalvoudoù, eus ereolenn a vuhezegezh. An darnvuiañ eus ar c’hevredigezhioù o deus daveet o ensavadurioùhervez un dreistelezh bennak eus an den war an traoù. Ar relijion diskuliet hepken he deuskedanavet ent-sklaer en Doue, Krouer ha Dasprener, orin ha finvez an den. An Iliz a bedar galloudoù politikel da zaveiñ o barnadennoù hag o disentezioù d’an awenerezh-se eusar wirionez war Doue ha war an den :

Ar c’hevredigezhioù dianav dezho an awenerezh-se pe a nac’hont en anv o emrenerezh e-keñverDoue , a zo degaset da glask enno o-unan pe da c’houlenn digant un ideologiezh o daveoùhag o finvez, ha, pa nac’hont e vefe difennet un dezverk ergorel eus ar mad hag an droug, ekemeront evito o-unan war an den hag e donkadur ur galloud hollveliek, diskleriet pe damguzh,evel m’eo diskouezet gant an istor..

2245 - An Iliz, en abeg d’he c’harg ha d’he c’hembeli, n’emañ ket da vezañ drouk-vesket e nep stumm gant ar gumuniezh bolitikel, met a zo war un dro arouez ha gwarant anazon trehontel eus an nouez-den.” An Iliz a zouj hag a drelusk ar frankiz politikel hag atebe-gezh ar geodediz (GS).

2246 - Kefridiezh an Iliz eo “dougen ur varnedigezh divezel, zoken en danvezioù

(…)garantez hag a sikour diorreadur ur frankiz wirion.En enep, kement akt a gemerfeda bal pe da araez lakaat dic’hallus an engehenterezh pe a-raok an ober priedelpe ennañ e-unan pe en e heuliad naturel, a zo fall drezañ e-unan. (HV)

Ouzh an ober a ziskouez donezon naturel hag hollel ar priedoù kenetrezo,ez eo enebet an hilastaladur gant e choaz enebiñ e-lec’h n’eus ken meneg d’en emreiñ a-grenn an eil d’egile. N’eo ken neuze nac’h reiñ digor d’ar vuhez, met ur falsadureus gwirionded don ar garantez priedel hag a zo galvet da vezañ un donezon eus annouez anterin. An diforc’h denoniel ha divezel-se etre an hilastaliñ hag an ober diouzhar mareadou difrouezh a empleg daou veizadur eus an nouez hag ar revelezh deneldizireadus an eil e-keñver egile.

2371 - A-hend-all, ra ouvezo mat an holl n’eo ket bevennet buhez mab-dennag ar garg d’he zreuzkas gant dremmwelioù ar bed-mañ, ha ne gavont ennañ nag ogwir vuzul nag o ster leun, met o deus dalc’hmat da vezañ daveet ouzh finvez peur-badus an dud (GS)

Ar Stad a zo atebek eus mad ar geodediz. Dre gement-se ez eo reizhwir eviti emelloutd’ober war-dro ar boblañsegezh .Hen ober a c’hell dre hent ur c’helaouadur ergorel ha doujus, met nann dre un hent aotrouniezhel ha rediezhel. N’hell ket kemer al lec’h eusintrudu ar priedoù, kentañ atebeien an engehenterezh hag an desaverezh eus o bugale.N’eo ket aotreet da harpañ an araezioù da reolennañ ar boblañs kontrol d’an divezelezh

50

Donezon ar bugel

2373 - Ar Skritur Sakr ha pleustrerezh hengounel an Iliz a wel en tiegezhioùniverus un arouez eus bennozh Doue hag eus largentez ar gerent (GS ).

2374 - Bras eo gouzañvder ar c’houbladoù p’en em gavont difrouezh. “Petraa c’hellfes reiñ din ?” a c’houlenn Abraham digant Doue. “Emaon hep bugale...” (Gn15,2) “Ro din mibien, mar ne roez ket, e varvin” eme Rac’hel d’he gwaz Yakob (Gn30,1).

2375 - An imbourc’hioù a glask bihanaat an difrouezhusted denel a zo dagennerzhañ, gant ma vezint lakaet “e servij mab-den, e wirioù diaralladus, e vad gwirion hag anterin, hervez raktres ha youl Doue” (Donum vitae).

2376 - Ar c’halvezerezhioù a zegas da zigevreadur ar c’herentiezhoù, gant emellerezhun den a-ziavaez d’ar c’houblad (donezon sper pe ovosit,prest-mammoù) a zo dizonest grevus.Ar c’halvezerezhioù-se ( roidigezh-had hag ar frouezhusaat artifikel dizunc’henezh) a ra gaou ouzhgwir ar bugel da c’henel gant un tad hag ur vamm anavezet gantañ ha liammet etrezo dre arbriedelezh. Treitouriñ a reont “ar gwir nemetañ da zont da vezañ tad ha mamm an eil dre egile”

2377 - Embreget er c’houblad, ar c’halvezerezhioù-se (roidigezh-had hag ar frouezhusaat artifikel hevelep genezh) ne d-int ket marteze ken noazus, met chom a reont dizegemeradus entdivezel. Digevrediñ a reont an akt revel diouzh an akt engehenter. An akt a ziazez bezoud ar bugeln’eo ken an akt e-lec’h m’en em ro div nouez an eil d’eben, lakaat a ra ar vuhez ha pivelezh aneginell etre galloud ar vezeged hag ar vevonielourien, ha staliañ a ra mestroniezh ar galvezoniezhwar orin ha finvez an nouez-den. Ur vestroniezh evel-se a zo drezi hec’h-unan kontrol d’ar vri-egezh ha d’an ingalded o deus da vezañ kumun d’ar gerent ha d’ar vugale (Donum vitae). Anan engehentadur a zo dilamet digantañ e feurvadelezh dezhañ pa ne vez ket mennet evel frouezh

(…)

2455 -Al lezenn divezel a zifenn an aktoù a gas, dre varc’hataerezh pe hollelou-riezh, da sklavañ boudoù denel, d’o frenañ pe d’o gwerzhañ ha d’o eskemmevel marc’hadourezh.

2456 - An aotrouniezh roet gant ar C’hrouer war an danvezioù meinek, plantekpe loenek eus ar bed ne c’hell ket bezañ disrannet diouzh an doujañs d’an en-dalc’hioù divezel hag e-keñver ar rummadoù da zont.

2457 - Al loened a zo fiziet e mererezh an den en deus da gaout madelezh evito.gallout a reont servijañ da ezhommoù reizhek mab-den.

2458 - An Iliz a zoug ur varn war an danvez armerzhel ha kevredel pa vez gou-lennet gant gwirioù-diazez an nouez pe gant silvidigezh an eneoù. Kemer a rapreder gant mad kumun hag amzeriat an dud, dre maz int urzhiatet d’ar Peurvad,hor finvez diwezhel.

2459 - An den a zo e-unan an oberer, ar greizenn hag ar pal eus an holl vuhezarmerzhel ha kevredel. Ar pik uhelañ eus ar gudenn gevredel eo e teufe d’anholl ar madoù krouet gant Doue evit an holl, hervez ar yonez ha gant skoazellar garantez.

2460 - Talvoudegezh pennañ al labour a zo e dalc’h an den e-unan, a zo an aozer hag an davitadour eus al labour. Gant e labour en deus perzh an den en oberenn ar grouidigezh. A-unan gant ar C’hrist e c’hell bezañ dasprener.

51

2461 - An diorreadur gwirion eo hini an den anterin.Kont ez eus da lakaat dagreskiñ galloudegezh pep nouez da respont d’he c’halvidigezh, da c’halv Doue eta.

2462 - An aluzen graet d’ar beorien a zo un testeni eus ar garantez vreurel : un embreg eo ivez eus ar yonez a blij da Zoue.

2463 - En engroez an nouezioù-den hep bara, hep toenn, hep lec’h, penaos menelhep kedanaout Lazar, ar paour naoniek eus ar barabolenn ?(Lk 17,19-31). Penaoschom hep klevout Jezuz : “Din-me kennebeut n’hoc’h eus ket hen graet”? (Mzh 25,45)

++++++++++++++++++++++++++++++++++++++++++++++++++++++++++

R A N N 8An eizhvet gourc’hemenn

Na zougi ket enep da nesañ a falstesteni (Erm 20,16)Lavaret eo bet d’hon tud kozh : Na dorri ket da le, met seveniñ a ri e-keñver an Aotroual leoù az po graet (Mzh 5,33)

2464 -An eizhvet gourc’hemenn a zifenn treuzwiskañ ar wirionez en darem-predoù gant an nesañ. Ar c’hemenn-se a zever eus galvidigezh ar bobl santel da vezañtest da Zoue, Eñ hag a zo hag a c’houlenn ar wirionez. Ar mankoù d’ar wirionez a ziskouez, dre gomz pe dre ober, an nac’h d’en em ouestlañ d’an eeunded divezel : difealded a-grenn ez int da Zoue, ha dre-se e tanfoeltront diazezoù an emglev.

I . Bevañ er wirionez

2465 - An Testamant Kozh a lavar :Doue eo mammenn an holl wirionez. E gomz a zo gwirionez (Krl 8,7; 2 S 7,28). E Lezenn a zo gwirionez (S 119,142). “A rummad da rummad, ho kwirionez” (S 119,90; Lk 1,50) Peogwir ez eo Douean hini “Gwirion” (Rm 3,4), izili e Bobl a zo galvet da vevañ er wirionez.

2466 - E Jezuz Krist eo bet en em ziskouezet an holl wirionez. “Leun a c’hrashag a wirionez” (Yn 1,14). Eñ eo “sklerijenn ar bed” (Yn 8,12). En eo ar wirionez (S 119,30). “Kement hini a gred ennañ ne chom ket en deñvalijenn (Yn 12,46). Diskibl Jezuz “a chom en e gomz” evit anaout “ar wirionez a ro ar frankiz” (Yn 8,32)hag a santela (Yn 14,6). Mont da heul Jezuz eo bevañ hervez “ar Spered a wirionez(Yn 14,7) a gas an Tad en e anv (Yn 17,17) hag a ren d’ar “wirionez a-bezh” (Yn 16,13). Kelenn a ra Jezuz d’e ziskibled ar garantez diamplegad eus ar wirionez :”Ra vezoho komz ‘ya’, mar d-eo ya, ‘nann’ mar d’eo nann” (Mzh 5,37).

2467 - Mab-den en em zoug dre natur etrezek ar wirionez. Endalc’het eo

d’hec’h enoriñ ha d’he zesteniañ :”Hervez o briegezh, an holl dud, dre maz int noue-zioù, .....a zo poulzet dre o natur hec’h-unan, hag endalc’het, dre rediezh divezel, daimbourc’h ar wirionez, an hini a sell ar relijion da gentañ. Endalc’het int ivez daentuañ d’ar wirionez adalek m’o deus hec’h anavezet ha da reizhañ o buhez a-bezhhervez darvennadoù ar wirionez” (Yn 14,26).

2468 - Ar wirionez, evel reizhenn an ober hag ar gomz denel, he deus da anvgwirionded, eeunded pe didro. Ar wirionez pe ar wirionded eo vertuz an hini en emziskouez gwirion en e oberoù hag a lavar ar wirionez en e gomzoù, ouzh en emziwall diouzh an dislealded, ar gorvigell hag ar pilpouzerezh.

2469 - “ An dud ne c’hellfent ket bevañ a-gevret mar n’o dije ket fiziañs

52

an eil en egile, d.l.e.mar ne ziskleirfent ket ar wirionez an eil d’egile”. Ar vertuz awirionez a ro e wir d’an nesañ. Ar wirionded a vir ar c’hendere reizh etre ar pezh a zo da vezañ diskleriet hag ar pezh a zo da chom kuzhet : emplegañ a ra an onestizhag an evezhiegezh. E-keñver yonez “un den a zle diskleriañ gant onestiz ar wirionezd’e nesañ” (S. Tomaz Akw.)

2470 - Diskibl ar C’hrist a asant “bevañ er wirionez”, d.l.e. en eeunded urvuhez kenstumm ouzh skouer an Aotrou hag o chom en e wirionez “Mar lavaromphon eus kumuniezh gantañ ha ma valeomp en deñvalijenn, e lavaromp gevier, rak nereomp ket ar wirionez” (1 Yn 1,6).

(…)2484 - Grevusted ar gaou a vez muzuliet hervez natur ar wirionez distreset, hervez

an degouezhioù, mennadoù an hini a lavar gaou, an noazoù gouzañvet gant ar re a zo bettromplet. Mar ne ra ar gaou, drezañ e-unan, nemet ur pec’hed veniel, e teu da vezañ marvelpa noaz grevus ouzh ar vertuzioù a yonez hag a garantez.

2485 - Ar gaou a zo da damall en e natur.Disakrañ a ra ar gomz hag he deus ar Gefridi reiñ d’ar re all ar wirionez anavezet. Ar c’hoant mennet da dromplañ an nesañ dre gomzoù enep

ar wirionez a zo ur vankadenn d’ar yonez ha d’ar garantez. Kablusoc’h eo c’hoazh pa riskl ar mennad da douellañ kaout heuliadoù noazus evit ar re a zo distroet diwar ar wirionez

2486 - Ar gaou (rak gwallañ a ra ar vertuz a wirionded), a zo ur gwall-ober e-keñveran nesañ. E dizhout a ra en e c’halloud da anaout hag a zo un amplegad eus pep barn hag eus pep disentez. Ennañ en em gav pep egin a zisranniezh etre ar speredoù hag eus an holl zrougoù a sav diwarni. Ar gaou a zo gwall-noazus e-keñver pep kevredigezh; diskar a ra arfiziañs etre an dud ha rogañ a ra gwiad an darempredoù kevredel.

2487 - Kement gwall graet e-keñver ar yonez hag ar wirionez a c’houlenn dever andic’haou, zoken pa vez bet pardonet an oberer. Pa n’heller ket digoll ur gaou ez-foran, emañ da vezañ graet e-kuzh; mar n’hell an hini a zo bet graet gaou outañ bezañ digollet war-eeun, e vez dav digoll anezhañ ent-divezel en anv ar garantez. An dever-se da zigoll a sellivez an drougoù graet e-keñver brud-vat an hentez. An dic’haou, divezel pe danvezel, a zoda vezañ muzuliet diouzh ment ar c’hloaz a zo bet graet. Rediañ a ra ar goustiañs.

IV . An doujañs d’ar wirionez

2488 - Ar gwir da resev ar wirionez n’eo ket dreistbonn. Pep hini en deus dagenstummañ e vuhez ouzh ar c’hemenn avielel a garantez vreurel. Goulenn a ra, er savia-doù fetis, gwelout ha dereat eo pe nann diskuliañ ar wirionez d’an hini a zo o c’houlenn.

2489 - Ar garantez hag an doujañs d’ar wirionez a zle merkañ ar respont da gement

goulenn da vezañ kelaouet pe roet.Mad ha surentez an nesañ, an doujañs d’ar vuhezprevez, ar mad kumun a zo abegoù a-walc’h evit tevel ar pezh n’eo ket da vezañ anavet, pe evit implij un doare-lavar evezhiek. An dever da dec’hout diouzh an droukskouer ac’houlenn alies un evezhiegezh strizh. Nikun n’eo endalc’het da ziskuliañ ar wirionez daneb n’en deus ket ar gwir d’hec’h anaout (SirC27,16; Krl 25, 9-10)

2490 - Sekred sakramant an adunvanidigezh a zo un dra sakr ha n’hell bezañfreuzet e nep feson :” Ar sekred sakramantel a zo didorrus; setu perak ez eo difennet-krennd’ar c’hofesour gwerzhañ e nep doare ur penedour, dre gomzoù pe a-hend-all, hag evitn’eus forzh peseurt abeg a vefe”

2491 - Ar sekredoù micherel -dalc’het da skouer gant tud politikel, milourel, mezegel, barnerien - pe emfiziadoù graet dindan siell ar sekred, o deus da vezañ miret, anez

53

en amveziadoù nemedennek, e-lec’h ma tlefe miridigezh ar sekred ober gaou grevus-tre hadidec’hus d’an hini en deus e fiziet pe d’un all.. Mar n’int ket zoken noazus d’an nesañ ,

(…)da geleier faos evit dornata ar c’hedveno dre ar stlenn. An emelloù-se n’o devo ket da noazout ouzhfrankiz an hiniennoù hag ar strolladoù.

2499 - An divezelezh a flatr gouli ar stadoù hollveliek a vez o farlotiñ en doare kammreizhar wirionez, oc’h embreg dre ar yoc’hstlenn ul levezon bolitikel war ar c’hedveno, o “tornata” an Damalisque hag an testoù er prosezoù foran, hag o soñjal gwarantiñ o mac’homerezh en ur yevañ hag en ur sparlañ kement tra a sellont evel gwariadurioù ar menozioù.

VI . Gwirionez, kened hag arz sakr

2500 - Pleustrerezh ar mad a zo gantañ ur blijadur speredel gradus ha kened divezel.Evel-se e kaver er wirionez levenez ha splannder ar gened speredel. Ar wirionez a zo kaerdrezi hec’h-unan. Gwirionez ar gomz, displegadur poellek eus anaoudegezh ar beziad krouetha nann-krouet, a zo ret d’an den speredek, met ar wirionez a c’hell ivez kavout stummoùall da vezañ displeget gant mab-den, kenglokaus, dreist-holl pa vez meneg da zamziskouezar pezh a zo dilavarus enni, donderioù ar galon denel, dibradoù an ene, kevrin Doue.. Kentzoken en em ziskuliañ d’an den gant komzoù a wirionez, Doue en em ziskuilh dezhañ drelavarenn hollvedel ar grouadelezh, oberenn e Gomz, e furnez : urzh ha kensoniezh an alvez - a zizolo ar bugel hag ar skiantour - “dre veurdez ha kened ar c’hrouadurioù e vez, drezamheñvelded, arvestet ouzh o C’hrouer” (Fur 13,5, “rak Krouer ar gened eo en deus oc’hrouet (Fur 13,3).

Ar furnez a zo end-eeun un aezhenn eus galloud Doue, un deveradur glan eus klod an Holl-c’halloudeg; gant-se, netra saotret n’en em strink warni; rak un adsked eo eus ar sklerijennbeurbad, ur melezour eus oberiantiz Doue hag ur skeudenn eus e vadelezh (Fur 7,25-26).Rak kaeroc’h eo homañ eget an heol ha dreist an holl steredegi : keñveriet ouzh ar sklerijenn e vez

kavet da gentañ, rak honnezh a ro he lec’h d’an noz, met d’ar Furnez ne vez trec’h gwall ebet(Fur 7,29-30). Deuet on da vezañ karour he c’hened (Fur 8,2).

2501 - “Krouet diouzh skeudenn Doue” (Gn 1,26), an den a ziskleir ivez gwirioneze zarempred gant Doue krouer dre gaerder e oberoù arzel. An arz, end-eeun, a zo un doare-diskleriañ d’an den e-unan; en tu-hont da imbourc’h ar retvezioù buhezus hag a zo kumun d’an holl grouadurioù bev, an arz a zo ur binvidigezh diabarzh gradus ha dreistfonn eus ar boud denel. O

sevel diwar ur chem roet gant ar C’hrouer ha diwar labour an den e-unan, an arz a zo ur stumm a furnez pleustrek, oc’h unaniñ anaoudegezh ha chemet (Fur 7,17)evit reiñ furm da wirionez ur boud en ur yezh diraezus d’ar gweled pe d’ar c’hleved. An arzen deus evel-se un heñvelder bennak ennañ gant oberiantiz Doue er bed krouet, e kementha ma klask e awen e gwirionez ha karantez ar boudoù. Ket muioc’h eget en un obererezhdenel all, n’en deus an arz ennañ e-unan e finvez dizave, met urzhiatet eo hag uhelaet drefinvez diwezhel mab-den (Pius XII).

2502 - An arz sakr a vez gwirion ha kenedus pa vez o kenglotañ dre e stummgant e c’halvidigezh dezhañ e-unan : kounañ ha kanmeuliñ, er feiz hag en azeulidigezh, kevrin trehontus Doue,

kened dreist-uhel ha diwelus a wirionez hag a garantez, en em ziskouezet er C’hrist, “sked e splannder hag eilskeudenn e anien (He 1,3), “emañ o chom ennañ hag o kemer korf holl leunder an Doueelezh “(Kol 2,9), kened speredel dasskedet er Werc’hez Santel-meurbet Mamm da Zoue, en Aeled hag er Sent.. An arz sakr gwirion a zoug mab-den da azeuliñ, da bediñ ha da garout Doue Krouer ha Salver, Santel ha Santelaer.

2503 -Setu perak e tle an eskibien, drezo o-unan pe dre zilennidi, teurel evezh daziorren an arz sakr, kozh ha nevez, dindan e holl stummoù, ha da bellaat, gant an hevelep preder relijiel, diouzh al liderezh hag ar savadurioù ilizel, kement tra na vefe ket kenglot ouzh gwirionez ar feiz hag ouzh kened reizhwir an arz sakr.

54

BERR-HA-BERR

2504 -”Na zougi ket enep da nesañ a falstesteni” (Erm 20,16). Diskibienar C’hrist “o deus gwisket warno an den nevez krouet diouzh skeudennDoue er reizhder hag er santelezh hervez ar wirionez “(Ef 4,24)

2505 - Ar wirionez pe wirionded eo ar vertuz a dalvez d’en em ziskouezgwirion en e oberoù hag en e gomzoù, ouzh en em virout diouzh an disle-alded, an drevezerezh hag ar pilpouzerezh.

2506 - Ar c’hristen ne zle ket “ruziañ evit reiñ testeni d’an Aotrou” (2 Tm1,8) dre ober ha dre gomz. Ar verzherenti eo an testeni uhelañ rentet dawirionez ar feiz.

2507 - An doujañs da vrud ha da enor an nouezioù a zifenn kement emzalc’h pe gomz azrouklavar pe a zroukprezeg

2508 - Gevier a zo lavarout ar gaou gant ar mennad da dromplañ an nesañen deus ar gwir d’ar wirionez.

2509 - Ur pec’hed graet enep ar wirionez a c’houlenn an dic’haou.

2510 - Ar reolenn-aour a harp da ziverzout, er saviadoù fetis, ha dereat eo pe nann diskuliañ ar wirionez da neb a c’houlenn.

2511 - “Ar sekred sakramantel a zo didorrus”. Ar sekredoù micherel a zoda vezañ miret. An emfiziadoù noazus d’an nesañ n’o deus ket da vezañdiskuliet.

2512 - Ar gevredigezh he deus ar gwir d’ur c’helaouadur diazezet war arwirionez, ar frankiz, ar yonez. Dereat eo mirout kerreizhded ha reoliaduren implij eus an araezioù-kehentiñ kevredel.

2513 - An arzoù-kaer, met dreist-holl an arz sakr, a glask dre natur, taol-ennañ en ur stumm bennak kened divent Doue en oberoù denel, hag en emengouestlañ a reont muioc’h-a-se da greskiñ e veuleudi hag e c’hloar maklaskont hepken kenoberiañ diouzh o gwellañ da dreiñ eneoù an dudetrezek Doue.

*********************************************** R A N N 9 An navet gourc’hemenn

Ne c’hoantai ket ti da nesañ; ne c’hoantai ket gwreg da nesañ, nag e servijer, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na netra a gement en deus da nesañ (Erm 20,17)Nep piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant gwallc’hoantegezh, en deus graet avoultriezhganti en e galon (Mzh 5,28).

2514 - S. Yann a ziverz tri seurt a wallc’hoantegezh pe a zroukyoul : c’hoantegezhar c’horf, c’hoantegezh an daoulagad ha brasoni ar vuhez (1 Yn 2,16). Hervez an hengounel katolik, an navet gourc’hemenn a zifenn gwallc’hoantegezh ar c’horf; an dekveta zifenn c’hoantegezh madoù an hentez.

2515 - Hervez ar ster gwriziennek, ar wallc’hoantegezh a c’hell merkañ kement

55

stumm a c’hoant taer a zo en den.An deologiezh kristen he deus roet dezhi ar ster goubarzhela lusk eus ar c’hoant trivliadel oc’h enebiñ ouzh oberiadur ar skiant denel. An abostol S. Paol he lak peurheñvel ouzh an emsav a ren ar “c’horf” enep ar “spered” (Ga 5,16.17.24; Ef 2,3). Dont a ra eus disentidigezh ar pec’hed kentañ (Gn 3,11). Direizhañ a ra galloudezhioù divezel an den, hag hep bezañ ur pec’hed enni hec’h-unan, e toug an den da ober pec’hedoù.

2516 - En den, hag a zo ur boud kenaozet, spered ha korf, ez eus endeo un tennder

bennak, hag er c’horf hag er spered e c’hoarvez ur stourm bennak etre an dougoù. Met arstourm-se, evit gwir, a zo hêrezh ar pec’hed, un heuliad anezhañ, ha war un dro ur c’hadar- nadur

anezhañ. Ul lodenn eo eus skiant-prenet pemdeziek ar stourm speredel :

Evit an abostol, n’eus meneg ebet da zisprizout na da gondaoniñ ar c’horf hag a ra, gant an enesperedel, natur mab-den ha personelezh an hinienn; komz a ra, en enep, eus an oberoù pe an dougoù padus kentoc’h - vertuzioù ha sioù - mat pe fall ent-divezel, a zo anezho frouezh arsujidigezh (en degouezh kentañ) pe er c’hontrol frouezh an eneberezh (en eil degouezh) daobererezh salvus ar Spered Santel. Setu perak e skriv an abostol :”Mar hon eus buhez dre arSpered, bezomp renet ivez gant ar Spered” (Ga 5,25).

I . Glanidigezh ar galon

2517 - Ar galon eo sez an nouezelezh denel :”Eus ar galon e teu ar mennadoù fall,lazherezh, avoultriezh, gadaliezh,h.a.”(Mzh 15,19). Ar stourm enep ar c’hoantegezh korfela dremen dre c’hlanidigezh ar galon ha pleustrerezh ar gerreizhded :

En em zalc’h en eeunded, en dinammded, hag e vi evel ar vugaligoù ha n’anavezont ket androug distrujer eus buhez an dud (Hermas)

2518 - Ar c’hwec’hvet eürusted a ziskleir :”Evurus ar c’halonoù glan, rak gwelouta raint Doue”(Mzh 5,8). Ar “c’halonoù glan” eo ar re o deus lakaet da glotañ o skiant-poellhag o youl ouzh darvennadoù santelezh Doue, dreist-holl en tri domani : ar garantez (1 Tm 4, 3-9; 2 Tm

2,22), ar c’hlanded pe reizhder revel ( 1 Tes 4,7; Kol 3,5; Ef 4,19), karantez arwirionez ha reizhkredegezh ar feiz (Tt 1,15; 1 Tm 1,3-4; 2 Tm 2,23-26). Ul liamm a zo etreglanded ar galon, ar c’horf hag ar feiz :

Ne c’hoantai netra a gement a zo d’az nesañ (Erm 20,17). Ne c’hoantai nag e di, nage bark, nag e servijer pe e vatezh, nag e ejen pe e azen, netra a gement a zo dezhañ(Adl 5,21)E-lec’h emañ ho teñzor, eno ivez emañ ho kalon (Mzh 6,21).

(…)

2534 - An dekvet gourc’hemenn, a zaouhanter hag a beurleunia an navet, a zoug war an droukc’hoantegezh korfel.. Berzañ a ra ar c’hoant eus mad an hentez,

gwrizienn al laeroñsi, ar skraperezh hag ar gorvigell, difennet dre ar seizhvet gour-c’hemenn. “C’hoantegezh an daoulagad” (1 Yn 2,16) a gas d’ar feulster ha d’andireizhder, difennet dre ar pempvet gourc’hemenn (Mi 2,2). Ar c’hoantegezh a gav hec’h orin, evel ar c’hadaliezh, en idolouriezh difennet dre an tri gourc’hemenn ken-tañ eus al Lezenn (Fur 14,12). An dekvet gourc’hemenn a zoug war vennad ar galondiverrañ a ra, gant an navet, holl gourc’hemennoù al Lezenn.

I . Dizurzh ar c’hoantegezhioù

2535 - Ilboued ar santad hon doug da c’hoantaat an traoù plijus n’hon eusket. Evel-se e c’hoantaer debriñ pa vez naon, pe dommañ pa vez anoued. Ar c’hoan-toù-se a zo mat enno o-unan; met alies ne viront ket muzul ar poell hag hon dougena reont da c’hoantaat ent-direizh ar pezh n’eo ket deomp hag a zo, pe a zo dleet

56

d’an hentez.

2536 - An dekvet gourc’hemenn a zifenn ar youlegezh hag ar c’hoant da berc’hennañ hep muzul ar madoù douarel; difenn a ra ar c’hoantegezh direol savetdiwar an doug dreistreizh d’ar pinvidigezhioù ha d’o galloudegezh. Difenn a ra ivezar c’hoant d’ober un direizhder a c’hellfe noazout d’an nesañ en e vadoù douarel :

Pa lavar deomp al Lezenn :”Ne c’hoantai ket”, e lavar deomp, gant gerioù all, pellaathor c’hoantoù diouzh kement tra n’eo ket deomp. Rak ar sec’hed evit mad an nesañ a zo divuzul, divent ha morse gwalc’het, evel m’eo skrivet :”Ar pizhard n’en devezmorse arc’hant a-walc’h” (Sir 5,9).

2537 - N’eo ket terriñ ar gourc’hemenn-mañ c’hoantaat kaout traoù hag a zod’an nesañ, gant ma vez dre araezioù reizh. Ar c’hatekizadur hengounel a ziskleir gant gwirionded “ar re o deus ar muiañ da stourm enep o c’hoantegezhioù torfedus”hag ez eo dav eta “o fediñ ar muiañ da seveniñ ar gourc’hemenn” :

Ar varc’hadourien a c’hoanta an dienez pe kerteri ar marc’hadourezhioù , a-welgant keuz n’emaint ket o-unan o prenañ pe o werzhañ, pezh a rofe tu dezho da werzhañkeroc’h ha da brenañ izeloc’h priz; ar re o hetañ gwelout o c’hevezerien en dienez, a-wel

d’ober gounidoù, pe o werzhañ dezho pe o prenañ diganto.....; ar vezeged o c’hoantaatklañvourien; an dud a lezenn o c’houlenn kaozioù ha prosezoù pouezus ha niverus.....

2538 - An dekvet gourc’hemenn a c’houlenn groñs kas kuit an erez diouzhkalon mab-den. Pa fellas d’ar profed Natan broudañ ar morc’hed er roue David, ekontas dezhañ istor ar paour ha n’en devoa nemet un dañvadez a rae outi evel ouzhe verc’h hec’h-unan, hag ar pinvidig a c’hoantae, daoust da vostad e dropelloù, hiniar paour hag a zeuas da laerezh e zañvadez (2 Sam 12,1-4). An erez a c’hell kasd’ar gwasañ mestaolioù (Gn 4,3-7; 1 4 21, 1-29). Dre erez an diaoul eo antreet ar

2524 - Doareoù an elevez a c’hell bezañ disheñvel hervez ar sevenadur. Dre-holl, avat, e chomur raksantad eus ur vriegezh speredel a zo da vab-den e-unan. Genel a ra gant dihun ar goustiañs denel.Kelenn an elevez d’ar vugale ha d’ar grennarded a zo dihun d’an doujañs evit an nouez denel.

2525 - Ar c’hlanded kristen a c’houlenn glanidigezh an hinad kevredel. Goulenna ra digant an araezioù-kehentiñ kevredel ur c’helaouadur prederiet gant doujañs ha gou-zalc’h. Glanded ar galon a zieub eus an orgederezh hag a bella diouzh an arvestoù a harp arsellataerezh hag an touellerezh.

2526 - Ar pezh a zo anvet aotreadurezh ar vuhezegezh a zo soliet war ur meizerezh

fazius eus ar frankiz denel; homañ he deus ezhomm ,evit bezañ adeiladet ,d’en em lezel davezañ desavet en a-raok dre al lezenn divezel. Dereat eo goulenn digant atebeien an desave-rezh reiñ d’ar yaouankiz ur gelennadurezh doujus d’ar wirionez, da berzhioù-mat ar galon ha da vriegezh divezel ha speredel mab-den.

2527 - Keloù-mat ar C’hrist a nevesa diastal buhez ha sevenadur an den kouezhet : stourm ha pellaat a ra ar fazioù hag an drougoù a zeu diwar hoaladur padus ar pec’hed. Ne baouez ket da

c’hlanaat ha da sevel buhezegezh ar pobloù. Dre ar pinvidigezhioù eus an nec’h e frouezhusa evel eus an diabarzh ar perzhioù speredel hag an donezonoù a zo da

bep pobl ha da bep oad. O c’hreñvaat a ra, o feurwellaat hag o adkempenn er C’hrist.

BERR-HA-BERR2528 - “Nep piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant gwallc’hoantegezh, en deusgraet avoultriezh ganti en e galon” (Mzh 5,28).

2529 - An navet gourc’hemenn a laka war evezh ouzh ar wallc’hoantegezh pean droukyoul korfel.

57

2530 - Ar stourm enep ar wallc’hoantegezh korfel a dremen dre c’hlanidigezhar galon ha pleustrerezh ar gerreizhded.

2531 - Glanded ar galon a ray deomp gwelout Doue : ober a ra deomp adalbremañ gwelout pep tra hervez Doue.

2532 - Glanidigezh ar galon a c’houlenn ar bedenn, pleustrerezh ar c’hlanded,ha glanded ar mennout hag ar sellout.

2533 - Glanded ar galon a c’houlenn an elevez, hag a zo habaskted, dilorc’hentezha gouzalc’h. An elevez a ziwall an don-donañ eus an nouez.

****************************************************R A N N 10 An dekvet gourc’hemenn

2534 - An dekvet gourc’hemenn, a zaouhanter hag a beurleunia an navet, a zoug war an droukc’hoantegezh korfel.. Berzañ a ra ar c’hoant eus mad an hentez,

gwrizienn al laeroñsi, ar skraperezh hag ar gorvigell, difennet dre ar seizhvet gour-c’hemenn. “C’hoantegezh an daoulagad” (1 Yn 2,16) a gas d’ar feulster ha d’andireizhder, difennet dre ar pempvet gourc’hemenn (Mi 2,2). Ar c’hoantegezh a gav hec’h orin, evel ar c’hadaliezh, en idolouriezh difennet dre an tri gourc’hemenn ken-tañ eus al Lezenn (Fur 14,12). An dekvet gourc’hemenn a zoug war vennad ar galondiverrañ a ra, gant an navet, holl gourc’hemennoù al Lezenn.

I . Dizurzh ar c’hoantegezhioù

2535 - Ilboued ar santad hon doug da c’hoantaat an traoù plijus n’hon eusket. Evel-se e c’hoantaer debriñ pa vez naon, pe dommañ pa vez anoued. Ar c’hoan-toù-se a zo mat enno o-unan; met alies ne viront ket muzul ar poell hag hon dougena reont da c’hoantaat ent-direizh ar pezh n’eo ket deomp hag a zo, pe a zo dleet d’an hentez.

2536 - An dekvet gourc’hemenn a zifenn ar youlegezh hag ar c’hoant da berc’hennañ hep muzul ar madoù douarel; difenn a ra ar c’hoantegezh direol savetdiwar an doug dreistreizh d’ar pinvidigezhioù ha d’o galloudegezh. Difenn a ra ivezar c’hoant d’ober un direizhder a c’hellfe noazout d’an nesañ en e vadoù douarel :

Pa lavar deomp al Lezenn :”Ne c’hoantai ket”, e lavar deomp, gant gerioù all, pellaathor c’hoantoù diouzh kement tra n’eo ket deomp. Rak ar sec’hed evit mad an nesañ a zo divuzul, divent ha morse gwalc’het, evel m’eo skrivet :”Ar pizhard n’en devezmorse arc’hant a-walc’h” (Sir 5,9).

2537 - N’eo ket terriñ ar gourc’hemenn-mañ c’hoantaat kaout traoù hag a zod’an nesañ, gant ma vez dre araezioù reizh. Ar c’hatekizadur hengounel a ziskleir gant gwirionded “ar re o deus ar muiañ da stourm enep o c’hoantegezhioù torfedus”hag ez eo dav eta “o fediñ ar muiañ da seveniñ ar gourc’hemenn” :

Ar varc’hadourien a c’hoanta an dienez pe kerteri ar marc’hadourezhioù , a-welgant keuz n’emaint ket o-unan o prenañ pe o werzhañ, pezh a rofe tu dezho da werzhañkeroc’h ha da brenañ izeloc’h priz; ar re o hetañ gwelout o c’hevezerien en dienez, a-weld’ober gounidoù, pe o werzhañ dezho pe o prenañ diganto.....; ar vezeged o c’hoantaatklañvourien; an dud a lezenn o c’houlenn kaozioù ha prosezoù pouezus ha niverus.....

58

2538 - An dekvet gourc’hemenn a c’houlenn groñs kas kuit an erez diouzhkalon mab-den. Pa fellas d’ar profed Natan broudañ ar morc’hed er roue David, ekontas dezhañ istor ar paour ha n’en devoa nemet un dañvadez a rae outi evel ouzhe verc’h hec’h-unan, hag ar pinvidig a c’hoantae, daoust da vostad e dropelloù, hiniar paour hag a zeuas da laerezh e zañvadez (2 Sam 12,1-4). An erez a c’hell kasd’ar gwasañ mestaolioù (Gn 4,3-7; 1 4 21, 1-29). Dre erez an diaoul eo antreet ar

(…)

2544 - Jezuz a gemenn d’e ziskibled e garout dreist pep tra ha dreist d’an hollhag e kinnig dezho dilezel o holl vadoù (Lk 14,33) evitañ-Eñ hag an Aviel (Mk 8,35).Nebeut amzer a-raok e basion, en deus roet da skouer dezho an intañvez paour eusJeruzalem hag he deus roet eus he dienez kement he devoa evit bevañ (Lk 21,4).Argourc’hemenn da ‘n em zistagañ eus ar pinvidigezhioù a zo endalc’hus evit antren eRouantelezh an neñvoù.

2545 - Holl fideled ar C’hrist o deus da reizhañ evel dleet o c’harantezioùevit na vezint ket distroet diouzh kenderc’hel war hent peurvadelezh ar garantez, en ur ober implij eus traoù ar bed hag o stagañ ouzh ar pinvidigezhioù kontrol da spereda baourentez an Aviel (LG).

2546 - “Eürus ar re baour a galon” (Mzh 5,3). An eürustedoù a ziskleir un urzh a levenez hag a c’hras, a gened hag a beoc’h. Jezuz a veul levenez ar beorienn ez eo endeo dezho ar Rouantelezh (Lk 6,20) :

Ar Verb a anv “paourentez er spered” izelegezh youlel ur spered denel hag e emzinac’h;hag an abostol a ro deomp da skouer paourentez Doue pa lavar :”En em c’hraet eo paourevidomp” (2 Kor 8,9)

2547 - An Aotrou a huanad war ar re binvidik dre ma kavont o frealzidigezh

e puilhentez ar madoù (Lk 6,24). “ Al lorc’heg a glask ar galloud douarel, e-lec’h arpaour er spered a glask Rouantelezh an Neñvoù “ (S. Eosten). An dilez da Ragevezhan Tad eus an neñv a zieub eus enkrez an deiz war-lerc’h (Mzh 6,25-34). Ar fiziañsen Doue a brient da eürusted ar beorien : gwelout a raint Doue.

IV .”Fellout a ra din gwelout Doue” 2548 - Ar c’hoant eus an eurvad gwirion a zistag an den diouzh al liamm

divuzul evit madoù ar bed-mañ, a-wel da vezañ sevenet e gweledigezh hag eürustedDoue.”Ar bromesa da welout Doue a zo dreist da bep eürusted. Er Skritur, gwelouta zo kaout; an neb a wel Doue en deus bet an holl vadoù a c’heller meizout. (S. Gre-gor Nisa)

2549 - Chom a ra gant ar bobl santel da stourm, gant gras an nec’h, evitobten ar madoù prometet gant Doue. Evit kaout ha gwelout Doue, fideled ar C’hrista gastiz o c’hoantegezhioù hag e trec’hont, gant gras Doue, war hoaladurioù ar blija-durezh hag ar c’halloudegezh.

2550 - War hent ar beurvadelezh-se, ar Spered hag ar Pried a c’halv ar rea glev (Disk 22,17)d’an unvaniezh beurvat gant Doue :

Eno e vo ar c’hloar wirion; den ebet ne vezo meulet eno dre fazi pe dre lubanerezh; anenorioù gwirion ne vint ket nac’het d’ar re a zo dellezek, na roet d’ar re n’o meritont ket;nep hini dizellezek ne vezo o c’houlenn, e-lec’h ne vo degemeret nemet ar re a zo

59

dellezek. Eno e reno ar peoc’h gwirion, e-lec’h ne vo enebiezh ebet, eus hor perzh pe a-berzh ar re all. Doue e-unan a vo gopr ar vertuz, Eñ hag en deus roet ar vertuz hagen em brometet e-unan dezhi evel ar garedon gwellañ hag ar brasañ a c’hellfe bezañ :

(…)

KEVRENN GENTAÑ

Ar bedenn er vuhez kristen

2558 - “Bras eo mister ar feiz.” An Iliz hen embann e Simbol an ebestel (lodenn gentañ) hag hen lidañ a ra el liderezh sakramantel (eil lodenn), evit ma vobuhez ar fideled kenstummet ouzh ar C’hrist er Spered Santel da c’hloar Doue anTad (teirvet lodenn). Ar mister-se a c’houlenn eta gant ar fideled krediñ ennañ, e lidañ ha bevañ anezhañ dre un darempred bev ha personel gant an Doue bev hagwirion. An darempred-se eo ar bedenn.

========================================================

Petra eo ar bedenn ?

Ar bedenn evidon a zo ul lusk eus ar galon, ur sell eeun etrezek an neñv, ur c’harmadennanaoudegezh vat a garantez e-kreiz an amprou evel e-kreiz al levenez (Stez Tereza arMabig Jezuz)

Ar bedenn evel donezon Doue

2559 - “Ar bedenn eo gorreadur an ene etrezek Doue pe ar goulenn digantañeus ar madoù dereat. “(S. Yann Damas). A belec’h e komzomp en ur bediñ ? Eus uhelder hol lorc’hentez hag hor youl deomp-ni hon-unan, pe eus “an donderioù” (S 130,14) gant ur galon izel ha glac’haret ?. An izelegezh eo an diazez eus ar bedenn. “N’ouzomp ket petra goulenn evit pediñ evel dleet” (Rm 8,26). An izelegezh eo arstad dereat evit resev grasius donezon ar bedenn : An den a zo ur c’hester Doue (S. Eosten).

2560 - “Mar anavfes donezon Doue” (Yn 4,10). Burzhud ar bedenn en em zis-

kouez dres eno, e-tal ar puñsoù e-lec’h ma teuomp da glask hon dour : aze e teu arC’hrist war-arbenn da bep boud denel. Eñ eo ar c’hentañ ouzh hor c’hlask, hag Eñ eoa c’houlenn da evañ. Jezuz en deus sec’hed, e c’houlenn a zeu eus donderioù Douehag en deus c’hoant ac’hanomp. Ar bedenn, a ouzomp pe n’ouzomp ket, eo kejadennsec’hed Doue gant hon hini. Doue en deus sec’hed hon defe sec’hed anezhañ (S. Eosten)

2561 - “Te eo az pije graet outañ an hevelep goulenn, hag en dije roet dour-bev dit-te” (Yn 4,10).Hor pedenn-goulenn a zo ur respont, respont da glemm anDoue bev :” Va dilezet o deus, me ar stivell dour bev, ha kleuziet evito puñsoù, metpuñsou frailhet” (Yr 2,13), respont a feiz da bromesa c’hrasius ar silvidigezh, (Yn 7,

(…) ha na seblantont ket bezañ sevenet (Gn 15,2-3) Evel-se en em ziskouez adal an derou unan eus arvezioù drama ar bedenn :an amprou eus ar feiz e fealded Doue.

60

2571 - O vezañ kredet en Doue (Gn15,6), o kerzhout en e vezañs hag en emglev gantañ (Gn 17,1-2),an hendad a zo prest da zegemer dindan e deltenn e Ostiz kevrinus : setuherberc’h sebezus Mambre, raktaolenn d’ar C’hemenn eus gwir Vab ar bromesa (Gn 18,1- 15 ; Lk 1,26-

38). Adal neuze, p’en deus Doue fiziet dezhañ e vennad, kalon Abraham a zo o klotañ ouzh kendruez e Aotrou ‘vit an dud hag e kred aspediñ evito gant ur fiziañs hardizh (Gn 8,16-33).

2572 - Diwezhañ glanidigezh e feiz: goulennet eo digant “fiziad ar promesaoù” (He

11,17) aberzhañ ar mab en deus Doue roet dezhañ. E feiz ne zigreñv ket :”Doue a welo evit oan an aberzh, va mab” (Gn 22,8), “rak Doue - a soñje-eñ - a zo galloudus a-walc’h evitdasorc’hiñ a varv da vev” (He 11,19). Evel-se, tad ar grederien a zo kenstummet ouzh heñ-velded an Tad ha na esperno ket e Vab dezhañ e-unan hag hen roio evidomp-holl (Rm 8,32)Ar bedenn a sav en-dro an den hervez heñvelidigezh Doue hag a ra dezhañ kaout perzh egalloud karantez Doue hag a salv an engroez (Rm 4,16-21)

2573 - Doue a nevesa e bromesa da Yakob,gourdad daouzek meuriad Israel (Gn

28,10-22).A-raok en em gavout gant e vreur Ezaou, e c’hourenas e-pad an noz gant “un den”kevrinus a nac’has reiñ da c’houzout e anv met hen bennigas a-raok kimiadiñ dioutañ gantar goulou-deiz (Gn 32,25-31). Hengoun speredel an Iliz en deus tennet eus an danevell-searouez ar bedenn evel stourm ar feiz ha trec’h ar gendalc’husted (Lk 18,1-8).

Moizez ha pedenn an hanterour

2574 - Pa grog ar bromesa da vezañ sevenet (ar Pask, an Ermaeziadeg, donezon alLezenn ha skoulmidigezh an Emglev), pedenn Voizez a zo skeudenn voemus ar bedenn-aspediñ a vo sevenet en “Hanterour nemetañ etre Doue hag an dud, ar C’hrist Jezuz” (1 Tm 2,5).

2575 - Amañ c’hoazh e teu Doue da gentañ. Gervel a ra Moizez eus kreiz ar vodenn

wrezus (Erm 3,1-10). An darvoud-se a chomo unan eus skeudennoù pennañ ar bedenn en hengoun speredel yuzev ha kristen. Mar galv end-eeun Doue Abraham, Ishak ha Yakob e servijer Moizez,ez eo Eñ an Doue bev a c’houlenn buhez an dud. En em ziskuliañ a ra evit o salviñ, met nann e-unan nag en desped dezho; gervel a ra Moizez evit e gas, evite unaniñ ouzh e gendruez, ouzh e oberenn a silvidigezh.. Bez’ ez eus evel un azgoulenn doueel er gefridiezh-se ha Moizez, goude un hir a brederiadenn, a genreizho e youl ouzhhini an Doue Salver. Met er c’hendiviz-se e-lec’h ma ro Doue e fiziañs, e tesk Moizezpediñ ivez :en em dennañ ‘ra, enebiñ a ra, goulenn a ra dreist-holl, hag evel respont d’ec’houlenn eo e fizia Doue ennañ.e anv dilavarus, a vo diskuliet en e veuroberoù.

2576 - Neuze “Doue a gomze ouzh Moizez tal ouzh tal evel ma komz an den ouzh

e vignon” (Erm 33,11). Pedenn Voizez a zo rizhek ar bedenn-arvestiñ, ma vez drezi servijer Doue feal d’e gefridi. Moizez “ a ziviz “ alies ha pell gant an Aotrou, o sevel gant ar Menezevit e selaou hag hen aspediñ, o tiskenn davet ar bobl evit adlavarout dezho komzoù o Douehag evit o ren. “Em zi emañ dalc’hmat, a c’henou da c’henou e komzan outañ...ha n’eo ket

(…)

Uhel-meurbet ha tost-tre, a oa galvoù ha hentoù d’ar bedenn. Met al lidreolouriezh agase alies ar bobl d’ul lidazeulerezh re a-ziavez. Dre-se e oa dav kaout desaverezh arfeiz, kanttroidigezh ar galon. : kefridiezh ar brofeded a voe kement-se, a-raok ha goudean Harlu.

2582 - Elia eo tad ar brofeded, “eus gouenn ar re a glask Doue, a glask e zremm

(S 24,6) E anv, “An Aotrou eo va Doue”, a gemenn garm ar bobl o respont d’e bedenn war venez Karmez (1 R 18,39). Jakez a gas dezhañ evit hon atizañ d’ar bedenn :”Gallou-dustre eo pedenn virvidik an den reizh” (Jk 5,16b-18).

2583 - Goude bezañ desket an drugarez en e retred er froud Kerit, e tesk da

61

intañvez Sarepta ar feiz e komz Doue, ur feiz a gennerzh dre e bedenn start : Doue a ra d’ar vuhez dont en-dro e bugel an intañvez (1 R 17,7-24)

E-kerz an aberzh war venez Karmez, amprou krennus evit feiz Pobl Doue, d’easpedenn eo e pulluc’h tan an Aotrou an holloskad, “d’an eur ma vez kinniget profadennan abardaez” :”Respont din, Aotrou, respont din !” setu komzoù Elia, kemeret a-nevezgant liturgiezh ar Reter er bedenn eukaristiel (1 R 18,20-39)

O kemer en-dro hent ar gouelec’h etrezek al lec’h m’en deus an Doue bev ha gwirion en em ziskuliet d’e bobl, Elia, evel Moizez, a souch e kev ar roc’hell, ken na zeuio da dremen “

bezañs kevrinus Doue” (1 R 19,1-14; Erm 33,19-23). Met war venez an Treuzneuziadur hepken eo en em ziskulio an Hini a glaskont an Dremm anezhañ (Lk 9,30-

35) : an anaoudegezh eus Gloar Doue a zo war dremm ar C’hrist kroazstaget ha dasorc’het (2 Kor 4,6).

2584 - Er penn-ouzh-penn nemetañ gant Doue e tenn ar brofeded sklerijenn ha nerzhevit o c’hefridiezh. O fedenn n’eo ket un tec’h eus ar bed difeal, met ur selaou eus KomzDoue, a-wechoù ur breud pe ur c’hlemm, dalc’hmat un hanterouriezh a c’hortoz hag a brientemell an Doue Salver, Mestr an Istor (Am 7,2-5 ; Iz 6,5.8.11; Yr 1,6;15. 15-18; 20,7-18)

Ar Salmoù, pedenn ar vodadeg

2585 - Adalek David betek donedigezh ar Mesiaz, al levrioù sakr a zo enno penna-doù a bedenn o testeniañ an endonañ eus ar bedenn, evit an unan hag evit ar re all (Esd 9, 6-15; Ne 1,4-11, Yon 2,3-10; Tb 3,11-16; Ydt 9,2-14). Ar salmoù a zo bet tamm-ha-tammdastumet en un teskad a bemp levrenn : ar Salmoù (pe “Meulganoù”), pennoberenn arbedenn en Testamant Kozh.

2586 - Ar Salmoù a vag hag a ziskleir pedenn Pobl Doue evel bodadeg, e-kerzar gouelioù bras e Jeruzalem ha bep shabat er sinagogennoù. Ar bedenn-se a zo personel hakevanstrollel en doare dirannadus; sellout a ra war-un-dro ouzh ar re a bed hag ouzh anholl dud; sevel a ra eus an Douar santel hag eus kumuniezhoù an Diaspora, metbriata a ra an holl grouadelezh; kounañ a ra darvoudoù salvus an tremened hag en em astenn a ra betek dibennoù an istor; eñvoradur a ra eus ar promesaoù Doue endeo sevenetha gortoz ar Mesiaz o c’haso da benn evit mat. Pedet ha sevenet er C’hrist, ar Salmoù achom diziouerus da bedenn an Iliz.

(...)

hag an Templ, dindan renerezh ar bastored,ar roue David pergen, hag ar brofeded.

2595 - Ar brofeded a c’halv da ganttroidigezh ar galon, hag en ur glaskdremm Doue gant gred, ec’h aspedont evit an holl, evel Elia. 2596 - Ar Salmoù a zo penn-oberenn ar bedenn en Testamant Kozh.Diskouez a reont div elfenn dizirannadus, personel ha strollelel.En emastenn a reont war holl ventelezhioù an istor, en ur eñvoriñ promesaoùDoue sevenet endeo hag en ur esperiñ donedigezh ar Mesiaz.

2597 - Pedet ha sevenet er C’hrist, ar Salmoù a zo un elfenn pennañ ha padus eus pedenn e Iliz. Klotañ a reont ouzh an dud a bep stad hag a bep amzer.

======================================================

62

R A N N 2

E leunder an amzer

2598 - Drama ar bedenn a zo diskuliet deomp en e leunder er Verb en em c’hraetkorf hag o chom en hon touez. Klask kompren e bedenn, a-dreuz ar pezh a lavar deompe destoù en Aviel, a zo tostaat ouzh an Aotrou Santel Jezuz evel ouzh ar Vodenn wrezus :arvestiñ da gentañ outañ en e bedenn, selaou goude penaos e kelenn deomp pediñ, evitanaout erfin penaos e selaou hor pedenn.

Jezuz a bed

2599 - Mab Doue deuet da vezañ Mab ar Werc’hez en deus desket pediñ herveze galon-den. Hen deskiñ a ra gant e vamm, a vire an holl “draoù bras” eus an Hollc’hallou-deg hag o merevie en he c’halon (Lk 1,49; 2,19; 2,51). Hen deskiñ a ra gant gerioù ha mentadoù pedenn e bobl, e sinagogenn Nazared hag en Templ. Met e bedenn a sav eus urvammenn guzhet a-grenn, evel ma ro da zamveizout d’an oad a zaouzek vloaz :”N’ouzoc’hket am eus da vezañ gant traoù va Zad ?” (Lk 2,49). Amañ e krog d’en em ziskuliañ nevez-ded ar bedenn e leunder an amzerioù : ar bedenn vabel, a c’hortoze an Tad a-berzh e vugale, a ya erfin da vezañ bevet gant ar Mab unganet e-unan en e Zeneliezh, gant hag evitan dud.

2600 - An Aviel hervez S. Lukaz a verk mat obererezh ar Spered Santel ha sterar bedenn e ministrerezh ar C’hrist. Jezuz a bed a-raok ar mareoù pennañ eus e gefridiezh :kent d’an Tad reiñ testeni dezhañ e-pad e Vadeziant (Lk 3,21) hag e Dreuzneuziadur (Lk9,28), hag a-raok seveniñ dre e basion mennad a garantez an Tad (Lk 22,41-44.). Pediña ra ivez a-raok prantadoù devoudus a ya da ouestlañ kefridiezh e ebestel, a-raok dibabha gervel an Daouzeg (Lk 6,12), kent da Bêr hen gourbann evel “Krist Doue” (Lk 9,18-20)hag evit na semplo ket feiz ar penn-abostol en temptadur (Lk 22,32). Pedenn Jezuz a-raokdarvoudoù ar silvidigezh en deus goulennet an Tad gantañ o seveniñ, a zo lakaet e youl denel, uvel ha fizius, a-unvan gant mennad karantezus an Tad.

2601 - “Un deiz ma oa en ul lec’h bennak o pediñ, echu gantañ e bedenn,e lavaras dezhañ unan eus e ziskibien : Mestr, desk deomp pediñ” (Lk 11,1). Daoustha n’eo ket en ur welout e Vestr o pediñ eo en deus c’hoant an diskibl pediñ ? Neuzee c’hall deskiñ digant Mestr ar bedenn. En ur arvestiñ hag en ur selaou ar Mab eoe tesk ar vugale pediñ an Tad.

2602 - Jezuz en em denn alies en distro, en digenvez, war ar menez, da nozkentoc’h, evit pediñ (Mk 1,35; 6,46; Lk 5,16). Dougen a ra an dud en e bedenn, peogwir ec’h ensamm ken mat an denelezh en e Enkorfidigezh, hag o c’hinnig a rad’an Tad ouzh en em ginnig E-unan. Eñ, ar Verb hag en deus “ensammet ar c’horf”,a gemer perzh dre e bedenn -den e kement tra a vev “e vreudeur” (He 2,12); trueziña ra ouzh o gwanderioù evit o dieubiñ anezho (He 2,15; 4,15). Evit-se eo en deus anTad e gaset. E gomzoù hag e oberoù en em ziskouez neuze evel an diskuliadur gwe-lus eus e bedenn “er sekred”.

2603 - An avielerien o deus miret eus ar C’hrist en e vinistrerezh div bedennezplegoc’h. Pep unan a grog dre an drugarekadenn.En hini gentañ (Mzh 11,25-27 haLk 10,21-2),Jezuz a c’hourbann an Tad, a gedanav hag a vennig dre m’en deus kuzhetmisterioù ar Rouantekezk d’ar re en em gred gouiziek, hag o diskuliet d’ar re vihan(peorien an eürustedoù). E drivliad “Ya,Tad !” a ziskleir goueled e galon, e asant da“blijusted” an Tad, en heklev da “Fiat” e Vamm da vare e goñsevidigezh hag evel rak-kemenn d’an hini a lavaro d’an Tad en e dremenvan.Holl bedenn Jezuz a zo en asant

63

karantezus-se eus e ga:lon-den da “vister youl” an Tad. (Ef 1,9).

2604 - An eil bedenn a zo danevellet gant S. Yann (Yn 11,41-42) a-raok dasorc’hidigezh Lazar. An drugarekadenn a zo a-raok an darvoud :”Tad, bennozha lavaran dit, o vezañ m’ac’h eus va selaouet”, ar pezh a empleg e selaou dalc’hmatan Tad e c’houlenn; ha Jezuz a ouzhpenn raktal :”Me avat a oar am selaouez atav”,ar pezh a empleg e c’houlenn Jezuz, eus e du, en doare padus..Evel-se, dougetgant an drugarekadenn, pedenn Jezuz a ziskouez deomp penaos goulenn : a-raokm’eo roet an donezon, Jezuz a stag ouzh an Hini a ro hag en em ro en e zonezonoùAn Donezoner a zo priziusoc’h eget an donezon roet, Eñ eo an “Teñzor”, hag ennañemañ kalon e Vab; an donezon a zo roet “en tu-hont” (Mzh 6,21.33)

Pedenn “velegel” Jezuz he deus ul lec’h dibarek en arboellerezh ar silvidigezh. Meveriete vo e diwezh ar gevrenn gentañ. Diskuliañ a ra, end-eeun, pedenn erouez hor Beleg-Meur, hawar un dro ez eus enni ar pezh a gelenn deomp en hor pedenn d’hon Tad, hag a vo displegeten eil gevrenn.

2605 -Pa oa deuet an Eur evitañ da seveniñ mennad karantezus an Tad, Jezuz a lez damwelout donder distrad e bedenn a Vab, n’eo ket hepken a-raok enem reiñ gant frankiz (“Abba”...n’eo ket va youl-me, met da hini-te” :Lk 22,42),met betek en e gomzoù diwezhañ war ar Groaz, e-lec’h pediñ hag en em reiñ nereont nemet unan : ”Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket petra a reont” (Lk 23,34);“E gwirionez, hen lavarout a ran dit,hiziv e vi ganin er Baradoz” (Lk 23,43); “Maouez, setu aze da vab.....setu aze da Vamm” (Yn 19, 26-27); “Sec’hed am eus!” (Yn 19,28);“Va Doue, va Doue, perak ac’h eus va dilezet ?” (Mk 15,34; S 22,2); “Peurechu eo”(Yn 19,30); “ Tad,etre da zaouarn e lakan va spered” (Lk 23,46), betek ar “griadennvras”, pa dremen en ur rentañ e spered (Mk 15,37; Yn 19, 30b).

2606 - Holl estrenvanoù an denelezh eus an holl amzerioù, sklavourez ar pec’hedhag ar marv, holl c’houlennoù hag aspedennoù eus istor ar silvidigezh a zo dastumet erGriadenn ar Verb enkorfet. Setu m’o zegemer an Tad hag en tu-hont da bep esperañsen o selaou en ur zasorc’hiñ e Vab. Evel-se eo sevenet ha kaset da benn drama arbedenn en arboellerezh ar grouidigezh hag ar silvidigezh. Ar Salmeg a ro deomp analc’houez anezhañ er C’hrist. En Hiziv an Dasorc’hidigezh eo e lavar an Tad :”Va Mab out-Te ; Me, hiziv, am eus da engehentet. Goulenn, hag e roin dit ar pobloù en herezh,hag e vo ez tomani holl zibennoù an douar” (S 2,7-8; Ob 13,33)

Al Lizher d’an Hebreed a ziskleir, gant gerioù dramaek, penaos e ra pedenn Jezuz trec’hadennar silvidigezh :”Eñ eo an Hini en deus,e deizioù e vuhez douarel, gant garm bras ha daeroù,kinniget aspedennoù hag azgoulennoù d’an Hini a c’helle e salviñ eus ar marv, hag e voeselaouet en abeg d’e zoujañs ouzh Doue; petra bennak ma oa Mab, en deus desket, dre arpoanioù gouzañvet, petra eo ar sentidigezh; ha bet laket evel-se da vezañ parfet, eo deuet da vezañ, evit ar re a sent outañ, mammenn a silvidigezh peurbadus (He 5,7-9).

Jezuz a gelenn pediñ

2607 - P’emañ Jezuz o pediñ, e tesk deomp endeo pediñ. Hent teologel hor pedenn

eo e bedenn d’e Dad. Met an Aviel a ro deomp ur gelennadurezh sklaer eus Jezuz war arbedenn. Evel kelenner, hor c’hemer a ra e-lec’h amaomp hag hor c’has a-nebeudoù d’an Tad. O komz ouzh an engroezioù a zo ouzh e heul, Jezuz a loc’h eus ar pezh a anavezont endeo eus ar bedenn hervez an Emglev Kozh, hag o digeriñ a ra da nevezded ar Rouantelezh o tont. Neuze e tiskuilh dezho, dre barabolennoù, an nevezded-se. Er-ziwezh, d’e ziskibled o devo da vezañ kelennerien ar bedenn en e Iliz, e komzo ent-digor eus an Tad hag eus ar Spered Santel.

2608 - Adalek ar brezegenn war ar Menez, Jezuz a bouez war ar ganttroidigezh

a galon : an adunvanidigezh gant ar breur a-raok kinnig ur brofadenn war an aoter (Mzh 5,

64

23-24), ar garantez d’an enebourien hag ar bedenn evit an heskinerien (Mzh 5,44-45), pediñ an Tad “er sekred” (Mzh 6,6), hep randoniñ ur stal gomzoù (Mzh 6,7), pardoniñ a-greiz-kalon er bedenn (Mzh 6,14-15), ar c’hlanded a galon hag an imbourc’h eus ar Rouan-telezh (Mzh 6, 21.25.33). Ar ganttroidigezh-se a zo ahelet a-grenn etrezek an Tad, mabel eo.

2609 - Ar galon, mennet evel-se da ganttreiñ, a zesk pediñ er feiz.Ar feiz a zo asan-

tidigezh vabel da Zoue, en tu-hont d’ar pezh a santomp hag a gomprenomp. Deuet eo davezañ gallus peogwir e tigor deomp ar Mab dreist-karet an hent davet an Tad. Gallout a ra goulenn ganeomp “klask” ha “skeiñ”, pa’z eo E-unan an nor hag an hent (Mzh 7,7-11;13-14).

2610 - Evel ma ped Jezuz an Tad hag e rent gras dezhañ a-raok resev e zonezonoùe tesk deomp e hardizhegezh a vab : Kement tra a c’houlennot en ho pedennoù,kredit hoc’h eus hen resevet” (Mk 11,24).Evel-se emañ nerzh ar bedenn :”Pep traa c’hell bezañ evit an hini a gred” (Mk 9,23), gant ur feiz “ha na chom ket en entre-mar” (Mzh 21,22). Kement ez eo doaniet Jezuz gant an diouer a feiz a-berzh e dud(Mk 6,6) hag an nebeud a feiz en e ziskibled (Mzh 8,26), kement ez eo bamet aestlamm dirak feiz vras ar c’hantener roman (Mzh 8,10) hag ar Gananeanez (Mzh 15, 28).

2611 - Ar bedenn a feiz n’eo ket hepken lavarout : “Aotrou, Aotrou”, metlakaat ar galon d’ober youl an Tad (Mzh 7,21). Ar preder-se da genoberiañ gantar mennad doueeel, Jezuz a c’halv e ziskibien d’e zougen er bedenn (Mzh 9,38; Lk 10,2; Yn 4,34).

2612 - E Jezuz “Rouantelezh Doue a zo tost-tre”. Gervel a ra d’ar ganttro-idigezh ha d’ar feiz, met ivez d’an evezhiegezh. Er bedenn, an diskibl a veilh evezhiekouzh an Hini a Zo hag a Zeu en eñvor eus e Zonedigezh kentañ en izelegezh ar c’horfhag en esperañs e eil Zonedigezh er C’hloar (Mk 13; Lk 21, 34-36). A-unvan ganto Mestr, pedenn an diskibien a zo un emgann, hag en ur veilhal er bedenn eo negouezher ket en temptadur (Lk 22,40-46).

2613 - Teir farabolenn bennañ war ar bedenn a zo deueet deomp dre S. Lukaz :

An hini gentañ, “ar mignon tregasus” (Lk 11,5-13) a vroud d’ur bedenn kendalc’hus :“Skoit, hag e vo digoret deoc’h”. Da neb a bed evel-se e roio an Tad eus an neñv kement traezhomm ha dreist-holl ar Spered Santel hag a zalc’h an holl zonezonoù.

An eil, “an intañvez hegasus” (Lk 18,1-8), a zo kreizennet war unan eus perzhioù arbedenn : dav eo pediñ dalc’hmat hep laoskaat gant pasianted ar feiz.”Mat Mab-an-Den, pazeuio,daoust ha kavout a ray feiz war an douar ?”

An deirvet parabolenn, “ar Farizian hag ar Publikan” (Lk 18,9-14), a sell ouzh izelegezhar galon a bed “Va Doue, az pez truez ouzhin-me pec’her maz on !”. Ar bedenn-se, an Iliz nebaouez ket d’ober ganti :”Kyrie eleison !”

2614 - Jezuz, pa ziskleir d’e ziskibled mister ar bedenn d’an Tad, a zisplegdezho ar pezh he deus o fedenn da vezhañ, evel hon hini, pa vezo aet en-dro e-kichenan Tad, en e Zenelezh klodusaet. Ar pezh a zo nevez bremañ eo “goulenn en e anv”(Yn 14,13). Ar feiz ennañ a zegas an diskibled da anaout an Tad, rak Jezuz eo “anHent, ar Wirionez hag ar Vuhez” (Yn 14,6). Ar feiz a zoug frouezh er garantez : mirout e Gomz, e c’hourc’hemennoù, chom gantañ en Tad hag hor c’har ennañ betekchom ennomp. En emglev nevez-se, an divarded da vezañ selaouet en hor goulennoùa zo soliet war bedenn Jezuz ( Yn 14,13-14).

2615 - Muioc’h c’hoazh,ar pezh a ro deomp an Tad pa vez unanet hor pedenngant hini Jezuz, ez eo ar “Frealzer all, evit bezañ ganeoc’h da viken, ar Spered aWirionez” (Yn 14,16-17). An nevezded-se eus ar bedenn hag eus he amplegadoù a zo

65

diskouezet a-dreuz prezegenn e Gimiad (Yn 14,23-26; 15,7.16; 16,13-15; 23-27).Er Spered Santel, ar bedenn gristen a zo kumuniezh a garantez gant an Tad, n’eo kethepken dre ar C’hrist, met ivez ennañ :”Betek-hen, n’hoc’h eus goulennet netra emanv. Goulennit hag e resevot, hag e vo leun ho levenez” (Yn 16,24).

(...)

evezhiegezh ha goulenn a ra ganto kinnig da Zoue o goulennoù en e anv.Jezuz a selaou e-unan ar pedennoù a vez kaset dezhañ.

2622 -Pedenn ar Werc’hez Vari, en he “Fiat” hag en he Magnificat, a zo azonet gant he frofadenn hael eus he boud a-bezh er feiz.

********************************************** R A N N 3 En amzer an Iliz

2623 - Da zeiz ar Pantekost, Spered ar bromesa a zo bet skuilhet war an

diskibled, “bodet a-gevret en hevelep lec’h” (Ob 2, 1), ouzh e c’hortoz “ e kendal-c’hent da bediñ, unan a galon” (Ob 1,14). Ar Spered, a gelenn an Iliz hag a zegassoñj dezhi “eus kement en deus lavaret Jezuz “ (Yn 14,26), a ya ivez d’he stummañd’ar vuhez a bedenn.

2624 - E kumuniezh kentañ Jeruzalem, ar grederien “a veze aketus da selaoukelennadurezh an Ebestel, da virout kumuniezh, da gemer perzh e rannadur ar Barahag er pedennoù” (Ob 2,42). An arroud a zo rizhel eus pedenn an Iliz : soliet war ar feiz abostolel ha dileset dre ar garantez, ez eo maget en Eukaristiezh.

2625 - Ar pedennoù-se a zo da gentañ ar re a selaou ar fideled hag a lennonter Skriturioù, met o c’hevorañ a reont, re ar Salmoù dreist-holl, adal o sevenidigezher C’hrist (Lk 24,27.44). Ar Spered Santel, a zegas evel-se soñj ar C’hrist d’e Iliz,o pediñ, he c’has ivez etrezek ar Wirionez a-bezh hag a lusk delunioù nevez da zisk-leriañ mister disontus ar C”hrist oc’h oberiañ er vuhez, er sakramantoù hag e kefridi-ezh e Iliz. An delunioù-se ‘n em zispako en hengounioù bras liturgiek ha speredel.Stummoù ar bedenn evel maz int diskouezet er Skridoù abostolel kanonel, a chomoreolskridoù ar bedenn gristen.

I . Ar vennigadenn hag an azeuladenn

2626 - Ar vennigadenn a ziskleir lusk-diazez ar bedenn gristen :an emgav eoetre Doue hag an den; Donezon Doue ha degemer an den en em c’halv hag en emunan enni. Ar bedenn da vennigañ eo respont an den da zonezonoù Doue : peogwir evennig Doue, kalon an den a c’hell bennigañ d’e dro an Hini a zo mammenn an hollvennozhioù.

2627 - Daou stumm diazezel a ziskouez al lusk-se : gwech e sav, douget er

Spered Santel, dre ar C’hrist, etrezek an Tad (E vennigañ a reomp da vezañ horbenniget ) (Ef 1,3-14; 2 Kor 1,3-7; 1 P 1,3-9); gwech e c’houlenn gras ar SperedSantel, a ziskenn, dre ar C’hrist, eus kichen an Tad (Eñ eo hor bennig) (2 Kor 13,13;Rm 15,5-6; Ef 6,23-24).

(...)doareou all da bediñ hag o doug etrezek an Hini a zo ar vammenn hag an termen anezho :

66

“an Doue hepken, an Tad, e teu pep tra dioutañ, ha ni o vezañ evitañ”(1 Kor 8,6).

2640 - S. Lukaz a ra meneg alies en e Aviel eus an estlamm hag ar veuleudi dirak burzhudoùar C’hrist, hag o diskouez ivez evit oberoù ar Spered Santel en Oberoù an Ebestel : kumuniezh Jeruzalem (Ob 2,47),an den seizet pareet gant Pêr ha Yann (Ob 3,9), an engroez a ro klod da Zoue (Ob 4,21), paganed Bisidia “a voe laouen hag a veule an Aotrou (Ob 13,48).

2641 - “Displegit kenetrezoc’h salmoù, meulganoù, kanaouennoù santel; meulit ha lidit anAotrou a-greiz ho kalon “(Ef 5,19; Kol 3,16). Evel skrivagnerien awenet an Testamant Nevez, arc’humuniezhoù kristen kentañ a lenn en-dro levr ar Salmoù en ur ganañ enno mister ar C’hrist. E nevezded ar Spered e savont ivez meulganoù ha kanennoù adalek an Darvoud marzhus sevenet gant Doue en e Vab : e Enkorfidigezh, e varv trec’hus war ar marv, e Zasorc’hidigezh hag e Bignidigezh ouzh e zehou. (Fil 2,6-11; Kol 1,15-20; Ef 5,154; 1 Tm 3,16;; 6,15-16; 2 Tm 2,11-13). Eus ar “burzhud”-se en holl arboellerezh ar silvidigezh eo e sav an doksologiezh, meuleudigezh Doue (Ef

1,3-14; Rm 16,25-27; Ef 3,20-21, Jud 24-25).

2642 - An Diskuliadur eus “ar pezh a zo da c’hoarvezout prestik”, an Apokalips, a zo dougetgant kanaouennoù al liturgiezh neñvel ( Disk 4,8-11; 5,9-14; 7,10-12), met ivez gant erbedenn an“testoù” (merzherien : Disk 6,10). Ar brofeded hag ar sent, an holl re a voe drouklazhet war an douar evit testeni Jezuz (Disk 18,24), engroez diniver ar re, deuet eus an trubuilh vras, o deus hon diaraogeter Rouantelezh hag a gan meuleudi ha gloar d’an Hini azezet war an Tron, ha d’an Oan ( Disk 19,1-8)A-unvan ganto e kan ivez Iliz an douar ar c’hantikoù-se, er feiz hag en amprou. Ar feiz, er goulenn

hagen erbedenn, a esper enep pep esperañs hag a rent grasoù da “Dad ar sklerijennoù, a ziskenn anezhañpep donezon peurvat (Jk 1,17).Ar feiz a zo evel-se ur gwir veuleudi.

2643 - An Eukaristiezh a zo enni hag a ziskleir an holl stummoù eus ar bedenn :ar “brofadenn c’hlan eo” eus Korf ar C’hrist a-bezh “da c’hloar e anv” (Ml 1,11); hervez hengounoù ar Reter hag ar C’hornog ez eo “ ar sakrifis a veuleudi”.

BERR-HA-BERR2644 - Ar Spered Santel, a gelenn an Iliz hag a zegas soñj dezhi eus kementen deus Jezuz lavaret, a gelenn ivez dezhi ar vuhez a bedenn,en ur genilañeztaoladoù nevesaet e-kreiz stummoù padus : bennozh, goulenn, erbedenn,trugarekadenn, meuleudi. 2645 - Dre ma vennig Doue kalon an den, e c’hell ivez ar galon bennigañ anHini a zo mammenn pep bennozh.

2646 - Ar bedenn a c’houlenn he deus da glask ar pardon, ar Rouantelezh evelpep ezhomm gwirion.

2647 - An erbedenn a zo ur goulenn evit mad un all. N’anav ket a harzoù haen em astenn a ra war an enebourien.

2648 - Kement joa ha kement poan, kement darvoud ha kement ezhomm a zo,a c’hell bezañ danvez a drugarekadenn, hag o perzhañ en hini ar C’hrist, he deusda leuniañ ar vuhez a-bezh :”E pep degouezh, rentit bennozh ha trugarez daZoue” (1 Tes 5,18).

2649 - Ar bedenn a veuleudi, diemzamant a-grenn, en em zoug etrezek Doue;

E I L P E N N A DHengoun ar bedenn

67

2650 - Ar bedenn n’eo ket hepken strink emdarzhek ul luskad diabarzh;

evit pediñ ez eo ret mennout. N’eo ket a-walc’h kennebeut gouzout pezh a ziskuilhar Skriturioù war ar bedenn: ret eo ivez deskiñ pediñ. Dre un treuzkaserezh bev (an Hengoun santel) eo e tesk ar Spered Santel, en “Iliz a gred hag a bed”, da vugaleDoue pediñ.

2651 - Hengoun ar bedenn gristen a zo unan eus stummoù ar greskidigezheus Hengoun ar feiz, dreist-holl dre an arvesterezh ha dre studi ar grederien e viren o c’halon an darvoudoù hag ar c’homzoù eus arboellerezh ar silvidigezh, ha drevont don er beziadoù speredel ma reont arnod anezho.

_____________________________________________________________

R A N N 1E mammennoù ar bedenn

2652 - Ar Spered Santel eo “an dour bev” a “strink evit ar Vuhez peurbadel”er galon a bed (Yn 4,14). Eñ eo a zesk deomp hen degemer er Vammenn hec’h-unan :ar C’hrist. Er vuhez kristen avat ez eus lec’hioù a vammenn m’hon gortoz ar C’hrist enno evit hon douraat gant ar Spered Santel :

Komz Doue

2653 - An Iliz a atiz gant nerzh hag en doare ispisial an holl grederien.... da biaouañ, dre lenn alies ar Skriturioù doueel,”ar skiant dreist-uhel eus Jezuz Krist”.....Met ar bedenn he deus da vont gant lennadur ar Skritur Sakr evit ma vo skoulmetur c’hendiviz etre Doue hag an den, rak “dezhañ-Eñ eo e komzomp pa bedomp, Eñeo a selaouomp pe lennomp an diouganoù doueel” (S. Ambrozius).

2654 - An Tadoù speredel, pa zisplegont Mzh 7,7, a ziverr evel-hen tuadu-rioù ar galon maget gant Komz Doue er bedenn :”Klaskit en ur lenn, hag e kavot en ur vereviañ; skoit en ur bediñ, hag e vo digoret deoc’h dre an arvesterezh”.

Liturgiezh an Iliz

2655 - Kefridiezh ar C’hrist hag ar Spered Santel , hag a gemenn , a gevorahag a dreuzkas mister ar silvidigezh e liturgiezh sakramantel an Iliz, a gendalc’h ergalon a bed. An Tadoù speredel a lak a-wechoù ar galon heñvel ouzh un aoter. Arbedenn a endon hag a enteuz al liturgiezh e-pad ha goude al lidadur. Zoken pa vez“bevet er sekred” (Mzh 6,6), ar bedenn a vez bepred pedenn an Iliz, kumuniezh eo gant an Dreinded Santel.

Ar vertuzioù teologel

2656 - Antren a reer er bedenn evel el liturgiezh : dre an nor strizh, ar feiz. A-dreuzarouezioù e Vezañs ez eo Dremm an Aotrou a glaskomp hag a c’hoantaomp, ez eo e Gomza fell deomp selaou ha mirout.

2657 - Ar Spered Santel hag a zesk deomp lidañ al liturgiezh engortoz eus distro arC’hrist, a gelenn deomp pediñ en esperañs. En enep, pedenn an Iliz hag ar bedenn bersonela vag ennomp an esperañs. Ar salmoù dreist-holl, gant o zroioù-lavar fetis ha liesseurt, azesk deomp stagañ hon esperañs en Doue :”Gortozet am eus an Aotrou; stouet en deus

68

ouzhin ha selaouet va c’hlemmoù” (S. 40,2). “ Doue an esperañs da roio deoc’h bezañ leu-niet a bep seurt levenez hag a beoc’h dre grediñ, en doare ma vezot karget a esperañs drenerzh ar Spered Santel” (Rm 15,13).

2658 - “ An esperañs n’hell ket reiñ kerse, rak karantez Doue a zo bet skuilheten hor c’halonoù gant ar Spered Santel a zo bet roet deomp” (Rm 5,5). Ar bedenn, stum-met dre ar vuhez liturgiek, a denn pep tra eus ar Garantez maz omp karet drezi er C’hristhag a ra deomp respont dezhi en ur garout evel m’en deus hor c’haret. Ar Garantez eoar vammenn eus ar bedenn; neb a denn anezhi a dizh leun-barr ar bedenn :

Ho karout a ran, o va Doue, ha va c’hoant nemetañ eo ho karout betek huanadenn ziwezhañva buhez. Me ho kar, o va Doue karantezus-meurbet, ha gwelloc’h eo ganin mervel ouzh hokarout eget bevañ hep ho karout. Ho karout a ran, Aotrou, hag ar c’hras nemeti a c’houlennan ganeoc’h, eo ho karout da virviken....Va Doue,mar n’hell ket va zeod lavarout e pep mare en hokaran, e fell din hen lavarfe deoc’h va c’halon kement gwech ha ma analan (S. Yann-Vari Vianney)

“Hiziv-an-deiz”

2659 - Deskiñ a reomp pediñ a-wechoù en ur selaou Komz an Aotrou hag en urgemer perzh en e vister Paskel, met e pep amzer, en darvoudoù pemdeziek, eo kinnigetdeomp e Spered evit ober strinkañ ar bedenn. Kelennadurezh Jezuz war ar bedenn d’honTad a zo war ar memes live hag an hini war ar Ragevezh (Mzh 6,11. 34) : an amzer a zoetre daouarn an Tad; en amzer vremañ eo en em gavomp gantañ, na dec’h nag arc’hoazh, met hiziv :” Hiziv ouzh e vouezh mar selaouit, na galetait ket ho kalon “ (S 95,7-8).

2660 - Pediñ en darvoudoù pemdeziek hag e pep mare a zo unan eus sekredoùar Rouantelezh diskuliet d’ar”vugaligoù”, da servijerien ar C’hrist, da beorien an eürustedoù. Reizh ha mat eo pediñ evit ma poulzo donedigezh ar Rouantelezh a reizhder hag a beoc’h kerzhed an istor, met ken pouezus all eo mezañ gant ar bedenn toaz ar saviadoù izel pemdeziek. Holl stummoù ar bedenn a c’hell bezañ ar goell ma lak an Aotrou heñveloutañ ar Rouantelezh ( Lk 13,20-21).

BERR-HA-BERR2661 - Dre un dreuzkasadenn vev, an Hengoun, eo e kelenn ar SperedSantel da vugale Doue pediñ.

2662 - Komz Doue, liturgiezh an Iliz, ar vertuzioù a feiz, a esperañs haga garantez a zo mammennoù ar bedenn.

**********************************************R A N N 2

Hent ar bedenn

2663 - En hengoun bev ar bedenn, pep Iliz a ginnig d’he fideled, hervez anamgant istorel, kevredel ha sevenadurel, lavaradurezh ar bedenn : komzoù, kanoù,jestroù , skeudennoù. D’ar Magistrerezh eo diverzout fealded an hentennoù-se abedenn da hengoun ar feiz abostolek, ha d’ar bastored ha erien eo displegaño ster, e-keñver Jezuz Krist dalc’hmat.

Ar bedenn d’an Tad

2664 - N’eus hent all ebet evit ar bedenn gristen estreget ar C’hrist. Pe e vezkumuniezhel hor pedenn pe hiniennel, dre gomz pe en diabarzh, n’eo degemeret gantan Tad nemet pa bedomp “en anv” Jezuz. Denelezh santel Jezuz eo eta an hent a

69

gelenn deomp ar Spered Santel pediñ drezañ Doue hon Tad.

Ar bedenn da Jezuz

2665 - Pedenn an Iliz, maget gant Komz Doue ha lidadur al liturgiezh, a zesk deomp pediñ an Aotrou Jezuz. Kaset d’an Tad zoken peurvuiañ, ez eus enni, en hollhengounioù liturgiek, stummoù a bedenn kaset d’ar C’hrist. Darn eus ar Salmoù, her-vez o c’hevorañ e Pedenn an Iliz hag an Testamant Nevez a lak war hor muzelloù haga engrav en hor c’halonoù aspedennoù ar bedenn-se d’ar C’hrist : Mab Doue, VerbDoue, Aotrou, Salver, Oan Doue, Roue, Mab dreist-karet,, Mab ar Werc’hez, Pas-tor Mat, hor Buhez, hor Skleijenn, hon Esperañs, hon Dasorc’hidigezh, Mignon an dud.

2666 - Met an anv a zo pep tra ennañ eo an hini a resev Mab Doue en e

Enkorfidigezh : JEZUZ. An anv doueel a zo dilavarus gant ar muzelloù denel (Erm 3,14; 33, 19-23), met en ur gemer hon deneliezh, Verb Doue hen ro deomp hag ec’hellomp hen aspediñ : “Jezuz”, “YHWH (Doue) a salv” (Mzh 1,21). Anv Jezuz a zo pep tra ennañ : Doue hag an den hag holl arboellerezh ar grouidigezh hag ar silvi-digezh. Pediñ “Jezuz”, eo hen aspediñ, hen gervel ennomp. E anv eo an hini nemetañemañ ar Vezañs ennañ. Jezuz a zo dasorc’het, ha neb a bed e anv a zegemer Mab Doue hag en deus E garet hag en em roet evitañ (Rm 10,13; Ob 2,21; 3,15-16;Ga 2,20).

2667 - An aspedenn a feiz-se eeun a-grenn a zo bet displeget en hengoun ar bedenn dindan meur a stumm er Reter hag er C’hornog. An hini boazetañ, deuet dre dud speredel ar Sinai, ar Siria

hagan Athos eo an aspedenn: "Jezuz Krist, Mab Doue, Aotrou, az pez truez ouzhomp, pec’herien !". Unaniñ a ra ar meulgan Kristel eus Fil 2,6-11 ouzh galv ar publikan ha kesterien ar sklerijenn (Mk 10,

46-52; Lk 18,13). Drezi ar galon a zo o kenglotañ gant dienez an dud ha Trugarez o Salver.

2668 - An aspedenn da anv santel Jezuz eo an hent eeunañ eus ar bedenn badus. Adlavaretalies gant ur galon evezhiek hag izelek,n’en em goll ket en ur “stal a gomzoù” (Mzh 6,7), met “mirout a ra ar Gomz hag e taol frouezh dre an dalc’husted” (Lk 8,15). Gallus eo “e pep mare”, rak n’eo ket ur preder e-kichen un all, met ar gefridi nemeti, an hini da garout Doue, a ro buhez hag a dreuzfurm pep oberenn er C’hrist Jezuz.

2669 - Pedenn an Iliz a gehel hag a enor Kalon Jezuz, evel ma asped e anv santel-meurbet.Azeuliñ a ra ar Verb enkorfet hag e Galon a zo en em lezet da vezañ treuzet gant hor pec’hedoù dregarantez evit an dud. Ar bedenn gristen a blij dezhi heuilh hent ar Groaz da heul ar Salver. An

arsavioùeus ar Pretordi d’ar Golgota ha d’ar Bez a verk kerzhadenn Jezuz en deus dasprenet ar bed dre e Groaz santel.

“Deuit, Spered Santel”

2670 - N’eus den ebet a c’hellfe lavarout “Jezuz eo an Aotrou”, nemet dre nerzhar Spered Santel (1 Kor 12,3). Bewech ma krogomp da bediñ Jezuz, ez eo ar SperedSantel hon dedenn dre e c’hras arbennek war hent ar bedenn. Peogwir e kelenn deomp pediñ en ur zegas soñj eus ar C’hrist, penaos chom hep e bediñ e-unan ? Setu perak ec’houlenn an Iliz ganeomp aspediñ bemdez ar Spered Santel, dreist-holl en derou hag entermen eus pep oberenn bouezus.

Mar n’en deus ket ar Spered da vezañ azeulet, penaos e ra deomp bezañ douelaet dre arVadeziant ? Ha mar en deus da vezañ azeulet, daoust ha ne zle ket bezañ danvez un azeulerezhdibarek ? ( S. Gregor Naz.)

70

2671 - Ar stumm hengounel eus goulenn ar Spered eo aspediñ an Tad dre ar C’hristhon Aotrou evit ma roio deomp ar Spered Frealzer (Lk 11,13). Jezuz a bouez war argoulenn-se en e anv d’ar mare end-eeun ma promet donezon ar Spered a Wirionez (Yn 14,17; 15,26; 16,13). Met ar bedenn izelañ hag eeunañ a zo ivez hengounel : “Deuit, Spered Santel ha pep hengoun liturgiek en deus hen displeget en antifonennoù hag er meulganoù :

Deuit, Spered Santel, da leuniañ kalonoù ho tud fidel, hag enaouit enno tan ho karantez. (Meulgan ar Pantekost).

Roue an neñv, Spered Frealzer, Spered a Wirionez, bezant dre-holl hag o leuniañ pep tra, teñzor an holl vadoù ha mammenn ar Vuhez, deuit da chom ennomp, hor glanait hag hor salvit, o C’hwihag a zo Mat (Liturgiezh vuzantat).

2672 - Ar Spered Santel, maz eo olevet gantañ hor bezoud a-bezh, eo ar Mestrdiabarzh eus ar bedenn gristen.Eñ eo an oberour eus hengoun bev ar bedenn. A-dra-surez eus er bedenn kement a hentoù hag ez eus pederien, met an hevelep Spered a zo oc’hoberiañ en holl ha gant an holl. E kumuniezh ar Spered Santel eo ar bedenn gristen pedennen Iliz.

E kumuniezh gant Mamm santel Doue

2673 - Er bedenn, ar Spered Santel hon unan ouzh Nouez ar Mab unganeten e Zeneliezh klodusaet. Drezi hag enni emañ hor pedenn vabel e kumuniezh gantMamm Jezuz en Iliz. (Ob 1,14)

2674 - Abaoe an asant degaset er feiz d’ar C’heloù-mat ha kendalc’het heparvariñ dindan ar Groaz, mammelezh Vari en em astenn hiviziken war vreudeur hac’hoarezed he Mab “ a zo c’hoazh pirc’hirined ha dindan an dañjerioù hag an dienez”(LG). Jezuz, an Hanterour nemetañ, eo hent hor pedenn; Mari, e Vamm hag hor Mamm, a zo treuzwelus dezhañ; “ diskouez a ra an hent” (Hodoghitria); an “Arouezeo” anezhañ ,hervez ar skeudennadurezh hengounel er Reter hag er C’hornog

2675 - Adalek kenlabour dibarek Mari gant obererezh ar Spered Santel eo

o deus an Ilizoù diorroet ar bedenn da Vamm santel Doue, ouzh he c’hreizennañwar Nouez ar C’hrist diskleriet en e visterioù. Er meulganoù hag antifonennoù dinivera zispleg ar bedenn-se, daou luskad a bebeil dre voaz : unan a “uhelveul” an Aotrouevit “an traoù bras” en deus graet evit e servijerez izel, ha drezi, evit an holl dud (Lk1,46-55); egile a fizia da Vamm Jezuz aspedennoù ha meuleudioù bugale Doue, peogwir ec’h anav bremañ an denelezh priedet enni gant Mab Doue.

2676 - An daou luskad-se e pedenn Vari o deus kavet un displegadur brientek epedenn an “Ave Maria” :

“Me ho salud, Mari (Bezit laouen, Mari) . Salud an Ael Gabriel a zigor pedenn an Ave.Doue e-unan eo a salud Mari, dre hanterouriezh e ael. Hor pedenn a gred adkemer ar salud daVari gant ar sell en deus Doue taolet war e servijerez izel (Lk 1,48) hag a zo laouen gant allevenez a gav enni (So 3,17b).

“Leun a c’hras, an Aotrou a zo ganeoc’h” : An div gomz eus salud an ael a ro skleri-jenn an eil d’eben. Mari a zo leun a c’hras, rak an Aotrou a zo ganti. Ar c’hras ez eo leuniet gantieo bezañs an Hini a zo mammenn an holl c’hrasoù. “Bezit laouen !.....merc’h Jeruzalem....An Aotrou a zo en ho kreiz” (So 3,14). Mari, ma teu an Aotrou e-unan da chom enni, eo hi hec’h-unanmerc’h Sion, arc’h an emglev, al lec’h m’emañ o chom gloar an Aotrou : bez’ eo “teltenn Douee-touez an dud” (Disk 21,3). “Leun a c’hras” ez eo roet a-grenn d’an Hini a zeu da chom ennihag emañ o vont da reiñ d’ar bed.

71

“Benniget oc’h dreist d’an holl wragez ha Jezuz, frouezh ho korf, a zo benniget”.Goude salud an ael, e reomp hon hini gant salud Elizabed “Leuniet eus ar Spered Santel” (Lk1,41), Elizabed eo an hini gentañ, e steudad hir ar rummadoù, o tiskleriañ Mari evurus (Lk 1,48) :“Evurus an hini he deus kredet...” (Lk 1,45); Mari a zo “benniget e-touez an holl wragez”, rakkredet he deus eo sevenet komz an Aotrou. Abraham, dre e feiz, a zo deuet da vezañ ur bennozhevit “holl vroadoù an douar” (Gn 12, 3); Mari, dre he feiz, a zo deuet da vezañ mamm ar grederienma resev holl vroadoù an douar, gras dezhi, an Hini a zo e-unan bennozh Doue :”Jezuz, frouezhbenniget ho korf”.

2677 - “Santez Mazri, Mamm da Zoue, pedit evidomp...” Gant Ekizabed ez omp estlam-met :”Penaos e c’hoarvez ganin e teufe d’am c’haout Mamm va Aotrou ?” (Lk1,43).Dre ma rodeomp Jezuz, he Mab, Mari a zo Mamm da Zoue hag hor mamm; hag e c’hellomp fiziout enni honholl brederioù ha goulennoù : pediñ a ra evidomp evel m’he deus pedet eviti hec’h-unan :”Ra vograet din hervez da lavar” (Lk 1,38) O fiziañ en he fedenn, en em lezomp ganti e youl Doue :” Ra vograet da youl ! “

“ Pedit evidomp, pec’herien, bremañ hag en eur hor marv” En ur c’houlenn gant Mari pediñ evidomp, en em anzavomp evel pec’herien baour hag e fiziomp e “Mamm an trugarezioù”, en Hini

santel-meurbet. Fiziout a reomp enni “bremañ”, e pred hor buhezioù. Hag hor fiziañs a ledana evit lezel

ganti, adal bremañ, “eur hor marv”. Ma vo bezant neuze evel gant marv he Mab war ar Groaz, ha m’hon degemero da eur hon tremenvan evel hor mamm (Yn 19,27) evit hor ren betek he Mab er Baradoz.

2678 - Deoliezh grennamzerel er C’hornog he deus diorroet pedenn ar Rozera evel lec’h poblelPedenn an Eurioù. Er Reter, stumm letaniek an Akatist hag ar Paraklisis a zo chomet tostoc’h ouzh ofiskeur an Ilizoù buzantat, e-lec’h an hengounioù armeniat, koptat ha siriat o deus kavet gwelloc’h armeulganoù hag ar c’hantikoù-pobl da Vamm Doue. Met en Ave Maria, en teotokozioù, en imnoù S. Efrem pe S. Gregor Narek, hengoun ar bedenn a zo amañ an hevelep diazez dezhi.

2679 - Mari eo ar Bedennourez peurvat, skeudenn an Iliz.Pa bedomp anezhi, ec’h

asantomp evelti da vennad an Tad, a gas e Vab evit salviñ an holl dud. Evel an diskibl muiañ- karet, e tegemeromp ganeomp (Yn 19,27) Mamm Jezuz, deuet da vezañ mamm an holl re vev; hag e c’hellomp pediñ ganti hag he fediñ. Pedenn an Iliz a zo evel douget gant pedenn Vari : unanet eo outi en esperañs (LG).

BERR-HA-BERR2680 - Ar bedenn a zo dreist-holl kaset d’an Tad; en em zougen a ra evel-se war-zu Jezuz, pergen dre an aspedenn d’e anv santel :”Jezuz, Krist,Mab Doue,Aotrou, az pez truez ouzhomp, pec’herien !”

2681 - “N’eus den ebet da lavarout : ‘ Jezuz eo an Aotroui’, nemet dindan oberennar Spered Santel” (1 Kor 12,3). An Iliz hor ped da c’hervel ar Spered Santel evel Mestr diabarzh ar bedenn gristen.

2682 - Hervez he c’henlabour dibarek da obererezh ar Spered Santel, e plij d’anIliz pediñ e kumuniezh gant ar Werc’hez Vari, evit uhelveuliñ ganti ar meuroberoùsevenet enni gant Doue hag evit fiziout enni aspedennoù ha meuleudioù

****************************************************R A N N 3Renerien evit ar bedenn

Un engroeziad a destoù

72

2683 - An testoù aet araozomp e-barzh ar Rouantelezh (He 12,1), pergen ar re gedanavet evel “sent” gant an Iliz, o deus perzh en hengoun bev ar bedenn, dre skouer

o buhez, dre hêrezh o skridoù ha dre o fedenn a-vremañ. Arvestiñ a reont Doue, E veuliña reont ha ne baouezont ket da gemer preder gant ar re o deus lezet war an douar.Oc’h antren “ e levenez” o Mestr, ez int bet “diazezet war galz” (Mzh 25,21). O erbe-denn eo o servij uhelañ eus mennad Doue. Gallout a reomp ha dleet eo deomp o fediñda erbediñ evidomp hag evit ar bed a-bezh.

2684 - E kumuniezh ar sent o deus en em ziorroet a-hed istor an Ilizoù spere-

delezhioù liesseurt. Karism personel un test eus karantez Doue rvit an dud en deusgallet bezañ treuzkaset, evel “spered” Elia da Elizea (2 R 2,9) ha da Yann-Vadezour( Lk 1,17), evit da ziskibled kaout perzh er spered-se. Ur speredelezh a zo ivez e kember redennoù all, liturgiek ha teologel, hag a ro testeni eus ensevenadurezh ar feize-barzh ur greizenn denel hag hec’h istor. Ar speredelezhioù kristen o deus perzh enhengoun bev ar bedenn hag a zo renerien rekis evit ar fideled. En o diseurted pinvidike luc’hvannont sklerijenn c’hlan ha nemeti ar Spered Santel.

“Ar Spered a zo e gwirionez lec’h ar sent, hag ar sant a zo evit ar Spered ul lec’h dezhañe-unan, peogwir en em ginnig da chom gant Doue hag ez eo galvet “e Dempl”(Bazileos)

Servijerien ar bedenn

2685 - An tiegezh kristen eo al lec’h kentañ evit desevel d’ar bedenn. Diazezet war sakramant ar Briedelezh, ez eo “an Iliz tiegezhel” e-lec’h ma tesk bugale Doue pediñ “en Iliz” ha kenderc’hel er bedenn. Evit ar vugale yaouank dreist-holl, ar bedenn diegezhel pemdeziek eo an test kentañ eus eñvor bev an Iliz dihunetdre hir-amzer gant ar Spered Santel.

2686 - Ar vinistred urzhiet a zo ivez atebeien eus ar stummadur d’ar bedenno breudeur ha c’hoarezed er C’hrist.. Servijerien ar Pastor Mat, ez int urzhiet evit renPobl Doue da andonioù bev ar bedenn : Komz Doue, al liturgiezh, ar vuhez teologel,an Hiziv Doue er saviadoù fetis.

2687 - Leaned niverus o deus gouestlet o holl vuhez d’ar bedenn. Abaoegouelec’h an Ejipt, penitiourien, menec’h ha manac’hezed o deus roet o amzer daveuliñ Doue ha da aspediñ evit e bobl. Ar vuhez kensakret ne zalc’h ha n’en em astenn ket hep ar bedenn; unan eo eus mammennoù bev an arvesterezh hag ar vuhezsperedel en Iliz

2688 - erezh ar vugalen ar re yaouank hag an oadourien a glasklakaat Komz Doue da vezañ meveriet er bedenn bersonel, gwerc’hekaet er bedennliturgiek, ha diabarzhet e pep amzer evit teurel he frouezh en ur vuhez nevez. Arc’hatekizerezh a zo ivez ar mare ma c’hell deoliezh ar bobl bezañ diverzet ha desavet.An eñvoradurezh eus ar pedennoù diazezel a ginnig ur skoazell rekis d’ar vuhez abedenn, met pouezus eo reiñ da dañva ar ster anezhi.

2689 - Strolloù-pediñ , skolioù a bedenn zoken, a zo hiziv unan eus aroue-zioù hag unan eus gwikefreoù adnevezadur ar bedenn en Iliz, gant ma puñsint enandonioù diles ar bedenn gristen. Preder ar gumuniezh eo arouez ar bedenn wirion en Iliz.

2690 - Ar Spered Santel a ro da hiniennoù eus ar fideled donezonoù a furnez,

(...)2697 - Ar bedenn eo buhez ar galon nevez. Dleout a ra hor buhezekaat

73

e pep mare. Met ankouat a reomp an Hini a zo hor Buhez ha pep tra evidomp. Setu perak an Tadoù speredel, en hengoun an Adlezenn hag ar brofeded, a bouezwar ar bedenn evel “eñvor eus Doue”, dihun paot eus “eñvor ar galon” : “Dav eo kaout soñj eus Doue aliesoc’h eget analiñ” (S. Gregor Naz.). Met n’heller ketpediñ “e pep amzer” mar ne beder ket da vareoù ‘zo, en ur vennout ober : amzerioùkreñv ar bedenn gristen int, en nerzh hag en padelezh.

2698 - Hengoun an Iliz a ginnig d’ar fideled amzerioù a bedenn graet evitmagañ ar bedenn gendalc’hus. Darn a zo pemdeziek : ar bedenn-veure hag arbedenn-noz, a-raok ha goude ar predoù, Liturgiezh an Eurioù. Ar Sul, kreizenneten Eukaristiezh, a zo santelaet dreist-holl dre ar bedenn. Kelc’hiad ar bloavezh liturgiek hag ar gouelioù bras a zo marevezhioù diazez ar vuhez a bedenn er griste-nien.

2699 - An Aotrou a ren pep unan dre an hentoù hag an doare a blij dezhañ.

Pep fidel a respont ivez dezhañ hervez mennad e galon ha stummoù personel ebedenn. Koulskoude an hengoun kristen en deus miret tri zoare pennañ eus ar vuheza bedenn : ar bedenn a vouezh, ar veveriadenn, an orezon. Un azon-diazez a zo kumun dezho :an embrederoni a galon. An evezhiegezh-se da virout ar Gomz ha dachom e bezañs Doue a ra eus an tri stumm-se amzerioù kreñv eus ar vuhez a bedenn.

=========================================================

R A N N 1I . Ar bedenn a vouezh

2700 - Dre e Gomz e komz Doue d’an den. Dre gomzoù, speredel pe vouezhel, eo e kemer korf hor pedenn. Met ar pouezusañ eo bezañs ar galon d’an Hini a gomzomp outañ er bedenn. “ Evit bezañ selaouet, hor pedenn a zo stag, nann ouzh niver ar c’homzoù, met ouzh gred hon eneoù” (S. Yann Krizostoms)

2701 - Ar bedenn vouezhel a zo un amparad diziouerus eus ar vuhez kristen.D’an diskibled, dedennet gant pedenn sioul o Mestr, e kelenn Hemañ dezho urbedenn vouezhel : ar Bater. Jezuz n’en deus ket pedet hepken ar pedennoù liturgieker sinagogenn; an Avieloù hen diskouez deomp o sevel e vouezh evit diskleriañ ebedenn bersonel, adal ar bennozh tridus d’an Tad (Mzh 11,25-26 betek an dieneze Getsemani (Mk 14,36)

2702 - An ezhomm-se d’unaniñ ar skiantoù gant ar bedenn diabarzh a respont d’ur rediezh eus hon natur denel. Korf ha spered omp, hag ezhomm honeus da ziskouez hor santadoù en diavaez. Dav eo pediñ gant hor bezoud a-bezh evitreiñ d’hon aspedenn ar c’halloudezh vrasañ a c’hellomp.

(...)

gant an Doue-se ma ouvezer bezañ karet gantañ” An orezon a glask “an Hini karet gant va c’halon” (Kan 1,7). Jezuz an hini eohag an Tad gantañ. Klasket eo rak E c’hoantaat a zo bepred derou ar garantez, haklasket eo er feiz glan, ar feiz-se a ra deomp genel anezhañ ha bevañ ennañ. Gallouta vez c’hoazh meveriañ en orezon, met ar sell a dro ouzh an Aotrou.

2710 - An dibab eus mare ha padelezh an orezon a zo tra ar youl mennet,diskulierez sekredoù ar galon. Ne vez ket graet orezon pa vez amzer : kemeret e vezamzer da vezañ evit an Aotrou, gant ar mennad start da chom hep hen adkemer digantañ e-kerz an hent, daoust d’an amprouennoù ha da sec’hded an emgav. N’heller ket meveriañ dalc’hmat, gallout a vez antren en orezon dalc’hmat, dizalc’heus amplegadoù ar yec’hed, al labour pe ar c’hoantegezh. Ar galon eo lec’h an

74

imbourc’h hag an emgav, er baourentez hag er feiz.

2711 - An digor en orezon a zo heñvel ouzh hini al liturgiezh eukaristiel : “bodañ” ar galon, dastum hor bezoud a-bezh dindan lusk ar Spered Santel, annezañti an Aotrou emaomp dezhañ, dihun ar feiz evit antren e bezañs an Hini a zo ouzh hor gortoz, lakaat hor maskloù da gouezhañ ha distreiñ hor c’halon davet an Aotroua gar ac’hanomp evit bezañ dezhañ evel ur brofadenn da c’hlanaat ha da dreuzfurmiñ.

2712 - An orezon eo pedenn bugel Doue, ar pec’her pardonet a asant

degemer ar garantez maz eo karet ganti hag a c’hoant respont dezhi en ur garoutmuioc’h c’hoazh (Lk 7,36-50; 19,1-10) Met gouzout a ra ez eo e garantez-eñan hini a skuilh ar Spered en e galon, rak pep tra a zo gras a-berzh Doue. An orezoneo ar roadenn uvel ha paour da youl karantezus an Tad en unaniezh donoc’h-donañgant e Vab muiañ-karet..

2713 - An orezon a zo evel-se an eztaolad eeunañ eus mister ar bedenn. An orezon a zo un donezon, ur c’hras; ne c’hell bezañ degemeret nemet en izelegezhhag er baourentez. An orezon a zo un darempred a emglev diazezet gant Doue egoueled hor bezoud (Yr 31,33). An orezon a zo kumuniezh : an Dreinded Santela genstumm enni an den, skeudenn Doue, “ouzh e heñvelidigezh”.

2714 - An orezon a zo ivez an amzer greñv dreist-uhel eus ar bedenn.

En orezon an Tad hon “arm a c’halloud dre e Spered evit ma vo kreñvaet ennompan den diabarzh, ma vo ar C’hrist o chom en hor c’halonoù dre ar feiz ha ma vimpgwriziennet, diazezet er garantez” (Ef 3,16-17).

2715 - An arvesterezh a zo ur sell a feiz, stag war Jezuz. “ E verzout a ran

ha va merzout a ra-Eñ”, a lavare d’e berson santel Ars al labourer o pediñ dirak anTabernakl. An evezhiegezh-se outañ a zo emzinac’h ar “me”. E sell a c’hlana argalon. Sklerijenn ar sell eus Jezuz a ro sklaerder da zaoulagad hor c’halon; deskiña ra deomp gwelout pep tra e sklerijenn e wirionez hag e gendruez evit an holl dud.An arvesterezh a zoug ivez hor sell war visterioù buhez ar C’hrist. Deskiñ a ra evel-se an “anaoudegezh diabarzh eus an Aotrou” evit E garout hag E heuilh gwelloc’h.

2716 - An orezon a zo selaou Komz Doue. Pell a vezañ gouzañv, ar selaou-se

a zo sentidigezh ar feiz, degemer diamplegadel ar servijer hag asant karantezus ar bugel..Perzhiañ a ra e “Ya” ar Mab deuet da vezañ Servijer, ha da “Fiat” e servijerez izel.

2717 - An orezon a zo sioulder, an “arouez-se eus ar bed o tont” (S. Izaak a Ninive)pe “ karantez tavedek” (S. Yann ar Groaz) Ar c’homzoù en orezon n’int ket prezegennoùmet bleñchoù o vagañ tan ar garantez. Er sioulder-se, dic’houzañvus d’an den “diavaez”, eoe lavar an Tad deomp e Verb enkorfet, o c’houzañv, marvet ha dasorc’het, hag e ra deompar Spered a vab perzhiañ e pedenn Jezuz.

2718 - An orezon a zo unaniezh gant pedenn ar C’hrist e kement ha ma ra kaoutperzh en e vister. Mister ar C’hrist a vez lidet gant an Iliz en Eukaristiezh, hag ar SperedSantel a ra dezhañ bevañ en orezon, dezhañ bezañ diskouezet dre ar garantez en ober.

2719 - An orezon a zo ur gumuniezh a garantez dougerez a Vuhez evit an engroez,e kement ha maz eo asant da chom e noz ar feiz. Nozvezh Pask an Dasorc’hidigezh adremen dre hini an tremenvan hag ar bez. An tri fredad kreñv-se eus Eur Jezuz eo a ra arSpered bevañ en orezon. Dav eo asantiñ da”veilhal un eurvezh gantañ” (Mzh 26-40)

BERR-HA-BERR2720 - An Iliz a gouvi ar fideled d’ur bedenn reoliek : pedennoù pemdeziek,Liturgiezh an Eurioù, Eukaristiezh ar Sul, gouelioù ar bloavezh liturgiek.

75

2721 - An hengoun kristen a zo ennañ tri stumm pennañ eus ar vuhez a bedenn:ar bedenn vouezhel, ar meverierezh hag an orezon. Kumun dezho eo an emzastuma galon.

2722 - Ar bedenn vouezhel, diazezet war unaniezh ar c’horf hag ar spered ennatur denel, a unvan ar c’horf ouzh pedenn diabarzh ar galon, diouzh skouerar C’hrist o pediñ e Dad hag o kelenn ar Bater d’e ziskibled. 2723 - Ar meverierezh a zo un imbourc’h-pediñ o lakaat da labourat ar preder,ar faltazi, an trivliad, ar c’hoantegezh. Da bal en deus en em gavout gant kredlakaet e-keñver beziad hor buhez.

2724 - An orezon speredel eo an eztaolad eeun eus mister ar bedenn. Ur sell afeiz ouzh Jezuz eo, ur selaou eus Komz Doue, ur garantez sioul. Seveniñ a raan unaniezh gant pedenn ar C’hrist e kement ha ma ra deomp kaout perzhen e vister.

R A N N 2Stourmad ar bedenn

2725 - Ar bedenn a zo un donezon eus ar c’hras hag ur respont divizet eus hor

perzh. Goulakaat a ra dalc’hmat ur striv. Ar bedennerien vras eus an Emglev Kozha-raok ar C’hrist, evel Mamm Doue hag ar sent gantañ o deus hen desket deomp :ar bedenn a zo ur stourmad. Enep piv ? Enep deomp hon-unan hag enep gwidreoùan Tempter a ra pep tra evit distreiñ an den diouzh ar bedenn, diouzh an unaniezhgant e Zoue.Pedet a vez evel ma vever peogwir e vever evel ma peder. Mar ne fell ket deomp oberiañ dre voaz hervez Spered ar C’hrist, n’hellomp ket kennebeut pediñen e anv. Ar “stourm speredel” eus buhez nevez ar c’hristen a zo dirannadus diouzhstourm ar bedenn.

I . An enebadennoù d’ar bedenn2726 - E stourm ar bedenn hon eus da enebiñ, ennomp hon-unan hag en-dro

deomp, ouzh meizadoù faos eus ar bedenn. Darn a wel enni un oberenn vredelhepken, darn all ur striv a greizennañ evit tizhout ar goullo speredel. Darn all he lezenna en emzalc’hioù hag e komzoù lidel. En diemskiant kalz a gristenien, pediñ a zo un trevell digenrezus gant kement tra o deus d’ober : n’o deus ket amzer. Ar rea glask Doue dre ar bedenn a goll fonnus kalon dre ma n’ouzont ket e teu ivez arbedenn eus ar Spered Santel ha neket anezho hepken.

2727 - D’en em gavout hon eus ivez a-dal da droioù-spered eus “ar bed-mañ”en em silañ a reont ennomp, mar ne vezomp ket war evezh, da skouer : ar gwir a vijehepken ar pezh a vez gwiriekaet gant ar poell hag ar skiant (met pediñ a zo ur misteren tu-hont d’hon emskiant ha d’hon diemskiant); talvoudoù ar c’henderc’h hag an askorad (ar bedenn, dic’hounidus, a zo didalvoud eta); al likentez hag an aezamant,dezverk ar gwir, ar mad hag ar c’henedus (ar bedenn avat, “karantez ar Gened” a zo karantez evit Klod an Doue bev ha gwirion); oc’h enebiñ ouzh an oberelouriezh,setu ar bedenn diskouezet evel tec’h eus ar bed (ar bedenn gristen avat n’eo ket kuitaat an istor na diforc’hiñ diouzh ar vuhez)

2728 - Erziwezh, hor stourmad en deus da herzel ouzh ar pezh a santomp

evel hor c’hwitadennoù er bedenn :digalonegezh dirak hor sec’hderioù, tristi-digezh da chom hep reiñ pep tra d’an Aotrou, rak “madoù bras “hon eus (Mk 10,22),kerseenn da chom hep bezañ selaouet hervez hor youl deomp hon-unan, gloaz hon ourgouilh o kaletaat war hon dizellezegezh a bec’her, dic’houst evit gradusted arbedenn, h. a. Ar c’hlozadur a vez dalc’hmat an hevelep hini : da betra pediñ ? Evit

76

trec’hiñ an enebadennoù-se ez eo ret stourm evit an izelegezh, ar fiziañs hag ar gen-dalc’husted.

II . An evezhiegezh uvel a galon

A-dal da ziaesterioù ar bedenn

2729 - An diaester boas en hor pedenn eo an dievezhded. Dougen a c’hell warar gerioù hag o ster, er bedenn vouezhel; dougen a c’hell, donoc’h, war an Hini a bedomper bedenn vouezhel (liturgiek pe bersonel), er meverierezh hag en orezon. Mont da hemol-c’hiñ an dievezhdedoù a vije kouezhañ en o rouedoù, goude maz eo a-walc’h distreiñd’hor c’halon : un dievezh a ziskleir deomp ar pezh ez omp stag outañ, hag an emskiant uvel a gement-se dirak an Aotrou a zle dihuniñ hor c’harantez kentañ evitañ, en ur ginnigdezhañ hor c’halon a-youl-vat da vezañ glanaet gantañ. Eno emañ ar stourm, an dibab eusar Mestr da servijiñ (Mzh 6,21-24).

2730 - Ent-devoudel,ar stourm enep deomp hon-unan o klask perc’hennañ hagaotrouniañ, eo an evezhiegezh, kerreizhded ar galon. Pa bouez Jezuz war an evezhiegezh,ez eo dalc’hmat en e geñver, e keñver e Zonedigezh, en deiz diwezhañ ha bemdez :”hiziv”.Ar Pried a zeu e-kreiz an noz, ar goulou na zle ket bezañ mouget eo hini ar feiz :”Deoc’h-c’hwi e lavar va c’halon : klaskit e zremm” (S 27,8).

2731 - Un diaester all, pergen evit ar re a fell dezho pediñ da vat eo ar sec’hded

Ul lod eo eus an orezon e-lec’h m’eo dizonet ar galon, dic’houst evit ar soñjoù, an eñvo-rioù, an trivliadoù, zoken speredel. Ar mare eo eus ar feiz glan hag en em zalc’h er fealdedgant Jezuz en e dremenvan hag er bez. “Ar c’hreunenn winizh, ma varv, a zoug frouezh e-leizh” (Yn 12,24).Ma teu ar sec’hder diwar an diouer a wrizioù, dre m’eo kouezhet arGomz war ar roc’h, ar stourm a zo e dalc’h ar ganttroidigezh (Lk 8,6. 13).

A-dal d’an temptadurioù er bedenn

2732 - An temptadur boasañ, ar c’huzhetañ, eo hor mank a feiz. En em ziskoueza ra, nebeutoc’h dre un diskredoni diskleriet eget dre un doug kreñvoc’h. Pa grogomp da bediñ, e teu ur stal labourioù ha prederioù, sellet evel mallus, d’en em ziskouez kent-wiriek;setu a-nevez mare ar wirionez evit ar galon hag he c’harantez kentañ. Gwech e troompouzh an Aotrou evel ouzh an diwezhañ skoazell; met daoust ha krediñ a reer evit gwir ?Gwech e kemeromp an Aotrou da genstourmer, met ar galon a zo c’hoazh en argred. E pep degouezh, hor mank a feiz a ziskouez ne d-omp ket c’hoazh e stad ar galon uvel :“En diavaez din, n’hellit ober netra” (Yn 15,5).

2733 - Un temptadur all, digoret dezhañ an nor gant an argred, eo an dic’houst.

An Tadoù speredel a intent dre gement-se un doare dinerzh deuet diwar laoskentez anemziouer, gwanadur an evezhiegezh, leziregezh ar galon. “Gredus eo ar spered, gwan eoar c’horf” (Mzh 26,41). Muioc’h a se e kouezher eus an uhel, muioc’h ivez an droug graet.An digalonegezh, poanius, eo tu-gin an argred. Neb a zo uvel n’eo ket souezhet gant e zienez; hen dougen a ra d’ur fiziañs vrasoc’h, da zerc’hel start en dalc’hegezh.

III . Ar fiañs a vab2734 - Ar fiziañs a vab a vez amprouet - en em ziskouez a ra - en drubuilh

(Rm 5,3-5). An diaester brasañ a zo er bedenn a c’houlenn, evidomp pe evit ar reall en erbedenn. Darn a baouez zoken da bediñ dre ma soñj ganto n’eo ket selaoueto goulenn. Amañ e sav daou c’houlenn : Perak e soñjomp n’eo ket bet selaouet horgoulenn ? Penaos e vez selaouet hor pedenn, penaos “efedus” ?

77

Perak klemm dre na vezer ket selaouet ?

2735 - Un dra anat a zlefe hor souezhiñ da gentañ. Pa veulomp Doue, pee rentomp gras dezhañ evit e vadoberoù dre vras, ne vezomp ket chalet evit gouzoutha plijet eo bet hor pedenn dezhañ.En enep e c’houlennomp groñs gwelout ar frouezh eus hor goulenn.. Pehini eo eta skeudenn an Doue a c’houlenn hor pedenn :un araez da implijout pe Tad hon Aotrou Jezuz Krist ?

2736 -Ha krediñ start a reomp “n’ouzomp ket petra goulenn evit pediñ

evel dleet ?” (Rm 8,26). Ha goulenn a reomp digant Doue “ar madoù dereat” ?Hon Tad a oar ervat ar pezh a zo mat evidomp, a-raok bezañ graet hor goulenn,(Mzh 6,8) met gortoz a ra hor goulenn, rak dellezegezh e vugale a zo en o frankiz.Dav eo avat pediñ gant e Spered a frankiz, evit gallout anaout e c’hoant e gwirionez (Rm 8,27).

2737 - “C’hoantaat a rit ha n’hellit ket kaout....Ne resevit netra o vezañna bedit ket. Ha mar pedit, ne resevit ket, o vezañ ma c’houlennit fall, e soñj dis-pign evit ho plijadurezhioù” (Jk 4,2-3). Mar goulennomp gant ur galon daouek, “avoultrer” (Jk 4,4), Doue n’hell ket hor selaou, rak hor mad, hor buhez eo a felldezhañ. “Ha soñjal a rit ez eo en aner e lavarfe ar Skritur : gant gwarizi e kar ac’ha-nomp ar Spered en deus Doue lakaet ennomp ?” (Jk 4,5). Hon Doue a zo gwariziusac’hanomp, pezh a zo an arouez eus gwirionez e garantez. Antreomp e c’hoant eSpered ha neuze e vezimp selaouet. :

Arabat bezañ glac’haret mar ne resevez ket raktal digant Doue ar pezh a c’houlennezdigantañ; dre ma fell dezhañ ober muioc’h a vad dit c’hoazh gant da gendalc’hustedda chom gantañ er bedenn; fellout a ra dezhañ e vefe amprouet hor c’hoant er bedenn.Evel-se e vezomp prientet gantañ da resev ar pezh ez eo prest da reiñ deomp. (S. Eosten)

Penaos e vez efedus hor pedenn ?

2738 - Diskuliadur ar bedenn en arboellerezh ar silvidigezh a zesk deompemañ harpet hor feiz war obererezh Doue en istor. Ar fiziañs a vab a zo savet diware oberenn bennañ : pasion ha dasorc’hidigezh e Vab. Ar bedenn gristen a zo kenla-bour gant e Ragevezh, gant e vennad a garantez evit an dud.

2739 - E S. Paol ar fiziañs-se a zo hardizh (Rm 10,12-13), diazezet warbedenn ar Spered ennomp ha war garantez feal an Tad, en deus roet deomp e Vabunganet ( Rm 8,26-39). Treuzfurmidigezh ar galon a bed eo ar respont kentañ d’hor goulenn.

2740 - Pedenn Jezuz a ra eus ar bedenn gristen ur goulenn efedus. Eñ eo arskouer anezhi. Pediñ a ra ennomp ha ganeomp. Peogwir ne glask kalon ar Mab nemetpezh a blij d’an Tad, penaos en em stagfe hini ar vugale advabet ouzh an donezonoùkentoc’h eget ouzh an Donezoner ?

2741 - Jezuz a bed ivez evidomp, en hol lec’h hag evit hor mad. Hon holl c’hou-lennoù a zo bet dastumet ur wech evit mat en e Griadenn war ar Groaz ha selaouet gant an Tad en e Zasorc’hidigezh, ha setu perak ne baouez ket d’erbediñ evidomp e-kichen anTad. (He 5,7; 7,25; 9,24). Pa vez unanet a-youl-vat hor pedenn ouzh hini Jezuz, er fiziañshag en hardizhegezh a vab, ec’h obtenomp kement tra a c’houlennomp en e anv, kalzmuioc’h eget an dra-mañ pe an dra-se :ar Spered Santel e-unan, emañ ennañ an holl zone-zonoù.

78

IV . Kenderc’hel er garantez

2742 - “Pedit hep ehan” (1 Tes 5,17), “ e pep amzer hag evit pep tra, rentit bennozhda Zoue an Tad en anv hon Aotrou Jezuz Krist” (Ef 5,20), “Bevit e-kreiz ar bedenn hag anaspedenn, e pep amzer pedit dre ar Spered, taolit pled da zerc’hel ganti hep skuizhañ ha dac’houlenn skoazell Doue evit an holl sent” (Ef 6,18). “ N’eo ket bet goulennet ganeomp labourat, beilhal ha yuniñ dalc’hmat, e-lec’h maz eo ul lezenn evidomp pediñ hep ehan” (Evagre). Ar gred difaezus-se ne c’hell dont nemet eus ar garantez.. Enep hor ponnerdedhag hon leziregezh, ez eo stourm ar bedenn hini ar garantez uvel, fizius ha dalc’hus. Argarantez-se a zigor hor c’halonoù war deir anataenn a feiz, sklerijennus ha buhezuz :

2743 - Pediñ a zo dalc’hmat gallus : amzer ar c’hristen eo hini ar C’hrist dasorc’het

hag “ a zo ganeomp, bemdez” (Mzh 28,20), daoust pere ar c’horventennoù (Lk 8,24). Honamzer a zo etre daouarn Doue :

Tu a zo, er marc’had zoken pe en ur valeadenn zigenvez, da ober ur bedenn builh ha gredus. Azezet en ho stal, pe o prenañ pe o werzhañ pe zoken oc’h aozañ boued (S. Yann Krizostomos)

2744 - Pediñ a zo ur rediezh vuhezuz. Ar brouenn dre ar c’hontrol n’eo ket nebeu-toc’h kendrec’hus : mar n’en em lezomp ket da vezañ renet dre ar Spered, e kouezhompen-dro e sklaverezh ar pec’hed. (Ga 5,16-25) Penaos e c’hell ar Spered Santel bezañ “horbuhez” mar chom hor c’halon pell dioutañ ?

Netra ne dalv ar bedenn : rentañ gallus a ra an dic’hallus, aezet ar pezh zo diaes. Dic’hallus eod’an den a bed pec’hiñ (S Yann Krizostomos)

Neb a bed en em savete a-dra-sur; neb na bed ket en em gondaon ken sur all. (S. Alfoñs a Ligori)

2745 - Pedenn ha buhez kristen a zo dirannadus rak an hevelep karantez eo hag anhevelep emziouer a zeu diwar ar garantez. An hevelep kenstumm mabel ha karantezus eo ouzh mennad a garantez an Tad.An hevelep unaniezh treuzfurmer er Spered Santel hag horc’henstumm muioc’h-mui dalc’hmat ouzh ar C’hrist Jezuz. An hevelep karantez evitan holl dud, eus ar garantez-se maz omp karet gant Jezuz. “Kement tra a c’houlennot digant an Tad em anv, a vo roet deoc’h gantañ. Ar pezh a gemennan deoc’h eo en em garout an eil egile” (Yn 15,16-17 ).

Hennezh a bed hep ehan pa unan ar bedenn ouzh an oberoù hag an oberoù ouzh arbedenn. Evel-se hepken e c’hellomp sellout evel sevenadus ar bennaenn da bediñhep ehan (Origenes)

*************************************************

Ar bedenn eus Eur Jezuz

2746 - Paz eo deuet an Eur evitañ, Jezuz a bed an Tad (Yn 17). E bedenn, an hini hirañ degaset dre an Aviel, a vriata an holl arboellerezh eus ar grouidigezh hagar silvidigezh, evel e varv hag e Zasorc’hidigezh. Pedenn Eur Jezuz a chom beprede hini, evel e Bask, c’hoarvezet “ur wech evit mat”, a chom bezant e liturgiezh e Iliz.

2747 - An hengoun kristen a c’halv anezhi, gant gwir abeg, pedenn “velegel”Jezuz. Hini hor Beleg-Meur eo, dirannadus eo eus e Aberzh, eus e “dremen” (Pask)davet an Tad e-lec’h maz eo “kensakret” anterin d’an Tad (Yn 17,11.13.19)

79

2748 - Er bedenn-Bask-se, aberzhel, pep tra a zo “dastumet” Ennañ (Ef 1,10) Doue hag ar bed, ar Verb hag ar c’horf, ar vuhez peurbadel hag an amzer, ar garan-tez en em ro hag ar pec’hed hen trubard, an diskibled bezant hag ar re a gredo ennañdre o c’homz, an izeladur hag ar c’hloar. Pedenn an Unanded eo.

2749 - Jezuz en deus kaset da benn holl oberenn an Tad, hag e bedenn, evele Aberzh, en em astenn betek dibenn an amzer. Pedenn an Eur a leunia an amzerioùdiwezhañ hag o c’has d’o feurvarradur. Jezuz, ar Mab en deus an Tad roet dezhañpep tra, a zo roet a-grenn d’an Tad, ha war memes tro en em ziskleir gant ur frankizdiharz dre ar galloud en deus an Tad roet dezhañ war gement korf a zo. Ar Mab, enem c’hraet Servijer, a zo an Aotrou, ar “Pantekrator”. Hor Beleg-Meur hag a bed evidomp, a zo ivez an Hini a bed ennomp hag an Doue hor selaou.

2750 - En ur antren en anv santel an Aotrou Jezuz eo e c’hellomp degemer,

eus an diabarzh, ar bedenn a gelenn deomp : “Hon Tad !”. E bedenn velegel a zooc’h awenañ, eus an diabarzh, goulennoù bras ar Bater: ar preder ouzh anv an Tad(Yn 17,6.11.12.26), ar c’hoant bras eus e Rouiantelezh(ar c’hloar)(Yn 17,1.5.10.24.23-26), peurvarradur youl an Tad hag e vennad a silvidigezh (Yn 17,2.4.6.9.11.12.24)hag an dieubidigezh eus an droug (Yn 17,15).

2751 - Er bedenn-se ,erziwezh, eo e tiskuilh Jezuz deomp hag e ro deomp

an “anaoudegezh” dirannadus eus an Tad hag ar Mab(Yn 17,3.6-10.25)a zo ar mister end-eeun eus ar Vuhez a bedenn.

BERR-HA-BERR

2752 - Ar bedenn a c’houlaka ur striv hag ur stourm ouzhomp hon-unan hagenep gwidreoù an Tempter. Stourmad ar bedenn a zo dirannadus eus ar “stourmsperedel” ret evit oberiañ diouzh boaz hervez Spered ar C’hrist : pedet e vezevel ma vever, dre ma vever evel ma peder.

2753 - En emgann ar bedenn e tleomp derc’hel kont eus gweladurioù fazius, eustroioù-spered liesseurt, eus skiant-prenet hor c’hwitadennoù. D’an temptadurioù-sea daol an arvar war dalvoudegezh pe war c’hallusted ar bedenn zoken, ez eo dereat respont dre an izelegezh, ar fiziañs hag ar gendalc’husted.

2754 -An diaesterioù pennañ evit pleustriñ ar bedenn eo an dievezhiegezh hag arsec’hder. Ar remed a zo er feiz., er ganttroidigezh hag en evezhiegezh a galon.

2755 - Daou demptadur boas a c’hourdrouz ar bedenn : an diouer a feiz hag andic’houst, a zo un doare dinerzh diwar an dizalc’h eus an emziouer hag a gasd’an digalonegezh.

2756 - Ar fiziañs a vab a vez lakaet en amprou pa gav deomp na vezomp ketselaouet dalc’hmat. An Aviel hor c’houvi d’en em c’houlenn hag-eñ eo ken-stumm hor pedenn ouzh c’hoant ar Spered.

2757 - “Pedit hep ehan “ (1 Tes 5,17). Pediñ a zo dalc’hmat gallus. Ur rediezheo zoken evit bevañ. Pedenn ha buhez kristen a zo dirannadus

2758 - Pedenn Eur Jezuz, anvet gant gwir abeg “pedenn velegel” (Yn 17) a zastum enni an holl arboellerezh eus ar grouidigezh hag ar sikvidigezh. Awenaña ra goulennoù bras ar Bater.

**************************************************

80

E I L K E V R E N NPedenn an Aotrou : “ Hon Tad !”

2759 -” Un deiz ma oa en ul lec’h bennak o pediñ, echu gantañ e bedenn,e lavaras dezhañ unan eus e ziskibien : “Mestr, desk deomp pediñ evel m’en deusYann e-unan desket d’e ziskibien” (Lk 11,1). Evit respont d’ar goulenn-se eo endeus an Aotrou fiziet d’e ziskibien ha d’e Iliz ar bedenn gristen diazezel. S. Lukaza ro un destenn verr anezhi (pemp goulenn : Lk 11,2-4); S. Mazhev a ro unanhiroc’h (seizh goulenn : Mzh 6,9-13). Testenn S. Mazhev eo a zo bet miret ganthengoun liturgiek an Iliz :(Mzh 6,9-13).

2760 - Abred-kaer en deus an implij liturgiek klozet Pedenn an Aotrou

dre un doksologiezh. En Didake (8,2) : “Rak Deoc’h-c’hwi eo ar galloud hag arc’hloar er c’hantvedoù”. Ar bonreizhoù abostolek(7,24,1) a ouzhpenn en derou : “ ar rouantelezh”, ha miret eo bet ar formulenn-se en hon amzer er bedenn gedilizel.An hengoun buzantat a lavar ouzhpenn goude ar c’hloar :”Tad, Mab ha Spered Santel “. Ar misal roman a zispleg ar goulenn diwezhañ en diawel sklaer eus “gortozan esperañs evurus” (Tt 2,13) hag eus Donedigezh Jezuz Krist hon Aotrou, hagoude e teu youc’hadeg ar vodadeg pe an adkemer eus doksologiezh ar bonreizhoùabostolek.

========================================================

R A N N 1Ar berrskrid eus an Aviel a-bezh

2761 - “Ar Bater a zo e gwirionez an diverradur eus an Aviel a-bezh”(Tertullianus). “P’en devoa an Aotrou roet deomp an doare-pediñ-se, a lavaras :“ Goulennit hag e vo roet deoc’h” (Lk 11,9). Pep hini a c’hell eta kas d’an neñvpedennoù liesseurt hervez e ezhommoù, met en ur stagañ dalc’hmat gant Pedennan Aotrou hag a chom ar bedenn-diazez” (Tertullianus).

I . E-kreiz ar Skriturioù

2762 - Goude bezañ diskouezet penaos eo ar Salmoù ar magadur pennañeus ar bedenn gristen, hag en em serront e goulennoù ar Bater, e kloz S. Eosten :

Tremenit war an holl bedennoù a zo er Skriturioù, ha ne gredan ket e c’hellfec’h kavoutenno un dra bennak na vije ket endalc’het e Pedenn an Aotrou;

2763 - An holl Skriturioù (al Lezenn, ar Brofeded hag ar Salmoù) a zo sevenet er C’hrist. (Lk 24,44). An Aviel eo ar “C’heloù-mat”-se. E gemenn kentañ a zo diverretgant S. Mazhev er brezegenn war ar Menez (Mzh 5,7). Ar bedenn d’hon Tad a zo e-kreizar c’hemenn-se. En arroudenn-se emañ sklerijennet pep unan eus goulennoù ar bedennlegadet gant an Aotrou :

Pedenn an Aotrou eo ar barfetañ eus ar pedennoù....Enni ne c’houlennomp ket hepken kementtra a c’hellomp c’hoantaat gant reizhded, met ivez hervez an urzh dereat d’o c’hoantaat. Evel-see kelenn deomp ar bedenn-se n’eo ket goulenn hepken, met stummañ a ra c’hoazh hon hollgantaezelezh (S. Tomaz Akw.)

2764 - Ar brezegenn war ar Menez a zo kelennadurezh a vuhez, Pedenn an Aotrou

81

a zo pedenn, met en eil hag eben e ro Spered an Aotrou ur stumm nevez d’hor c’hoantoù, al luskadoù diabarzh-se a drelusk hor buhez. Jezuz a gelenn deomp ar vuhez nevez-se dree gomzoù ha deskiñ a ra deomp hen goulenn dre ar bedenn. Diouzh reizhder hor pedenne teu hini hor buhez Ennañ.

II . “Pedenn an Aotrou”

2765 - An doare-lavar hengounel “Pedenn an Aotrou” a dalvez ez eo kelennet haroet ar bedenn d’hon Tad gant an Aotrou Jezuz. Ar bedenn-se a zeu deomp digant Jezuza zo unel e gwirionez : eus an Aotrou eo. Eus un tu, end-eeun, dre gomzoù ar bedenn-se e rodeomp ar Mab unganet ar c’homzoù en deus an Tad roet dezhañ (Yn 17,7) :Eñ eo Mestr hor pedenn. A-hend-all, Verb enkorfet,anaout a ra en e galon-den ezhommoù e vreudeurha c’hoarezed denel, hag o diskuilh a ra deomp ; Eñ eo Skouer hor pedenn.

2766 - Met Jezuz ne lez ket ganeomp ur formulenn da adlavarout diratozh (Mzh 6,7;

1 R 18,26-29). Evel evit pep pedenn vouezhel, dre Gomz Doue eo e tesk ar Spered Santelda vugale Doue pediñ o Zad. Jezuz a ro deomp n’eo ket hepken komzoù hor pedenn vabel,war-un-dro e ro deomp ar Spered ma teuont da vezañ gantañ “spered ha buhez “ ennomp.(Yn 6,63). Muioc’h c’hoazh :ar brouenn ha gallusted hor pedenn vabel eo “en deus an Tadkaset en hor c’halonoù Spered e Vab a c’harm : Abba”, Tad ! “ (Ga 4,6). Peogwir e tisklerhor pedenn hor c’hoantoù e-kichen Doue, ez eo c’hoazh “an Hini a furch ar c’halonoù”, an Tad “hag a oar petra eo c’hoant ar Spered, hag ez eo e erbedenn evit ar sent ar pezh a blij da Zoue” (Rm 8,27) Ar bedenn d’hon Tad en em enkloz e kefridiezh visterius ar Mabhag ar Spered.

III . Pedenn an Iliz

2767 - An donezon dirannadus-se eus komzoù an Aotrou hag eus ar Spered Santelhag a ro buhez e kalon ar grederien a zo bet resevet ha bevet gant an Iliz abaoe ar penn-kentañ. Ar c’humuniezhoù kentañ a bed Pedenn an Aotrou “teir gwech bemdez” (Didake),e-lec’h an “Triwec’h bennozh” implijet gant an deoliezh yuzev.

2768 - Hervez an Hengoun abostolek, Pedenn an Aotrou a zo gwrizienneta-grenn er bedenn liturgiek.

An Aotrou a zesk deomp ober a-gevret hor pedennoù evit hon holl vreudeur; rak nelavar ket “va Zad” hag a zo en neñv, met “hon” Tad, evit ma talvezo hor pedenn, a ene unel, evit Korf an Iliz a-bezh (S. Yann Krizostomos)

En holl hengounioù liturgiek ez eo Pedenn an Aotrou ul lod kevanek euseurioù bras an Ofis doueel. Met dreist-holl e tri sakramant an deskoniadur kristenez eo anat-tre hec’h azon ilizel :

2769 - Er Vadeziant hag er Gouzoumenn, an dasroadur (traditio) eus

Pedenn an Aotrou a dalvez ar c’hanedigezh nevez d’ar vuhez doueel. Peogwir arbedenn gristen a zo komz ouzh Doue gant Komz Doue hec’h-unan, ar re a zo “ganet a-nevez dre Gomz an Doue bev” (1 P 1,23) a zesk aspediñ o Zad dre arGomz nemeti a selaou bepred. Hag hen gallout a reont hiviziken, rak ar Siell eusolevadur ar Spered Santel a zo lakaet, diziverkus, war o c’halon, o divskouarn, omuzelloù, war o boud mabel a-bezh. Setu perak an darnvuiañ eus displegadurioùan Tadoù war ar Bater a vez kaset d’ar gatekizidi ha d’an nevez-kristenidi. Pa lavaran Iliz Pedenn an Aotrou, ez eo dalc’hmat pobl ar “re nevez-ganet” a bed hag a resev trugarez (1 P 2,1-10)

82

2770 - El liturgiezh eukaristiel en em ziskouez Pedenn an Aotrou evel pedenn an Iliz a-bezh. Eno en em ziskuilh he ster leun hag hec’h efedusted. Lec’hietetre an Anaforenn (pedenn eukaristiel) ha liturgiezh ar gomunion, e berrzastum eusun tu an holl c’houlennoù hag erbedennoù diskleriet e luskadenn an epiklesis, hag, eus an tu all e sko ouzh dor Banvez ar Rouantelezh emañ ar gomunion sakramantel o vont da ragarveziñ.

2771 - En Eukaristiezh e tiskouez ivez Pedenn an Aotrou an azon eskatalogeleus he goulennoù. Ar bedenn eo hini an amzerioù diwezhañ, an amzerioù a silvidigezhderaouet gant skuilhidigezh ar Spered Santel hag a echuo gant Distro an Aotrou. Argoulennoù d’hon Tad, disheñvel diouzh pedennoù an Emglev Kozh, a zo harpet warvister ar silvidigezh sevenet endeo, ur wech evit mat, er C’hrist kroazstaget ha dasor-c’het.

2772 - Eus ar feiz divrall-se e strink an esperañs a zibrad pep hini eus arseizh goulenn. Ar re-mañ a ziskleir hirvoudoù an amzer-vremañ, an amzer eus anhabaskted hag ar gortoz “ma n’eo ket c’hoazh bet diskouezet ennañ petra vimp”(1 Yn 3,2; Kol 3,4). An Eukaristiezh hag ar Bater a zo stegnet etrezek donedigezhan Aotrou, “betek ma teuio en-dro” (1 Kor 11,26).

BERR-HA-BERR

2773 - Evel respont da c’houlenn e ziskibien (“Aotrou, desk deomp pediñ ,Lk 11,1), Jezuz a ro dezho ar bedenn-diazez kristen, ar Bater.

2774 - “Pedenn an Aotrou a zo e gwirionez an diverradur eus an Aviel a-bezh”“an hini barfetañ eus ar pedennoù” E-kreiz ar Skriturioù emañ-hi.

2775 - Anvet eo “Pedenn an Aotrou” peogwir e teu deomp eus an Aotrou Jezuz,Mestr ha Skouer hor pedenn.

2776 - Pedenn an Aotrou a zo pedenn dreistel an Iliz. Lodenn gevanel eo eus eurioù bras an Ofis doueel hag eus sakramantoù an deskoniadur kristen : Badeziant, Kouzoumenn hag Eukaristiezh. Lakaet e-kreiz an Eukaristiezh e tiskouezan azon “eskatologel” eus he goulennoù, en esperañs an Aotrou, “betek mateuio en-dro” (1 Kor 11,26).

***************************************************R A N N 2 “Hon Tad hag a zo en neñv”

I . “Krediñ tostaat gant pep fiziañs”2777 - El liturgiezh roman ez eo kouviet ar vodadeg eukaristiel da bediñ hon

Tad gant un hardizhegezh a vab; al liturgiezhoù reterel a implij hag a zispleg doareoùdamheñvel :” Krediñ gant pep surentez”, “Hor rent dellezek da...” Dirak ar Vodenn wrezuse voe lavaret da Voizez :”Na dosta ket. Lem da solennoù” (Erm 3,5). Jezuz hepken ac’helle tremenn an treuzoù-se eus ar Santelezh doueel, Eñ hag “o vezañ kaset da bennpuridigezh ar pec’hedoù “(He 1,3) hor ren dirak Dremm an Tad :” Setu me amañ, hag ar vugale ac’h eus roet din” (He 2,13) :

An emskiant hon eus ag hor stad a sklavourien a rafe deomp diskenn dindan an douar,hor saviad douarel a gouezfe e poultr, mar ne vijemp ket poulzet gant aotrouniezh hon Tade-unan ha gant Spered e Vab da leuskel ar c’harmadenn :”Abba, Tad !” (Rm 8,15)......Pegoulz

83

e kredfe gwander un den marvel gervel Doue e Dad, anez hepken pa vez bevaet diabarzh donan den gant ar Galloud eus an nec’h ? (S. Pêr Krizologos)

2778 - Ar galloud-se eus ar Spered hag hor c’has da Bedenn an Aotrou a zo diskle-riet e liturgiezhoù ar Reter hag ar C’hornog dre al lavarenn gaer kristen : parrhesia, eeundeddidro, fiziañs a vab, surentez laouen, hardizhegezh uvel, divarded da vezañ karet (Ef 3,12;He 3,6; 4,16; 10,19, 1 Yn 2,28; 3,21; 5,14)

II . “ Tad !”

2779 - A-raok kemer evidomp al luskadenn gentañ-se eus Pedenn an Aotrou, n’eo ket didalvoud glanaat gant izelded hor c’halon eus skeudennoù faos “ar bed-mañ”. An izelegezh a ra deomp kedanaout “ ne anav den ebet an Tad nemet ar Mab, hag an neb a blij d’ar Mab hen diskuliañ dezhañ”, d.l.e.”d’ar vugaligoù” (Mzh 11, 5-27). Glanidigezh ar galon a sell ouzh ar skeudennoù tadel pe vammel,deuet eushon istor personel ha sevenadurel o pouezañ war hon darempred gant Doue. Douehon Tad a drehont rizhennoù ar bed krouet. Treuzkas warnañ, pe enep dezhañ, horc’healioù en domani-se, a vefe oberiañ idolennoù, da azeuliñ pe da ziskar. Pediñ anTad, a zo antren en e vister evel m’emañ hag evel m’en deus e Vab hen diskulietdeomp :

Al lavarenn ‘Doue an Tad’ ne oa bet biskoazh diskuliet da zen ebet. Pa c’houlennMoizez e-unan digant Doue piv edo-Eñ, e klevas un anv all. Deomp-ni an anv-se a zobet diskuliet er Mab, rak an anv-mañ a empleg an anv nevez a Dad (Tertullianus)

2780 - Gallout a reomp aspediñ Doue evel “Tad” , rak diskuliet eo deompgant e Vab deuet da vezañ den ha dre ma ra deomp e Spered hen anaout. Ar pezh n’hell ket an den meizout, na galloudoù an aeled damwelout, darempred personel arMab davet an Tad (Yn 1,1) , setu ma ra deomp Spered ar Mab kaout perzh ennañ, deomp-hi hag a gred ez eo Jezuz ar C’hrist hag ez omp ganet eus Doue (1 Yn 5,1).

2781 - Pa bedomp an Tad, e vezomp e kumuniezh gantañ ha gant e VabJezuz Krist (1 Yn 1,3)Neuze eo hen anavezomp hag hen kedanavomp gant un estlamm bepred nevez. Al laverenn gentañ eus Pedenn an Aotrou a zo ur bennozh daazeuliñ, a-raok bezañ un aspedenn. Rak Klod Doue eo hen anavezomp evel “Tad”, Doue gwirion. Rentañ gras a reomp dezhañ o vezañ m’en deus diskuliet deomp e anv,roet deomp krediñ ennañ ha bezañ annezet gant e Vezañs.

2782 - Gallout a reomp azeuliñ an Tad dre m’en deus graet deomp adgeneld’e Vuhez ouzh hor c’hemer da advibien en e Vab unganet : hon entoueziañ a ra drear Vadeziant e Korf e Grist, ha dre olevadur e Spered o tiskenn eus ar Penn en e izilie ra “kristed” ac’hanomp :

Doue, end-eeun, hag en deus hon tonket d’an advaberezh, en deus hor rentet kenstummouzh Korf glorius ar C’hrist. Hiviziken eta, perzhidi er C’hrist, ez oc’h galvet “kristed”gant gwir abeg. (S. Kurillos Jeruzalem)

An den nevez, ganet en-dro ha rentet d’e Zoue dre ar c’hras, a lavar da gentañ “Tad !”,rak deuet eo da vezañ mab (S. Kiprianus).

2783 - Evel-se eo, dre Bedenn an Aotrou, ez omp diskuliet deomp hon-unanen hevelep tro maz eo diskuliet deomp an Tad (GS) :

O den, ne gredes ket sevel da zremm etrezek an neñv, soublañ a raes da zaoulagad etrezekan douar, ha trumm ec’h eus resevet gras ar C’hrist : da holl bec’hedoù a zo bet pardonet

84

dit. A servijer fallakr ez out deuet da vezañ ur mab mat... Sav eta da zaoulagad etrezek anTad en deus da zasprenet dre e Vab ha lavar : Hon Tad....Met n’azgoulenn brient ebet. Ned eo an Tad, en doare ispisial, nemet d’ar C’hrist hepken, e-lec’h ni, hor c’hrouet en deus. Lavar eta, te ivez dre c’hras : Hon Tad, evit dellezout bezañ e vab (S. Ambrozius).

2784 - Donezon gradus an advaberezh a c’houlenn eus hor perzh ur ganttroidigezh kendalc’hus hag ur vuhez nevez. Pediñ hon Tad a zle diorren ennomp daou emzalc’h dia-zezel :

Ar c’hoant hag ar youl da vezañ heñvel outañ. Krouet diouzh e skeudenn, ez eodre c’hras eo rentet deomp an heñvelded hag hon eus da respont dezhi

Pa anvomp Doue “hon Tad”, hon eus da gaout soñj d’en em zougen evel mibien da Zoue.(Kiprianus)

N’hellit ket envel ho Tad an Doue a holl vadelezh mar mirit ur galon kriz ha dizenel; rak neuzen’hoc’h eus ken ennoc’h ar merk eus madelezh an Tad neñvel (S. Yann Krizostomos)

Dav eo arvestiñ dalc’hmat kened an Tad hag he lakaat e-barzh hon ene (S. Gregor Nis.).

2785 - Ur galon uvel ha fizius hag a ra deomp “distreiñ d’ar stad a vugale”(Mzh 18,3) rak d’ar “vugaligoù” eo en em ziskuilh an Tad (Mzh 11,25) :

Ur sell eo war Doue hepken, un tan bras a garantez. An ene a spluj ennañ hag en em goll ergarantez santel, hag a ziviz gant Doue evel gant e Dad dezhañ e-unan en tiegezh, gant undenerded a zeoliezh goubarek. (S. Yann Cassius)

Hon Tad : an anv-se a vroud ennomp war un dro ar garantez, ar garadegezh er bedenn,.... hag ivezan esperañs d’obten ar pezh a c’houlennomp.... Petra, end-eeun, e c’hellfe nac’h da bedenn evugale, p’en deus endeo ragaotreet dezho bezañ e vugale ? (S. Eosten).

III . “Hon” Tad

2786 - “Hon” Tad a sell ouzh Doue.Ar ger-se, eus hor perzh, ne ziskleir ket ur berc’henniezh, met un darempred nevez a-grenn gant Doue.

2787 - Pa lavaromp “hon” Tad, e kedanavomp da gentañ ez eo sevenet e hollbromesaoù a garantez kemennet gant ar Brofeded en emglev nevez ha peurbadel en eGrist : deuet omp da vezañ “e” Bobl hag Eñ eo “hon” Doue hiviziken. An darempred nevez-se a zo ur berc’henniezh etrezomp roet digoust : dre ar garantez hag ar fealded (Os 2,21-22;6,1-6) eo hon eus da respont d’ar “c’hras ha d’ar wirionez” a zo roet deomp e Jezuz Krist(Yn 1,17)

2788 - Peogwir ez eo Pedenn an Aotrou hini e Bobl en “amzerioù diwezhañ”, etiskleir ivez an “hon”-se surentez hon esperañs e promesa diwezhel Doue : er Jeruzalem nevez e lavaro d’an trec’her :”Me a vo evitañ e Zoue hag eñ a vo evidon va mab” (Disk 21,7)

2789 - En ur bediñ “hon” Tad, ez eo da Dad hon Aotrou Jezuz Krist e kasomp horpedenn. Ne rannomp ket an doueelezh, peogwir eo an Tad ar “vammenn hag an orin” anezhi, met dre gement-se e c’hourbannomp ez eo ar Mab ganet a-viskoazh gantañ hag e teu ar Spered Santel anezhañ. Ne gemmeskomp ket kennebeut an Nouezioù, peogwir ec’h anza-vomp hor c’humuniezh gant an Tad hag e Vab Jezuz Krist en o Spered Santel nemetañ.An Dreinded Santel a zo kennatur ha dirannadus. Pa bedomp an Tad, hen azeulomp haghen klodusaomp gant ar Mab hag ar Spered Santel.

2790 - Hervez ar yezhadur, “hon” a verk ur bezoud kumun da lies hini. N’eus

85

nemet un Doue ha kedanavet eo evel Tad gant ar re a zo, dre ar feiz en e Vab, ganeta-nevez anezhañ dre an dour ha dre ar Spered (1 Yn 5,1; Yn 3,5). An Iliz eo ar gumu-niezh nevez-se etre Doue hag an dud :unanet ouzh ar Mab unganet deuet da vezañ“mab-henañ da vreudeur e-leizh” (Rm 8,29), emañ e kumuniezh gant un hevelep Tadnemetañ en un hevelep Spered Santel nemetañ (Ef 4,4-6). En ur bediñ “hon” Tad, pepbadeziad a bed er gumuniezh-se :” An holl grederien n’o devoa nemet ur galon hagun ene” (Ob 4,32).

2791 - Setu perak, daoust da zisrannoù ar gristenien, ar bedenn d’”hon” Tad a chom ar mad kumun hag ur galv difraeus evit an holl vadezidi. E kumuniezh dre ar feiz er C’hrist hag ar Vadeziant, e tleont kemer perzh e pedenn Jezuz evit unanded e

ziskibien.

2792 - Erziwezh, mar pedomp e gwirionez “Hon Tad”, e teuomp er-maez eus an hiniennelouriezh, rak ar garantez a resevomp hon dieub anezhi. An “hon” e derou Pedenn an Aotrou, evel an “ni” er pevar goulenn diwezhañ, ne zistaol nephini. Evit bezañ gwirion, (Mzh 5,23-24; 6,14-16) e tleomp trec’hiñ hon disrannoùhag hon enebiezhoù.

2793 - An dud vadezet n’hellont pediñ “hon” Tad hep dougen en e gichenan holl re en deus roet e Vab muiañ-karet evito. Karantez Doue a zo diharz, hor pedenn he

deus ivez da vezañ diharz. Pediñ “hon” Tad hon digor da vuzulioù egarantez diskouezet er C’hrist : pediñ gant hag evit an holl dud n’hen anavezont ketc’hoazh, evit ma vezint “bodet en unaniezh” (Yn 11,52). Ar preder doueel-se gant an holl dud hag

an holl grouadelezh en deus awenet pedenn an holl bedennerien vras :dleout a ra ledanaat hor pedenn a garantez pa gredomp lavarout “hon” Tad.

IV . “Hag a zo en neñv”

2794 - An dro-lavar biblek-se ne dalvez ket ul lec’h (en ec’honder), metun doare-bezañ, neket pellder Doue met e Veurdez. Hon Tad n’emañ ket “ e-lec’hall”. “En tu-hont” emañ da bep tra a c’hellfemp meizout eus e Santelezh. Dre maz eo teir gwech Santel, eo emañ tost-tre d’ar galon uvel ha mantret :

Gant gwir abeg eo e klever ar c’homzoù “Hon Tad hag a zo en neñv” eus kalon an dud reizh, e-lec’h emañ Doue o chom evel en e dempl. Dre gement-se ivez an neb a beda c’hoanta gwelout o chom ennañ an Hini emañ o pediñ. (S. Eosten)

An “neñv” a c’hellfe a-walc’h bezañ ivez ar re a zoug skeudenn ar bed neñvel e-lec’hemañ Doue o chom hag o vale (S. Kurillos Jeruzalem)

2795 - Arouez an neñv hor c’has da vister an emglev a vevomp pa bedomp

hon Tad. En neñv emañ, e Annez eo, Ti an Tad a zo eta hor “mammvro”. Eus douar an emglev en deus ar pec’hed hon harluet (Gn 3) hag ez eo etrezek an Tad, etrezek an neñve ra deomp kanttroidigezh ar galon distreiñ ( Yr 3,19.-4,1a; Lk 15,18.21). Er C’hrist avateo adunvanet an neñv hag an douar (Iz 45,8; S 85,12), rak ar Mab “ a zo diskennet eus anneñv”, Eñ nemetañ, hag ober a ra deomp adsevel di gantañ, dre e Groaz, e Zasorc’hidigezhhag e Bignidigezh. (Yn 12,32; 14,2-3; 16,28; 20,17; Ef 4,9-10; He 1,3; 2,13).

2796 - Pa bed an Iliz “hon Tad hag a zo en neñv”, ec’h embann ez omp Pobl Doueendeo “azezet en neñv er C’hrist Jezuz” ( Ef 2,6), “kuzhet gant ar C’hrist en Doue” (Kol 3,3)ha war un dro “ o hirvoudiñ er stad-se, c’hoant bras ganeomp gwiskañ hon ti neñvel warc’horre egile ( 2 Kor 5,2; Fil 3,20; He 13,14) :

Ar gristenien a zo er c’horf, met ne vevont ket hervez ar c’horf. Tremen a reont o buhez waran douar, met keodediz int eus an neñv (Lizher da Diognetos).

86

BERR-HA-BERR2797 - Ar fiziañs eeun ha feal, ar surentez uvel ha laouen eo an amplegadoùo tereout d’an hini a bed Hon Tad.

2798 - Gallout a reomp aspediñ Doue evel “Tad” rak Mab Doue graet den eoen deus hen diskuliet deomp, hag ennañ, dre ar Vadeziant ez omp enklozet hagadvabet evel mibien da Zoue.

2799 - Pedenn an Aotrou hol lak e kumuniezh gant an Tad ha gant e Vab JezuzKrist. Hon diskuliañ a ra war memes tro deomp hon-unan.

2800 - Pediñ hon Tad a zle diorren ennomp ar youl da vezañ heñvel outañ, evel urgalon uvel ha fizius.

2801 - En ur lavarout “Hon Tad”, ec’h aspedomp an Emglev nevez e Jezuz Krist,ar gumuniezh gant an Dreinded Santel hag ar garantez doueel hag en em leddre an Iliz betek dibennoù ar bed.

2802 - “Hag a zo en neñv” ne verk ket ul lec’h met meurdez Doue hag e vezañse kalon an dud just. An neñv, Ti an Tad, eo ar gwir vammvro a glaskomp ha mazomp endeo dezhi

***********************************************R A N N 3Ar seizh goulenn

2803 - Goude bezañ hon lakaet e bezañs Doue hon Tad evit e azeuliñ, e garout hag

e vennigañ, ar Spered a vab a ra sevel eus hor c’halonoù seizh goulenn, seizh bennozh.

Pa lavaromp : “Hoc’h anv bezet santelaet”, e c’houlennomp ma vo santelaet ennomp-nihag a zo ennañ, met ivez er re all a zo c’hoazh o c’hortoz gras Doue, evit hor c’henstum-mañ ouzh ar c’hemenn hor redi da bediñ evit an holl, zoken evit hon enebourien. Setuperak ne lavaromp ket dres : Hoc’h anv bezet santelaet “ennomp”, rak goulenn a reompma vo santelaet en holl dud. (Tertullianus)

2815 - Ar goulenn-se, a endalc’h anezho holl, a vez selaouet gant pedenn ar C’hrist, evel ar c’hwec’h goulenn all da heul. Ar bedenn d’hon Tad eo hor pedenn pavez graet “en anv” Jezuz (Yn 14 13;15,16;16,24.26). Jezuz a c’houlenn en e bedenn a veleg :”Tad

santel, mir anezho ez anv, ar re ac’h eus roet din” (Yn 17,11).

II . “Ho Rouantelezh deuet deomp”

2816 - En Testamant Nevez, an hevelep ger Basileia a c’hell bezañ troet dre“roueelezh” (anv difetis), “rouantelezh” (anv fetis) pe “ren” (anv-oberenn). Rouante-lezh Doue a zo en hor raok. Tostaet eo bet er Verb enkorfet, kemennet eo a-dreuzan Aviel a-bezh, deuet eo e marv hag e Dasorc’hidigezh ar C’hrist. Rouantelezh Doue a zeu adalek ar Goan santel hag en Eukaristiezh, emañ en hor c’hreiz . Ar Rouante-lezh a zeuio er c’hloar pa vo roet gant ar C’hrist d’e Dad :

Ren Doue a c’hellfe talvezout zoken ar C’hrist e-unan, Eñ hag a c’halvomp bemdez drehor hetoù, ha ma c’houlomp hastañ e zonedigezh dre hor gortoz. Evel maz eo hon Dasorc’hidigezh, rak Ennañ e tasorc’homp, ha marteze ivez Ren Doue, rak Ennañ e

87

renimp (S. Kiprianus).

2817 - Ar goulenn-se eo ar “Marana tha”, garm ar Spered hag ar Pried :“Deuit, Aotrou Jezuz” :

Goude m’he defe ket ar bedenn-se graet deomp an dever da c’houlenn donedigezh arRen-se, hor befe kaset hon-unan ar garm-se,en ur zifraeañ mont da vriata hor goanagoù.Eneoù ar verzherien, dindan an aoter, a bed an Aotroù gant garmoù bras :”Betek peur,Aotrou, e talei da c’houlenn kont eus hor gwad digant annezerien an douar ?” (Disk 6,10). Dleout a reont obten justis, end-eeun,e dibenn an amzerioù. Aotrou, hastit etadonedigezh ho ren ! (Tertullianus).

2818 - E pedenn an Aotrou ez eus kont dreist-holl eus donedigezh ziwezheleus Ren Doue dre zistro ar C’hrist (Tt 2,13). Met ar c’hoant-se ne zistro ket an Ilizeus he c’hefridiezh er bed-mañ; hec’h engouestlañ dezhi eo a ra kentoc’h. Rak abaoear Pantekost, donedigezh ar Ren eo oberenn Spered an Aotrou “a gendalc’h e labourer bed hag a gas da benn pep santelidigezh” (P.E. IV)

2819 - “Rouantelezh Doue a zo reizhder, peoc’h ha levenez er Spered Santel”(Rm 14,17).An amzerioù diwezhañ emaomp enno eo re skuilherezh ar Spered Santel.A neuze eo kroget un emgann da vat etre “ar c’horf” hag ar Spered (Ga 5,16-25) :

Ur galon c’hlan hepken a c’hell lavarout gant surentez :”Ho Rouantelezh deuet deomp”.Dav eo bezañ bet e skol Paol evit lavarout : “Arabat d’ar pec’hed ren c’hoazh en hokorf marvel” (Rm 6,12). An hini en em vir glan en e oberoù, e soñjoù hag e gomzoù, a c’hell lavarout da Zoue :”Ho Rouantelezh deuet deomp !” (S. Kurillos Jeruzalem)

2820 - En ur verzout hervez ar Spered , e tle ar gristenien ober an diforc’h etrekreskidigezh Rouantelezh Doue hag araokadur ar sevenadur hag ar gevredigezh maz intengouestlet enno. An diforc’h-se n’eo ket un disrann. Galvidigezh an den d’ar vuhez peur-badus na zilam ket met a gennerzh e zever da lakaat er pleustr an nerzhioù hag an araezioùbet digant ar C’hrouer evit servijañ er bed-mañ ar yonez hag ar peoc’h (GS)

2821 - Ar goulenn-se a zo douget ha selaouet e pedenn Jezuz (Yn 17,17-20), bezanthag efedus en Eukaristiezh ; teurel a ra he frouezh er vuhez nevez hervez an eürustedoù.(Mzh 5,13-16; 6,24; 7, 12-13).

III .“Ho polontez bezet graet war an douar evel en neñv”

2822 - Youl hon Tad eo “ma vo salvet an holl dud ha ma teuint da anaout ar wirio-nez” (1 Tm 2,3-4). “En em ren a ra an Aotrou gant pasianted, dre ma fell dezhañ ned afe dagoll den ebet” (2 P 3,9; Mzh 18,14). E c’hourc’hemenn, hag a ziverr an holl re all, hag alavar deomp e holl youl, eo “m’en em garimp an eil egile evel m’en deus hor c’haret” (Yn13,34; 1 Yn 3;4; Lk 10,25-37).

2823 - “Diskuliet en deus deomp mister e youl, ar mennad madelezhus en devoa rak-divizet ennañ e-unan....d.l.e. lakaat ar C’hrist da vezañ penn pep tra....Er C’hrist ez omp betrakdibabet da vezañ e lod, hervez diviz an Hini a gas pep tra war-raok, diouzh mennad e youl (Ef 1,9-11)”. Goulenn a reomp groñs ma vo sevenet a-grenn ar mennad madelezhus-se war an douar evel maz eo graet endeo en neñv.

2824 - Er C’hrist, ha dre e youl denel, eo bet sevenet a-grenn hag ur wech evit matyoul an Tad. Jezuz en deus lavaret o tont er bed :” Setu ma teuan evit ober da youl, o Doue”(He 10,7; S 40,7). Jezuz hepken a c’hell lavarout :”Ober a ran dalc’hmat ar pezh a blij dezhañ” (Yn 8,29). E pedenn e dremenvan ec’h asant a-grenn d’ar youl-se ;”Ra vo graet,n’eo ket va youl, met da hini-Te !” (Lk 22,42; Yn4,34; 5,30;6,38). Setu perak Jezuz “ a zoen em roet e-unan en abeg d’hor pec’hedoù, hervez bolontez Doue” (Ga 1,4). “ Ar youl-se

88

eus Doue eo an hini a ro deomp santelezh dre ar prof en deus graet Jezuz Krist eus e gorf”(He 10,10).

2825 - Jezuz, “petra bennak ma oa Mab, en deus desket dre ar poanioù gouzañvet,petra eo ar sentidigezh” (He 5,8). Pegement muioc’h, ni, krouadurien ha pec’herien, deuet da vezañ advabet ennañ : goulenn a reomp digant hon Tad unaniñ hor bolontez ouzh hini e Vab evit seveniñ e Youl, e vennad a silvidigezh evit buhez ar bed. Dic’halloud a-grenn ez omp anezhi, met unanet ouzh Jezuz ha gant galloud e Spered santel, e c’hallomp lakaat hor youl etre e zaouarn ha divizout da zibab ar pezh en deus e Vab dibabet dalc’hmat : ober ar pezh a blij d’an Tad ( (Yn 8,29) :

Dre en em stagañ ouzh ar C’hrist, e c’hellomp dont da vezañ ur spered hepken gantañ, ha dre-seseveniñ e youl; evel-se e vo peurc’hraet war an douar evel en neñv. (Origenos)

Sellit penaos Jezuz Krist a zesk deomp bezañ uvel, en ur reiñ deomp gwelout ne zalc’h ket horvertuz eus hon labour hepken, met eus gras Doue. Kemenn a ra amañ da bep fidel a bed d’henober hollvedel evit an douar a-bezh. Rak ne lavar ket “Ra vezo graet da youl” ennon-me pe ennoc’h-c’hwi met “war an douar a-bezh”, evit ma vo dilamet kuit ar fazi, ma reno arwirionez, ma vo distrujet an techoù-fall, ma vleunio en-dro ar vertuz, ha ma na vo kendisheñvel an douar eus an neñv (S. Yann Krizostomos)

2826 - Dre ar bedenn eo e c’hallomp “ diverzout pehini eo youl emzougoù personel hag en o c’hengrediezh gant ar familh denel. Ar goulenn-se eus Pedennan Aotrou n’hell ket bezañ distaget diouzh parabolennoù Lazar (Lk 16,19-21) hag ar Varndiwezhañ (Mzh 25,31-46).

2832 - Evel ar goell en toaz, nevezded ar Rouantelezh a zle dibradañ an douar gantSpered ar C’hrist. Dleout a ra en em ziskleriañ dre an diazezidigezh eus ar yonez en darem-predoù personel ha kevredel, armerzhel hag etrevroadel, hep ankouaat ne vez morse fram-moù reizh anez tud mennet da vezañ reizh.

2833 - Komz a reomp eus “hor” bara, “unan” evit “lies hini”. Paourentez an eüruste-doù eo vertuz al lodennañ : gervel a ra da reiñ ha da rannañ ar madoù danvezel ha speredel,neket dre rediezh, met dre garantez, evit ma talvezo puilhentez ar re-mañ da ezhommoù arre all (2 Kor 8,1-15).

2834 - “Ped ha labour” (S. Benead). “Pediñ evel ma teufe pep tra eus Doue ha labourat evel ma teufe pep tra ac’hanoc’h”. O vezañ graet hol labour, e chom ar magadur un donezon digant hon Tad; mat eo e c’houlenn digantañ en ur rentañ gras dezhañ.Setu sterar bennigadenn eus an daol en un tiegezh kristen.

2835 - Ar goulenn-se, hag an atebegezh stag outañ, a dalvez c’hoazh evit un naonall o waskañ an dud :” N’eo ket diwar vara hepken eo e vev an den, met diwar gement azeu eus genou an Aotrou(Adl 8,3; Mzh 4,4), d.l.e. e Gomz hag e Awen. Ar gristenien a zleunaniñ o holl strivoù evit “kemenn an Aviel d’ar beorien”. Bez’ ez eus un naonegezh waran douar, “n’eo ket naon a vara na sec’hed a zour, met a glevout Komz Doue” (Am 8,11).Setu perak ar ster kristen strizh eus ar pevare goulenn-se a sell Bara ar Vuhez :Komz Doueda zegemer er feiz, Korf ar C’hrist resevet en Eukaristiezh (Yn 6, 26-58).

2836 - “Hiziv” a zo ivez ul lavarenn a fiziañs. An Aotrou hen desk deomp (Mzh 6,34; Erm 16,19); hon emfiziañs n’helle ket hen ijinañ. Peogwir ez eo dreist-holl e Gomz haKorf e Vab a c’houlennomp, an “hiziv”-se n’eo ket hepken hini hon amzer marvel : HizivDoue an hini eo :

Ma resevez ar bara pemdeziek, pep deiz evidout a zo an deiz-hiziv. Maz eo ar C’hrist dit hiziv, bemdez e tasorc’h evidout. Penaos kement-se ? “Va Mab out-Te, hiziv em eus da engehentet”(S 2,7) Hiziv, d.l.e. pa adsav ar C’hrist da vev (S. Ambrozius).

89

2837 - “ Pemdeziek”.Ar ger-se, epiousios, n’en deus ket implij all en TestamantNevez. Kemeret en ur ster amzerel, ez eo un adkemer pedagogel eus “hiziv” (Erm 19,21),evit kennerzhañ ennomp ur fiziañs “hep mar na marteze”. Kemeret er ster doareañ, e talvezar pezh ‘zo ret evit ar vuhez, hag en doare larkoc’h kement mad bastus evit ar vevañs (1 Tm 6,8). Kemeret er ster lizherennel ( epiousios :dreist-pennañ) e talvez war-eeun Bara arVuhez, Korf ar C’hrist,“remed a zivarvelezh” (S. Ignatios Antiokeia), n’hon eus ket heptañar Vuhez ennomp (Yn 6,53-56). Stag erfin ouzh an hini a-raok, ar ster neñvel a zo anat : an“Deiz-se” eo hini an Aotrou, hini Banvez ar Rouantelezh, ragarveret en Eukaristiezh hag a zo endeo ar raktañva eus ar Rouantelezh o tont. Setu perak ez eo dereat e vefe lidet “bemdez”an Eukaristiezh.

- 487 -

An Eukaristiezh eo hor bara pemdeziek. Ar vertuz ispisial d’ar boued doueel-se eo unnerzh-unaniñ : hon unaniñ a ra ouzh Korf ar Salver hag ober ac’hanomp e izili, evit mateuimp da vezañ ar pezh a resevomp.....Ar bara pemdeziek-se a zo c’hoazh el lennadennoùa glevit bemdez en Iliz, er meulganoù a ganer hag a ganit. Kement-se holl a zo ret d’horpirc’hirinded (S. Eosten).

An Tad eus an neñv hon atiz da c’houlenn evel bugale eus an neñv, ar Bara eus an neñv(Yn 6,51). Ar C’hrist “E-unan eo ar bara, hadet er Werc’hez, savet er c’horf, mezet erbasion, poazhet e forn ar bez, miret en Iliz, degaset war an aoterioù, a bourvez bemdez d’ar fideled ur magadur neñvel (S. Pêr Krizologos).

V . “Pardonit deomp hor pec’hedoù evel mapardonomp d’ar re o deus manket ouzhomp.”

2838 - Ar goulenn-se a zo souezhus. Mar ne vefe nemet lodenn gentañ ar

goulenn - “Pardonit deomp hor pec’hedoù -, e c’hellfe bezañ endalc’het, emplegeten tri goulenn kentañ eus Pedenn an Aotrou, peogwir Sakrifis ar C’hrist a zo “evitpardon ar pec’hedoù”. Met hervez an eil lodenn, ne vo selaouet hor goulenn nemetmar hon eus da gentañ respontet d’ur rediezh. Hor goulenn a zo troet etrezek andazont, hor respont a zle bezañ hen diaraoget : ur ger a zo ouzh o unaniñ :”evel”.

“Pardonit deomp hor pec’hedoù”....

2839 - Gant ur fiziañs hardizh hon eus kroget da bediñ hon Tad. Ouzh henaspediñ ma vo santelaet e anv, hon eus goulennet gantañ bezañ bepred santelaetmuioc’h-mui. Met daoust deomp bezañ gwisket gant sae ar Vadeziant, ne baoue-zomp ket da bec’hiñ, da zistreiñ eus Doue. Bremañ, er goulenn nevez-mañ, e tistro-omp davetañ, evel ar mab foran (Lk 15,11-32), hag ec’h anzavomp bezañ pec’he-rien, dirazañ, evel ar publikan (Lk 18,13). Hor goulenn a stag dre un “anzav” e-lec’he kofesaomp war un dro hon dienez hag e Drugarez. Hon esperañs a zo start, peo-gwir, en e Vab, “hon eus an dasprenidigezh, an distaol eus hor pec’hedoù” (Kol 1,14;Ef 1,7). An arouez efedus ha diarvarus eus e bardon a gavomp e sakramantoù e Iliz(Mzh 26,28; Yn 20,23).

2840 - Al lañv-se a drugarez avat, - ha kement-se a zo da zoujañ - n’hell

diskenn en hor c’halon e-keit ha n’hon eus ket pardonet d’ar re o deus manket ouzh-omp. Ar garantez, evel Korf ar C’hrist,a zo dizirannus : n’hellomp ket karout an Doue na welomp ket mar ne garomp ket ar breur, ar c’hoar a welomp ( 1 Yn 4,20).Dre nac’h ar pardon d’hor breudeur ha c’hoarezed, en em serr hor c’halon, hec’haleter hen rent didreantus da garantez trugarezus an Tad ; e kofesadur hor pec’hed

90

e tigor hor c’halon d’e c’hras.

2841 - Ar goulenn-se a zo ken pouezus maz eo an hini nemetañ ma tistroan Aotrou warnañ ha m’hen displeg er brezegenn war ar Menez (Mzh 6, 14-15;5, 23-24; Mk 11,25). Ar rediezh pennañ-se eus mister an emglev a zo dic’hallusd’an den. Met “ pep tra a zo e galloud Doue”.

- 488 -

...”evel ma pardonomp d’ar re o deus manket ouzhomp”

2842 -An “evel”-se n’eo ket unel e kelennadurezh Jezuz :”C’hwi eta, bezit peurvat,“evel” maz eo peurvat ho Tad a zo en Neñvoù (Mzh 5,48); “Bezit trugarezus “evel” m’eoho Tad trugarezus” (Lk 6,36); “Ur gourc’hemenn nevez a roan deoc’h : en em garout an eilegile “evel” ma ‘m eus ho karet” (Yn 13,34). Mirout gourc’hemenn an Aotrou a zo dic’hallus ma feller heuilh a-ziavaez ar skouer doueel. Ur perzhiadur buhezel eo hag o tont eus “donder ar galon”, da Santelezh, da Drugarez, da Garantez hon Doue. Ar Spered hepken, hag a zo “hor Buhez” (Ga 5,25) a c’hell lakaat ennomp an hevelep santadoù a voe er C’hrist Jezuz (Fil 2,1-5). Neuze e teu gallus unanded ar pardon “o pardoniñ an eil d’egile “evel” m’en deus Doue pardonet deomp er C’hrist.” (Ef 4,32).

2843 - Evel-se e kemer buhez komzoù an Aotrou war ar pardon, ar garantez-se a gar betek penn-pellañ ar garantez (Yn 13,1). Parabolenn ar servijer didruez, hag a gurunenn kel-ennadurezh an Aotrou war ar gumuniezh ilizel (Mzh 18,23-35) a echu dre ar gomz-mañ :“Evel-se ivez e raio deoc’h va Zad a zo en neñv mar ne bardon ket pep unan ac’hanoc’hd’e vreur a-greiz e galon.” (Mzh 18,35). Eno, end-eeun, “e-kreiz ar galon” eo en em skoulmhag en em ziskoulm pep tra. N’emañ ket en hor galloud disantout hag ankouaat an dismegañs met ar galon en em ginnig d’ar Spered Santel a zistro ar gouli da vezañ kendruez hag a c’hlana an eñvor en ur dreiñ an dismegañs da vezañ erbedenn.

2844 - Ar bedenn gristen a ya betek pardoniñ d’an enebourien. (Mzh 5,43-44).Treuzneuziañ a ra an diskibl ouzh e genstummañ gant e Vestr. Ar pardon eo barr ar bedenngristen : donezon ar bedenn n’hell bezañ degemeret nemet en ur galon kenstumm ouzh argendruez doueel. Ar pardon a desteni ivez en hor bed ez eo kreñvoc’h ar garantez eget arpec’hed. Ar verzherien, dec’h hag hiziv, a zoug an testeni-se da Jezuz. Ar pardon eo anamplegad diazezel an Adunvanidigezh (2 Kor 5,18-21), eus bugale Doue gant o Zad hageus an dud kenetrezo.( Yann-Baol II).

2845 - N’eus harz ebet na muzul d’ar pardon doueel-se a-grenn(Mzh 18,21-22;

Lk 17,3-4). A-fet dismegañsoù (“pec’hedoù” hervez Lk 11,4, pe “dleoù” hervez Mzh 6,12)evit gwir ez omp bepred dleourien :”Na vezit e dle e-keñver den ebet, nemet e dle a genga-rantez “(Rm 13,8).Kumuniezh an Dreinded Santel eo ar vammenn hag an dezverk eus gwi-rionded pep darempred (1 Yn 3,19-24). Bevet e vez er bedenn, dreist-holl en Eukaristiezh(Mzh 5,23-24) :

Doue ne zegemer ket sakrifis atizerien an dizunvaniezh. O argas a ra diouzh an aoter evit mazaint da gentañ d’en em adunvaniñ gant o breudeur : Doue a fell dezhañ bezañ peoc’haet gantpedennoù a beoc’h.Ar rediezh kaerañ evit Doue eo hor peoc’h, hor c’henemglev, an unandeden Tad, ar Mab hag ar Spered Santel eus ar bobl fidel a-bezh (S. Kiprianus).

VI . “ N’hon lezit ket da gouezhañ en temptadur”

2846 - Ar goulenn-se a dizh gwrizienn ar goulenn diaraok, rak hor pec’hedoù a zoar frouezh eus hon asant d’an temptadur.. Goulenn a reomp gant hon Tad hon diwall

91

dioutañ. Treiñ ar ger gresianeg dre un termen hepken a zo diaes :talvezout a ra :”Na aotre ket da vont e-barzh”, “ n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur”Doue n’amprou ket an droug ha n’amprou den ebet kennebeut” (Jk 1,13) Fellout a ra dezhañ, er c’hontrol, hon dieubiñ. Goulenn a reomp gantañ herzel ouzhomp da gemer an hent a gas d’ar pec’hed.

Gouestlet omp d’ar stourm “etre ar c’horf hag ar Spered”. Ar goulenn-se aasped ar Spered a ziverzerezh hag a nerzh.

2847 - Ar Spered Santel a ra deomp diverzout etre an amprou, ret evit

kreskañs an den diabarzh (Lk 8,13-15; Ob 14,22; 2 Tm 3,12) a-wel d’ur “vertuz”amprouet (Rm 5,3-5), hag an temptadur, a gas d’ar pec’hed ha d’ar marv (Jk 1,14-15). Dleout a reomp ivez diverzout etre “bezañ temptet” hag “asantiñ” d’an temptadur. Diverzout , erziwezh, a ziguzh ar gaou en temptadur : e zanvez da welout a zo “mat, hoalus da welout, c’hoantaus” (Gn 3,6), goude maz eo ar marv e frouezh e gwirionez.

Doue ne fell ket dezhañ rediañ d’ar mad, boudoù dieub eo a fell dezhañ....... An temptadura zo mat d’un dra bennak. An holl, nemet Doue, a zo hep gouzout pezh hon eus resevetdigant Doue; ni hon-unan zoken. Met an temptadur hen diskouez, evit deskiñ deomp enem anaout, ha dre-se, dizoleiñ deomp hon dienez hag hon rediañ da drugarekaat evit armadoù en deus an temptadur diskouezet deomp. (Origenes).

2848 - Chom hep antren en temptadur a empleg un diviz eus ar galon :

“E-lec’h m’emañ da deñzor, eno ivez e vo da galon”....Den ebet n’hell servijañ daouvestr” (Mzh6,21. 24) “Mar hon eus buhez dre ar Spered, bezomp renet ivez gant arSpered” (Ga 5,25). En “asant”-se d’ar Spered Santel, an Tad a ro deomp an nerzh.“N’eus temptadur ebet o tont warnoc’h a vefe en tu-hont d’ho nerzhioù-den. Doue a zo feal ha ne bermeto ket e vefec’h temptet dreist ho nerzh; met gant an temptadure roio deoc’h an tu da herzel outañ “ ( 1 Kor 10,13).

2849 - Ur stourm a-seurt-se hag un trec’h evel-se n’int gallus nemet erbedenn. Dre e bedenn eo en deus Jezuz Krist trec’het an Tempter, adal an derou,hag e stourm diwezhañ e dremenvan (Mzh 26,36-44). Hon unaniñ a ra ar C’hristd’e stourm ha d’e zremenvan er goulenn-se d’hon Tad. Evezhiegezh ar galon a zokounaet dibaouez e kumuniezh gant e hini-Eñ (Mk 13,9.23. 33-37; 14,38; Lk 12, 35-40). An evezhiegezh eo “gward ar galon”, ha Jezuz a c’houlenn gant an Tad ““hor mirout en e anv” (Yn 17,11). Ar Spered Santel a glask hon dihun dibaouezd’an evezhiegezh-se (1 Kor 16,13; Kol 4,2; 1 Tes 5,6; 1 P 5,8). Ar goulenn-sea gemer e holl dalvoudegezh da-geñver an temptadur diwezhel eus hor stourm waran douar; goulenn a ra ar gendalc’husted ziwezhel. “Dont a ran evel ul laer : evurusan hini a vo kavet o veilhal !” (Disk 16,15).

VII . “Met hon diwallit diouzh an droug”

2850 -Ar goulenn diwezhañ d’hon Tad a zo douget ivez e pedenn Jezuz :“Ne c’houlennan ket diganit o zennañ eus ar bed, met o diwall diouzh an droug “ (Yn17,15. Sellout a ra ouzh pep hini ac’hanomp, met ni eo a bed dalc’hmat, e kumuniezhgant an Iliz a-bezh hag evit dieubidigezh ar familh denel a-bezh. Pedenn an Aotrou ne baouez ket d’hon digeriñ da ventoù an arboellerezh a silvidigezh. Hor c’hevamzalc’hded e drama ar pec’hed hag ar marv a zo distroet da gengrediezh e Korf ar C’hrist, “e kumuniezh ar sent”.

2851 - Er goulenn-se, n’eo ket an Droug un dra difetis, met diskleriañ a ra un Nouez,

Satan, an Hini drouk, an ael enebet ouzh Doue.. An “diaoul” (dia-bolos) eo an hini en em “daol a-dreuz” da vennad Doue ha d’e “oberenn a silvidigezh” sevenet er C’hrist.

2852 - “Muntrer adalek ar penn-kentañ, gaouiad ha tad ar gaou” (Yn 8,44) “ar

92

Satan, toueller ar bed a-bezh” (Disk 12,9), drezañ ez eo deuet ar pec’hed hag ar marv er bed, ha dre e lamm da vat eo e vo “dieubet ar grouadelezh a-bezh eus ar pec’hed hagar marv” (P.E. IV) “Gouzout a ouzomp ne bec’h ket an neb a zo ganet eus Doue: erc’hontrol, an Hini bet ganet eus Doue hen diwall, hag an hini Drouk n’en deus ket a grogwarnañ. Gouzout a reomp ez omp eus Doue hag emañ ar bed-holl dindan dalc’h an hiniDrouk” (1 Yn 5, 18-19) :

An Aotrou hag en deus lamet kuit ho pec’hed ha pardonet ho mankoù a zo gouest d’ho tiwall ha d’ho mirout enep gwidreoù an Diaoul a stourm ouzhoc’h,evit d’an enebour, hag a zo boas dac’henel ar faot, chom hep ho zourpren. Neb a fizia en Doue ne spont ket rak an Diaoul. “ Mard-emañ Doue a-du ganeomp, piv a vezo a-enep deomp ?” (Rm 8,31).

2853 - An trec’h war “briñs ar bed-mañ” (Yn 14,30) a zo gounezet ur wech evit mat,d’an Eur m’en em ro Jezuz a-youl-gaer d’ar marv evit reiñ deomp e Vuhez. Setu barnedigezh ar bed-mañ, ha priñs ar bed-mañ en deus tapet lamm (Yn 12,31; Disk 12,11). “En em lakaat a reas da redek war-lerc’h ar Vaouez”(Disk 12,13-16), met n’en deus ket krog warni : an Eva nevez, “leun a c’hras” ar Spered Santel, a zo dieubet eus ar pec’hed hag eus breinadur ar marv (Koñsevidigezh dinamm ha Dougidigezh ar Werc’hez Santel-meurbet, Mamm da Zoue, bepred Gwerc’hez). “Neuze, konnaret a-enep ar Vaouez, ez eas d’ober brezel ouzh ar peurrest eus he bugale”(Disk 12,17). Setu perak e ped ar Spered hag an Iliz : ”Deus ! Aotrou Jezuz” (Disk 22,17.20) peogwir e Zonedigezh hon dieubo eus an hini Drouk.

2854 - En ur c’houlenn bezañ diwallet diouzh an Droug, e pedomp ivez evit bezañdieubet eus an holl zrougoù, bremañ, tremenet ha da zont, maz eo eñ an aozer pe an atizeranezho.Er goulenn diwezhel-se e toug an Iliz holl zienez ar bed dirak an Tad. Gant an dieubidigezh eus an drougoù a wask an denelezh ec’h asped an donezon eus ar peoc’h hag ar c’hras eus ar gortoz kendalc’hus eus distro ar C’hrist. O pediñ e-giz-se, e ragarvez en izelegezh ar feiz, ar

berrzastum eus an holl ha pep tra en Hini “ a zalc’h alc’hwez ar Marv hag an Hades” (Disk 1,8) :

Hon diwallit a bep droug, Aotrou Doue, ha roit deomp ar peoc’h en hon amzer; dre ho madelezhhon distagit diouzh ar pec’hed hag hon diwallit diouzh pep trubuilh er vuhez-mañ , e-lec’h ma esperomp an evurusted a brometit ha donedigezh Jezuz Krist Hor Salver (Pedenn goude ar Bater)

********************************************************

An doksologiezh diwezhel

2855 - An doksologiezh diwezhel “Deoc’h-C’hwi, Aotrou Doue, ar Rouantelezh, argalloud hag ar c’hloar” a adkemer, enklozet, an tri goulenn kentañ d’hon Tad : klode anv, donedigezh e Rouantelezh ha galloudegezh e Youl salver. Met an adkemer-sea zo amañ dindan stumm an azeulidigezh hag ar rentañ-gras, evel el liturgiezh an neñv(Disk 1,6; 4,11; 5,13). Priñs ar bed-mañ en devoa kemeret en gaou evitañ-eñ an trititl-se a rouantelezh, a c’halloud hag a c’hloar (Lk 4,5-6); ar C’hrist, an Aotrou o rent en-dro d’e Dad ha d’hon Tad, ken “ e lakaio ar Rouantelezh etre daouarn Doue anTad, goude bezañ kaset da benn mister ar silvidigezh ha ma vo Doue pep tra e kementtra ‘zo” (1 Kor 15,24-28).

2856 - “Neuze, echu ar bedenn, e lavarez : Amen,oc’h eilsinañ dre an Amen-sehag a dalvez : “Evel-se bezet graet” (Lk 1,38) ar pezh a zo e-barzh ar bedenn kelennetdeomp gant Doue”(S Kurillos Jeruzalem)

BERR-HA-BERR

93

2857 - Er Bater, an tri goulenn kentañ o deus da zanvez Gloar an Tad :santelidigezh e anv, donedigezh ar Rouantelezh ha sevenidigezh youl Doue.Ar pevar all a ginnig dezhañ hor c’hoantoù :sellout a reont ouzh hor buhezevit he magañ pe evit he fareañ eus ar pec’hed ha tennañ a reont d’horstourm evit trec’h ar Mad war an Droug.

2858 - En ur c’houlenn :”Hoc’h anv bezet santelaet” ec’h antreomp emennad Doue, santelidigezh e anv - diskuliet da Voizez, goude e Jezuz -drezomp hag ennomp, evel e pep broad hag e pep den.

2859 - Dre an eil goulenn e wel an Iliz dreist-holl distro ar C’hrist hadonedigezh ziwezhel Rouantelezh Doue. Pediñ a ra ivez evit kreskidigezh Rouantelezh Doue e “bremañ” hor buhezioù.

2860 - En trede goulenn e pedomp hon Tad d’unaniñ hor youl ouzh hini e Vab evit seveniñ e vennad a silvidigezh e buhez ar bed.2861 - Er pevare goulenn, pa lavaromp “Roit deomp”, e tiskleriomp,a-unan gant hor breudeur, hor fiziañs vabel e-keñver hon Tad eus an neñvoù :” Hor bara” a ziskouez ar magadur douarel ret evit hor bevañsdeomp-holl hag a dalvez ivez Bara ar Vuhez, Komz Doue ha Korf arC’hrist. Resevet eo en “Hiziv” Doue, evel ar boued diziouerus, (dreist)pennañ Banvez ar Rouantelezh ragaroueziet en Eukaristiezh.

2862 - Ar pempvet goulenn a asped evit hor pec’hedoù trugarez Doue han’hell diskenn en hor c’halon nemet mar hon eus gouezet pardoniñ d’honenebourien, hervez skouer ha gant skoazell ar C’hrist.

2863 - En ur lavarout “N’hon lezit ket da gouezhaén en temptadur”, ec’houlennomp digant Doue ma ne bermeto ket deomp kemer an hent agas d’ar pec’hed. Ar goulenn-se a asped ar Spered a ziverzerezh hag anerzh; ha goulenn a ra gras an evezhiegezh hag ar gendalc’husted diwezhel

2864 - Er goulenn diwezhañ “Met hon diwallit diouzh an Droug”, ar c’hristena bed Doue gant an Iliz da ziskouez an trec’h, gounezet endeo gant ar C’hrist,war “Briñs ar bed-mañ” , war Satan, an ael a eneb e-unan ouzh Doue hagouzh e vennad a silvidigezh.

2865 - Dre an “Amen” diwezhel e tiskleriomp hor “Fiat” evit pezh a sell arseizh goulenn : “Evel-se bezet graet”

===================================*****************************************

10.10.02